Nann, na vougit ket ennoc’h mouez ar vad hag ar gwir
Na zeuit morse da vantri ho feiz hag ho fizians,
N’euz ket a salvidigez e maez ar goustians
Hep stereden er bed-ma, ar vuhez zo re-hir.
Gwall deuc’h a vo d’an hini na heuil e stereden,
Kuzet en oabl e galon gant meur a c’houlaouen,
Rag war-n-han tevalijen an noz deu da zisken
Gwall deuc’h a vo d’an hini na heuil e stereden.
Ha malloz war an hini a ia en hentchou dôn,
Hep sklerder, hep goulou, hep sikour, hep skoazel,
Ma na zeu ket a stered en nenvou glaz uhel,
Rag enkrezou didres a zeuio d’e spouron.
Eur stereden a sav uhel en Nenvou glaz,
A vezo da virviken, a zo bet da viskoaz ;
Tra ma vezo daou zen beo war an douar braz,
Eur stereden a savo uhel en Nenvou glaz.
Tra ma vo ar stereden e kreiz ar firmamant,
O skedi ken laouen ha dous vel eur bennoz,
Vo roët hunvreou kaër da gement a repoz,
Lugernit ta, stereden, o steredennik koant !