Nomenoe oe !/a-bezh
Skrid a-bezh
Eur ger diwar-benn
" Nomenoe-oe ! "
Echu eo bet "Nomenoe-oe !" gant Jakez RIOU, e Douarnenez, d'an 20 gouere 1935. Er bloavez-se ivez, e oa bet treset e skeudennou evit al levr gant an arzour brestat, P. PERON.
Aet e vo bet eta pemp bloaz hanter e-biou etre ganedigez an oberenn hag ar mouladur anezi. Skoilhet eo bet, heñvel, e-doug an hevelep maread, eur bern dournskridou all hag a oa da veza embannet dindan arouez "Skrid ha Skeudenn". Rak n'eo bet ar pemp bloaz hanter-se na goullo na disoursi evidomp.
Jakez Riou a zo aet da anaon ar 14 a genver 1937, hag a geneiled o-unan a zo bet dalc'het da vont war-raok gant meur a zarvoud.
Hizio, avat, e c'hellomp kinnig d'hor c'henvroiz : "Nomenoe-oe !" unan eus an oberou chomet diembann war-lerc'h ar skrivagner.
Ar mouladur a vo kavet amañ da heul a zo bet adskrivet diwar e zournskrid, en eur vont ar reisa ma c'helled a-dreuz an notennouigou hag ar c'hemmadennou strewet penn-da-benn an oberenn. Figus meurbet e oa Jakez RIOU war e labour brezonek, ha skrivet-diskrivet e veze gantañ, ken n'en kave klok evit an embann.
N'eo ket d'imp da veuli ar seurt pez-c'hoari sabatuus. Na d'hen dilenn. Marteze, koulskoude, e vo kavet da abegi eun distera gant hini pe hini e fentigou libr-a-deod, — lod a lavaro : dizoujañs — kouerien drant ar c'hoari-se. Jakez RIOU a oa yac'h e c'hoarz ; doun, avat, e spered. Goude c'hoarzin, d'e heul, a galon vat, pe… c'hoarzin glas, al lenner a vo dao d'ezañ klask pe vennad a oa kuzet dindan ar farserez reut. Hag e lufro meur a wirionez dirak e zaoulagad, houmañ da skouer : gwelet fall eo neb a glask kemma tra-pe-dra e boaziou an dud. Petra eo gounit emgann Ballon, an emgann a roas he frankiz da Vreiz, e-pad mil bloaz, e kenver koll foar ar miz ?
A drugarez-Doue e vo kavet bepred da embann talvoudegez ar Stourmer, eun Tad Konvoion, eur Breur Gwennoll, eur Foeter-Hent... ha da vont d'o heul meur a Izidor, ha meur a « lakepod » all.
N'eo kemmet netra. Pez a c’hoarvezas, m’oarvat, 1.100 bloaz ’zo, a c’hoarvez hizio. N’anavezer ket talvoudegez gounidou kadourien ar brezoneg.
Hogen, eur wech ouspenn, an Tadou Konvoion, uhel-speredet, ar vreudeur Gwennoll, chomet bugale eun tammig, nemet leun a youl-vat, ar Foeterien-Hent, da lavarout eo neb n’eo ket stag e ene ouz an danvez, emañ ar wirionez ganto.
Kemper, 30 genver 1941
Youenn DREZEN.
Eur gontadenn
e doare kentskrid
Izidor, daoust ma oa aet diwezat d’e wele, en ostaliri an Trilonk, ne deue ket ar c’housked d’ezañ. Ne ehane ket trei ha distrei ha chench penn d’ar c’holc’hed gant e dreid. E vreur yaouank, gourvezet en e gichen, a glemmuske :
— N’eo ket unan evit reposi ! Petra c’hoarvez henoz ganit o krapat ha diskrapat ? Ehana a ri pelloc’h dispac’ha ha termi ?
— Dalc’h ganit gwele, golc’hed, penn-wele hag all, a respontas Izidor.
Hag heñ e-maez.
— Da belec’h emaout o vont ? a c’houlennas ar breur yaouank.
— D’al liorz, d’ober eur blegadenn, a lavaras Izidor.
Hag ar breur yaouank, boazet ouz imor fall ar breur bras, en em souchas dindan ar pell hag a chenchas tu evit ober eur c’housk all.
Izidor a dostaas, diarc’hen, ouz an oaled ; sellout a reas ouz ar siminal. En e zourn e luc’he eur gontell. Chom a reas difiñv eur pennadig, o selaou, rak kredet en doa d’ezañ klevout eun trouz bennak en eur gwele. E vreurig an hini ’ oa o huñvreal kreñv. An tad hag ar vamm, hag ar vreudeur all, labezet o c’horf gant eun devez maradeg tenn, a oa kousket mat, hervez a roc’hou a groze dre gwerzidou ar gweleou.
Izidor, evit gwir, en doa kavet an tu, an deiz-se, da chom hep mont da varat. Hogen, e dad ne oa ket bet gwall nec’het, rak Izidor a veze atao mastoc’het e labour, hag an doubennou boemmet gantañ, al lastez hag ar geot mellek a ziwane enno dizale, drusoc’h eget araok. E dad a oa boazet da lavarout : « Al labour a zo eur stourmadeg pemdeziek war an douar. Hogen en emgann-se, ni a dle en em labeza, en em laza evit lakaat an douar da veza frouezus. »
Izidor, avat, e-lec’h en em laza, ne rae nemet laza an douar.
Izidor a sellas ouz al loar a skuilhe he sklerijenn dre ar prenestrig ; ar pellgent a oa tost. Digeri a reas an nor en eur deurel evez bras. Evelato, ar vudurenn a wigouras er garan, hag an tad, dre vored, a c’houlennas digant e wreg :
— Ne santit ket c’houez anduilh, e-barz an ti ?
— Eo, emezi, hag ouspenn, klevet em eus ar gazeg c’hell o rizinkat er porz.
D’ar mare-se eus an noz, kalz Bretoned, paotred yaouank start, ha bagol, hag ar peurvuia anezo hep kar na par, hep leve na danvez war an douar, a gerze eus pep korn eus ar vro da gavout Nomenoe, emzavet evit ar vro, hag ar stered o hente hag al loar-gann o para en oabl sklaer mezeven, a skuilhe, a-berz Doue, he sklerijenn war o hent.
- Roll ar c’hoarierien
―――――――――
Ar Foeter-hent |
Job, ha Kouerien all Lec’h — Redon, e Breiz |
- Manati Redon. Eur gambr vras. En daou du, gweleou, kousket enno bugaligou. Ar manac’h GWENNOLL a ya hag a zeu eus eur penn d’ar penn all, o prederia. Selaou a ra, e skouarn ouz eur prenestr, eur FOETER-HENT, o vale er-maez.
Al loar a zo kaer, an noz a zo skañv. An Aotrou Doue emañ e anal o tremen, henoz, war ar maeziou… Eur steredenn a zo kouezet eus an neñv, e tu ar reter… Eur steredenn a zo kouezet ; eur roue a zo bet divarc’het. Va c’halon a zo diboaniet, rak Breiz a zo digabestret.
Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet ;
E vestr ’ oa gall moarvat…
N’eo ket fall. (Sellout a ra ouz ar vugaligou en o gwele). Bugaligou kousket, bugaligou evurus !… Dec’h e oant Gallaoued, hizio int Bretoned !… Bugaligou evurus !… Pet eur eo gant al loar ?… (Hanter zigeri a ra aur prenestr.) Eun eur a zo c’hoaz araok poent an dihun. Ha strakal a rin va daouarn evit o dihun dioc’htu ? Pec’hed eo moarvat o lezel da gousket pelloc’h, rak n’ouzont ket c’hoaz an nevezenti veur. En o c’housk int sklaved, ha, pa zihunint, en em gavint tud dieub. Nann, n’int ket c’hoaz evurus, ar vugaligou gaez, p’eo gwir n’ouzont ket. O dihun a rin ? Nann, arabat, rak, pa soñjan mat, an den kousket a zo an den dieuba ; e spered a nij, a wel traou kaer ha na lifer, nag hual, na kabestr ne vir outañ trouc’ha hent. Bugaligou evurus !… Ha mil bennoz d’eoc’h, Gwerc’hez ar Wir Zikour !… Kendalc’homp !…
N’eo ket fall.
N’eo ket mat.
Hein ? N’eo ket mat ? Ha petra n’eo ket mat ?
Ar c’hi er c’hoad.
Eur paour kaezig o huñvreal… Bugale evurus !…
Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet…
Ne dalvez mann ebet.
An impalaer gall
A zo…
…Fall.
Gwir eo ; an impalaer gall, galloudek gwechall, a zo aet da fall. Ne dalvez mui netra ebet, hag ar vugaligou-se a gar kement o bro !… (((kenderc’hel a ra).
A zo fall du.
Mil malloz ruz !
Turlututu !
An azen a reont ganin. Paour kaez Nomenoe !…
Oe-oe !…
A ! bugale dianket, ker e gousto d’eoc’h. War-sav ! war-sav ! En em wiskit buan, paotred ! Buan ha buanoc’h ! D’an dour ! d’an dour ! Ha te, sevel a ri ? (Gwinta a ra eur paotrig eus e wele). Ha ma chom eur bikouzenn e korn da lagad hag eur gramenn adreñv da skouarn, ne zebri epad eur sizun nemet kreun ha bruzun.
Kreun ha bruzun eus ar meurz betek al lun.
Dal ! da lod ! (Hag e ro d’ezañ eur flac’had ouz kostez e benn).
Oe !
Oe !
Oe-oe !
Mont a rin diot gant ar marmoused-mañ. Ahe ! kuit ac’han ! Buan d’an traoñ !
Kramenn a zo c’hoaz ouz va fas.
Ma ! diskenn gant kramenn hag all. Manous eur Breizad n’eo ket reketus da welout. Bretoned omp hizio.
Oe ! Oe !
Paour kaez Nomenoe !
(Lien.)
Eur sal-studi. Gwennoll. Ar vugaligou.
Lavaromp da genta eur bater hag eun ave evit renta gloar da Zoue ha kinnigomp d’ezañ meuleudi kalonek evit an enor bras en deus graet d’hor bro. Dre e volontez, Breiz a zo bet digabestret ; Breiz a zo diberc’henn. N’hon eus mui war an douar nemet eur mestr : an Aotrou Doue hepken. Klevout a rit, bugaligou ?
Klevout a ran ha kompren ne ran ket.
Bugale dientent ! Breiz a zo digabestret, da lavarout eo bet trec’het armeou ar C’hallaoued gant soudarded Nomenoe, ha ne gomprenit ket ? Spontus eo kement-se.
Ha piou eo Nomenoe ?
Ha piou eo Nomenoe ? Setu eur goulenn difeson ! Aes eo gouzout, diot ac’hanout ha diot ac’hanoc’h. Nomenoe a zo eur Breizad taer. Ar chas ne dagont ket ar chas ha, pa vez drailh, e tegouez dalc’hmat etre Breizad ha Gall. Emgann a zo bet war gompezenn Ballon ha Nomenoe, e penn ar Vretoned, a zo deût a-benn da danfoeltra ar C’hallaoued e rouantelez an Anaon.
Dres ! Boued pasket a zo flour da zibri. Nemet evit da lakaat a-benn eur wech all da zigeri frankoc’h da ziskouarn hir, te a lavaro hizio epad ar bourmenadenn : me eo ar genaoueka hini a zo maget er skol. Ha taol evez gant aon e chomo prennet da c’henou, eur vunutenn.
Me a vez tizet dalc’hmat, e lec’h ar re all.
Ha c’houi a vez atao o klemmuskat hag o c’hrignousat.
Grignous ? grignous ? Ha c’houi, daoust ha gouzout a rit piou eo an Nomenoe ?
Ya, emichañs. Va breur bras lzidor a ao aet gantañ da vrezelekaat.
O ! neuze eo Nomenoe eun den a netra.
Abalamour n’eman ket ho preur o c’hoari gantañ.
Fougaser ac’hanoc’h ! A-boan ma anavezit zokenn en « a » ouz an « o ». Arabat d’eoc’h kredi e tifaziin ho teveriou a-benn ar wech all.
C’holala ! hag e kav d’eoc’h en em gavan nec’het evit se ?
Peoc’h a vo e penn traoñ d’ar c’hlas ?… Ha bremañ, selaouit ha klevit ouspenn. Hizio ne vo na kentel na dever…
Perak ?
Añ ! hennez a vez atao gant e beragou.
Peoc’h en traoñ pe me ho perago bremaik… Ne vo na kentel na dever en enor da Nomenoe…
Gloar da Nomenoe !
Oe !
Ha peoc’h a vo pe ne vo ket ? An hini a vo re hir e deod e savo keuz d’ezañ dizale. Ne vo na kentel na dever hizio. Hogen, p’eo gwir, hervez gourc’hemennou Hor Mamm Santel an Iliz, e tle spered eur c’hristen beza atao war evez ha morse dizoursi, gant aon da veza touellet pa soñjo an nebeuta, c’houi a savo bremañ, pep hini ouz e du, hag hervez e awen, eur werz kaer meurbet en enor da Nomenoe. An hini vrava a vo dibabet gant hon tad Konwoion evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo e kêr ar vrezelourien veur. Ha stagit dioustu gant al labour.
E brezoneg pe e latin e vo savet ?
E brezoneg, evel just ; e brezoneg, penn da benn. (Outañ e-unan.) Eürusamant va gwerz-me a vo an hini vrava (Lenn a ra en eul levr koz en deus kavet e tiretenn e daol-skriva).
An aour yeotenn a zo falc’het ;
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !
A ! ar varzed koz a ouie an doare. Marvel eo ar ouenn anezo, siouaz ! Nag eo kaer !… An aour yeotenn a zo falc’het… Falc’het gant falc’h an Ankou. (Prederia a ra eur pennadig). Emichañs ne gounnaro ket ouzin nag ar barz nag an Awen ha ne gouezin ket er pec’hed marvel ?… Rak eur pec’hed bras eo al laeronsi… Kazi-sur zoken, ne gouezin e pec’hed ebet. Ar werz-mañ n’eo ket sinet ; rak-se n’eus perc’henn ebet d’ezi. Hag ouspenn n’emañ ket an ton war ar son ; setu n’eo nemet labour divrazet. Me a lakaio an ton da zegouezout gant ar werz hag evelse, an hanter a vo d’ar barz koz hag an hanter all a vo d’in…
Ha gwir eo aet ho preur d’ar brezel gant an Nomenoe ?
