Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/123

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

An osteleri neuze ne zileunie ket gant an everien gwin-ardant. Noz-de, ha de ha noz, an dour binniget-ze a rede en o gorzailhenn, evel an dour er c’han goude eur barrad-glao. Neuze ive ar Vretoned, tud sioul koulskoude, ne vijent ket anaveabl. En osteleri e kleved anê, heman o kôzeal, heman o krial, darn all o rezoni, o toui, o sulbedi ; giriou lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha goalennajou [1] skoet war heman ken a c’houibane a-dreuz an ti. Ar gwella mignoned, o fenn trelatet, o daoulagad lijennet gant derzienn ar vezventi, en em zave an eil eneb egile, skrignet gante o dent. Met o diouhar, laosk ha blank dindane, ne vijent ket evit o dougen, ha peurliesa ar piladegou, ar c’hannadegou a droe en kas. Hag an de war-lerc’h ar bôtred dizevor ha mignoned evel diagent.

Ma ! eur yaouvez a viz genver, Saïg an nevoa roet eun tôl zein ha tapet eun toulladig broged. Izabel a brenas digantan daou voutegad.

Hi ac’h aio gant unan anê da Blistin ; Bilzig ha Madelen ac’h aio da werza o hini da Lannuon. Bed e vo d’an daou vugel sevel abret evit erruout e Lannuon da c’houlz ar marc’had.

— N’ho po-hu ket aon o treuzi al Leo-Drêz ? a c’houlennas ar vamm digante.

— Oh ! nann, mamm Izabel. Brao eo an amzer, sklêr a vo al loar. Ha piou a fellfe d’ean ober droug d’emp-ni, daou baour kêz eveldomp-ni ?… Nann, mamm Izabel, den ne lavaro gir d’emp.

Peb a skudellad soubenn al leaz o deus debret. Kregi a rejont pep-hini en eur dorgenn eus ar bouteg.

Hir e oa an hent : c’houec’h leo d’an nebeuta. Treuzet gante ôd Lokirek, savet gante torrod an Arvor, setu int dirak al Leo-Drêz. Teir heur bennak e tlee bea d’ar c’houlz-ze, sklêr al loar, sioul an noz ; kroz an tôliou-mor hepken a gleved war ôd Lokirek ha war al Leo.

Kent erruout gant feunteun Sant-Efflam, e ve red diskenn eun dousenn bennak a bazennou. Bilzig ha Madelen a azeas war

  1. Goalennajou, mots piquants, méchants.