Mont d’an endalc’had

Obero epad an deiz

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 112-115)


Obero epad an deiz.

Ar beden eo unan a vrassàn obligationo ur c’hristen. Pedomp eta ha santifiomp on œuvro. Na ellomp netra a nez sicour Doue ; dezàn eo dleet ar pezma c’homp, evel ar pez ma reomp ; offromp dezàn on obero, on poanio, hac an distera action eus on buez, Pe e tepret pe e c’hefet, pe e reet un dra-all benac, eme an abostol, groet tout evit gloar Doue.

Evel ma voar difun e tleer offr ar galon da Zoue ; an den just, eme ar Speret-Santel, a roïo e galon da Zoue dious ar mintin hac a lavaro e bedenno. Ma buguel, eme Doue, ro din da galon. Goude ar beden groet o labour ha pedet Doue da rei voarnezi e venediction. Dibri hac eva a so comnum d’an den evel d’an anevalet brutal ; maes Doue a c’houlen ma vemp christenien en on oll œuvro. Debret hac evet eta evit e c’hloar ; n’er groet-àn jamæs ep goulen benediction Doue voar o pevanç, ha trugarecaat e brovidanç goude o repas ; ar ræson memes en ordren. Songet penaus n’en domb quet dign da dibri ar bara a guemeromp, ha penaus e heus un nombr bras a dud pere n’o deus biscoas offancet Doue eveldomp, ha n’o deus quet cousgoude a vara da dibri. Songet er fæçon m’o deus quemeret o repas Jesus, Mari ha Joseph epad o buez. Permetet eo en em recrei voar ar condition na vezo offancet na Doue nac an nessàn. An discouis a gorf hac a speret a so ur vertu, lod eus an temperanç ; mæs lequeet evez rac en drompla. An divertissamant a dle bezàn honest ha reglet mad, ep mancout jamæs d’an dever. Modesti en tout : songeomp e zomp mempro J. C. curunet a spern, A boultr e zomp formet, en poultr e retornfomp. En em viscomp eta modestamant ; pedomp a vouir galon. An disteràn poan, an disteràn maleur a ell bezàn sanctifiet. Bezomp sobr ha modest en dibri hac en eva. Ofromp da Doue on poanio epad an deiz, greomp on peden en commun, hac examinomp on c’honcianç voar ar fauto a alfemp da vezàn cometet ; goulennomp pardon ; rac martese ne sevfomp quet eus ar guele en peini e zeomp da repos. Ar gurele-se a dle digass dimp memoar eus on be ; ar c’housquet a so un imaich eus ar maro. Tachomp eta da gousquet voar ur songæson vad benac ; ne vanq dimp nemet an avisamant evit regli erfad on oll obero.

HISTOAR.

En pep stad ha condition e c’heller en em santifia hac offr da Doue e obero. S. isidor a voa guinidic a Vadrid en Spaign. E dud a voa paour, mæs honest ha carguet a garantez Doue. Un devotion vras o defoa da sant Isidor Arc’hescop a Sevill. Rei a resont e hano d’o map bian peini a brofite quement a instructiono e dad hac e vam, quenma voa ar model eus an oll vertuyo. Quemeret a eure evit priet ur plac’h hanvet Mari, peini a rentas devodes eveltàn, ha peini a so ur santes. Bezàn o defoe ur penner da beini e regeont o veertu evit partaich. Isidor a guemeras ur feurm, quement-se ep en em relachi eus e devotion. Groet a voe clem anezàn d’an hini en devoa feurmet dezàn e verer. Laret e voe dezàn penaus Isidor el lec’h labourat, ne re nemet bisita an Iliso. Ar mæstr-se en reprenas ; mæs Isidor a respontas dezàn gant furnez ha patiantet penaus ma ne vige quet e douar en quen couls raport hac ar re-all, en em oblige da repari au domaich. An Autro a remarcas penaus e douar a voa guel menaget hac a voel raport evit ar re-all. Anaveout a eure penaus e scuille Doue e venedicdon voar an douar-se. Renti a eure justiç da Isidor, hac en pedi da pedi da gontinui e exercico a devotion. Al labourrer santel-màn a santifie e labour dre ar beden, hac a roe d’ar paour ar pez a chome gantàn goude antreteni e briet thac e vap, ep caout aon na vanqse dezàn. Chom a eure clanv, soufr a eure gant ur batiantet admirabl, receo a eure e sacramancho gant ar brassàn devotion, ober a eure scuil daëlo da guement o devoe ar bonheur d’e asista en e agoni. Mervel a reas ar 15 a viz maë 1130. Voar e ve eus arruet un nombr bras a viraclo. Isidor ne vanque deiz da glevet an Oferen. Santifiàn a eure e labour dre ar beden : lequeet evez rac tennàn voarnoc’h hac o manœuvro malediction an env dre ho blasphemo ha loustonio a c’heno.