Oremus

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1919  (p. 180-189)



OREMUS


————


Me ’m eus eur breur, ha, pa oa bihan, a oa ken kirius ma oa leshanvet Perakig gant an amezeien, abalamour ma veze atao o c’houlen : « Perak an dra-ma, perak an dra-hont ? »

Ar wech kenta ma oa bet en oferen e teuas d’ar gêr d’an daou-lamm, bag, a-vêc’h m’en devoa lakêt e dreid en ti, edo o c’houlenn :

— Mamm, perak an aotrou person, pa ves o lavaret an oferen, a lavar « Oremus » ken alïes-ze ?

Va mamm (Doue he fardouno) a respontas d’ezan :

— Ember, ma ouzoc’h ho katekiz, me lavaro d’eoc’h rimadel Oremus.

Ha setu ama petra gountas d’eomp va mamm :

* * *

vNe warantan ket d’eoc’h e ve an dra-ma gwir evel an Aviel ; diskouez a ra, avat, e plije da Zoue, gwechall evel brema, ar re a vire ar gourc’hemen-ma : « Da dad, da vamm a enori ! »

Gwechall-goz, pell pell arok ma oe grêt an henchou-houarn, arôk ma oa mekanikou da zorna, e oa o chom, er Roz, eun intanvez a oa he hano Anna Rannou.

C’houi oar e pelêc’h ema ar Roz ? Pa ’z eer ac’halen pe. deus bourg Lambol da Landi, pa vezer tremenet dindan pont an hent-houarn, e weler dioustu, a-zeou, eun dorgen pe eur roz goloet a wez, hag etouez ar gwez, eur renkad berniou kolo ha foen, hag eun toullad tiez savet ama hag a-hont. En hanv ne weler ket kalz an tiez, kuzet ma vezont gant deliou glas ar gwez.

Mat, er Roz eo e oa Anna Rannou o chom.

Deus Koat-an-Eskop e oa ginidik ar Rannaoued ; ar gêr-ze, pinvidik bras d’an. ampoent, a zo kouezet en he foull pell ’zo ; pa ’z eot da Landi ganen, me a ziskouezo d’eoc’h bodennou beuz, etre Kerdeven hag an hent bras, hag a zesk c’hoaz hirio e pelec’h eo bet ar gêr gaer-ze.

Anna Rannou a oa dimezet da Yvon Abgrall, deus ar Roz ; o chom edont en eun tiik soul ; ne oa nemetan eno d’an ampoent. E penn an ti e oa daou graouik, foet e soul ve ar rest eus an dorgen a oa goloet a wez bras evel brema.

Yvon ar Roz hag e bried n’oant ket pinvidik, mes tud onest oant, ha tud a zoujans Doue.

Eur mab o devoa, hag e oa e ano Oremus, eun ano drol awalc’h, neketa ?

Tud habil o deus lavaret d’in e oa ar gêr-ze latin ; kredi a ran an dra-ze. D’an ampoent-ze e tremene, dre gichen ar Roz, elec’h m’ema brema an hent bras a ya da Landivio, eun hent ledannoc’h kalz evit hennez, a reat anezan hent Kallak, bet grêt gant ar Romaned da vont deus Keraez d’an Abervrac’h. Dre an hent-ze e tremene kalz tud, ha dreist-oll Romaned hag a gaozee al latin. Martreze an dra-ze a oa kaoz ma oa roet an ano a Oremus da bôtr bihan ar Roz. Yvon hag Anna a oa fouge enno gant o mab bihan. Siouas pa ves brasa ar joa e ves tosta ar boan : Yvon a varvas, pa oa c’hoaz bihan e vab ha setu Anna intanvez hag Oremus minorik.

Eur breur da Anna, hag a oa chomet pôtr yaouank koz, a deuas da jom d’ar Roz da zikour e c’hoar da gas an tiegez endro.