Pa lavaran d’eoc’h.
Ha c’houi a anavez an Nomenoe ?
Evel va breur ha va zad.
Evel penaos eo an den ?
Ha c’houi a zifazio va deveriou ?
E-giz araok.
Nomenoe a zo eun den kaer, eun den bras ; ne gousk na noz na deiz ha biskoaz ne vez skuiz ; e vleo a zo melen, e gleze a zo anezañ bec’h eun den, e nerz a zo trec’h d’eur jao.
N’eo ket neuze eun den evel ar re all ?
E pelec’h hoc’h eus anavezet Nomenoe ?
Morse n’em eus gwelet Nomenoe ; hogen, gouzout a ran ez eo eun den kaer, eun den bras, eun den kreñv.
Gwir eo, panavet-se n’en dije ket gallet planta lamm d’ar Gall… Nemet dont a ra ganeoc’h ho kwerz diwar-benn Nomenoe ?
Dont a ra evel e lost d’ar c’haz ; ne vo ket savet, avat, diwar-benn Nomenoe.
Ha diwar-benn piou ’ta ?
Diwar-benn an anduilh.
N’emaoc’h ket mat ?
Eo ! Nomenoe en deus gounezet an emgann, ha pa zegouezo e Redon, e vefe eürus o kavout dirazañ eur mell pladad friko n’eo ket ’ta ? Ha ma vefe c’houez an anduilh mogedet er pladad friko, neuze en em gavfe Nomenoe eürus en e groc’hen.
Lakaat a rit an traou da zegouezout evel ma vefent c’hoarvezet… C’houi a oar rimal buan, ha me, war an ton ha war ar son, e choman atao boud.
Neuze c’houi a zifazio d’in va deveriou epad eur sizun leun ?
Setu ar pennad kenta eus ar werz ; bremaik, e savin ar pennad all : emañ daoulagad an targaz o para warnomp. (gwennoll o tont.).
N’eo ket echu gant an daou-mañ c’hoaz konta gevier an eil d’egile ? (Outañ e-unan). An aour yeotenn a zo falc’het… Na pegen kaer !… Perak eta e klevan rebechou em c’houstians ? Pa n’oun ket evit kas da benn va C’hi er c’hoad… (Da berig) : Perak e chomez alvaonet o sellout ouz ar solier ? Ha da werz ? Savet eo ?
Savet eo penn-da-benn.
Diskouez. (Lenn a ra kreñv).
Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou,
Anduilhennou druz ha mogedet kaer ;
Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou…
Siouaz d’imp ! en noz all, ez int aet gant al laer.
Du-mañ, er siminal, e oa seiz anduilhenn,
Staget ouz ar c’hrog ha druz o lugerni…
Du-mañ, er siminal, n’eus mui eun anduilhenn,
Hag abaoe va zad ’ zo klañv gant an avi.
Va zad ouz o gwelout ken kaer, a-istribilh,
’ Lavare ’n eur lipat dija e vuzellou :
« Peur e vezint lakaet da graza war ar strilh,
Ha peur e tiskennint betek va bouzellou ? »
Va zad a chom bremañ mudet gant ar glac’har,
Ha ne gar mui tostaat ouz toull ar siminal,
Gwasket eo e galon ; en e geuz e lavar :
« Me a garfe strilha an anduilhenn vras all. »
An eizvet anduilhenn eo va breur Izidor,
P’eo gwir eo aet gantañ an anduilhenn all ;
Hennez ’ zo eur c’hof bras hag eur galon digor,
Eur genou kel ledan ha mantell ar siminal.
Izidor en deus rinset kement skalf oa er c’hrog ;
Hep lezel eun distera gant e dad hag e vamm,
Ha goude ez eo kerzet, kent na ganas ar c’hog,
War gein ar gazeg c’hell, dre an noz, d’an daoulamm.
D’ar brezel e kerzas da heul Nomenoe,
En doa touet kas kuit roue ar C’hallaoued.
— « Mistri Vreiz, emezañ, a vo me ha Doue,
Hag ar Gall ’ vo gwintet, pe amañ douaret. »
Bep mintin, en eur sevel, va zad a lavare,
En eur lakaat e fri e toull ar siminal :
— « Pa zegouezo en-dro soudard Nomenoe,
E pako fest ar vaz ma ne gas ket ar Gall. »
Hogen, p’en doa gouezet e oamp trec’h e Ballon,
War an taol e teuas an dour ’n e zaoulagad.
— « Izidor, emezañ, ’ zo eun den a galon.
Heñ eo va gwella mab, mab d’an eürusa tad. »
« Ha c’houi, Yannig ha Fanchig, it ho taou dre ar c’hêriou
Ha zoken, ma vez ret, er parreziou, tro dro,
Da glask an hini gaera eus an anduilhennou
Da frita da Izidor, pa zegouezo en-dro. »
N’eo ket re fall an holl, ha farsus eo eun tammig ; hogen, ma talvez beza displeget, en noz, e korn an tan, en eur graza kistin darnet, re voutin ha re boblel eo evit beza displeget dirak Nomenoe ; n’he deus ket dremm eur werz-lid. Kendalc’h evelato, paotrig, kendalc’h. Ma n’eo ket mat hep beza fall, e teuio marteze ar maout ganit, eur wech bennak, pa ne vi mui krennard. An taol-mañ, moarvat da labour n’en deus ket degaset d’it eur c’houezenn.
O ! nann ; gant va breur eo bet graet, ha neizeur eo bet degaset d’in en dro d’eul lur amann.
Da vreur a oar neuze rimal buan.
Lez ar chas da redek ar c’had… Soñjal a raen : daoust m’eo divalo, re vrao eo c’hoaz evit beza ganet gant eur spered dientent evel da hini. (Sellout a ra ouz Lomig, deût ar c’housked d’ezañ.) Ha da werz, kousker lor ?
Echu eo.
Savet da werz ha te o roc’hal ? Neuze avat eo bet savet gant da ael gwardian ? Diskouez, evelato, ma vo gwelet ha talvezout a ra. (Kemer a ra ar baperenn). Feiz ! n’eo ket gwall hir : peder linenn. Dispar e tle beza. (Lenn a ra).
Me a gar an anduilhenn,
Hag he c’harin da viken ;
Ouz unan hepken e vouzin :
Ouz ar mestr a ra skol d’in.
O ! Sapientia Domini ! n’emañ ket ar Furnez e korf ar bugel-mañ. Ha ya, paotrig, me eo an anduilhenn ?… Me an… anduilhenn ?… Me… me… an hini eo ? Mil malloz !… (C’hoarzadeg er c’hlas). Keuz a savo d’it, paotrig…
N’eo ket me… n’eo ket me en deus savet anezi, rak n’ouzon ket rimal ha n’ouien ket petra ’ oa warni.
Diwallit d’an diskuilh…
Petra ’ larez ?
Me ? Seurt ebet. (C’hoarzadeg er c’hlas).
Boulc’hurun ! ar peoc’h a vo pe ne vo ket ? (Da lomig). Ha te, kae dioc’htu da benndaoulina e-kichen va bureo ha da ziouvrec’h e kroaz. (lomig a sent. konwoion a zeu er sal-studi. Kerkent, avat, ar vugale a zeu da veza sioul, evel kizier o logota).
Breur Gwennoll, klevet em eus trouz, amañ, bremaik.
O lenn e oan, va zad, ar gwerziou savet bremaik gant ar vugaligou, hervez ho kourc’hemennou, ha pennadou a lakae anezo da c’hoarzin.
Ne oa ket dleet d’eoc’h o lenn kreñv, breur Gwennoll. Daoust ha talvezout a reont eun draig bennak ?
O ! mann ebet, va zad.
Soñjal a raen, avat, o dije lezet ar c’han hag an diskan gant laboused an Aotrou Doue.
Ha goude, e lennis an hini savet ganin, ha youc’het o deus, ken brao all o deus kavet anezi.
An anduilhenn !
Hag ar paotrig-mañ war e zaoulin hag e zivrec’h e kroaz ?
O ! o !… n’eo ket gwir.
Emaout o klask hopal adarre. Prenn da c’henou, amprevan !
Kae da azeza ha chom reiz. (Da gwennoll). Arabat e oa, breur Gwennoll, lenn ho kwerz d’ar vugaligou… Dalc’hit soñj eo dleet d’eoc’h, pa ne vefe evit an ano a zougit, beza atao fur ha direbech, e Sapientia Domini.
N’oa ket evit maga gloar, nemet evit deski d’ezo penaos sevel gwerziou evit meuli an Aotrou Doue hag ar vro.
Diskouezit d’in ho labour. (Lenn a ra).
An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !
Kaer eo moarvat… C’houi a lavaro, breur Gwennoll, eur bater hag eun ave, gant aon da goueza e pec’hed an ourgouilh. (gwennoll a vousc’hoarz, eürus.)
Hag eun ton brao am eus lakaet war an diskan. (Mouskana a ra eun ton iskis : « La Marseillaise »).
An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !
An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !
(gwennoll, chomet berr, a vousc’hoarz glas. konwoion a sell outañ, eur pennadig hir a-walc’h).
Breur Gwennoll, n’eo ket gwenn holl ho koustiañs. C’houi a lavaro eur bater hag eun ave evit ho pinijenn…
(Lien.)
- Leur-gêr Redon gant ostaleriou tro-dro. Paotred o sanka peuliou en douar. Tud o tont d’ar foar gant marc’hadourez ha loened. Eun archer.
Maouez, maouez, da belec’h emaoc’h o vont gant ho tañvad ?
Da belec’h, den mat ? D’ar foar, evel just.
Ne vo ket foar hizio.
Eo, foar an deñved a vo.
Siouaz d’eoc’h ! ne vo ket foar hizio.
Biskoaz kement all ! Hag a nevez neuze e kêr ? (yann o tont dre an tu all gant e vuoc’h. an archer a ra tro. eur paour, en eur c’harr bihan, staget outañ eur c’hi.)
Truez ouz eur paour kaez den mac’hagnet ha dall.
Ha Doue ho pennigo er bed all !
Doue ho paeo, itron vat,
Ha chañs vat d’eoc’h da werza ker ho tañvad.
Da belec’h emaoc’h o vont gant ho puoc’h ?
D’ar foar.
N’eus ket foar hizio.
Foar ’ vo sur, p’emañ an deiz.
Ne vo ket foar hizio.
Ha c’houi a lavar traou ’vat. N’eo ket al loened a vanko bremaik war ar blasenn.
Na saout, na deñved, na tra. Ne vo ket foar hizio. (Kouerien o tont dre an tu all gant loened pennasket. an archer a red daveto.)
Truez, va breudeur gristen
Ha roit d’ar paour an aluzen.
Oc’ho ! degouezet oc’h ivez ?
Degouezet omp. Pe briz ez a al loened ?
Hizio emañ foar ar c’hezeg hag araok eun eur amañ e vo kezekenned ha mirc’hed kalloc’h, e-leiz, war ar blasenn.
Dont a raint marteze ; gwerzet, avat, ne vint ket. Rak ne vo foar ebet.
Pe vo foar, pe ne vo ket, me n’oun ket chalet : en eur zont e kêr em eus gwerzet va ebeul da Jakez ar c’higer.
Gwerzet ha paeet ?
Paeet e vo mar n’eo ket c’hoaz. Gwelit : touzet eo ar vlevenn, e kroaz, war dailher al loen ; a-benn eur vunutenn amañ, e touchin va gwenneien.
Pe Youenn pe Jakez an hini a vo tizet ? Setu aze eun divinadenn.
Pa lavaran d’eoc’h ne vo ket foar. Na kezeg, na tra.
Ha perak ’ta ?
(Kouerien en tu all).
Dal ! gwenneg ar chañs evit ma vo foar ar saout.
Doue ho paeo, va den mat, evit hoc’h aluzen,
Hag a rabato d’eoc’h eur pennad pinijenn.
(Eur goueriadez gant eur banerad viou.)
Ha c’houi, maouez ?
Eun diner ar vi.
Na diner, na vi. Ne vo ket marc’had.
Marc’had ’ vez atao da zeiz ar foar.
Ne vo ket foar hizio. Mont a rin diot o hopal an hevelep tra.
Chesus va Doue ! Ne vo ket foar ? Koulskoude…
(Sellout a ra ouz an niver bras a dud deût d’ar foar.)
It en-dro gant ho viou.
Setu ’ta !
Ya, tomm eo.
Tomm an amzer ha pounner va fanerad. Viou nao yar o tozvi bemdez epad eiz deiz. (an archer a dro kein. youen a ro gwenneg ar chañs d’ar paour.) D’ar gêr ez in, pa vo goullo va faner.
Truez, va breudeur gristen,
Ouz eur paour kaez den
Ne welo biken
Eur berad sklerijenn.
(An holl a ro d’ezañ gwenneg ar chañs.)
Bennoz Doue d’eoc’h holl.
N’ho po na keuz na koll.
Dal ! eur gwenneg c’hoaz evit ma vo dreist-holl foar an deñved.
Doue ho paeo. En ano an tad, ar mab hag ar spered santel. (Lavarout a ra eur bedenn.)
Foar ’ vo !
Foar ’ vo !
Ha marc’had !
Ha marc’had !
N’eo ket digor c’hoaz ar foar ?
Da belec’h emaoc’h o vont c’houi ho taou ?
Va femoc’h ha me, ni ’ zo deût d’ar foar.
(E-leiz a dud).
Ha c’houi ? ha te ? ha c’houi ? ha te ? ha te ?…
D’ar foar !
Pa ne vo ket…
Ne vo ket foar ? Ne vo ket foar ! Setu aze eur ganaouenn !
Perak ne vo ket ?
Ha perak ne vo ket ?
Abalamour… Selaouit…
Hennez a zo mezo pe diskiant.
O ! o ! hoc’h ano ? maouez.
Ne vo ket foar ?
Nann ! nann ! nann ! nann ! (Da vadalen) Hoc’h ano, maouez.
Da sutal !
O ! o ! o !
A ! a ! a !
Amañ ! amañ ! Sikour d’in (Archerien o tont, peb a skourjez ganto.)
Petra ’ c’hoarvez ?
