Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout War bont an Naoned.
P’EDON WAR BONT AN NAONED
————
|
P’edon war bont an Naoned,
digoudi digoudaon,
digoudaon ranflaon,
Oeon taga raga digadiga daga,
P’edon war bont an Naoned
’C’hen em zivertisa.
Me gwelet eur plac’h yaouank
’Lez ar ster o ouela.
Ha me goulenn diouti
« Na perak e ouele ? »
« Va gwalen aour, emezi,
Er mor a zo kouezet. »
« Petra rofet-hu d’in-me
Me yelo d’he zapa ? »
« Hanter kant skoed, emezi,
Roin deoc’h a galon vad. »
’Vit ar genta plonjaden
Netra n’en deuz gwelet.
’Vit an eilved plonjaden
Ar walenn zo touchet.
’Vit an drede plonjaden
Ar paotr a zo beuzet.
E dad a oa er prenest,
Ha diroll da ouela.
Tri mab am euz-me ganet,
O zri ez int beuzet.
E bered sakr an Dreinded
O zri e vint besiet.
|
Kanet d’in gant F. Guillou, eus Kervaliant, eun niz d’an Aot. Guillou, ar skrivanier bras.
- J.-M. Perrot.