an deirved en tu all d’ei. « Tevel hag ober » : Bilzig n’an nevoa ket ankouaet ar giriou-ze. Re e talc’he d’e groc’hen.
Tremenet Lomikêl, an daou vugel a erruas en kêr Lannuon. Mall war ar broged. Eur gwenervez. Gwerzet o deus o fesked, ha gwerzet mat. Debret o deus o lein ; diskuizet, hag hep dale int deut war o c’hiz d’ar gêr.
Abret e teu an noz, ha c’hoant n’o devoa ket da vea tapet er-mêz ar gêr gant an denvalijenn. O mamm ive a dlee chom eus o gortoz en « Pevar hent bras ».
En-dro da Roc’h-al-Laz e oa eun niver bras a dud. Eur marc’hadour lïen a Vontroulez a oa bet lac’het e-pad an noz diwea, en eun tu bennak en-dro d’ar Roc’h : klevet e oa bet o krial. An archerien a oa o paouez tenna e gorf eus an trêz.
— « Tevel », a lavaras Bilzig da Vadelen. Den na daolas evez eus an daou vugel.
Evelkent Bilzig ne oa ket hep gwelet penôs eun toullad gwazed a oa war o hent, hag, a-rôk erruout en Sant-Efflam, unan anê a deuas d’o c’haout :
— « Tevel », pôtr ! emean.
— « Hag ober » ! a respontas Bilzig.
Egile a lakaas e viz war e c’hinou.
Hag o-daouik spouronet ec’h ênt evel daou baour kêz, hep sellet war o lerc’h. Seblantout a rê d’ê klevet en o diouskouarn an tri c’hir spontus : « Tevel hag ober ».
O mamm Izabel a oa eus o c’hortoz en « Pevar hent bras ».
— Ac’hanta ’ta, erru oc’h ?… Gwerzet ar pesked ?…
— Ya, mamm Izabel.
— Erru eo poent d’emp, bugale, diskenn da Doull-ar-C’hirri, ma fell d’emp tremen an Treiz hag erruout er gêr, a-rôk ma vo noz tenval… Ha n’hoc’h eus-hu ket klevet komz eus eur marc’hadour lïen a Vontroulez a zo bet, a lavarer, lac’het e-pad an noz diwea war al Leo ?…
Bilzig na Madelen gir n’o deus rannet : « Tevel hag ober », ar giriou-ze a skorne o zeod.
— Buan, buan, mamm Izabel, buan eomp d’ar gêr !