Betek e bevarzek vloaz, Oremus, evel ar vugale-all, a veze o tiwall al loened ; eur pôtr saout oa, krenv ha dispont ; hag ezom en devoa da veza, rak e kichen ar Roz, evel a ouzoc’h, ez eus eur c’hoat bras, a reer Koat-Meur anezan. Klevet em eus lavaret ez eus er c’hoat-ze ken alies a zevez-arat hag a zevez a zo er bloaz ; me gredfe awalc’h !

D’ar poent-se, Koat-Meur a oa kalz gouesoc’h evit n’eo breman ; bleizi ha moc’h-gouez a oa ebarz, hag a deue er-meaz, p’o deveze naon, da zamma al loened a gavent er prajeier pe er parkeier tro-war-dro. Mes deus banden Oremus ne oa morse sammet hini ebet ; abred en devoa ar pôtr desket c’hoari gant ar penn-baz, ha pa wele eur bleiz bennak o tostaat ouz e loened ne veze ket nec’het ; elec’h mont d’ar gêr en eur ouela, e strake e fouet en dra c’helle ; ha, pa ne reant van ebet, ez ea warzu enno en eur drei e benn-baz, ha p’o deveze tapet eul lipad, n’o deveze ket a c’hoant da zont endro.

Pa ba Oremus o ren e bevarzek vloaz, e varvas ive e donton. Neuze e oa kemeret eur pôtrig da ziwall ar zaout, hag Anna hag he mab a yee d’ar park. Hema a oule dija ober an holl labourou wardro an douar, hag Anna a oa eur vaouez eus ar seurt ne weler ket alies, Ouspenn ma oule griat, neza, ober stam, e oa goest d’ober pep labour war-dro an tiegez, da brena ha da werza, hag er Roz ez ea atao mat an traou, ha ma ne oa ket a binvidigez, e veze atao bara war ar mestel [1]

Deuet oa Oremus, d’e driouec’h vloaz, eun den yaouank oa eus an dibab, fur, krenv ha grêt mat e pep fêson ; e vamm a oa fouge enni gant he mab ; savet mat he devoa anezan ; Oremus a gare Doue hag e vamm.

An Aotrou Doue, a lavarer, a zigas ar brasa kroazioù d’e wella mignoned ; da gredi ’ve ! evit Anna ar Roz he devoe he lod er bed-man.

Eun devez deus miz mae, Anna hag he mab a oa êt da dranchat eun tamm douar da lakat gwiniz du. Setu ma teuas eur bar-arne spontus. Oremus a redas buhan da glask goudor en eur c’hornik, e Traon-Louarn ; mes Anna a fellas d’ezi achui he ero, hag a oa treuzet oll he dilhad gant ar glao ; chom a reas da iena gant an dilhad gleb-ze. Antronoz e renkas chom en he gwele ; he izili a oa skornet oll ; ne c’helle finval ezel ebet.

Oremus a oa glac’haret oll ; setu ma renke soursial eus e vamm hag ober al labour wardro an ti. Diêsa ’gave da ober oa goro ar zaout hag aoza ar boued. Gant an amzer, koulskoude, e teuas da ober an dra-ze braoik awalc’h ; e vamm her c’helenne.

Anna, daoust d’he foaniou, en em gave eürus da gaout. eur mab a oa ker mat outi. Evit gwir, Oremus a rê gwella ma c’helle d’e vamm. Pa c’helle sevel, e wiske d’ezi he dilhad, hag e lakee anezi da azeza e kichen an tan ; pa veze re skornet he izili, e roe boued d’ezi evel d’eur c’hrouadur ; ne dee morse da bardon na da foar ebet, nemet eus red ; ha da zul, goude beza bet en oferen hag er gousperou, e chome er gêr da gaozeal gant e vamm.

Asa, Anna en em gave evurus en he foaniou, hag Oremus n’en em glemme morse,

Setu, eur zulvez deus miz gouere, Oremus a oa o tont dar gêr deus an oferen gant eun toullad pôtred yaouank. deus an amezegez, hag unan anezo a c’houlennas outan Ne deui ket dis al da bardon Sant-Jakez ?