Darbet eo bet d’in…
Ne vo ket !
A ! a ! a!
Ha perak ne vo ket ?
Dre urz an Aotrou Eskob ha Maer, hon Tad Santel Konwoion. (An archerien a denn tennou gant o skourjez. Eun tabouliner a zegouez war al leur en eur skei war groc’hen e daboulin. Tenna a ra goude eur skritell diouz e sac’h.)
Brilli, brilli… brilli fresk… Eun diner ar vrellenn ; eun hanter hini eun dousen pennou sardin.
Ho kenou gant ho prilli !
Brilli a zo em paner hag eun archer brell a zo dirazoun. (An archer a chom berr gant e respont) Sur oc’h chomet diskabell dindan an heol bero.
Mall ’ oa ganin beza erru ; aet oan skuiz-maro o tougen va fanerad amann. Aet va c’horf da zour ha va amann da flibous. (Teurel a ra he faner war al leur.) Amann melen, amann druz, amann mat, amann marc’had mat.
Setu degouezet mat : amann melen da frita brilli fresk…
Ne gomprenan seurt e parabolennou ar re-mañ.
Brao emaoun ganti !
Peoc’h ! (Strakal a ra e skourjez.)
…na marc’had viou, na marc’had amann, na marc’had pesked… (Klask a ra eur skritell all en e sac’h.)
Ma n’eo ket evit staga ar c’hezeg hag ar saout, evit petra neuze emañ hennez o sanka peuliou en douar ?
Eur volz-enor emaoun o sevel.
Eur volz-enor ? En enor da biou ?
Aes eo gouzout ne vo ket savet evit ar saout nag evit ar moc’h… (Pemoc’h fañch a ya dre zindan) Si ’ta ! si 'ta ! pemoc’h fall ! (C’hoarzadeg. Da Fañch) Sko war e vin ma kilo al loen… nemet en enor d’an Nomenoe.
Nomenoe ? Nomenoe ? Piou an Nomenoe ? (Merc’hed yaouank gant boutegadou bleuniou ha briadou brulu a dreuz al leur ; kana a reont.)
Koll amzer.
Ha petra ’ rin-me gant va viou ? Pask a zo tremenet.
Va gwiz, er mintin-mañ, he deus bet korfad brenn. Eun tamm brao a goll evidoun.
Truez, va breudeur, ouz ar paour
N’en deus nag arc’hant nag aour,
N’en deus na kar
Na par,
Na diner nag aoz
Evit tremen an noz.
Dal ! daou wenneg evit ma touchin va arc’hant.
Doue ho paeo.
Doue am paeo ? Doue am paeo ? Da Jakez ar c’higer eo d’am paea. Ar paour-mañ a ra goap ouz an dud. (Ar paour a zo aet diwar weled).
Foar ’ vo !
Peoc’h a vo ?
Ma kred d’eoc’h e tougin en-dro, d’ar gêr, ar viou dozvet gant nao yar, en eiz deiz ? Me ’ zo kustum da vont war droad, o !
Eun diner ar vi.
Goude e vo gwelet.
Ola ! Ola ! roit d’in va viou en-dro.
…Hag an holl dud a zeuio d’ar foar, gwazed ha merc’hed, yaouank ha koz, a ranko chom war blasenn Redon da rei degemer da Nomenoe, evel ma tere, gant youc’hadennou ha strakadeg daouarn.
(Ne wel ket gwall sklaer, eeuna a ra e lunedou. An dud a glask en em denna.)
Si ’ta ! D’ar c’hraou !
Deomp d’ar gêr, mennig.
C’houst !
Hei !
Roit d’in va viou en-dro.
(jakez ar c’higer, o tont : roched plaket, chupenn mezer du ha gouriz glas.)
D’in-me, siouaz ! N’oun ket bet prener, hizio. Gwelout a rez emañ gwisket va chupenn sul ganin ha nann va saro zu.
Bremaik, war gorre kêr, e oa ganit da saro zu, ha foar hon eus graet hon daou.
Penaos hon eus-ni graet foar hon daou, p’eo gwir ne vo ket foar, hizio, e Redon ?
Foar a zo bet graet etrezomp hag ez eus eun testeni : ar vlevenn touzet war dailher al loen, ha…
…Ha lavaret em eus d’it kas en-dro, d’ar c’hraou, da ebeul da larda, rak n’eo ket kuilh awalc’h evit beza gwerzet e stal eur c’higer kristen.
Gaouier out ha laer ouspenn, evel an holl gigerien. Distaol da arc’hant pe n’out gour. (Ar c’higer a dro kein.) N’out gour ! n’out gour ! Klevout a ri c’hoaz ano ouzin.
(An dud a zo o vont kuit.)
Ha bouzar oc’h ? N’eus ket lavaret d’eoc’h chom war ar blasenn ? (D’an archerien) Stankit an hentou. (An archerien a sent.)
Roit d’in va viou.
…Ha kement loen, kement lur amann, kement vi, kement pesk degaset d’ar foar pe d’ar marc’had, a vo diwallet e kêr Redon, betek ar c’huz-heol, kenkas o defe naon soudarded Nomenoe.
Graet e Ti-Kêr Redon
gant Konwoion,
Eskob ha Maer,
d’an 30 a vezeven 845.
Dre urz hon Aotrou ’n Eskob ha Maer e stagan ar skritell ouz mogerou an ostaleriou. D’an dud d’ober anaouedegez ganti penn-da-benn. Ker e kousto d’an neb a rogo pe a saotro anezi.
Bandenn voc’h !
Stagit al loened ouz tal an ostaleriou, ha lakait a gostez pesked, viou hag amann.
Va ebeul a zo Jakez e berc’henn.
Pa soñjan em eus, er gêr, foenn da charreat.
Ha me, dilhad fank da brada.
Ha me ’m eus bronn da rei d’am mabig.
Hag ez oun hag e chomin. An dra-se a zegas d’eoc’h droug-kof ?
Skrivit, archer : dek diner amand d’ar vaouez divergont-se.
Hoc’h ano, maouez, hoc’h ano ?
(Lien.)
- War ar blasenn. An hevelep re. Ar breur gwennoll, job.
Peseurt darvoud an diaoul a zo degouezet hizio er vro ? Ha c’houi a gompren eun dra bennak ?
N’oun ket kustum da veza dientent, nemet hizio eo tapet va spered genaouek. Ne gomprenan ket eur vulufenn er pez a c’hoarvez.
Dont d’ar foar da zeiz ar foar, ha ne vo ket foar !…
Dont d’ar marc’had da zeiz ar marc’had, ha ne vo ket marc’had.
An dra-se a zo eur mister.
Petra an diaoul a sinifi ar volz emeur o sevel war ar blasenn hag en elestr hag ar bleuniou ledet war al leurenn, evel da c’houel ar sakramant, ha piou eo Nomenoe ?
Mantrus ! mantrus ! n’ouzont ket piou eo Nomenoe !
Nann, ’vat, ha n’oun ket nec’het c’hoaz.
Nomenoe a oa gwechall
Gouarner, e Breiz, evit ar Gall ;
Hizio Nomenoe,
E Breiz, a zo roue.
Kompren a ran : an Nomenoe a zo paotr an tailhou.
Sevel a rae tailhou evit Bro-C’hall ; nemet, edo o c’hortoz an deiz merket gant Doue evit terri ar yeo ha savetei ar vro, hag ober ouzomp-ni, Bretoned, gwazed dieub. An eur venniget a sonas en devezioù-mañ, ha paotred Nomenoe ha soudarded Karl ar Moal, ar roue gall, a zo bet emgann etrezo e kompezenn Ballon. Ar Vretoned o deus gounezet, Breiz a zo dieubet ha Nomenoe a zo hor salver. Hizio emañ an deiz da lida ar viktor ha bremaik Nomenoe, hor roue galloudek ha glorius, a vo degemeret e Redon gant bleuniou, kaniri, brall ar c’hleier ha son an trompilhou.
Diwar goust hol loened, hor pesked, hor viou hag hon amann.
E gwirionez, tailhou a vo savet, evel araok ; eun tamm mat nebeutoc’h, a-dra-sur, eun tamm mat nebeutoc’h, hag e kefiou Breiz e vezint miret e-lec’h mont da leunia boujedenn Vro-C’hall evel gwechall. Setu.
Ha !
Alvanet e chomit.
Ya !
Perak ?
Ne gomprenomp ket.
Ne gomprenit ket ar c’hemm a zo etre an daou gef, hini Bro-C’hall hag hini Breiz ?
Nann ! Kef Breiz pe kef Bro-C’hall a zo ingal d’imp, p’eo gwir e paeomp, memez tra…
Bretoned digalon !
…Ha kompren a reomp e vo atao goullo hor c’hef-ni.
Ne garit ket ho pro !
Ha me, va ebeul ken flour e vlevenn.
Ha me va gwiz ken lart.
Ha me va dañvadez gant he gloan hir a oa da veza touzet en deveziou-mañ.
Ha me melladou viou dozvet gant yer bet gant ar c’hilhog.
Ha me va brilli pesketaet gant an higenn e-tal Damgan.
Ha me va amann druz, ribotet d’ar beure.
Ha me emañ va buoc’h o hala er c’hraou, hag a-benn bremañ marteze he deus kollet he leue. Ha n’oun ket evit mont d’ar gêr, war he zro.
Ni a goll holl ouspenn eun devez labour.
Eun tamm brao a laer eo Nomenoe. Ya ! eun tamm brao a laer, setu petra eo da Nomenoe.
O tri mil c’hast !…
Koulskoude e vefe eun enor evidoc’h kinnig ho loened da veza aberzet war aoter ar Vamm-Vro.
’M eus aon, kloareg, gant ho teskadurez, ez eo kollet ganeoc’h an diweza peadra eus ho skiant vat. Brao eo d’eoc’h prezeg ha kentelia pa n’hoc’h eus ket zoken eun diner da goll.
Ha marteze n’eo ket d’ezañ zoken ar roched a zo war e gein.
Eur roched all a zo war va c’hein ha n’en deus perc’henn nemedoun.
Ho kroc’hen ? Aberzit anezi ’ta, war aoter ar Vamm-Vro.
Graet em bije a galon vat, nemet n’em boa digarez ebet da vont d’an emgann, rak Nomenoe n’en doa ket ezomm eus soudarded war droad. Ouspenn eur Breton, avat, en deus roet, en deveziou-mañ, e groc’hen ha kroc’hen e varc’h.
Ya ! Izidor an anduilhenn a zo aet d’an emgann gant kazeg e dad.
Heñ ha meur a hini all.
Klevet em eus en eur zont d’ar marc’had gant va brilli, en deus kuitaet Izidor ti e dad hag e vamm goude distribilha eun dousen anduilhennou hag eo tec’het dre noz ha dre laer, war gein ar gazeg c’hell.
E kompagnunez dispar emañ Salver ar Vro.
Koll Izidor ne vo ket eur c’holl bras. Nemet pa zeu soñj d’ezañ eus e gazeg c’hell hag eus e anduilhennou, an tad a ya sot-ran.
Ma ne deu ket Izidor en-dro, e vo garanet e ano er peulvaen ha meulet da viken e gwerziou ar varzed.
Kaerat tra d’an den maro !
Ho pesked…
Ho viou…
…a vo fritet gant hoc’h amann… war billig ar Vamm-Vro… evit leunia goude-se kof al lakepoded.
Daoust hag ar brilli, an amann, ar viou, an ebeul, an dañvadez hag ar wiz a vo meulet ivez e gwerziou ar warzed, inosant ac’hanoc’h ?
Me n’emaoun ket o vont da chom amañ da selaou an abostol-se o sevel litaniou.
N’oc’h ket evit mont d’ar gêr : ho puoc’h a zo pennasket ouz tal an ti all.
Me he dibennasko.
Gwelit : an hentou a zo stanket gant kirri a-dreuz, ha diwallet gant archerien e-leiz.
Me a roio al lerenn d’ezi etre he divesker ken ma lammo dreist ar c’hleuz mar deo stanket an hent, pe e toullgofo an archerien a gavo dirazi. (Emañ an dud o vont kuit ; an archerien o tont.)
Penaos ? An dud o vont kuit ?
O ! n’emaomp ket ; ne daimp ket d’ar gêr hep hol loened.
Hep va viou.
Me n’oun ket evit chom hep lavikat va divesker pe kerkent, e vez maro va zreid hag e kouezan diouz va sav.
O ! ne zistagin ket va buoc’h nemet mont a ran da drouc’ha d’ezi eur bec’hiad melchon ruz. Da genta avat ez an d’an ostaleri, amañ, da c’houlenn an aotre digant ar perc’henn. (Mont a ra d’an ostaleri).
Mont a ran ivez d’a c’houlenn eur pochad kerc’h evit va ebeul.
It, hag hastit afo.
Ha me…
Ha c’houi, eur muzuliad brenn evit ho pemoc’h ?…
Eeün-hag-eeün.
Ha goude e vo tro Madalen ; ha goude tro Seza, ha goude tro Maivon. Ha goude en em gavin va-unan war ar blasenn. Aze emaoc’h, aze e chomot. Ma tegouez d’ho kwiz gwic’hal gant an naon, skoit d’ezi war he min ken na davo. (Yann o tont er-maez eus an ostaleri a zistag e vuoc’h). Oc’ho ! arabat distaga al loened.
Evit he c’has d’ar peuri an hini eo, rak n’eus ket er verouri melchon trouc’het na da drouc’ha.
Da lavarout d’ar perc’henn n’eo ket druz awalc’h ar peuri en e bark.
Gouzout a ra petra a zo en e bark hep ma vo lavaret d’ezañ. Deuit amañ en-dro (Yann a dosta en eur c’hrozmolat.)
Yann, servichet eo da vanne.
Emaoun o vont. (Ober a ra tro.)
Dont a reot amañ pe me a ya d’eoc’h ? (Yann a dosta goustad. Fañch a gouez eus e sav war ar blasenn.)
Petra ’ zo c’hoarvezet gant an den-mañ ?
Skoet gant eun taol gwad dindan an heol bero.
It buan da glask ar medisin.
Ar merc’hed-mañ a glask atao en em lakaat etre treid ar wazed. En em dennit ! (Ar maouezed a chom. an archer da Job :) Daou waz a zo barrek awalc’h evit dougen eun den. (Job a ziskrog. Lezel a ra e dog da goueza.)
