Mont d’an endalc’had

Nonnik Herve

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1912  (p. 41-43)



NONNIK HERVE


————


Mont a ran da gonta deoc’h eun dro zrol great d’an Aotrou Plantec, person Sant-Yan-ar-Biz, breman ez eus vardro anfer kant vloaz. Er bloavez-ze ar Chandelour a zigoueze da zul, evel ma ra eur wech an amzer. An dra-man n’eo ket eur gonchen eo, rag anavezet mad am eus an Aotrou Plantec, hag ivez Nonik, an hini a c’hoarias d’ezan an dro zrol-man.

Da zeiz ar Chandelour, eur pennadik araok an offeren-bred, e gwered Sant-Yan-ar-Biz, e kichen ar feunteun gaër a zo eno, eun toullad pôtred yaouank a ioa o c’houeza en o daouarn, o c’hedal ar zon diveza. Yen oa spontus ha kazarc’h a goueze. Goudoroc’h a dra-zur e vije bet d’ezo en iliz, mes goazed Treger, evel re Leon ha Kerne, o deus aon da inoui an Aotrou Doue, ma ’z afent re abred d’an offeren pe d’ar gousperou. Edont evit an dekvet gwech marteze o sellet ouz an holorach pa weljont Nonik Herve o tont er vered, gantan en e zourn, eur pakad, pe eur bellen goulou koar, ar seurt à vez kavet da brena da zeiz ar Chandelour. Hini Nonik a ioa unan a zaou wenneg, unan velen-aour ; sellet a rea outi en eur c’hoarzin, evel pa vije bet eur zonj farsus bennag en e spered.

En eur erruout gant ar bôtred, Nonik a lavaras d’ezo, e yez Treger, evel just « Hio ’fat, pôtred, vô ket a boan gant ar c’huibu ! »

— : « Nan, laouen, a lavaras ar re-man. Bremaik pac’h efomp en iliz e vô tomoc’h d’eomp. »

—  : « Ho! a respontas Nonik, c’houi a vo inouet en iliz pell a vô araok ma vô achu an offeren ; ne ouzoc’h ket ema hio ar zul, hag ar chandelour var ar marc’had ? araok ma vô benniget ar goulou gant ar Person, ha bet e zarmon, keit ha keit all, c’houi ho po bet riou d’ho treid meur a wech. »

Ar bôtred n’o devoa ket sonjet en dra-ze, ha trist o genou e leverchont holl: « Fidandoullik, ya ʼvat Nonik, » gwir awalc’h a leverez, hio, vô pell an offern. »

— : « Ma karfet pea peb a vanne gwin-ardant d’in-me goude an offern, an aotrou person ne zarmono ket hio. »

Ar bôtred a zonjas e oa eun dra farsus bennak e penn Nonik hag a reas ar marc’had. Just, ar zon diveza a ioa o son hag int en iliz.

Nonik hag a jome kentoc’h e kichen ar porched, a ieas en dro-man tre e kreiz an iliz, eün d’ar gador zarmon ; ober a reas evel ar re all, enaoui e c’houlou edoug ar brosesion hag epad an Aviel. Epad ar pron, ar goazed a jome en o sav, rag ne ioa ket neuze a gadoriou en ilizou d’an holl evel ma z’eus breman ; e leac’h ober evel ar re all, Nonik a lakeas eur c’hlin d’an douar hag a zispakas e bakad goulou, en e hed ; korda a reas anezan en dro d’e benn evel eur gurunen, nemed e lezaz an daou benn da zont en araok evel daou gorn ; pa oa achu ar pron gant an aotrou Person, ha prest da gommans e zarmon, Nonik a enaouas an daou benn-ze, lakât a reas anezo sounn evel kerniel eur c’havrik, hag hen en e zav paket e zaouarn gantan, e zell a-ban ouz an Aotrou Person. Hen-man, e c’hellit kredi, n’eo ket c’hoant gouela eo a deuas d’ezan, ken nebeut ha d’ar re all a ioa en iliz ; eur wech lavaret gantan: « Va breudeur ha va c’hoarezed kristen » n’oa ket evit mont pelloc’h ; n’oa ket an dro genta d’ezan da welet ardou Nonik, hag e lavaras en eur ziskouez anezan : « Kasit Nonik Herve er meaz, pe me ne zarmonin ket. »

— : « Krak a lavaras ar c’hanfart etre e zent, o klask an dra-ze emaon avat laouen. »

Den ne finve da gregi e chupen Nonik, a jome atô soun en e zav, hag e gerniel ker sounn all ; an aotrou Person a welas n’en devoa nemed eun dra da ober hag e tiskennas eus ar gador en eur c’hoarzin. Neuze Nonik a vougas an tan en e c’houlaouen, a bakas anezi ker brao ha tra, ha pa oue achu an offern, e oue ar c’henta o vont er meaz da eva e vannac’hou gwin-ardant.


Marianna ABGRALL.