Mont d’an endalc’had

Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/27

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


MORGAN
___________


Eul lestr o luskellat,
Tre war ribl an traez.
Eun den ’ra e gimiad
D’e zousik mestrez.
An tonnou mor a skô,
Ar garrek a gren.
D’ezan na vo dizro,
Hi n’e gwelo ken.

An eon zeu da wenna
War ar bezin glaz.
Ar wagen da ganna
War ar reïer braz.
Ar barrajou avel
A zo diredet,
Al lien vel eskel
A zo digoret.

Ar mor don fulôret
A ziroll bemde,
Ar plac’hik glac’haret
A walc’h he ene.
Bemde zeu da grial,
He c’halon mantret.
Morgan en eur grozal
D’ezi ’n euz c’hoarzet !