Aotrou Archer, Fañch a zo chomet e dog war e lerc’h ; mont a ran da gas anezañ d’e berc’henn. (Mont a ra.)
Diwallit d’ober hirlink d’in dindan va c’hazellou pe e tirollin da c’hoarzin.
It da gerc’hat d’in eur boked geot dreinek a viro ouz an arne da goueza war va amann. (Gwennoll a gutuilh eun dournad geot. Seza a lak geot en he fronellou hag o gwask gant he bizied. Gwada a ra he fri raktal.)
O ! aet oun sempl.
He fri o wada ?
Va fenn o faouta gant an droug.
Eun taol gwad all !
Kazelik-kazelik e daio aezikoc’h. N’eo ket gwir, Seza gaez ?
Gwir. (maivon ha sadalen a ra tro ; Seza ha naig en em denn, kazel ha kazel.)
Ha ni, amañ, hon diou, hon unan !…
Me n’oun ket evit chom pelloc’h em sav.
Ha c’houi a zo klañv, ivez ?
Klañv ha gwall glañv, siouaz ! Mez am eus.
Eur c’hleñved mezus eo moarvat ?
Mezus kenañ, aotrou archer… Gwelit pegen stardet eo va c’horkenn…
N’em boa ket taolet evez : o tougen emoc’h ?
Hag oc’h deût evelato d’ar foar ?
Da gavout ar medisin, aotrou archer.
O ! gouzout a ran pegen start eo dougen bugale. Da zek mab oun bet tad, hag e-keit ma veze va gwreg o tougen, e veze ret d’in soursial ouz labour an ti goude graet labour ar park.
C’houi a zo eun den a galon.
Re a galon. (Maivon en em glemm.) Emoc’h o vont da glañva ?
Kasi sur ; n’oun ket evit chom pelloc’h em sav. Emaoun o vont da vankout ma ne azezan ket.
Deuit ganin ma kasin ac’hanoc’h da di ar medisin.
N’oun ket evit mont da di ar medisin p’eo gwir n’em eus ket eur gwenneg zoken em godell. Arc’hant va brilli a oa evit paea ar medisin ha va brilli a zo bet dalc’het diwarnoun.
Pec’hed eo ivez derc’hel viou war goust eur baourez kaez.
Mont a ran ; hoc’h ali a zo ali eur c’hristen mat.
Pouezit war va brec’h : aesoc’h e vo d’eoc’h bale.
O ! mont a rin va-unan ; me a zo boazet ouz ar boan hag ouz ar vizer ; hag, ouspenn, ma tegouez d’eoc’h beza gwelet gant ho mestr, e viot gourdrouzet, moarvat. Doue ho pennigo evelato, aotrou archer. (Mont a ra da ostaleri an Trilonk.)
O ! aon am eus amañ, va unan, hep eur c’hristen em c’hichen, ha gant an diaoul ebarz va c’halon.
C’houi a zo o klask ober an diodez ; hogen, amañ e chomot.
Sur awalc’h, n’oun ket bet gwall fur hizio. En eur zont d’ar foar, em eus graet an diodez. Pilet oun bet e foz an hent bras gant eur foeter-hent, ha bremañ en em gavan e stad a bec’hed marvel.
Mar doc’h bet pilet ha gwallet, ar pec’hed a zo d’ezañ.
Da genta e oa d’ezañ ha goude d’imp hon daou, rak kemeret em eus ivez plijadur.
Ha te a zo aze ivez ?
Ya, eur vaouez fall, siouaz d’in ! Keuz am eus avat ha doñjer ouz va fec’hed bras ; ha mall ’ zo warnoun mont d’an iliz da walc’hi va ene lor er gador-govez ha, goude, e dour ar binijenn.
Mat a reot.
Mont a ran eta, war eeün.
Ne viot ket kovesaet bremañ ; n’eus beleg ebet en iliz.
Amzer en em brepari…
Grit sin ar groaz war ar blasenn ha skoit war ho peultrin, dirak Doue araok ober dirak ar beleg er gador-govez.
N’oun ket evit ober, gant dremm eun archer dirazoun.
Ha perak ’ta ?
Abalamour ne garan ket an archerien hag en eur welout dremm unan dirazoun e sevenan war an taol eur pec’hed marvel a gasoni. D’an iliz ez in.
O ! den fallakr ! mirout ouz eur vaouez da vont da govez !… Ma kouezan amañ, dindan an heol bero, skoet gant eun taol gwad, e vo daonet va ene. Hogen ma ’z an gant an diaoul, e pedan an Aotrou Doue da zaona ac’hanoc’h ivez.
Maouez, maouez, it buan d’an iliz ; it dillo da govez !
(madalen en em denn.)
Araok ma vezo kavet war an douar eun archer e spered digor, e vo degouezet fin ar bed ; nemet hemañ, a gredan, a zo e-touez ar re c’henaoueka bet krouet a-viskoaz gant an Aotrou Doue. Ma kemerfe korf, en e spered, an holl sotoniou am eus roet d’ezañ da gredi, n’eo ket eur penn a vefe war e choug, nemet eur varrikenn. (an archer en deus troet kein ; madalen a red d’an ostaleri.)
Hag e choman va-unan, war ar blasenn, hag oun bet lakaet gant va mestr da ziwall al loened hag an dud…
Me a zo amañ ivez ; setu emaomp daou.
Eur c’hloareg ne gont ket. (Outañ e-unan) Va-unan war ar blasenn, gwelloc’h em bije kavet en em gavout gant unan all bennak hag ober ganti eur pec’hed marvel e foz an hent bras.
Tan ar c’han ;
Taran an diskan.
Me a roy d’it diskan, bremaik. (outañ e-unan) Mont a ran ac’han da ziwall ar c’hirri ; aesoc’h e vo d’in. (Mont a ra kuit. Eur gedour o tont gant eul luned hir : ken hir hag e gorf. Sellout a ra ouz eur skeulig, sko ouz lost an doenn.)
Ha petra a welin-me diwar lein ar skeul vihan-se ? Eur c’halvez ne oar ket, e fesoun, ez eo ret d’eur gedour pignat uhel, uhel, el laez, evit gwelout pell, pell. Aes eo gouzout n’eo ket bet er skol.
Ne c’hellfe konta nemet war e vizied niver ar bazinier en e skeul.
Dek pazenn. Dek ha dek a ra ugent. Ugent a oa ret.
Gwir, gant ugent pazenn e vez unan eun hanter uheloc’h eget gant dek. Ha gwelout a reer eta eun hanter pelloc’h ?
Kavout a rae d’in e oac’h bet er skol ; ’m eus aon avat, n’oc’h ket bet hiroc’h eget an daolenn genta. An dek pazenn genta a zo, ouspenn dek, pell diouz an ugent. Selaouit : gant dek pazenn ne welin tra, p’eo gwir, diwar c’horre ar skeul, ne dizin ket c’hoaz lost an doenn ; ha gant dek pazenn ouspenn e welin, dreist an doenn betek penn an dremmwel… Ne oa ket eun divunadenn.
(gwennoll a dro e gein, feuket. Ar c’halvez a dremen, eur plankenn gantañ war e skoaz.) He ! kalvez ! Klev ! Petra ’ welin diwar c’horre ar skeulig-mañ ?
Hi ! hi ! dek pazenn a zo awalc’h, ne oa ket eun divunadenn. Eul labous ha ne oar ket an tu da bignat d’e glud !…
(An Aotrou Konwoion, gant e zilhad aour hag e vaz eskob.)
N’emaout ket c’hoaz war c’horre ar siminal, ha marteze emañ tost soudarded Nomenoe ? (Ar gedour a bign er skeul ; konwoion a sell en-dro d’ezañ). Penaos ? Den ebet war ar blasenn ?
Eo, me.
Eur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol.
Unan all bennak en deus lavaret an dra-se d’in bremaik…
Va-unan war ar blasenn !… Koulskoude eo stanket mat an hentou gant ar c’hirri ha diwallet gant archerien. Al loened a zo stag ouz an tiez… Da belec’h eta eo aet ar gouerien ?…
Darn a zo aet da gavout ar medisin, darn da gavout an apotiker, ha darn all da govez.
Souezet oun e teuont da govez e-kreiz ar sizun, ken lezirek ma ’z int da zont da zerc’hent ar goueliou-berz.
Eur vaouez he deus graet eur pec’hed mezus en eur zont d’ar foar !
’M eus aon eo bet kovesaet war ar blasenn, araok mont d’an iliz ?
Ha c’houi, da glevout. Ar pec’hed a zo d’eoc’h.
O ! ne c’hell ket beza, ne c’hell ket beza, Aotrou ’n Eskob… Ar pec’hedou-se a vez atao d’ar merc’hed.
Mat, mat… It d’an iliz, ha goude, da di ar medisin, ha goude da di an apotiker, ha degasit d’in eus ar gouerien, klañv hag all o c’horf pe o ene.
Mont a ran da seni an añjelus.
Da unan emaout ?
Va mab hena a zo o tont war lerc’h, gant alc’houeziou an iliz.
Ha prennet eta eo doriou an iliz ?
Sparlet int gant barinier houarn ha prennet ouspenn gant an alc’houeziou abaoe an oferenn vintin. Kemennet hoc’h eus d’in, Aotrou ’n Eskob, prenna doriou an iliz, da gement devez foar, abaoe m’eo bet laeret an arc’hant eus kef sant Yann Vadezour.
Mat a rez senti ouz va gourc’hemennou evel ouz gourc’hemennou an iliz. Hogen, mar deo prennet an noriou, n’eus den ebet en iliz ?
Piou a welan o vont du-hont, gant ar straed ?… Ar medisin hag an apotiker !… Gwelit, Aotrou ’n Eskob.
Neuze, n’eus den ebet en o zi ; da lavarout eo, den e ti an apotiker, den e ti ar medisin ha den ebet en iliz. Gaou hoc’h eus lavaret d’in.
Neuze, me an hini a zo bet gaouiet da genta.
Kit gant ar c’hloc’her da seni an añjelus. (D’ar c’hloc’her) Brall an tri c’hloc’h epad eun hanter eur, evel evit eun Te Deum bras. (Ar c’hloc’her a sell gant fae ouz ar manac’h). Ar c’hloareg-mañ a vrallo ar c’hloc’h bihan… Ha me a zo o vont d’ober an dro d’an ostaleriou da glask ar gouerien.
(Lien.)
- En ostaleriou. Ar gouerien, gwazed ha maouezed oc’h eva hag o c’hoari ’ c’hartou hag o kana.
N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer ?
Mont da archer pe da vengleuzier, da zibab en doa, rak re vihan e oa an tiegez evidomp hon daou abaoe m’hon eus, en hevelep deiz, kemeret an diou c’hoar da bried. Dre ma oan ar breur hena, an tiegez a oa d’in da dalvezout.
Hag e tibabas ho preur mont da denna an tao eus ar mengleuziou ?
Dre geuz ha dre ret… An nozvez kenta p’edont en o gwele, hag o vont da seveni gant furnez sakramant ar briadelez, e wreg a reas d’ezañ toui na vije ket aet biken da archer. — « Goulennet em eus va flas, emezañ, gwall nec’het. — « Te a nac’ho da blas, emezi, araok ma vin, penn-kil-ha-troad, gwreg d’it, dirak Doue. Ma ne blij ket d’it, me a yelo warc’hoaz vintin, da gavout an Aotrou Konwoion da c’houlenn gantañ an divorza. »
Va breur, tommet e wad, ha mall gantañ beza dimezet, penn-da-benn, a asantas hag a douas mont da labourat er mengleuziou. Va c’hoar-gaer, laouen bras, a ziskouezas d’ezañ, neuze, eur valetenn a-istribilh ouz ar voger ha, war c’horre an armel, eur podig houarn, ruz-livet. « Er valetenn-se, emezi, e lakai bara amanennet hag, er podig, soubenn vat. » Hag, en eur ziroll da c’hoarzin, va c’hoar-gaer a lazas ar goulou… Ha goude, en denvalijenn, e voe bet eun abadenn c’hoari ha pokat.
Antronoz vintin, kerkent dibikouzet gantañ e zaoulagad, va breur a savas diouz e wele, imoret fall kenañ. Krediñ a rae d’ezañ e oa bet c’hoariet, neizeur, gant e wreg, hag en eur soñjal en amzer da zont, en doa keuz ha kerse d’e vuhez paotr yaouank… ha d’e dog archer moarvat. Va c’hoar-gaer a lavaras d’ezañ n’he doa dastumet, e-keit ma oa bet matez, e ti ar juloded, nemet eun nebeut gwenneien, peadra da brena ar pep reta ; ha setu e tigase d’ezañ, evit e lodig, eur podig ruz hag eur valetennig wenn. En eur zimezi d’eun archer, e vije deut davetañ gant he daouarn goullo ha ne gave ket se eun dra a zoare.
O klevout kement-se, va breur a grafinas e benn, evel ma ne vije ket bet dilaouet e vleo abaoe e bemp bloaz. — « Ma ne vezan ket archer dindan ar gouarnamant, e vezin archer em zi, » emezañ, e kounnar bras. Hag edo o vont da vanna a-dreuz ar prenestr maletenn ha pod ruz, pa grogas e wreg en e vrec’h. — « En ano Doue, emezi, na vrev ket ar werenn pe, henoz, en hor gwele, ni a vezo skournet… Pe, ma he brevez, me a ya war-eeün da glask an archerien. » — « Eun archer, eun archer, em zi, emezañ, fuloret… Sur, ne deuio ket dre doull an nor ; ha, ma fell d’ezañ astenn e benn er prenestr, me hen dic’hougo raktal. » Hag e kemeras ar gontell gamm a zindan an dorz vara. — « Va gwazig, va gwazig karet, a lavaras neuze ar vaouez, gant he floura mouez, te a zo eun den a galon vat. Hogen, gwall brim war eun dro. Sell ouz da zremm er melezour. Dourn prim ha kalon vat, a vez lavaret. Ma vefe lakaet eur sabrenn etre da zaouarn, te a rafe gwalleuriou. » — « Gwir eo, a lavaras hen, rak ma pakfen eul lank bennak o laerez pe oc’h ober droug d’an nesa, me hen toullgoffe hep damant ebet. » Sellout a reas dre ar prenestr evit gouzout pet eur ’ oa pelloc’h ; gant e gontell gamm e trouc’has eun tamm bara penn-da-benn d’an dorz hag e ledas warnañ eur bisadenn amann, rak ne oa ket bras ar pladad, hag e taolas las e valetenn dreist e choug. E wreg he doa aozet d’ezañ eur soubenn rous er podig ruz hag, evit ar wech kenta, va breur a yeas da labourat d’ar vengleuz. Hag abaoe, an tao a zegas bara en ti. Setu, Madalen, istor va breur. Ouspenn kant kwech, moarvat, em eus displeget anezi, betek-hen.
