An daou vihan a lammas er vag, an touilhejou [1] a zo en o zoullou, an teir ronv a zo er vag. Saïg ha Bilzig a zo aet da gerc’hat ar c’hreier ormela, eur walenn grog, daou vouteg evit lakaat ar meskl hag an ormel, ha Bilzig n’an neus ket ankouaet peb a skolpennad bara segal gant eun troc’had tamm kig-sall. Saïg a voutas ar vag ; ar ronviou a zo armet.
— Alo ! souk, pôtred ! eme Saïg d’an daou vihan. Ha te, Bilzig, evez… evez, pôtr !
Saïg a chomas war penn ar chaoser da zellet eus e vag vihan hag he laz.
— Eul laz ! Tri damm koz kanfart !… Kalz a vagou a vo er-mêz : brao eo an amzer ; eun tamm houl a zo, met n’eus ket eur pekad avel.
Gant ar mare tre [2], hon zri ganfart n’int ket bet pell o treuzi Porz Biliek. Ar vag a zo staget, amarret er vorlenn, plên ar mor enni evel en eul lenn.
Hag an tri bôtr da veskla ha da ormela. Bilzig gant e walenn grog ac’h ês da furchal ar c’haviou a anavee, hag a dennas eus unan anê eun tamm foeltrenn pez legestr. Eun tammig pelloc’h e kavas eur c’hao all, en pehini eur zilienn goz du he devoa grêt he ziegez. Poan an neus bet ganti : evelkent e teuas a-benn anei. E-pad an amzer-ze, an daou all o devoa leuniet eur bouteg a veskl. Hag o zri d’an izelvor da glask ormel.
Grêt eo gante o marevez, eur varevez mat. Skuiz ar bôtred, ha naon d’ê. Hag int war beg Roc’h Krenn da ziskuiza ha da zebri o bara kig.
Azeet en heol tomm, e sellent en-dro d’ê. Ar bagou all a oa aet, homan da C’houliart, eben da Roc’h Ledan, darn d’an Arar Bihan, darn all d’an Arar Bras. Bilzig ive a zelle en-dro d’ean. Gant al lano an houl a greske, an tôliou-mor a zifarlee war bennou ar gerigi. Ha piz ar pôtr a zelle dre belec’h e tremenje gant e vag a-dreuz Porz Biliek.