Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/147

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

— Ronvet, pôtred, hag e tommo d’ec’h ! a lavare Bilzig.

Hen, war diadre ar vag a bolee a nerz e gorf, hag a vleine ar vag vihan a-dreuz kerigi traïtour Porz Biliek.

Tremenet garite Penn-Ogès : savetaet int !

— Breman, pa eo tomm d’emp, kemeret ar ronv, Yann, ha poleet… Oulierig a ronvo ive… Alo ! alo ! Oulierig, sav, pôtr… sav alese !…

Met ar pôtr a grene ha ne oa ket evit finval na dorn na troad.

— Sav, pôtr, sav… deus da ronvat !

Tremenet Beg ar C’hastell, hag evel-se ec’h errujont e Kraouig an Enez. Eno e oa eur bern tud eus o c’hortoz. Izabel a oa eno hag ive Saïg Jelvest.

Ar vag vihan a zo lakaet a-benn en ôd. Yann hag e vab a zo bet douget d’ar gêr buan ha buan. Flip a zo bet roet d’ê. Lakaet en o gwele, poan a zo bet o tomma anê.

Bilzig er mor beteg e zaoulin a zalc’he ar vag da Saïg Jelvest. An daou bôtr all a oa bet lakaet er-mêz ha kaset d’ar gêr.

— Kollet am eus an eor, Saïg : war Roc’h Louet eman.

— Ma ! pôtr.

— Ha troc’het am eus ive eun tamm eus ar bos. Anez da ze e oamp kollet hon femp.

— Ma ! petra ’fôt d’it, pôtr. Pa ve red e ve red. Met arabad, te ’oar, koll an nord, han, pôtr !

— Oh ! ya, Saïg. Sonj am eus bet.

Neuze e teuas da gavout e vamm.

— Kollet hon marevez, mamm Izabel. Kollet hon meskl hag hon ormel : taolet am eus anê er mor. Eur zilienn hag eul legestr a jom.

Izabel a dapas krog e penn he mab, hag, en eur ouela, e roas d’ean eur pok start war e ziouchod.

— Mamm Izabel !

— Deus ganemp d’ar gêr, Bilzig.

— Ket, red eo d’in kas ar vag d’ar porz.

— Met gleb-dour-teil out !… Hast affo, ha deus buan d’ar gêr. Soubenn domm a vo war an tan eus da c’hortoz.