Nezerez ar Folgoat

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 142-143)



Nezerez ar folgoat


————


E parrez ar Folgoat ez oa gwechal eun intanvez baour ha n’he devoa ken madou nemet eur mab, eur paotrig seiz pe eiz bloaz, eun ti-soul hag eur c’havrig.

Bemdez goude lein ez ea ar paotr da gas e c’havrig da beuri, hag e chome ganti betek serr-noz. Ar vamm n’ez ea ket eus ar gear ; tremen a rea he holl amzer o neza ; dre ma’z ea he inkin en dro e kemere plijadur o kana gwerziou ha soniou Breiz-Izel, hag e kave berr an amzer.

Hogen, setu, eun abardaevez, ar c’havrig o tont d’ar gear he-unanik. Gwelit pebeus enkrez, pebeus nec’hamant a zavas e kalon an intanvez ! Nag a huvreou tenval a reas spered ar vesiadez gez ! An holl risklou a c’helle he faotr kaout war an hent, ar vamm c’hlac’haret o gwelas war eun dro ; ya, gwelet a reas ar bleizi a c’helle beza taget anezan ; pe kouezet oa marteze en eur vengleuz bennak, el leac’h en doa torret e c’houzoug, ar paour kez paotr ! En eur ger, sonjal a reas en holl darvoudou a deu e spered an den pa na zigouez ket e poent an hini edod war c’hed anezan.

Ne jomas ket pell da varc’hata. Hag hi ha mont dre an henchou da glask roudou he mab, he c’harantez, he buez zoken. Trei ha distrei a eure dre gement leac’h ma c’houie ez oa kustum he faoir da vonet. Hopal a rea a dreuz he daelou ; lavaret hag aslavaret a reas kant ha kant gwech an hano a yoa evel mel d’he muzellou hag an dudiusa muzik d’he diskouarn. Edo erru an noz pa glevas evel eur glemmaden zinerz. Hag ar vamm o vont gant prez bras warzu al leac’h a zeblante d’ezi e teue ar c’hlemm dioutan. Digouezout a ra war bordig eun toull bras ; he mab a zo aze, mes n’her gouel ket.

Ar bugel deuet da nec’hi o sellet oc’h e c’havrig a yea en em lakeat da glask bokedou. Gwelet en doa unan oc’h kostez an islonk hag en doa bet c’hoant d’hen tapout. Hogen, riskla reas, hag e ruilhas. N’ez eas ket d’ar goueled evelato, chom a reas a-dreuz war eur skour, a-hed dek pe zaouzek troatad dioc’h an douar.

Kousket oa, pe da vihana moredi a rea pa zigouezas e vamm, ar paotr paour ! war var da bep mare da ziruilh ac’hano.

Petra raio ar vamm gez ? Petra c’hellfe-hi ober evit hen tenna ac’hano ? Netra, siouaz !… Mont da glask tud da roi dourn ? An tiez a zo re bell ; ha neuze, epad an amzer ze ar bugel a deuje marteze d’en em roi da gousket, ober gwall huvreou, hag eur skrijaden hepken, hi her gouie, a yoa peadra d’hen koll.

Karantez eur vamm n’ema ket pell o kroui eun dra nevez bennak, dreist-oll pema he frouez e riskl da goll e vuez. Ar pez a yoa red a grenn, war he meno, oa miret outan d’en em roi da gousket, ha neuze, kerkent ha goulou-deiz antronoz, e raje eur galv d’ar falc’herien pa dremenjent evit mont d’o dervez.

Koueza reas d’an daoulin e kichenik an islonk, hag o veza lavaret mat d’he mab kana ganti, setu hi o kregi da gana soniou ha gwerziou an noz-veilh He mouez, krenerez, ker spontet oa, a veule madelez an aotrou Doue ha skoazel galloudus Intron-Varia-’r-Folgoat ; hag ar bugel paour astennet atao war e skour bresk a-uz d’an toull dour a adkane war he lerc’h meuleudiou Jezuz ha Mari. Darbet e oe d’ezan meur a wech beza trec’het gant ar c’hoant kousket ; e vouez neuze a deue da veza izel, goloet, betek zoken ne glevet mui kouls lavaret ar c’homzou santel. Ar goueriadez neuze a bede, a aspede he mab en doare ma :

— « Va bugel paour, va mab ker, arabat eo d’it kousket ! Kan, kan c’hoaz, kan hep paouez, ken na darzo an deiz ! »

Hag ar bugel a rea adarre eur c’hrogad kana.

Tremen a reas an noz, hag an deiz a c’houlaouas ; evel m’he devoa lavaret ar vamm outi he-unan, ar falc’herien o vont d’o dervez a deuas da denna ar bugel eus e stad reuzeudik, hag ar vamm a lakaas war dal he mab eur pok c’houekoc’h eget biskoaz !…


————