— Nan, eme Oremus ; c’houi oar mat ne c’hellan ket mont, va mamm a ve inouet he-unan.

— Deus d’ar pardon, a lavaras egile ; daoust ha te a ranko chom atao da ziwall da vamm ? Deus, a lavaran d’it, ne pezo ket a geuz! Eno, avat, pôtr, e ves merc’hed koant deus Lambôl, Laudi, Guimiliau, Guiklan, Sant-Thegonnek, ha zoken deus Plouvorn… Hag ar c’hoari kilhou ’ta ! Eno avat, e ves plijadur !

Ha neuze, a lavaras eun all, o sevel perch eo e ves ar muia plijadur. Me ’zo sur, te, Oremus, ma teufes, a zamfe ar maout !

— E feiz, avat, a respontas Oremus kêz, deuet an dour en e c’henou o klevet kement-all, en deiz-all e oan o tremen dre Draon-Louarn, hag ar mevel bras, a oa oc’h esa sevel eur berchen ; bêc’h en devoa o rei avel d’ezi, ha me a zavas anezi raktal. Evit da zevel perch, ne meus ket aon rak eun all.

* *

Epad ar sizun, Oremus ne rea nemet sonjal e pardon Sant-Jakez. Paolig gornek en devoa avi eus an ene-ze, a oa pet, betek neuze, ker mat ha ken tost da Zoue, hag a fourre e gorn gwella ma c’helle. Lavaret a rea da Oremus : « Da vamm ne bareo ket morse, hag e ranki chom, ’doug da vuez, bep kaout lamm plijadur ebet, hep mont morse etouez an dud »… Hag ar paour kêz potr a zelaoue hen, bet betek neuze ker mat ouz e vamm, a zonje ennan e-unan « Ma varfe va mamm, avat, me ve ebad d’in, e c’hallfen mont ive d’ar pardoniou, da zevel perch evel ar bôtred yaouank-all ».

Abenn hanter ar zizun en devoa grêt e zonj da gas e vamm ganlan en eur vont d’ar pardon, d’he leusker e Koat-Meur, el lec’h ma varfe sur hep gouzout da zen ebet.

D’ar zadorn da noz, Oremus a lavaras d’e vamm :

— Mar kirit, mamm, ez eimp hon daou d’ar pardon varc’hoaz ?

Va mabig paour, eme Anna, c’houi, sur, a dlefe mont ; kalz plijadur em befe ma ’z afec’h ; me a lavaro va fater ama epad ma viot oc’h ober ho tro.

— Me, mamm, eme Oremus, ne ’z in ket d’ar pardon nemet dont a rafec’h ive ; me lakeio ac’hanoc’h war ar gazeg, hag ho kaso da di va zintin, Barba ar Pontou, keit ma vezin er pardon.

— Va Doue, va mabig paour, me ve kontant, sur avat, da vont da welet va c’hiniterv Barba.

D’ar zul vintin, Oremus, goude beza grêt e labour, a lakeas d’e vamm he dilhad da zul, ne oant ket bet gwisket pell a oa eul losten blinset bihan, eun tavancher pilpous ; fresk plinset brao ive, lasou hirr outan a goueze evel rubanou hed he c’hostez, eun tantaman lian Kintin, eur zivisen war gorre brodet ha bordet gwer, eur c’holier bras ampezet hag eur boutou lêr war bouklou. Setu Anna gwisket…

Neuze Oremus a ya da gerc’hat ar gazeg, a laka warni eun dorchen stardet gant eur zinklen ; dougen a ra e vamm, hag he laka da azeza war an dorchen. Anna a oa bet gwechall o kerc’het kouez ; gout a ouie manifik chom war eur marc’h, ha brema, daoust ma n’oa ket gwall soubl he izili, e kave d’ezi oa iaouankeat oll pa oa laket war gein al loen.

