Eur vorgazenn war listenn ar vag. Setu unan all, hag unan all : an drag he deus kavet eur c’hlodad morgazed.
— Leun eo an drag.
— Leun, sell !… ar mor a verv gante !…
— Petra ’vo grêt ?… petra ?
— Troc’h ar greling, Saïg, eme ar vartoloded ; bremaïk ar vag a vo leun gante.
— Troc’ha ar greling ?… Koll hon drag ?… Nann ! nann ! a lavaras Saïg.
— N’hoc’h eus-hu ket, Saïg, klevet komz eus ar vag-ze a Lokemo, c’houi ’oar n’an neus ket keit-se, pehini a zo bet aet d’ar fonz, gant eur garg morgazed. Hag er vag, deut d’ar gourlenn, a zo bet kavet petra, a gav d’ec’h ? petra ?… Eskern ar vartoloded, sunet, krignet gant al loened-ze.
— D’ar fonz ec’h afomp gante, eme egile… Troc’h ar greling, Saïg… Debret e vefomp gante en beo !…
— Arabad koll an nord, pôtred !… Koll hon drag ! netra da c’honit e-pad pemzek de… Dalc’homp an nord, pôtred ! Red eo, a c’hrozmolas Saïg.
— Dont a reont warnomp a vil vern.
— N’eus forz, eme Saïg, n’eus forz !… N’eo ket leun ar vag c’hoaz !
Goulou de a zave : breman e weled anê evel eur blojad [1] merien e-barz an drag, deut war c’houre an dour. Hag ar morgazed ba da neunv, da grapat, da grapat, hag ar vartoloded, o c’hontell gante en o dorn, a droc’he, a droc’he. Evit unan troc’het, kant a grape, a bigne er vag.
— En beo e tebrfont ac’hanomp !
Na gouzanvet hoc’h eus-hu bet, eur wech bennak, brec’hiou gwevn ha ramplus evel kroc’hen eur zilienn, oc’h astenn o spegou yen war ho troad pe war ho kof-gar ? Na gwelet hoc’h eus-hu eur vorgazenn en he zoull, en eur poull, oc’h heolia, ya, oc’h heolia ?… Hep aon e sell ouzoc’h. Lakit ho troad en dour : gous-
- ↑ Blojad, blojadenn, tas.