Pa oan em c’havell, bihanik,
Pa oan em c’havell, bihanik,
va mamm am luske, goustadik,
Banbanbaoik d’am mabig, d’am mabig,
Banbanboïk, toutouik la la_!
Hag en eur luskat e kane,
Hag, ouz he c’hlevet, me c’hoarze.
Met pa ehane da gana
Me en em lakae da ouela.
Beb eil me ouele, me c’hoarze,
Ha va mamm atao a luske.
Ne ehane da luskellat
Ken, vezen kousket, kousket-mat.
Neuze, sioul ouzin e selle,
Ha d’he zro ivez e c’hoarze.
N’eur zellet ouzin e c’hoarze
Ha d’am chotig ruz e poke.
Hag e lavare goustadik :
« Kousk, aze, breman, va aelig ! »
En eur vousc’hoarzin me gouske,
Eurusoc’h ’get mab eur roue.
Ha dre va c’housk, me a wele,
Em c’hichen eun aelig Doue.
Soublik e rae d’in allazig
Hag e lavare d’in : « Breurig ! »
: « Ma keres va c’harout ato,
« Pa vi bras ivez te ’gano! »
Aelig mat me’m eus ho karet
Hag ato laouen ’m eus kanet.
|