Oremus a grogas er c’habestr, ha iao en hent ?

Ar gazeg an evoa eun ebeul bihan hag a ranke, evel just, mont da heul e vamm. Pa oe diblaset houma, elec’h mont warhe lerc’h, e reas, da genta, diou pe deir zro d’an ti. Goudeze e teuas, d’an daou-lamm, da dapa e vamm ; fringal, gristillat a rê fouge ennan, evit doare, evel pa vije ive o vont d’ar pardon.

Erruout a rejont gant ar rivier a zisparti Lambôl diouz Landi, hag a zo just e bord Koat-Meur, evel a ouzoc’h. Dre eno e oa kalz tostoc’h mont da Zant Jakez.

Oremus a daolas e voutou en tu-all, a drounsas e vragou, hag a vleinas ar gazeg da vont en dour. Houman a oa boaz da dreuzi eno ha ne reas van ebet. Al loen bihan, chomet warlerc’h da c’houesa eun dra bennak, a deuas ive da sonjal heulia e vamm ; mes pa zantas an dour o c’hlepia e dreid, e reas eul lamm a-drenv en eur c’hristillat, evel pa vije bet skaotet. En em lakat a reas da c’haloupat e bord ar rivier ; hag e c’hristille gwasoc’h-gwaz.

Anna hag Oremus hen galve ; van ebet ne rê, nemet dont ha mont ato o klask eur riboul bennak ha ne vije ket a zour ennan evit mont betek e vamm.

— Asa, va Doue, a lavaras Anna, setu aze, avat, eul loenig paour hag en deus poan o chom warlerc’h e vamm ; hag ar vamm ive, sell, ne fell ket d’ezi mont mui araok, kement a boan he deus o welet he ebeulik bihan, o chom war he lerc’h. Deomp d’ar gêr, va mab ; eun druez eo ober kement-all a boan d’an daou loenig-ma. Ember te a ielo d’ar pardon da-unan.

Oremus ne lavare ger ; pleget e benn gantan, e sonje en torfed ma oa o sonjal ober, hag e lavare ennan e-unan en devoa al loen bihan-ze muioc’h a garantez evit e vamm eget n’en devoa, hen ; evit e hini.

Anna a lavaras adarre :

— Gwelet a rez, va mab, an ebeul bihan ne deuio morse dreist ar rivier ; daoust ha te a garfe beza en e blas, dispartiet diouz da vamm ?

Neuze Oremus a skoaz eun tôl en e galon. An holl garantez en devoa bet evit e vamm a zihunas. An daelou a deuas puilh en e zaoulagad ; lavaret a reas d’e vamm ar zonj fallakr a oa en e spered da leusker anezi da vervel er c’hoat.

Anna a dennas eun huanaden hirr hag a lavaras :

— Skwiz awalc’h e tlefes beza ganin, sur, va mabig kêz lez ac’hanon ama ’ta, ha kea d’ar gêr.

— Nan, nan, va mamm, eme Oremus, ne fell ket d’in beza krisoc’h eget an daou loen-man ; ni a yelo d’ar gêr asambles, hag hiviziken, me ho karo muioc’h c’hoaz eget diagent. Hag lavaran d’eoc’h, mamm, biken, en amzer da zont, ne drempi boued den araok hoc’h hini !

Treuzi a rejont adarre ar rivier ; an ebeul bihan, pa c’hellas mont da gichen e vamm, en em lakeas adarre da youc’hal, da lammat: sevel a ree e bevar ibilh en êr, an eil goude, egile, ken drol ha tra. Anna hag he mab n’oant ket evit miret da c’hoarzin o welet ar joa a ziskoueze.

Erruet er gêr, Oremus a lakeas e vamm en he gwele ha ne zonjas mui e pardon Sant-Jakez.

