Nomenoe oe/Eur ger diwar-benn " Nomenoe-oe ! "

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Nomenoe oe/Raklavar)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skrid ha Skeudenn, 1941  (p. 5-8)


Eur ger diwar-benn
" Nomenoe-oe ! "

Echu eo bet "Nomenoe-oe !" gant Jakez Riou, e Douarnenez, d'an 20 gouere 1935. Er bloavez-se ivez, e oa bet treset e skeudennou evit al levr gant an arzour brestat, P. PERON.

Aet e vo bet eta pemp bloaz hanter e-biou etre ganedigez an oberenn hag ar mouladur anezi. Skoilhet eo bet, heñvel, e-doug an hevelep maread, eur bern dournskridou all hag a oa da veza embannet dindan arouez "Skrid ha Skeudenn. Rak n'eo bet ar pemp bloaz hanter-se na goullo na disoursi evidomp.

Jakez Riou a zo aet da anaon ar 14 a genver 1937, hag a geneiled o-unan a zo bet dalc'het da vont war-raok gant meur a zarvoud.

Hizio, avat, e c'hellomp kinnig d'hor c'henvroiz : "Nomenoe-oe !" unan eus an oberou chomet diembann war-lerc'h ar skrivagner.

Ar mouladur a vo kavet amañ da heul a zo bet adskrivet diwar e zournskrid, en eur vont ar reisa ma c'helled a-dreuz an notennouigou hag ar c'hemmadennou strewet penn-da-benn an oberenn. Figus meurbet e oa Jakez Riou war e labour brezonek, ha skrivet-diskrivet e veze gantañ, ken n'en kave klok evit an embann.

N'eo ket d'imp da veuli ar seurt pez-c'hoari sabatus. Na d'hen dilenn. Marteze, koulskoude, e vo kavet da abegi eun distera gant hini pe hini e fentigou libr-a-deod, — lod a lavaro : dizoujañs — kouerien drant ar c'hoari-se. Jakez Riou a oa yac'h e c'hoarz ; doun, avat, e spered. Goude c'hoarzin, d'e heul, a galon vat, pe… c'hoarzin glas, al lenner a vo dao d'ezañ klask pe vennad a oa kuzet dindan al farserez reut. Hag e lufro meur a wirionez dirak e zaoulagad, houmañ da skouer : gwelet fall eo neb a glask kemma tra-pe-dra e boaziou an dud. Petra eo gounit emgann Ballon, an emgann a roas he frankiz da Vreiz, e-pad mil bloaz, e kenver koll foar ar miz ?

A drugarez Doue e vo kavet bepred da embann talvoudegez ar Stourmer, eun Tad Konvoion, eur Breur Gwennoll, eur Foeter-hent... ha da vont d'o heul meur a Izidor, ha meur a "lakepod" all.

N'eo kemmet netra. Pez a c’hoarvezas, m’oarvat, 1.100 bloaz’ zo, a c’hoarvez hizio. N’anavezer ket talvoudegez gounidou kadourien ar brezoneg.

Hogen, eur wech ouzpenn, an Tadou Konvoion, uhel-speredet, ar vreudeur Gwennoll, chomet bugale eun tammig, nemet leun a youl-vat, ar Foeterien-Hent, da lavarout eo neb n’eo ket stag e ene ouz an danvez, emañ ar wirionez ganto.


Kemper, 30 genver 1941
Youenn DREZEN.


Eur gontadenn
e doare kentskrid


Izidor, daoust ma oa aet diwezat d’e wele, en ostaliri an Trilonk, ne deue ket ar c’housked d’ezañ. Ne ehane ket trei ha distrei ha chench penn d’ar c’holc’hed gant e dreid. E vreur yaouank, gourvezet en e gichen, a glemmuske :

— N’eo ket unan evit reposi ! Petra c’hoarvez henoz ganit o krapat ha diskrapat ? Ehana a ri pelloc’h dispac’ha ha termi ?

— Dalc’h ganit gwele, golc’hed, penn-wele hag all, a respontas Izidor.

Hag heñ e-maez.

— Da belec’h emaout o vont ? a c’houlennas ar breur yaouank.

— D’al liorz, d’ober eur blegadenn, a lavaras Izidor.

Hag ar breur yaouank, boazet ouz imor fall ar breur bras, en em souchas dindan ar pell hag a chenchas tu evit ober eur c’housk all.

Izidor a dostaas, diarc’hen, ouz an oaled ; sellout a reas ouz ar siminal. En e zourn e luc’he eur gontell. Chom a reas difiñv eur pennadig, o selaou, rak kredet en doa d’ezañ klevout eun trouz bennak en eur gwele. E vreurig an hini ’ oa o huñvreal kreñv. An tad hag ar vamm, hag ar vreudeur all, labezet o c’horf gant eun devez maradeg tenn, a oa kousket mat, hervez a roc’hou a groze dre gwerzidou ar gweleou.

Izidor, evit gwir, en doa kavet an tu, an deiz-se, da chom hep mont da varat. Hogen; e dad ne oa ket bet gwall nec’het, rak Izidor a veze atao mastoc’het e labour, hag an doubennou boemmet gantañ, al lastez hag ar geot mellek a ziwane enno dizale, druso’h eget araok. E dad a oa boazet da lavarout : " Al labour a zo eur stourmadeg pemdeziek war an douar. Hogen en emgann-se, ni a dle en em labeza, en em laza evit lakaat an douar da veza frouezus. "

Izidor, avat, e-lerc’h en em laza, ne rae nemet laza an douar.
Izidor a sellas ouz al loar a skuilhe he sklerijenn dre ar prenestrig ; ar pellgent a oa tost. Digeri a reas an nor en eur deurel evez bras. Evelato, ar vudurenn a wigouras er garan, hag an tad, dre vored, a c’houlennas digant e wreg :

— Ne santit ket c’houez anduilh, e-barz an ti ?

— Eo, emezi, hag ouspenn, klevet em eus ar gazeg c’hell o rizinkat er porz.

D’ar mare-se eus an noz, kalz Bretoned, paotred yaouank start, ha bagol, hag ar peurvuia anezo hep kar na par, hep leve na danvez war an douar, a gerze eus pep korn eus ar vro da gavout Nomenoe, emzavet evit ar vro, hag ar stered o hente hag al loar-gann o para en oabl sklaer mezeven, a skuilhe, a-berz Doue, he sklerijenn war o hent.