Gwell a se evitañ, marteze ; evit e familh, avat…
Evit e familh e vije bet eun dizenor ruz… Eun archer n’eo ket eun den : kredit ac’hanoun. En eur veva atao e kompagnunez an dud fall, penaos e c’hellfe e spered chom mat ? Me a lavar d’eoc’h, e galleg fraez : eun archer a zo eun den foutu. Evit d’ezañ da genta da veza eur spered uhel, e teu, bep eun tamm, da veza eur mell genaouek. Hag aes eo kompren : kenta tra a vez graet d’ezo eo spaza o spered.
Spaza d’ezo o spered !…
Ya ! spaza o spered. Ma n’ouzon ket penaos, gouzout a ran avat, e vez graet.
Dre sorserez marteze ?
An archer genaoueka, an hini a zo war ar blasenn… Ar maout a yafe gantañ, ma vefe kenstrivadeg.
Na hopit ket ken herr ; me a zo bet skoet gant eun taol gwad.
Ha me am eus kroget en ho penn.
Ha me en ho treid.
Hag hon daou hon eus douget ac’hanoc’h… betek ti ar medisin !… (Diroll a reont da c’hoarzin.)
Dour fresk war choug va c’hil ha chufere e toull va gouzoug… (Eva a ra eur skudellad. Da vestrez an ti) : Goullo eo va skudell.
Panevedoun, e oa kollet e dog boulouzenn, bloukenn hag all. (C’hoarzin a ra).
Va fri o wada ; va genou oc’h eva…
Ha me o rei skoazell da zougen ha da eva…
Ha me a zo dougerez !
Ha me a zo pec’herez !
Eiz miz hanter o tougen… va brilli em c’horkenn. (Tenna a ra ar brilli a zindan he c’horkenn.)
Ha me am eus graet eur pec’hed bras, er beure-mañ, e foz an hent bras !…
E foz an hent bras, pec’hed ar vamm Eva. Evomp da yec’hed ar paour kaez Eva.
Evomp e ti ar medisin.
Evomp e ti ar medisin.
Hag an archer-se en deus kredet ac’hanomp !…
Evomp da yec’hed breur Yann, p’eo gwir e nac’has mont da archer. (Eva a reont ; mestrez an ti a ziskarg d’ezo chufere en o skudilli.)
Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).
(Goude, ar baotred a azez ouz taol).
Ae ! paotred, kendalc’homp gant ar c’hoari ’ c’hartou. D’in eo an dourn.
Ha d’in da drouc’ha.
Ha d’in da c’hoari… (C’hoari a ra) An dek pikez.
Ha petra ’ c’hoariin-me ? N’em eus ket zoken eur gartenn vat.
Kartenn vat ebet, hag e welan tri roue en e c’hoari !
Tri roue ? Tri Nomenoe moarvat. Kartennou fall ruz. Ne c’hoariin ket gant Nomenoiou. (Banna ’ ra e gartennou war an daol.)
Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).
Eun taol gwad dizañjer ha marc’had mat.
Ha me da zoug dre da choug.
Ha me kement all dre ar penn all.
Ar medisin…
…Va fri o wada…
…Ar medisin ha va brilli…
…Va fec’hed marvel hag an tad kovesour…
…O deus kemeret lojeiz e boulienn an archer.
(C’hoarzadeg. Eva a reont. Yec’hedou. Kan ha koroll.)
Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).
(An Aotrou ’n Eskob a dremen, er-maez, e-biou d’ar prenestr.)
Pssst ! An Aotrou Konwoion ! (konwoion en ti).
Safar ha cholori e gleven bremaik, en ostaleri an Trilonk. Den ne respont bremañ ? Gwall sioul ha gwall davedek oc’h deût da veza war eun dro, evit beza dibec’hed… Atao en ostaleriou, hag atao an hevelep re : Yann, Youen, Fañch, Job ha maouezed zoken. Mezus eo : Madalen, Seza ha Maivon…
An heol a zeve war ar blasenn, Aotrou ’n Eskob, ha sec’hed a oa deût d’imp.
Hag eo diaes chom hep eva ?
Ken diaes ha derc’hel eur bramm war beg eun ibilh, respet d’eoc’h, aotrou ’n Eskob.
Ibilha ’ rin ho prammou, me. (Rei a ra d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv.)
Bennoz d’eoc’h, aotrou ’n Eskob. (Fañch a chom azezet.)
Ha c’houi a zo bet skoet gant eun taol gwad ?
Feiz, bet darbet d’in, aotrou ’n Eskob.
Ha gant an heol o tevi, fri Seza a wade ?…
Darbet d’ezañ, e gwirionez, aotrou ’n Eskob.
Darbet d’ezañ… Darbet d’in… Ha c’houi Maivon, ha kavet hoc’h eus ar pez hoc’h eus kollet ?
N’eo ket c’houi a oa dougerez, bremaik ? Ha Madalen bet darbet d’ezi, hervez ma lavare ?… Ha ! bremañ e stouit ho penn hag e chomit dilavar ?… Eur vez eo d’eoc’h… Selaouit eta… Me a zo apotiker, medisin ha kovesour, ha setu amañ al louzou… (O boutaoui a ra.) Savit ha distalit ! Koll a ran amzer o sermoni, bep sul, diwar-benn ar vezventi… N’oc’h ket evit disterna zoken. Yann, pet bailhad hoc’h eus evet, pelloc’h ?
O ! n’em eus ket evet, hizio, ouspenn dek skudellad.
Chufere bervet mat ?
Jistr plat, aotrou 'n Eskob.
Hag ar jistr plat a vir ouzoc’h sevel ?
Emaoun savet em sav, aotrou ’n Eskob…
Ne welit ket zoken ho stad.
Gwelout a ran kenkoulz ha ma klevan, ha me a lavar d’eoc’h emañ ho paz eskob war ho penn hag ho poned kornek en ho tourn. (Konwoion a ro d’ezañ eun taol baz war e benn.)
Setu aze war ho penn, ar vaz a welit war va hini. Plijout a ra d’eoc’h ?
Ar gwella louzou evit ar baotred-mañ a zo ar votez hag ar fust. (Rei a ra eun taol baz-eskob da fañch.)
Sevel a ran, aotrou ’n Eskob. (Ober a ra an azvan da sevel.)
Ha c’houi, Fañch, n’oc’h ket savet c’hoaz ?
Eo, eo, aotrou ’n Eskob ; emaoun aet kuit. (Fañch a sav hag a azez war eun dro.)
Ha Youen ?
Eur bannac’hig am eus c’hoaz da eva.
Na bannac’h na tra.
Komandet eo.
Mar deo komandet, me a baeo. Kuit !
Emañ an itron o tont gant he ficher.
Setu amañ, Youen, chufere nerzus. (An Aotrou ’n Eskob a grog er picher hag a lonk ar chufere.)
Doue ho paeo, itron.
Nann, ’vat.
An Aotrou ’n Eskob en deus evet va banne.
Ha c’houi e chom staget ho reor ouz ar skaoñ ?
Banneou am eus evet, hag unan all am boa c’hoaz da eva… (Kinnig a ra e vanne d’an Aotrou ’ n Eskob.) Evit anezañ, Aotrou ’n Eskob, evit ober plijadur hag enor d’in. (An Aotrou ’n Eskob a grog er skudell hag he bann ouz darou al leur-di. fañch o vesteodi.) Bennoz Doue… Aotrou ’n Eskob… re em boa… evet…
O ! va skudell !
Peoc’h d’in gant ho skudell, pe n’ho pezo ket ho pask, er bloaz a zeu. (Kemer a ra krog en everien ha gwinta a ra anezo er-maez a daoliou baz hag a daoliou treid.) Er-maez ! er-maez ! pe, amañ, e vo emgann Ballon, bremaik. (Cheñch a ra penn d’an taoliou ha d’ar skiñvier.)
O ! Va skudilli !
N’en em chalit ket : ho kwaz, evit e gargou, a raio, evit an digoll, eun devez labour nebeutoc’h war an hent bras.
Daou zevez hoc’h eus lavaret, Aotrou ’n Eskob ?
C’houi a gomz, maouez, dre c’haou ha dre laer… Kent, ho kwaz a rae pemp devez ar bloaz war an hentou bras ; hiviziken avat, e raio dek devez leun… Klevet hoc’h eus ?… Kousta a ra kér ober bisk gant an Aotrou ’n Eskob… (D’an everien.) Hag an hini ne vo ket en em dennet, a-benn eur vunutenn amañ, eus ostaleri an « Trilonk », a raio dek gwech dek. (Ar gouerien en em denn, prez warno.) Servichit d’in, ostizez, eur banne flip ; eur mell banne. Dont a ra tomm d’in o klask furaat an dud sot. (an ostizez a ziskarg d’ezañ eur skudellad flip. An Aotrou ’n Eskob a ev.) Rabati an ran d’ho kwaz eun devez labour leun. D’an navet devez eta, kerkent aet an heol da guzat, e sammo war e skoaz e drañch hag e bal hag e vo graet gantañ e zeveziou kargou betek ar bloaz a zeu.
Nao devez labour leun, elec’h pemp evel kent… Emberr, en ti-mañ me ’ bako bazadou…
(Lien.)
- War ar blasenn
Eur vez eo gwelout stad an dudou-mañ… Ar re a zo gleb o bragez a zo pedet d’en em guzat a-dreñv ar re all. (Ar gouerien a sell an eil ouz egile.) Daoust hag hoc’h eus klevet ?… A-dreñv !… Ha c’houi, Seza, ha c’houi, Maivon, ha c’houi, Yann, araok. (yann ha maivon a gil.) N’eo ket a-dreñv ! araok a hopan d’eoc’h !
Me a zo gleb va bragez.
E-pelec’h, neuze ?
A-dreñv.
An tu adreñv ne sell ket ouz an tu araok. Chomit el lec’h m’emaoc’h. (An holl a glask kila hag en em denna eus ar blasenn, hep beza gwelet.) Chom a reot el lec’h m’emaoc’h ? Boulc’hurun ! A ! kompren a ran : an tu adreñv a zo tostoc’h ouz an ostaleri. (Da Wennoll.) Kloareg, it da sparla doriou an ostaleriou.
Ma sparlan an noriou, Aotrou ’n Eskob, dre belec’h eta e teuin-me er-maez ?
Dre ar prenestr.
Dibrenn ar prenestrou, ne vo droug ebet. Toullou ar prenestrou a zo re striz evit korf ar beizanted. (D’ezañ e-unan :) A ! ma vije bet ar baotred-mañ gant Nomenoe, en emgann Ballon, furoc’h e vije bet d’ezañ mont da goc’ha war gribenn eur menez. (Sellout a ra ouz an heol.) An abardaez o tont. Hep ! gedour ! ha tostaat a ra soudarded Nomenoe ? Gedour, bouzar out ?
Hoo ?
Emaint o tont ?
Petra ?
Me da betraio, bremaik. Kloareg ! kloareg !… (Sellout a ra en dro d’ezañ.) Pelec’h ar c’hast emañ ar c’hloareg-se ? (Hopal a ra, ken a gren kement den war ar blasenn.) Gwenn… oll !…
Y…a ! (O tont.) Petra a zo c’hoarvezet, Aotrou ’n Eskob ?
Asa ! hemañ a vez atao e betra…
Eus va gwerz hoc’h eus ezomm, Aotrou ’n Eskob ?
Klevit !… Pa vo savet ganeoc’h ho kwerz, kan ha diskan, adskrivit anezi war baper seiz, ha, warc’hoaz, el liorz, d’ho plegadenn vintin, ec’h arboellot evelse eun nebeut deliou kaol. Daoust ha prennet hoc’h eus dor eun ostaleri bennak ?…
Ya ; hini an « Dour Benniget ».
Hini an « Dour Benniget » !… N’eus ket en ho penn daou wennegad a skiant prenet. Prenna eun ostaleri ken kristen ! N’ouzoc’h ket ez a va c’harabasenn da brena di he sukr, he c’hafe hag he butun malet, hag an holen evit salla an dour benniget ? It war-eeũn, da zigeri an ostaleri-se. An noriou a zo da veza serret ha prennet gant ar sparl hag ar morailh, a zo doriou ar bistroiou milliget a vez gwerzet enno souchenn, odivi ha rom ; ar rom flêrius a vir ouz ar gristenien, da genta gant ar flip, ha da c’houde gant ar flep, da zarempredi ofisou ar sul…
Re wir, Aotrou ’n Eskob.
Mar deo gwir, pe n’eo ket, an dra-se ne sell ket ouzoc’h ha ne c’houlenn ket ganeoc’h eun ali.
Mont a ran, eta, da zigeri eun ostaleri ha da serri ar re all.
N’eo ket evit digeri pe serri an noriou am boa galvet ac’hanoc’h. Roit d’in ho stilo… N’en em chalit ket ; n’eo ket evit sevel gwerziou an hini eo. (Kemer a ra stilo gwennoll, skriva a ra war eun tamm paper. Lenn a ra :) « Ha gwelout a rez soudarded Nomenoe ? » Mat. Ar baperenn-mañ ouz lost ar bir a zihuno ar gedour. (Staga a ra ar baperenn ouz lost eur bir ha goude e stign eur wareg… Ar bir gwareget a c’hloaz feskenn ar gedour, peurgousket war c’horre ar siminal.)
Aiou !
Ha ! ha ! dihunet out ? Kompren a rez ?
Lenn, hag e weli. (ar gedour a zisplant ar bir diouz e feskenn ; lenn a ra ar baperenn. Sellout a ra ouz an dremmwel.)
Ne welan Nomenoe ebet.
Na soudard ebet ?
Emaint harpet, er c’hroaz-hent pella.
