Nedeleg

Eus Wikimammenn
Heugel, 1932  (p. 38-40)




NEDELEG
(Pièce justificative)
————
I

\relative c'{
  \omit Staff.TimeSignature
  \omit Staff.BarLine
  e4 e g e d d c c \break
  e e g d c c e g \break
  f f a d, c c e a \break
  d, e f e d4 d c c
}
\addlyrics {
  Pa oa Ma -- ri ha Zant Jo -- seb,
  O daou oc’h o -- ber tro ar bed,
  Se -- tu Ma -- ri ’n_em ga -- vas skuiz
  Ha ne -- blec’h ne we -- let lo -- jeiz.
}
\layout {
  \context {
    \Score
    \omit BarNumber
  }
  indent = #00
  line-width = #80
}
\header { tagline = ##f }


Pa oa Mari ha Zant Joseb,
O daou oc’h ober tro ar bed,
Setu Mari ’n em gavas skuiz
Ha neblec’h ne welet lojeiz.

II

— « Joseb, Joseb, eme Vari,
« Klaskit eul lojeiz bennak d’in
« Lec’h e vo eur c’hog o kana
« Pe eur bugelig o ouela — »

III

Joseb a sko war ar porziou
Hag a c’houl digant an aotrou
— Aotrou, aotrou, gwir vestr an ti,
En an’ Doue lojit Mari.

IV

Va c’hambchou a zo okupet
Gant prinsed ha gant baroned ;
Leun eo va c’hambchou, krec’h a traou
Me na lojan ket an dud paour.

V

Eur c’hloaregik, o studian,
’N em lakaas d’o avisan,
— Piou eou hounnez ya dre ar ru
Gant he moucher glaz hag he broz ru

VI

Mari Jouassin eo hanvet
Hag egile eo Zant Joseb.
Larit d’eze’ta dont en-dro :
Er marchossi ni o lojo

VII

Bep a dostae hanter noz
Mari n’he devoa tam repoz
Mari n’he doa repoz ebet
Evit genel Zalver ar Bed.

VIII

Joseb, Joseb, eme Vari
Klaskit eur zikour bennak d’in
Lec’h e vo eur c’hog o kana
Pe eur bugelig o ouela.

IX

Joseb a sko war ar porziou
Ha goulen a ra an aotrou
— Aotrou mat, o gwir vestr an ti,
Eur re bennag war dro Vari.

X

Va dimezelled zo kousket
Ken a vo deiz ne zavfont ket
Kousket ez int en o gwele
Ne zavfont ket araog an de.

XI

Nemet hounnez, va merc’h Berc’hed,
Aze war gornig an oaled.
— Berc’hed, kers war leuren an ti
Evit rei zikour da Vari.

XII

— Pe zikour rofen da Vari
Pa n’am eus va holl izili ?
Setu aze divrec’h hep dorn
Divrec’h mogn a rez an addorn.

XIII

N’oa ket he ger peur achuet
He doa daouarn ha bizied ;
He doa douarn ha bizied,
Raog oa he ger peur achuet.

XIV

— « Mar’m bije eur pennad golou
« Evit distenn ar mailhurou… »
N’oa ket e ger peur achuet
E oa c’houec’h kantel alumet.

XV

E oa c’houec’h kantel alumet,
Savet al loar hag ar stered,

XVI

— « ’N an Doue digorit ho tor,
« En an Jésus ’c’houllomp digor
« En an’ ar chopin hag ar voutailh,
« Gant ne rofet ket d’imp dre dailh. »

Y. B.


————