Mont d’an endalc’had

Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


KROG AN TAN
___________


          Krog an tan en hor c’halonou,
          Ha savet uhel ar flamm,
          Deuz ar paour betek an aotrou,
          Na n’euz gret nemed eul lamm.
          War e alar, al labourer,
          En e gastell ar markiz,
          Ar soudard hag ar barz kaner,
          An artizan, ar bourc’hiz,
’Deuz santet souden o toned, gant eur gwir fourrad avel,
Nerz an tan spontuz o redeg, ebarz hentchou Breïz-Izel.
Santet o deuz o paseal, alan dêvuz an tan gwall,
Rag ar bobl a zo war vale, klevit aneï o iudal !

          Krog an tan en hor c’halonou,
          Roc’hal a ra en hor c’hreïz,
          Dishual eo hon armeou,
          Oll war zao, vid difenn Breïz !
          Dreist ar menez, gant ar blenen,
          Klevit an drouz o tonet,
          An douar gren, an traïtourien,
          A zo breman strafuillet.
Rag re Arvor, ha re Arre zo o tisken an hentchou.
Klevit ’ta ar spont o redeg, gant aon rôk trouz o boutou !
Henvel euz ar mor braz diroll, ar bobl a Vreiz dinasket,
Ielo dinec’h ha gloriuz, gant he chadennou torret !