Nann ; en ostaleri.
Chañs o deus !
Gounezet o deus eur mell banne, gant al labour vat o deus graet.
Ha ni hon eus gounezet ivez eur banne bras, o chom dilabour.
Gourlañchennou an diaoul, aze e chomot dilabour, sec’h ha kras. (D’an archerien :) Archerien, taolit evez ha bezit prest d’o flemma gant ar skourjez. (An archerien a hej o fenn, badaouet mat. D’ ar gedour :) Pet ez eus anezo ?
Eun dousen vat, Aotrou ’n Eskob.
Siouaz d’in ! Pelec’h eta eo chomet ar re all ? (D’ ar gedour :) War droad pe war gezeg ?
Bremañ emaint divarc’het ; ar c’hezeg a zo o peuri el letonenn. Hervez ar pez a welan gant va luned, skuiz int moarvat.
Ar soudarded ?
Nann ; ar c’hezeg. Ne welan soudard ebet mui, rak an hini diweza anezo a zo aet e-barz an ostaleri.
Ha ne welez ket Nomenoe ?
Evel ar re all eo gwisket ; nemet Nomenoe a zo disheñvel diouz ar soudarded all ; rak eun den bras eo, eur pez mell hini bras meurbet, eus an uhela tout.
Ne welan seurt hini en va luned hir. Gwelout a ran o tont dre an hent doun soudarded all. Sur awalc’h e taleint ivez en ostaleri ar c’hroaz-hent, rak abaoe m’emaint war weled d’an ti, e kerzont buanoc’h.
Gant ma teuint araok an noz.
Atchoum !
Aôôô !…
Ouf !
Petra ’ c’hoarvez gant ar re-mañ ober geizou ?
Siferni a ran gant ar sec’hed.
An digor-genou a zo deut d’in gant ar sec’hed ruz.
Skuiz-maro oun aet gant ar sec’hed kras.
Sec’hed hon eus !
(An archerien en em denn dre guz.)
’ Maint ’ tont ?
N’emaint ket, rak en-dro int aet e-barz an ostaleri.
Perak int deut er-maez hag aet e-barz en-dro ?
Evit eun dizour e oa.
Ni hon eus ivez c’hoant dizoura.
Ne deuin ket a-benn da zerc’hel ar baotred-mañ war ar blasenn. Archerien ! archerien ! Feiz ! brao emaoun ganti !… N’eus archer ebet war ar blasenn !… (Eun Archer o tont d’an ampoent) Eus pelec’h emaout o tont ?… Respont ’ta.
Aotrou… aotrou… ’n Eskob…
Besteod out ?
O !… n’oun ket.
Besteod ha leun !
O ! eul lipadennig.
Gwall deo eo neuze da deod. En em denn ac’han ha kae d’ober eur c’housk e-tal ar bern plouz. (An archer a gerz en eur vralla.)
Kamm ki pa gar, ha, mar doc’h mezo e tivezvot. (Rei a ra d’ezañ eun taol botez en e benn adreñv.)
Aiou !… Ehanit skei, Aotrou ’n Eskob… Emaoun o sevel.
Gwelout a rit : divezvet oc’h.
’ Maint ’ tont !… ’ Maint ’ tont !…
Poent hastout, paotred… Ahe ! renk-oc’h-renk, evel kaol er park.
Ar Breton
A sko garo…
Eun eston
A dud varo !
Gallaoued
Lazet
Dre gant ha dre vil ;
Hag en ifern o ene vil.
Ha ! ha ! ha ! Ni ’ zo labrigadlaklak !
(C’hoarzadeg.)
N’em eus ket lavaret d’it diroll da c’hoarzin.
N’oun ket evit mirout.
Ha perak ’ta ?
O soñjal eo kounnaret, pelloc’h, va gwreg er gêr, war dro ar vuoc’h o hala, ha me oc’h ober an azen amañ, hep beza kavet eul louzaouer zoken. Ma lavaran d’ezi oun chomet e Redon, da c’hortoz Nomenoe, e resevin ar spanell ouz kostez va fenn.
D’an daoulamm ruz,
Mirc’hed kuladus,
Ar weskl etre o dent.
D’an daoulamm ruz,
O tenna tan eus mein an hent.
(archerien o tont)
’ Maint ’ tont.
Ha poent e oa d’eoc’h dont ivez.
Gant ma ne zalc’hint ket va buoc’h ganto.
Allas ! va jao d’in-me a vo moarvat diouz o c’hoant.
War gezeg klañv !
War gezeg ar c’hagn !
War gezeg an Ankou !
N’int ket moarvat soudarded Nomenoe, rak n’eus banniel ebet ganto ! Ar vrezelourien wirion o tont eus an emgann, a vez atao kaer evel arc’haelez hag o mirc’hed a rizink hag a lamm gant ar joa.
Ar giz-se a oa araok ar brezel, paotrig ; abaoe ar brezel avat ez eus chenchet penn da galz traou.
Ya ; kezeg ar c’hagn, mac’hagnet gant an Ankou… Arabat ankounac’haat. Ar c’hezeg-se a zo glorius ha gaoliet int gant soudarded Nomenoe.
Glorius pe gezeg ar c’hagn, an dra-se a zo ingal d’in ; sevel a ra krug ennoun o soñjal emañ va buoc’h o hala er c’hraou ha marteze a-benn bremañ ez eo kollet ganti he leue.
Pet leue he deus halet pelloc’h, abaoe emaoc’h o tibuna d’imp litaniou ho loen ?
C’houi a goll ho leue ; me a goll va ebeul.
(Da fañch) Savit ho penn ’ta ! Perak emaoc’h stouet evel eur pec’her dirak e govesour ? En deiz hizio ne dle ket eur pec’hed — na zoken veniel — trubuilha koustiañs eur Breiziad, ha d’an holl bodet amañ war ar blasenn, e roan eun absolvenn vras.
N’eo ket gant pec’hedou eo pounner va fenn. Gant ar vez e rostan o welout Jos al Louarn e-touez ar vrezelourien.
Ya, gast ! Jos al Louarn… An eil, war an trede renk.
Ne saludin ket eur mezvier a deu du-mañ, bep lun, da jistra, ha ne zistal ket eus an ti ma ne vez ket roet d’ezañ e doullad. (Ar soudarded a zo deut tost.)
Ha c’houi eo soudarded Nomenoe ?
Ya !
Chomit hep paea he viou d’ezi. Petra ’ c’hoarvez gant ar Vadalen-se goulenn eun dra bennak digant ar vrezelourien ?
Ha deut eo ar maout ganeoc’h ?
Ya !
Petra ’ c’hoarvez gant ar c’hloareg-mañ rei an ton ? (D’ar gouerien) Oe ! Oe ! (Ar gouerien a chom mudet.) Fañch, c’houi a zo kollet ho teod ganeoc’h ?
Ya !
Youc’hit : Oe ! Oe !
Ne rin ket. Jos al Louarn a anavez va mouez. (Stoui a ra e benn hag e dog war e zaoulagad, gant aon da veza anavezet.)
Alo ! youc’hit holl a vouez uhel : Oe ! Oe !
Ne raimp ket, ma ne ra ket Fañch.
Archerien, divudit ar re-mañ gant ar skourjez. (Ar vrezelourien a zo deut war blasenn dirak ar volz enor. Merc’hed a strew bleuniou, dirazo, a fozadou. Kaniri.)
Petra ’ sinifi ar gouel-mañ ? (Ar gadourien a ziskenn diwar varc’h.)
Hep ! gortozit. Chomit war varc’h.
Skuiz omp.
Ha Nomenoe ?
Allas ! lazet eo bet en emgann ?
Kollet ganimp en eur zont en-dro. (Lod anezo a ziskenn diwar varc’h.)
Chomit war varc’h pa ne vefe nemet eur vunutenn. Pehini ar mestr goude Nomenoe ?
N’eus ganimp na mestr na kabiten ; ni a zo holl soudarded raz. (An Aotrou ’n Eskop a zispleg evelato eur baperenn hag a ginnig anezi da wennoll.)
Ma n’eus Nomenoe ebet, koulz eo d’in mont war eeün d’an eskopti. (Da Wennoll) : Kemer ha lenn. (En em denna a ra.)
Nomenoe, kadour dispar, mestr bras…
Kloareg, kloareg, n’emañ ket dizro an Nomenoe.
Ingal eo ; al lid-mañ a zo coram populo ad usum populi. (Kenderc’hel a ra.) …mestr bras, degaset gant Doue evit savetei ar Vro… (Ar gadourien a ziskenn holl.)
Ni hon eus naon.
Kenavo d’am viou !
Pa n’eus Nomenoe ebet, evit piou eta eo bet savet ar volz-enor-mañ ?
Evit ma femoc’h.
Aïou…
Taget oc’h gant eur pistig ?
N’eo ket se ; va gwreg he deus pladet d’in eun taol spanell ouz kostez va fenn.
(Lien.)
- Eun hent doun da vare ar c’huz-heol. Laboused : an eostig war lein ar wezenn ; al laouenan war ar skourr izela, mouilc’hi, er c’harz, o kana… Ar rakerig, er foenneg, a zo tavet.
Laouenan, laouenanig, perak e kanez ken diwezat e serr-noz ?
Kement a levenez a zo em c’halonig ma n’oun ket evit mirout, eostig noz, da gana.
Mouilc’hi, mouilc’hi, perak e c’houitellit, diehan, er c’hili, en noz o tostaat ?
C’houitellat a reomp, eostig noz, da sklerijenn ar mintin, rak goulou an deiz a zo o para en dro d’imp.
N’emañ ket ar goulou deiz rak bremaik e nozo ha, d’ar mare-mañ eus an deiz, ar mouilc’hi, kludet er girzier, a vez tavet o mouez.
Rakerig, rakerig, te a gane da bep serr-noz, kuzet er foenneier sin ; rakerig, rakerig, perak ne glevan ket da vouez, en noz sioul ha klouar ?
Eostig-noz, eostig-noz, n’oun ket evit kana ; va c’han a gavan divalo en eur serr-noz ken kaer. Va c’han a zo gwall zister ha da delenn ken flour.
Laouenan, laouenanig, kludet war da skourr, hag a nevez en noz-mañ, pa ganomp ha pa ganez ?
Eostig, eostig-noz, war lein ar wezenn o telenna, hag a nevez dindan an oabl laouen ?
Eostig, eostig-noz, diwar lein da wezenn, ha klevout a rez eur burzud o taskrena en avel ?
Laboused, labousedigoù, eur burzud a glevan o taskrena en avel. Enkrez a zo em c’halonig, enkrez hag estrenvan, rak ar burzud a gren en avel, a zo levenez pe glac’har… Tio ! Tio ! tio !… Kanit flour ; kanit sioulik, pa welan ar brini o c’hoari en dro d’imp… Tio ! tio ! tio !… Sioul ! sioul ! sioul !…
Ar brini o koagal ! Bezomp sioul en deliou.
Roââg !… roââg !… Geoliad gwad !…
Sioul ha sioulik, labousedigou !… Tremenet ar brini, hogen ar sparfell o tostaat.
Geoliad gwad !…
Eur burzud a zo ganet hizio war zouar Breiz-Izel. Eur burzud a gan en avel hag, evel eun aezenn, a dremen war ar maeziou.
Souezet omp o klevout ken flour ho mouez, henoz.
Henoz al laboused, sparfell evel eostig, a dle kana flour. Henoz ar sparfilli evel an eostiged a dle kana ar burzud, levenez penn-da-benn.
Hag ar burzud ganet neuze e Breiz-Izel ?
Gwelet hoc’h eus brini o tremen. Brini lor, brini du, leun a gig hag a wad. Brini lor, brini du, mezo gant gwad fall, gwad fall.
Gwad fall, gwad fall.
Gwad fall a vezo gwad mat. Gantañ an ed, e Breiz, a ziwano timat ; a ziwano stank, a ziwano puilh ha, da vare an eost, e kano ar meder, perc’henn laouen ha dianken.
Perc’henn en e bark, perc’henn en e di, evel ki en e groc’hen. Edon bremaik o nijal us da gompezenn Ballon hag eus an oabl em eus gwelet, war ar gompezenn, lazadeg veur meurbet. Gwelet em eus o koueza, toullgofet da viken, gwelet em eus o tec’hout, spouron en o c’halon, ar re a oa kent ar vistri e kompezenn Ballon. Gwelet em eus o tec’hout a dreuz ar parkou ed, ar re o doa hadet hag a soñje medi…Ha gant piou eta ez int bet argaset ?
Gant ar re a laboure kent, hep diblega o c’hein evit sec’hi an dour c’houez diouz o zal hag eva eur vozad dour e stivell ar vali. Gant ar sujidi, adsavet da vistri : gant ar Vretoned.
Ha Breiz a zo digabestret ?
Digabestret e Ballon. Hiviziken, eta, e Breiz penn-da-benn, e vo ar peoc’h d’an dud ha d’al laboused war o c’hlud… Kanit, labousedigou, kanit dirak ar sparfell, kanit ar burzud a zaskren en avel. (Kan al laboused.)
Eun dudi eo klevout al laboused, henoz. Daoust hag en noz e kanont pe en deiz o para ? Daoust ha laboused a glevan, pe va c’halon o kana ? N’ouzon ket va-unan gant al levenez a zo oc’h em gwaska. An noz en dro d’in a zo par d’an deiz ; rak noz ha deiz a zo levenez ha bennoz. Hag en dro d’in e kan kement loen, e kan kement tra : laboused a richan, an deliou a vouskan, ar geot a drid war c’horre al leton hag ar vein a zasson evel ma kan va c’halon. (Streboti a ra. Hag evel o tihun) : Petra an diaoul a zo etre va divesker ?
Me !
Piou, te ?
Eur c’hristen : Nomenoe.
O ! Neuze, emaomp daou. Evelato, mar dout an Nomenoe gwirion, me ’ zo Izidor penn-da-benn, Izidor al Lank, eus ostaleri « An Trilonk ».
Izidor ha kabiten.
Kabiten ha mezo. War va c’horf emaoun a-dreuz an hent ha n’oun ket evit sevel… Ha n’oun ket evit sevel gant an droug a zo ennoun.
Ha droug a zo, henoz, er c’habiten Izidor ?