Bloaz a oa m’oa tremenet an dra-ze ; ar vamm hag ar mab en em gare muioc’h-mui. Eun devez, d’abardaez, Oremus, goude beza grêt e labour ermeaz, a oa oc’h ober boued leaz da goan ; edo o vont da droc’ha bara da ober ar bouejou, pa glevas unan bennak o punta war an nor. Sonjal a reas d’ezan oa Saïk, e vevel bihan, a oa erru da glask e goan.

N’oa ket Saik, avat, a deuas en ti ; daou zen estren oant. Oremus a jomas mantret o sellet outo ; boaz oa da welet tud eus ar broiou-all o tremen gant hent Kallak, mes biskoaz n’en devoa gwelet den ebet henvel ouz ar re-ma.

An hini a deuas da genta en ti, hag à oa ar mestr, evit doare, a c’helle kaout wardro tregont vloaz e vizach a oa kaër meurbed, e zaoulagad a bare eün ha lemm evel pa zellfent ouz traou ha n’oant ket eus ar bed-ma, e vleo hirr a goueze war e ziskoaz, hag a oa, evel e varo, melen el liou d’ar c’hraon kelvez dare. Eur zaë hirr a oa gantan, n’oa anat gri ebet enni hag a goueze war e dreid noaz. E benn a oa diskabel.

An hini a deue war e lerc’h a oa gwisket er memes doare ; eun tammik oa yaouankoc’h da welet.

Kerkent ma oant deuet en ti, an hini kosa a lavaras :

— Ni ’zo beachourien estren hag a zo o klask repu da dremen an noz !

Oremus, ha ne rê netra hep kuzul e vamm, a yeas da gichen he gwele da lavaret d’ezi e oa eno tud o c’houlen oja.

— Ya, ya, va mab, eme Anna, lojit anezo mar deo goullo ar gwele.

Er Roz, hed ar wech, e veze er c’hraou eur gwele raktal grêt gant tammou koat ha gwial, evit loja ar beorien hag an dremenidi. Eur guchen kolo, eur c’holc’hed koz hag al linser vras a veze wardro an eost a veze atao er gwele.

Oremus a lavaras d’an daou veachour :

— Lojet e viot ; ar gwele, avat, n’eo ket fichet. Kit, unan ac’hanoc’h, d’her c’hempen ; va mevel bihan, a zo aze, hen diskouezo d’eoc’h.

— Kea ’ta, Ian, a lavaras ar mestr d’egile.

Hema a zentas raktal.

Oremus a gave drol kenan klevet an daou zen-man, o devoa doare da veza eus a-bell bro, o kôzeal ar brezoneg kouls hag hen ; ne lavaras netra koulskoude. Kemeret a reas diou skudel goat deus ar veseilher, a oa a-zioc’h skaon an dol, hag o kinnig an dorz bara heiz a oa gantan d’an den a oa chomet en ti :

— Troc’hit bara d’ober ho pouejou.

Heman, neuze, a lemmas eus e vanch, a oa frank, eun tamm bara gwiniz, henvel ouz ar bara a deu gant ar mammou deus a Landi, hag a vez grêt bara Penzes anezan :

— Ho mamm, emezan, a zo klanv, evit doare ; grit boued d’ezi gant ar bara-man, ha me a gemero deus ho para-c’houi.

— Ya, avat, eme Oremus ; va mamm a gav mat-kenan boued leaz ha bara gwiniz.

Ober a reas boued d’e vamm gant ar bara Penzes ; troc’ha a reas bara du d’ezan ha da Saïk. An divroad a reas boued ive d’ezan ha da Ian. Edo erru al leaz en tan. Hag Oremus a dap al loa-bod da da drempa da genta boued e vamm evel ma rê atô.

— Holla ! a lavaras neuze ar beachour gant eur vouez dichek, va boued-me a vez trempet da genta atao, n’eus fors e pelec’h e vezan ; aman e vezo grêt ive, emichans ?

— Ne vezo ket, avat, eme Oremus ; boued va mamm a drempan atao da genta.

— Ma ne drempit ket va boued da genta, me yelo kuit, ne jomin ket da loja aman, eme egile.

