Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/131

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

— Lammet e-barz ar vag… Mamm Izabel, deut aman, mamm Izabel.

— Marmouz ’zo ac’hanout, eme eun archer, perak n’out ket deut d’hon c’herc’hat ?

— Ya, met hag an daou all ?… Mall a oa gante ive mont en tu all, ha re dost e oan d’ar bord evit dont d’ho kerc’hat.

— Ah ! fe, ya, an daou-ze a oa mall gante mont gant o hent. An archerien, azeet er vag, a zelle piz eus ar vro, eus an henchou, ar wenojennou.

— Daoust da belec’h ec’h int aet ?…

— Klevet am eus anê o kôzeal eus Koad-ar-Zal hag ive eus Koajou-ar-Jaou.

— Ma ?

— Ya sur.

Pelec’h ec’h ez da lakaat ac’hanomp en ôd ?

— War Roc’h-ar-C’had… Ac’han ne vefet ket pell evit tapout an hent o deus heuliet an daou all.

— Piou int, ma redet evel-se war o lerc’h ? eme Izabel.

— Piou ?… N’ho peus-hu ket klevet hano eus Koatanlem, rd laer bras, muntrer al Leo ?… Ma ! eur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Leo, digwener diwea. Koatanlem hag e vandenn o deus grêt an tôl… Ha kant skoed an nevo nep hen tizo.

— Hag ar plac’h ?

— Ar plac’h n’ouzer ket piou eo : e wreg ? e zerc’h ?… Anezhi, Koatanlem a vije bet bac’het.

— Tud vat int evelkent : eur pez a zaou skoed am eus bet digante.

E-pad ma oant evel-se o kôzeal, Bilzig a bolee, ha gant ar mare e teuas betek Roc’h-ar-C’had. Diskennet an daou archer war ar garreg. Pell int bet oc’h en em dibaba e-touez ar c’herreg hag ar bejin. Ac’hane beteg ar gourlenn, an daou baour kêz archer o deus bet trawalc’h da ober evit dispega o zreid pounner diouz an trêz lec’hidus, gleb ha gwak.

Bilzig eus ar vag a heuilhe an daou archer.

— Red a vo d’ê redek evit tapout an daou all.