Korfad droug a zo ennoun. Ma vijen bet en imor vat, n’em bije ket evet korfad. Droug a zegas korfad, ha korfad am eus evet ha setu an droug a vir ouzin sevel.
Ha perak, kabiten, ac’h evet korfad ?
… Me ’ gare eur bennherez e kastell Penn-ar-C’hoad… hag e krede d’in e oan karet ganti.
Hag hi n’az kare ket ?
Hag hi n’am c’hare ket… Kredi a rae d’in koulskoude e vijen bet karet ganti… Henoz eta, goude ar viktor, ez oun aet d’he gwelout, — « Me a zo kabiten, emeve, mao an tamm ac’hanoun. » — « Kabiten hep leve », a respontas hi.
Kabiten hep leve, a respontas hi.
« Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in. »
Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in.
Ha setu emaoun pladet e kreiz an hent hep leve na danvez, hogen gant chufere ha levenez…
Gant chufere ha levenez.
…rak me a zo bet anvet kabiten gant an Nomenoe.
Kabiten gant an Nomenoe.
Ha keit ha ma vevin, eur bennherez ne vo morse gwreg d’in.
Na gemer ket da bried eur bennherez e Breiz-Izel, pe e savo dizale kerse ha keuz d’it. Eur c’habiten e Breiz a gavo koantiri all.
Koantiri all.
Va breur-me a zo dimezet d’eur bennherez pinvidik, ha goude emgann Ballon ez oun aet d’he gwelout. « Avalou douar, emezi, a vo fritet d’it ? » Evit ar moc’h e oant poazet, ha d’in-me kinniget. — « Bennoz Doue, emeve, mar deo goullo va c’hof, e c’hellan gant nerz kalon chom hep koueza eus va sav. An dibri hag an eva a zo eun distera. » Goude e lavaris d’am breur ha d’am c’hoar-gaer : — « Roit d’in evit va dougen ar marc’h reuta a zo er marchosi, rak mirc’hed am eus krevet dindanoun en emgann ha leoiou am eus d’ober hag ez oun aet gwall skuiz. » Neuze, avat, va c’hoar gaer, pennherez ar Gili, a lavaras d’in gant he digareziou : — « Ar marc’h a zo klañv, ar gazeg dihouarn ; n’hon eus, siouaz ! er c’hraou, loen evit ho tougen. » Ha setu henoz e kerzan war droad, trec’her e gwirionez, hogen tremeniad.
Pa zegouezi e Redon, lavar d’am zad ez eo gwasket va c’halon. Lavar d’ezañ ouspenn e tegouezin, evel kustum, diwezat.
Kenavo d’it, Nomenoe… Rak henoz Nomenoe a zo kement den a gar Breiz en e galon hag e ene. (nomenoe a gerz.)
Siouaz d’in ! n’oun ket Nomenoe hag a-boan oun kabiten. Me ’ zo Izidor an Trilonk, gwall vrudet e Redon. (Santout a ra eun touseg o fichal dindan e zourn, war an hent.) Salud d’it, va mignon. Te ’ zo ivez marteze mezo ha kabiten ? Respont ac’hanoun ’ta… Pa n’am respontez ket, te a zo enebour. M’emaout dre da nerz da unan, chom en da sav, me a ya d’it ; m’emaout dre vertuz an diaoul, kae kuit.
N’oun ket eur gourener ; hogen, eur paour kaez touseg a glask freskadurez war c’horre al letonenn. (izidor a floura kein al loen gant palv e zourn.)
Perak e klaskez freskadurez pa grenez en da groc’hen ?
En da zourn e krenan, rak aon am eus ouz an dud… Dec’h en em gaven e kichen Penn-Ar-C’hoad o kempenn eul liorz en eur zebri ar melc’houed a vastoc’he ar c’haol… Eur paotrig am gwelas hag a grogas ennoun. War benn eur plankenn am lakaas ha gant e droad e skoas war ar penn all, hag uhel al laez e oan bet gwintet. War eun bern plouz e kouezis ; panevet-se, e vijen bet krevet.
Touseg, va mignon, an dud e Penn-Ar-C’hoad, n’int ket tud a feson. Lez ar melc’houed hag an holl amprevaned da vastoc’ha o liorzou ha kae da gêr Redon, da liorz an Trilonk. Eno ez eus ivez kaol da gempenn hag eno, va mignon, ne vo ket graet droug d’it.
Gwell e kavan, va den mat, chom pell ouz kêr ha pell ouz liorzou ha kerzout a ran buan da c’houdori er c’harz gant aon da veza flastret gant eun den divergont.
Me a glask kerzout ivez, hogen n’oun ket evit sevel ; n’oun ket bet gwintet diwar benn eur plankenn hag e kav d’in koulskoude ez eo brevet va izili. Ma vijes aet da Redon ez pije lavaret d’am zad eo debret an anduilhennou, lazet ar gazeg c’hell, hag ar mab Izidor gwall-glañv gant eur reoriad. Kenavo ’ta, va mignon… E liorz Izidor e vijes bet kabiten war an holl dousegi. Tou… seg… Va mignon… Tou… se… gi… Koan… tiri… Kenavo… (En em rei a ra da gousket. An touseg a gan er geot.)
(Lien.)
Da hanternoz, dirak ostaleri « an Trilonk ».
Oe !
Piou an istrogell a zo en traoñ, o hopal : oe ?
Oe ! Oe !… Digor ’ vo, pe ne vo ket ? (Skei a ra war an nor.)
Archer pe lakepod ?
Nomenoe.
Kae e-biou gant da hent, Nomenoe hag all. Leun eo an ostaleri ha n’eus kambr ebet mui. (Nomenoe a sko war an nor.)
Digor a c’houlennan. (Mestr an Ti, eur penn-baz en e zourn, a zeu da zigeri.)
Digeri a ran an nor, nemet ker e kousto d’it da abadenn gousk.
Petra ’ c’hoarvez ganit dont da zihuni ar gristenien d’ar mare-mañ eus an noz ?
Digor frankoc’h dor da di. (mestr an ti a glask skei gant e vaz. Gant e gleze, nomenoe a drouc’h d’ezañ e vaz, e harz e zourn.) Kerse a vefe ganin mougna eur Breizad e Breiz.
Deuit tre, deuit tre, gant aon e pakot yenijenn !
Atchoum !
Deuit tre, deuit buan ! Siferni a rit gant freskadurez an noz.
Ma sifernan, gant poultrenn an ti an hini eo. Lez digor an nor.
Digor pe demzigor ?
Digor frank , e lavaran d’it… Daoust hag ez eus en ti peadra da zibri ?
Feiz, nann ’vat, va den. N’eus tra ebet en ti. Nag eur vruzunenn vara nag eun drailhenn gig.
Ti an degemer mat, va den, rak n’eus ken a voued henoz en ti : soudarded Nomenoe o deus skarzet piz an doailh hag ar bailh.
Goude ar fest hag ar cher vat a zo bet amañ henoz, ne chom ket zoken eun dilerc’h da dalvezout eur begad ?
Begad ebet, siouaz d’eoc’h !
Ya, siouaz d’imp ! rak ar c’hounidegez goude ar pred a gouez dalc’hmat e godell an ostiz.
Gounidegez ? Siouaz d’in ! Debret hag evet o deus ar soudarded. Debret e-leiz o c’horf hag evet e-leiz o geol, ha m’em bije kredet goulenn diganto eur bennoz Doue evit va faemant, em bije sur resevet va lod eus ar fest ; nemet fest ar vaz e vije bet.
Te ’ zo teo, n’out ket ?
Evelato…
Petra ’ vank d’it c’hoaz ?
Gwelout a ran e kouskez en iliz epad ar sermoniou, panevet-se ez pije gouezet, mar deo kemer hep paea, pa vez ret, evit debri, eur pec’hed, hervez lezenn an dud, n’eo ket eur pec’hed hervez lezenn Doue… Hag ouspenn, paeet out bet ; n’out ket ? Hag e klemmuskez ?
Paeet ? Gwerc’hez Vari !… Paeet ?… Me garfe, ya !
Kent e oas Gall, bremañ out Breizad. Kent e oas sklav ha kouer vil, hag out nobl hiviziken. Setu aze madou burzudus. Ha piou en deus gounezet ar madou-se ? Daoust hag out bet e kompezenn Ballon ? Daoust hag out bet mac’hagnet ha toullgofet ?…
O ! Itron Varia !…
Te a zo chomet teo ha livrin. Hogen, ar re o deus gouzañvet naon ha sec’hed, gloaz ha skuizder, daoust ha paeet int bet ? Hag e varc’hatez d’ezo an aluzen ?
O ! ne ran ket ; ne ran ket…
Hag ar re a zo marvet evit ar Vro, daoust ha paeet e vint eur wech bennak ? Bez disoursi, avat ; ar re-se a zo divlaz boued an douar d’o staon ha ne deuint ket da doull da zor da c’houlenn ganit o faeamant. Nemet ar Vretoned a chom beo o deus sec’hed ha naon. Kompren a rez ? (Teurel a ra e gleze noaz war an daol, mestr an ti a sell gant spont ouz ar c’hleze.) Ar ber-se a ra aon d’it ?
Va c’hleze-me a vez atao digouhin, nemet gouhinet e vefe e kof ar C’hallaoued.
Brrr !… O ! divemor ac’hanoun. Dont a ra soñj d’in bremañ ez eus war ar strilh eun anduilhenn boaz.
Mar deo poazet ez eo arboellet.
Arboellet e oa evit va mab Izidor a zo aet da c’hoari brezelekaat gant eun Nomenoe. N’eus forz ; boulc’hit anezi hep damant d’ezi hag hep damant d’ezañ. Izidor en eur vont d’ar brezel, beure mat, ha kousket an holl en ti, a zistribilhas kement anduilhenn a oa ouz ur c’hrog. Sachit warni ’ta ; Izidor en deus bet e lod.
Gwall geuz en do d’ezi marteze, ma o c’hare kement.
M’en do keuz, neuze n’eo ket bet lazet ? Soñjal a raen e vije deut en-dro va mab Izidor da zibri anduilhennou all. Difounn el labour, difounn en emgann, Izidor n’en deus roet lamm da C’hall ebet, ha kredi a rafen kentoc’h ez eo aet da jistra dre ar vro. Ken da se e teuy ar gazeg c’hell diampech en-dro.
Ha ken da se eo bet lazet ar Vretoned all ? Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. Ar gazeg Fanni an hini a zo marvet.
Mestr an ti, Izidor a zo bet kalonek.
Izidor, kalonek ? Eur burzud ! Ha c’houi a anavez anezañ, pa lavarit d’in e ano hag ano ar gazeg c’hell ?
Dre c’houez saourus an anduilhenn-mañ ec’h anavezan anezañ.
Gwir eo, n’eus ket er vro, dek leo tro war dro, eun ti hag eur vaouez par d’am gwreg da c’houzout an tu d’ober anduilhennou ken saourus. Ha c’houi neuze hoc’h eus sikouret Izidor da zibri an anduilhennou all, pa anavezit o blaz ?… Plijadur a ra d’in gouzout n’int ket aet e kof al lankidi.
Klev, mestr an ti. Kreisteiz e oa pe wardro ; naon am boa kement hag henoz ha gwall domm e oa an abadenn. Gallaoued a gleiz, Gallaoued a zehou, Gallaoued dirazomp… Hini ebet a-dreñv. Izidor a oa em c’hichen. Hor bouc’hili a c’hoarie hag ar C’hallaoued a goueze, faoutet o fenn pe dic’houget ha flastret kerkent gant hern ar c’hezeg…
Gant Fanni marteze ?… Eur gazeg ken sioul !
Eur c’hrogad start, m’hel lavar d’it. Hep tamm e oamp abaoe peder eur war-n ugent, ha nebeut ha nebeut e skoas hor bouc’hili goustadikoc’h. « Lamm d’ezo ! a hopas d’in Izidor. » Rei lamm hep dibri tamm a zo diaes moarvat. « Lamm d’ar c’hagn ! » a hopas adarre Izidor. Hag e tennas eus e roched eun anduilhenn en he fez. « Dal ! emezañ, an anduilhenn-mañ a zegaso nerz d’it. » Hag e gwirionez e teuas d’in nerz nevez. Hor bouc’hili a skoas, a drouc’has, a zic’hougas hag ar viktor, goude an drailh, a chomas a du ganimp… O ! Brao e oa gwelout ac’hanomp, war varc’h, eun anduilhenn en eun dourn hag eur vouc’hal en eun dourn all…
Mat e oant, n’eo ket gwir ?
N’eo ket mat : dreist e oant ; ha m’hen tou ruz, talvezet o deus d’ar vro. Panevet da anduilhennou ne vije ket bet c’hoaz echu ar brezel.
Gwerc’hez Vari ! Va anduilhennou o deus gounezet ar brezel ha savetaet ar vro ? Biskoaz kement all.
Ya ! O deus savetaet Breiz. Paneveto e vijemp bet semplet, mil bell ’ oa, gant an disvoued, ha foutu ar vro.
Hag hen maro e vije bet foutu ar vro ?… Ne gomprenan ket gwall vat.
Va mab Izidor kabiten ?… Ha me a lavare n’en dije graet netra vat en e vuhez ? Kabiten ?… Ha pegeit amzer e chomo kabiten ?
Keit ha ma karo.
Emañ savetaet va mab. Kabiten keit ha ma karo !… Eur vicher da zegas avi da veur a julod. Ha gant piou eta bet anvet kabiten ?
Ganin-me.
Ha piou oc’h neuze ?
Nomenoe e vez graet ac’hanoun.
Allas ! allas ! ha me a grede d’in e oa anvet Izidor kabiten, ha me a chome amañ da selaou an den-mañ a zo kollet gantañ moarvat ar peurrest eus e skiant vat… Ha me a zo bet diot awalc’h evit kredi eo bet gounezet ar brezel dre berz va anduilhennou… (Da nomenoe) Ha pelec’h eta emañ bremañ Izidor pa n’emañ ket c’hoaz dizro ?
War hent ar gêr emañ, ha, ma n’emañ ket c’hoaz dizro eo abalamour ez eo skuisoc’h eget ar soudarded all.
War droad evel e vestr, p’eo bet lazet Fanni.
Allas ! avañset kaer beza kabiten p’eo bet lazet Fanni. Eur gazeg ken reiz ha ken flour he blevenn. Ha n’eus bet roet kazeg all ebet d’ezañ en he lec’h ? Va Fanni gaez !