Anna a gleve deus he gwele hag a lavaras d’he mab :

— Sent outan, va mab, eur wech n’eo ket atao !

Oremus ne lavaras gir ; boued e vamm en devoa lakêt war an oaled. Kemer a ra ar skudel a ginnige d’ezan an divroad hardis ze hag, o trei e gein d’an daol, e tremp sioul boued e vamm, e lez anezan en kornig an oaled ha, goude beza trempet boued an divroad otus, hen ro d’ezan en eul lavaret :

— Breman e kav d’eoc’h e vezo gwelloc’h ?

Heman ne lavaras gir ; e zaoulagad a bare, leun a garantez, war Oremus a drempe ar bouejou-all. Pa oe echu gantan, e kasas he boued d’e vamm.

Ian hag ar mevel bihan a deue en ti, hag a yeas ouz an daol da zebri o c’hoan. An hini en devoa goulennet trempa e voued da genta a lakeas neuze e loa goat en e skudel hag a lavaras kerkent :

— Ar boued-man n’eo ket bet trempet da genta.

Oremus a jom mantret ; sur oa n’en devoa ket e welet o trempa boued e vamm. Evel n’en devoa ket a c’hoant da ober eur gaou, ec’h anzavas dioustu ar wirionez :

— Nan, avat, Aotrou, boued va mamm am eus lavaret trempa atao da genta, hag hen ober a rin, ha ma deufe ar Roue da c’houlen trempa e hini araok.

— Ha ma deufe an Aotrou Doue ? eme an divroad.

En eur lavaret an dra-ze, e oa savet en e zav ; hag Oremus a welas endro d’e benn eur c’helc’h skedusoc’h eget an heol… Kerkent ec’h anavezas an Hini a oa dirazan. Koueza a reas d’an daoulin en eur lavaret :

— Va Doue va Doue !…

Hor Zalver (rag hen oa), a lavaras gant madelez :

— Ya, me eo, va mab ; deut on d’ho kwelet gant sant Ian, va mignon, evit diskouez d’eoc’h pegement e plij d’am c’halon ar re a vir ar gourc’hemen-man : « Da dad, da vamm a enori ». Oremus eo hoc’h hano ; mat, an hano-ze ne vezo morse ankounac’heat, rag, hiviziken, e vezo lavaret araok kement peden a vezo grêt en oferen hag el lidou all eus an Iliz. Ho mamm a bareo evit ma c’hello luskellat ho pugale hag ho pugale-vihan.

Oremus, leun a zoujanz hag a anaoudegez vat, a zavas e benn evit sellet ouz an Hini a gomze outan : ne welas mui anezan dizroet oa d’ar Baradoz, ha sant Ian d’e heul.

Ti bihan ar Roz avat, a oa karget a sklerijen, evel pa vije an heol o þara ebarz ; ha koulskoude ne oa nemet eur c’houlaouen rousin war elum. A nebeudou, ar sklerijen gaer-ze a yeas kwit ive.

Neuze Oremus a, lavaras ar pedennou diouz an noz, a ieas da gousket hep tamm ; n’en devoa mui a naon, ken karget ga e galon a joa.

Antronoz vintin, Anna a oa pare.

Araok bloaz goude, Oremus, a oa, dimezet da fura plac’h yaouank a oa en Lambôl, he hano Anastazi Jaffrez. Kalz bugale o devoe.

Anna a luskellas he bugale vihan ha bugale he bugale-vihan. Beva a reas koz koz, ha mervel a eure er Roz, en-dro d’ezi he holl bugale, bihan ha bras.

* *

Ar ouenn eus Oremus Abgrall, deus ar Roz, n’eo ket kollet c’hoaz ! E kement kêr zo e Lambôl, koulz lavaret, ez eus c’hoaz breman eul tiad tud pe zaou hag a zoug an hano-ze.

Mariana ABGRALL

  1. E Treger war ar planken.