Nedelek e troad ar Sinaï
Gouel Nedeleg a zo caer e pep corn euz ar bed. An nosvez-ze a zo caret gant kement a zo christen ; piou ne garfe ket an nosvez a zigas da zonch dezhan euz a eun Doue o c’henel ; eun Doue en em c’hreat den evit he savetei ?
Hogen mar deo caer ar Pelgent e peb bro gristen, ez eo caeroc’h c’hoas var ar mor, a vel d’ar menez-ze ker brudet divar behini e roas Doue he lezen d’ar bobl a Israel.
Bez’edomp, eme an hini a scrif kement-ma, var eul lestr tan euz ar re vrasa. Avel foll ha barrou amzer a ioa bet en derveziou araog, hag oamp skuis maro. Hogen a benn nos Nedelec oa soupleat an avel ; al laouenidigez a ioa deut en dro, hag hor skuisder or boa ancounac’het.
An Env a ioa glaz, ar stered a lugerne hag a ioa evel diamanchou da velet e gouelet ar mor. N’oa ket eun tam coumoul o c’holo an oabl, hag ar zell a c’helle mont en eun doare bennak beteg ar barados dre greiz an Astrou. Ar mor a ioa sioul, hag e velet varnezhan eur roudennad tan a lakea al lestr da zevel dre ma tremene.
A ziou deomp e velet eur menez huel ; ar beg anezhan a vije lavaret a douche oc’h ar stered. Eno eo en em ziskuezas Doue da Voizez ; eno eo e roaz he lezen. Ar Sinaï eo a ioa dirazomp.
Var ar pont, eun nebeut martoloded a zave eun aoter. Eun daol, gant eun douzier guenn evel an erc’h, ha daou gantolor gant diou c’houlaouen goloet gant guer ; n’oa ken. Mes var al lestr-ze nag hen a ioa an dra-ze bras, caer ha dudius ! Adren an-aoter e voa pavillonou gant eur groaz er c’hreiz.
Pa voue scoet ar c’hart araog anternoz, e savas tousmac’h e kement combot a ioa el lestr. An tad M… a veljomp o tont, guisket ganthan he ornamanchou oferenna, hag ar c’halir etre he zaouarn. Pebez drem respectabl en devoa an tad gant ar bouchadou bleo guenn oc’h heja var he dal ! An oll a stoue ho fenn dirag ar missioner a zo abaoue tregont vloaz o vale dre ar bed, o prezek d’ar bobliou aviel Jesus-Christ.
An tad M… en deus baleet euz an eïl penn d’egile euz ar Chin, euz an Indez, euz an enezi. Staget eo bet oc’h ar groas var aodchou an Afrik ; scourjezet eo bet e Sang-Haï, ha prizoniet e Kachemir ; e Tien-tsi en deus douget epad daou viz ar skeul c’houzouk. Epad tregont vloaz en deus gouzanvet, gourinet, labouret ep ean ebet ; ha goude beza labouret epad keit amzer ha gant kement a skuisder, en deuz evit oll danvez eur soudanen gignet, hag eur chapeled corail roet dezhan gant hon tad santel ar Pap pa zeas da c’houlen digant vikel Jesus-Christ beza lezet da vont d’an Ton-King.
Evel a velit, an tad M… a zo unan euz ar vrini dibreder-ze pere, ervez an dud difeiz, a zo o larda gant c’hoezen ar bobl ! Lod a gaf dezho ez int mad e kenver an hevelep tud pa na reont nemet ho gelver tud diskiant.
Eun taol taboulin a voue, hag ar beleg a gomansaz an oferen.
Kement den a ioa el lestr a ioa eno var ar pont dirag an Aoter, cabiten, ofiserien, martolodet, oll en ho brao, hag ive an oll veachourien ha tremenidi, paour ha pinvidik. An oll a ioa stouet dirag an aoter o pidi.
Al lestr coant ha kempennet a zoare, a neue var ar mor evel eur sign, dispag he ziouaskel ganthan, me lavar dispag he voueliou guenn, hag he chiminal o loskel bouilladou moged gris.
Ar mor a ioa didrous, sioul ; menez Sinaï dirazomp : Ne velemp ket evit guir a zioc’h ar menez ar goumoullen tan ha moged her goloe pa zavas Moizes varnezhan ; mes an houillou-mor a eonenne, hag euz an eonen e save flammou tan ; ar pez a rea eun daolen dudius meurbet da velet.
Va c’halon a zride, ha ne ket va hini-me epken, rak gueleta rean eno martolodet, tud calet gouscoude, hag a ruille beradou daelou var ho divoc’h.
Neuze e sonjen ; brema va zud a zo ive er pelgent, en oferen a anternoz. An iliz a zo kempennet caer, leun a c’houlaou, ha tregarni a ra gant son an ogrou. Ama gouscoude on eus caeroc’h taolen ; ama on euz evit goulaou ar stered euz an Env, ha neuze, en dro deomp, ar flammou tan a zao euz an tarziou mor hag a velomp o sevel a bell hag a dost evel pa falfe dezho hor saludi dre ma tremenomp. Evit ogrou on euz an trous-mor a zo ato cre he vouez pe ger sioul bennag e ve ar c’houagou.
Dont a ra ar gorreou ; ar c’hloc’hik bihan a zon ! Jesus a zisken en hon touez ; ne zisken ket, evel ma reas var menez Sinaï, evel eun Doue oll galloudeg, evel eur mestr a deue da rei he lezen ; disken a ra evel eun Doue salver a deu da c’houlen hor c’halonou ha da zavetei an eneou. D’ar mare-ze euz an oferen e caner peurliessa e pep parrez eun Nouel evit saludi donedigez ar mabik Jesus. Ama ive an daou vartolod a responte an oferen, en em lakeaz ive da gana eun Nouel gant eur vouez hac a lakea ar mor da dregarni a bell. Hogen sonjit pebez taol a scoaz em c’halon pa ho c’hleviz o cana evelen :
Silaouit eun Noel, pe eun nevezinti,
A ro eur sujet bras deomp d’en em gonsoli,
Ar c’hinivelez eo euz hon Redemptor ker,
A zo deut er bed-ma evit clask ar pec’her.
An daou vartolod a ioa euz a Vreiz-Izel, hag a gane, var ar mor ruz, an Nouel-ze ken anavezet en ho bro.
Me ive am oa clevet meur a vech cana an Nouel-ze ; hogen biscoas n’en doa scoet va c’halon evel ma reas neuze ; mont a riz, evit doare, er meaz ac’hanon va unan, rak ne vouezis mui petra dremenaz er rest euz an oferen, na penauz ec’h echuas. Sonch am euz epken e skuillis cals daelou, hag e voa deut ar zonch-ma em speret : brema ema va mam o pidi evidon, ha ne voar ket ema he map trivac’h cant leo diouthi, var ar mor bras o tistrei d’he vro, hag her guelo kentoc’h eget na esper. Ar Verc’hez santel e deus kemeret soursi anezhan, hag hen digas d’ar gaer iac’h ha seder.
Pa deuiz enhon va unan ez oa daou vartolod em c’hichen o sec’ha va daelou, an daou vartolod o doa canet an Nouel. Lamet a ris gantho d’ho briata ha da boket dezho, rak biscoaz em buez, ha credabl eo hag e vefen coz, morse netra ne roi d’am c’halon eur blijadur ken dudius, ker c’hoeg evel an hini a zantiz o clevet cana an Nouel-ze dirag an Aoter var al lestr-tan e creiz ar mor bras.
Nag hen a zo caer ha dudius kanaouennou Breiz-Izel pa vezont clevet pell dioc’h ar gaer !