Ouspenn eur perc’henn en deus kollet e jao, en deveziou-mañ, hag ouspenn eur paotr ampart a zo henoz maro en e groc’hen ha bez kristen ebet da virout ouz bleiz hag ouz bran… Dal ! (Rei a ra da vestr an ti an anduilhenn hanter zrebet.)
N’eo ket mat ?
Arboell an hanter all evit da vab Izidor.
O !
Evit ar c’habiten. Azeza a ran war an oaled, ha te, lamm en da wele da ankounac’haat da glac’har en da gousk.
Avel a c’houez dre doull an nor, va den, hag e skourno an oaled.
Ma c’houez an avel, ne varvo ket an tan.
Eur gwele kalet a vezo korn an oaled.
Blot n’int ket ; nemet leun int… Evelato, mar doc’'h kabiten evel Izidor…
…Lez ar soudarded d’ober korfad kousk. (Azeza a ra e kougn an oaled.) Tan ! tan ! dir ha dir !
Aon am eus ouz an den-mañ. N’emañ ket gantañ, moarvat, e holl skiant vat. (Da nomenoe) El laez… er grignol, n’eus ket a soudarded ; nemet eur foeter-hent gourvezet war eur c’holc’hed pell, ledan awalc’h evit daou.
Mat ! pignat a ran da c’hrignol ar foeterien-hent.
Nozvez vat ! Evit netra ha gant joa e roan d’eoc’h lojeiz.
Ha ro degemer mat d’ar brezelour — soudard pe gabiten — a zeuio araok an deiz da c’houlenn lojeiz diganit.
Ne chom ket zoken eun hanter golc’hedad pell da rei d’ezañ da c’hourvez.
Te a raio d’ezañ gwele mestr an ti. Ha ma lavar d’it : me eo Nomenoe, kred anezañ ha tomm d’ezañ eur mell skudellad flip, rak Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. (Pignat a ra. mestr an ti a ya da serri an nor.) Mezo out pe divemor ? Ha n’em eus ket lavaret d’it lezel digor frank an nor ? Aon ac’h eus ouz ar bleizi ?
N’eus ket bleizi all er vro. Ar C’hallaoued a zo bet lazet betek an hini diweza. Ma krenez gant aon ouz an anaon, lak va c’hleze a dreuz toull an nor. (Rei a ra d’ezañ e gleze. Kerzout a ra d’al laez.)
Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. Va mab Izidor en deus argadet ; Izidor a zo kabiten… Ha me a zo tad da Izidor. Mar deo hemañ marteze an Nomenoe gwir, ni a zo ivez Nomenoeiou… (E toull an nor da dasmantou an noz) : Tostait holl, digor frank eo an nor… Deuit tre, deuit tre, deuit tre… Bleiz ouz ber ; Gall ouz krog ha Breiziz ouz taol !… Me ’ zo tad da Izidor !… Me ’ zo ivez eun Nomenoe… Ha ne deuy enebour ebet en tu-mañ d’ar c’hleze-se… hini ebet, na bleiz, na Gall.
(Lien.)
- Eur grignol. Kailhar ha gweleou kevnid. Tristidigez ha paourentez. A-dreuz an doênn dismantret, al loar a sil he sklerijenn. Nomenoe a zo e benn kurunennet a stered. War c’horre ar plañcheiz, eur foeter-hent a zo gourvezet ha morgousket ; huñvreal a ra.
Me ’ zo eur paour-kaez den e-unan war an douar.
N’em eus ket anavezet va mamm, n’ouzon ket piou eo va zad ha n’oun dare pelec’h oun ganet. Me ’ zo hep kar na par, hep micher na stad.
Em bro, me ’ zo eun divroad, hag eun emzivad ; eur foeter-hent e bro va zad.
N’out ket paour kaez den war an douar.
N’emaout ket hep micher na stad hag, e Breiz, n’out ket eun divroad.
Mouez tener, mouez diamen, ha lavaret hoc’h eus n’oun ket eur paour kaez den.
Eur blanedenn dispar a zo tonket d’it war an douar.
Te ’ zo kar d’ar Vreiziz, ha karet ganto holl, en deiz hizio dreist holl, barz dianav.
N’oun ket barz, siouaz d’in ! rak n’ouzon ket skriva ha n’ouzon ket lenn. Me ’ zo eur foeter-hent hag eur paour kaez den. Me ’ zo ar reuzeudika den a zo hizio war zouar Breiz. Rak Breiziz o deus argadet, Breiziz o deus gouzañvet, Breiziz a zo bet lazet…
Ha me, ar foeter-hent, me a zo yaouank ha yac’h, ha me a zo divac’hagn !…
N’eo ket mezus beza yac’h, na beza divac’hagn. Breiziz o deus argadet, Breiziz o deus gouzañvet, Breiziz a zo bet lazet : tonket e oa.
Te a zo beo hervez da blanedenn.
Planedenn c’haro !
Da vuhez a dalvezo.
Talvoudus war an douar buhez eur foeter-hent !… Hogen, pedet am eus, ha Doue a bardono d’eur Breizad ma ne deo ket bet skuilhet e wad.
Foeter-hent, foeter-hent, da vuhez a dalvezo.
Danvez a zo alies paourentez. Hizio te ’ zo eun den pinvidik war zouar Breiz. Pinvidik en da galon, pinvidik en da ene, hag evit se, n’eus ezomm na danvez, na leve.
N’ouzon ket skriva, n’ouzon ket lenn ; me ’ zo eur paour kaez den penn-da-benn.
N’eus paour kaez den ebet e Breiz digabestret.
Peorien, foeterien-hent, hailheboded a zo savet a-berz Doue da renk an uhela noblañs, ha te, ma n’ouzout ket skriva, ma n’ouzout ket lenn, te a oar kana ha te a gano da vro.
N’ouzon ket skriva, n’ouzon ket lenn, gouzout a ran kana ha me ’ gar va bro.
Ha te a gano.
Kerzet em eus dre Vreiz, pirc’hirin reuzeudik, gwall bleget dindan e blanedenn. Goapaet oun bet er c’hêriou pa dremenen o klask labour. An aluzen a c’houlennen ha meur a wech eo bet nac’het ouzin. Pa ganen e-tal an tiez ha pa c’houlennen goudor evit an noz war deil tomm ar c’hraou, e tistagas ar Gall ar chas war va lerc’h. Hogen, ne vagan ket kasoni, kaer ma veze a-wechou klevout ar chas o harzal en noziou klouar.
Kousket em eus en hañv, er balanegou, e c’houez vat ar bleuniou o flourat al letonenn ; hag e kousken, dianken. D’ar pellgent e saven dibreder hag e kerzen, e briz-heol ar beure, eürus ha skañv, da heul va huñvreou.
Henoz, avat, me ’ zo ar reuzeudika den a zo war an douar. Kenvroiz a zo bet lazet evit ar vro a garan ha va nerz d’in-me a zo chomet didalvez, evit d’in beza yaouank ha divac’hagn.
E Breiz ez oun eun den a netra a gerz dre an hentou doun e frond ar geot hag ar bleun, en eur vaga huñvreou goullo. Karet em bije beza chilgamm, bouzar, mogn pe dall, neuze moarvat e vijen bet kavet dibec’hed.
Foeter-hent, foeter-hent, dibec’hed emaout dirak Doue ; da ene a zo direbech ha dinamm hag, hiviziken, e Breiz, ne vi ket eun den a netra.
Te a gerzo dre ar Vro ha te a gano Breiz nevez.
Breiz nevez a ganin…
Kerzet em eus, paour ha dister, dre an hentou doun. En targosiou daougroummet, e c’houitelle ar mouilc’hi hag ouz o c’hlevout e tride va c’halon hag e kanen evelto. Penn-da-benn d’ar c’hleuziou, e safrone ar gwenan e skourrou ar gwez dero, lugernus o deliou gant ar mel o tivera, ha balafenned a c’hoarielle hag a sune ar bleud e bleuniou ar mouarou. Hag evel balafenned, huñvreou hedro a c’hoarielle en dro d’in, pa heden an hentou doun.
Me ’ oa an eürusa den, neuze, war an douar.
An hentou doun a gani.
An hentou doun a ganin…
An heol a floure man al lezou ; an heol a grene e brouskoad ar c’hleuziou. Heol a bare e kalon ar foeter-hent.
An hentou heoliet a gani.
An hentou heoliet a ganin…
D’ar beure e veze arc’hantet ar geot gant gliz an noz. Hag e vez lavaret e tegas eurvad ar c’hlizenn arc’hantet d’ar c’henta tremeniad.
En hentou e tremenen araok an dremenidi.
An hentou arc’hantet a gani.
An hentou arc’hantet a ganin…
Traoniennou glas a hedis, nadoziou-aer a welis o voredi war ar c’hedigou meur. Hag e selaouis mouskan ar gwaziou en naoziou ha trouz sklintin ar stivellou er pradou…
Bourrus e oa eva e boz va dourn an dour sklaer a virbilhe a-hed ar radenn-naer, diouz an diribinou.
An douriou a gani.
An douriou a ganin…
D’an diskar, dre wall amzer, koumoul en oabl ha yen an avel, e koage hag e c’harme ar brini hag ar c’hefeleged-mor us d’ar parkeier hadet ; ha, da serr-noz, e yude ar bleizi er roziou.
Ar brini hag ar bleizi a gani.
Ar brini hag ar bleizi a ganin…
Pa zegoueze d’in beza aet skuiz o vale, entanet ma oa va zreid ouz mein an hent, e kerzen dre ar c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet. D’ar goañv, e kaven eno disklav, ha distan dre hañv bero ; d’an nevez-amzer e lusen ; hag e kistinen, d’an diskar.
Ar c’hoadou o c’hlaza, an heol klouar o para, an deliou o veleni, o kraza, o koueza ; ar glao o veradi…
Ar c’hoadou a gani.
Ar c’hoadou a ganin…
Al lann e bleun a alaoure an diribinou ; ar brug hag ar brulu a oa tan war an torgennou. Noz ha deiz, a-hed ar bloaz, e veze dirazoun buhez ha kaerder Breiz.
Breizad ebet n’anavez ha ne gar e vro, eveldoun-me, ar foeter-hent.
Pa zistroe, goude o labour, ar gouerien c’hall d’ar gêr, e welen diwar ar gorreou an tiez o vogedi hag ar maeziou o voukaat, e mored an noz.
Ha me, ar foeter-hent, e pare warnoun ar stered evel daoulagad ar sent, enaouet er baradoz.
An noziou sioul hag ar stered a gani.
An heol a gani…
Foeter-hent, foeter-hent, n’out ket eun divroad nag eun emzivad. Breiz eo da vamm, Doue eo da dad, ha da vro a gani…
En hentou doun a bar an heol war o letonenn flour, e kano hiviziken ar portezour o vont da gas d’ar c'hêriou ar bleud hag ar bara ; e skoasilli digompez an hentou doun e kano rodou an tumporellou o tougen an teilh da struja ar parkou. Ar c’hirri o strakal hag o klemm gant ar bec’h, ar mirc’hed o reuda el loc’hennou hag o tenna tan ouz mein an hent hag ar charretour o pec’hi a gani.
Er foenneier glas e skrijo ar falc’h er geot hir hag e youc’ho ar baotred goude ar falc’hadegou.
Al labour a ganin.
Er c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet, e kano bouc’hal ar c’hoadour hag ar skolp a lammo, evel bleuniou, e bep tu. Ar gwez a zrasko en eur goueza hag ar skourrou, en eur c’hourvez, a blado ar man hag al lus. Gant delc’h an dero, avat, e vo steuet binviou hag e korf ar fao e vo tailhet bouteier evit ar Vreiziz a valee, kent, diarc’hen.
Al labour a ganin.
War c’horre ar menez, el lannegou, e vo maradeg ha, goude tan ar brug, e luc’ho aour an ed. Ha diwar an diribinou, e weli betek serr-noz, ar chatal o peuri dibreder, en traoniennou sioul. Rak, argadet hon eus, hag ar bleizi a zo bet argaset ha lazet. Ar bleizi a zo bet lazet, foeter-hent, hag ar stered a zo kouezet diouz an neñv.
E Breiz nevez, an heol a gani.
(Ar stered a varv en dro da benn nomenoe ; dremm ar c’hadour a zeu da veza skedus evel an heol.)
Bennoz d’it, foeter-hent !
Gwelloc’h eget danvez, gwelloc’h eget leve a gavan ez ene.
(Outañ e-unan.) E Breiz digabestret, gant eur paour nemetken, oun bet anavezet. Ar gouerien o deus danvez a zo, siouaz d’ezo ! en o c’halonou, dienez. Paneveto e vije bet, pell ’ zo, dieubet ar Vamm-Vro. En arme Nomenoe, he deus roet lamm d’ar Gall, ne oa nemet peorien ha foeterien-hent. An hailhebod a laeras marc’h ar julod, hag ar mab dinatur hini e dad, evit mont d’an argad…
Ar werin galonek a vo uhelaet ; setu lezenn Nomenoe.
(D’ar foeter-hent) : Te ’ vo nobl hiviziken, te ha da geneiled, ar foeterien-hent. Rak ar werin eo ar ouenn a gan, a gar, a gann hag a gemenno.
(Eur pennad. Pedi a ra.)
Aotrou Doue, dirazout emaoun dister ha noaz,
Evel da Vab war ar groaz.
Hogen, al labour boulc’het a zo da veza kaset da benn,
Ha n'oun va-unan nemet eur foeter-hent.
Foeterien-hent a vo arme Breiz nevez.
Hogen, n’o deus na mad na danvez,
O danvez a zo karantez evit o bro ha Doue ;
Er bed all evito, e talvezo leve.
Kinnig a ran d’it va foeterien-hent, Aotrou Doue ;
O c’hinnig a ran d’it korf hag ene.
Kemer ar re a zo bet lazet, en da baradoz ;
Ar re a chom, skuilh warno da vennoz.
Skuilh ennoun sklerijenn, skuilh warno da nerz,
Betek ma vo sevenet an diweza aberz.
Me ’ zo, e Breiz Nevez, Foeter-Hent Doue…
Me ’ zo an Nomenoe, penn-da-benn.
(Lien.)
20 - Gouere - 1935