Mont d’an endalc’had

Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —



Frealz va glac’har ha plijadur va deïou
       Drid atao ’barz da c’hoarz lirzin ;
Rag da galon seder evel ar bleûniou
       A c’houez ezen glan ar mintin.

Plac’h, ia va mouez a zao d’az meuli
       Gant daërou a levenez,
Ken a gren va holl izili…
       Kantik koz, bepred nevez !…


_______________