Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/117

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



« Eun devez ma oa ôtrou Tremedem o chaseal e-lec’h ma ’c’h omp breman azeet, en em gavas gantan eur marc’heg, kleze eus e goste, goaf en e zorn, tok-houarn war e benn, skoued stag ouz dipr ar marc’h. Ar marc’h hag ar mestr leun a boultrenn, treut o daou… ha skuiz… Souezet bras an ôtrou.

« — Piou an neus d’ec’h-c’houi roet ôtre da zont war va douarou ?

« — Piou ? eme ar marc’heg. Me.

« — C’houi ?

« — Ya, me.

« — Distagit ar chas war ar forean-man ! a gemennas an ôtrou d’e vitizien.

« Distaget ar chas. Iss, iss, kis, kis !… Hag ar chas a harze, a lamme en-dro d’ar marc’heg. Heman a grogas en e goaf : lac’het an neus eur c’hi.

« — Lac’ha va chas… war va douarou ! eme an ôtrou, droug ennan ken a verve. Lac’ha va c’hi !… Kleze e dorn, divrôad !…

« Tenna a eure e gleze ar marc’heg divrôad, met skuiz a oa hen hag e varc’h : n’int ket evit enebi. Divarc’het ar paour kêz.

« Otrou Tremedern a zilamm diwar e varc’h. E c’hlin war boull-kalon e enebour, dic’houina a eure e c’hourgleze. Ec’h ê d’hen sika d’ean en e c’houg, pa glevas anean :

« — O Doue, deut beteg aman !… beteg aman da vervel !… dirak ti va zad evel eun divrôad. Youl Doue ! youl Doue !

« Youc’hadenn Tremedern :

« — Ti ho tad ?… Piou oc’h ?

« — Me, ôtrou, me eo an eil vab Tremedern.

« — Savit prim, va breur, savit en ho sav ! eme ar breur henan.

« En em vriata a rejont en eur ouela.

« — Va breur ! va breur !…

« Dilezel ar chas hag ar chase, an daou vreur a zo aet d’ar c’hastell. Hag, evit delc’her dindan evor laouenedigez, joaüsted o anaoudegez, o deus grêt kompezi beg ar run-man, ha warni o deus diazeet ar chapel, chapel ar Jaou. »