Mont d’an endalc’had

Nebeud a dra 1910

Eus Wikimammenn
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 25-31)



NEBEUD A DRA !…


————


Nebeud a dra a vez awechou kiriek d’ar grevusa traou ; hag evelse, daoust hag eun ufenn-dan n’eo ket gouest da lakat au tân-gwall da gregi en ho ti ? Ha koulskoude eun uffennig-tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?

Lakomp c’hoaz ho peus droug en ho piz bihan gant eun drean, pe eur gorig bennak. Mâ ! kement-se ’zo a-walc’h evit ober d’eoc’h klemm ; ha koulskoude eun drean, eur gorig a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?

Kement-man a ’zo evit lavaret d’eoc’h ne vez peoc’h founnus, n’ez a klok an traou e tiez a zo, etre priejou a zo, nemet pa dro ar bed en doare ma fell d’ezo. Anez, nebeud a dra a laka da zevel etrezo ; diwar eun netraïg e tiwan bec’h etrezo, ha re alïes, siouaz ! kroz ha kurun, tan ha brezel. Ma na gredit ket, selaouit.

Gwech-all (hag abaoue n’eus ket ken pell-ze, rak me n’oun ket c’hoaz deut war an oad), gwechall e chome em farrez daou bried yaouank. Nevez-dimezet e oant, ha ne oa deut c’hoaz netra beteg enno ; en eur geriadennig distro e vevent « dizoursi-bras ha dinec’h », didrouzig hag eurus.

Paskolig, an ozac’h, a veze bemdez o tevezia war ar meaz ha ne zigoueze er gear nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houman, Soazig, a yee he amzer ganti da zoursial ouz he bioc’h, da gempenn he zammig tiegez, ha da benzelia, da dapouna dilhajou ha kreziou.

Pep-hini anezo en em emelle eus e draou, hag evelse ne veze ket reuz ganto. Eun draïg o doa divizet kenetrezo pa oant dimezet : penôs pep-hini d’e dro a rankje gwelc’hi ar skudellou goude koan. Kement-se a oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet diou skudel da deurel eur bannig dour a dreisto. N’eus forz, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-ze a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, eur zadornvez da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha leaz-mesk fresk o tont diouz ar ribod. Mâ, goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakeas eun tammig tan war e gorn-butun da vogedi toullou e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober eur vrochennad stamm bennak. Hogen epad ar c’houlz-ze, dilerc’h koan a chome war an daol : ar jidhouarn, eun tammig yod c’hoaz en he strad ha krestenn ouz he c’hantennou, ar skudilli, al loaiou. Mes hep dale mouez Paskolig a zavas rustoc’h eget m’edo boazet : « Poent eo dic’huba an daol, tanfoultr ! » emezan.

— « Piou a zo o c’hortoz ? » a respontas Soazig.

— « Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch-skaota, ha didrouz ! »

— « N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h oa bet da goan avalou-douar en o c’hroc’hen ? »

— « Foei ! Me ne ran forz gant kement-se, na gant patatez, na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has ar stalikerez, sonj am eus re vad ! »

— « N’eo ket gwir ! » — « A zo gwir ! »

— « Nan ! » — « Eo ! » — Sellou du a rejont an eil ouz egile, mes aze e chomjont, ha gwell e oa ze. Ma vijent bet primoc’h, an eil hag egile, e vijent bet eat pelloc’h, ha diwar nebeud a dra koulskoude.

Goude eur pennadig peoc’h, teod Soazig a yeas en-dro, rak kavet he doa eun dra bennak.

— « Mâ, emezi, p’eo gwir n’omp ket evit en em entent, Paskolig, setu aman ar pez gwella hon deus da ober : an hini ac’hanomp a gomzo da genta, a lavaro ar ger kenta, hennez a welc’ho ar skudilli hag a zic’hubo an daol, n’eo ket fenoz, n’eo ket eur wech na diou wech, met evit atô, ken alïes gwech ma vo red ober. »

— « A zo gwir, a lavaras Paskolig. Emaout war ar pare ? Neuze emaomp e-barz ! »

Ha diwar kement-se ne oa mui ger ebet etrezo. Soazig n’edo ket seizdaletoc’h evit lavaret he zammig Pater ha pignat er gwele-kloz. Paskolig hen, a reas da genta eun hanter-dro er meaz da… welet an noz, arôk mont da c’hourvez a-hed e hini goz. Met hini anezo ne grede tinta ger ebet, gant aoun da gaout bemnoz an traou da zic’huba diwar an daol…

Antronoz e oa ar zul : an daou bried a jommas da ober o c’housk-mintin. An heol a oa uhel hag e oant c’hoaz o voueta ar c’hoenn dindan o golc’hedou-pell… Koulskoude tud, bet en oferen-vintin, en eur dremen a-biou da di ar c’houskerien, a zouezas o welet c’hoaz prennet dor ha prenestr.

Tin-Vras, pe Mestr al Lantiked, (n’em eus ken sonj mad awalc’h, rak divemor e teuan da veza gant an oad), a buntas da genta war an nor ; hag egiz ne responte mouez ebet a-ziabarz an ti : « Divarc’homp an nor, eme Kolaïg Muzelleg, ha deomp e-barz da welet ! » — « Nan, nan, kant gwech nan, eme Gaïdou ar Gapen, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barz ! »

Ouz he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-all, eur skrifelleg uhel war e zivesker, a zavas e c’har gleiz hag a daoliou boutez a vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yan Cheulk, daou viliner brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarz.

Ken buan al lochennig a oa leun-tenn a dud : En em gaout a ree eno, ouspenn eget ar re am eus hanvet, Lan Gabouig ha Lommig C’hoarzato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar, gant e ziou verc’h, Chê ha Moumoutig, kazell ouz kazell ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar, me, piou a oa c’hoaz !

Ha petra ’gav d’eoc’h e weljont e-barz an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouz ar speuren, ha Paskolig e benn gantan skoachet mad dindan al linser.

— « Petra, maro int ? eme Lommig C'hoarzato. — Paskolig a ziskuzas e benn a zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas he zellou du. — « Beo int c’hoaz, eme an holl, rak finval a reont. — Jakez Tort, kemener-laer an Ti-all, a zavas e vouez : « Ac’hanta ! melfed-krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoaz didoulla alese ? Respontit d’eomp, n’ho peus ket mez chom keit-all amzer da skuiza en ho kourvez ?… Satordallik ha pluskdero ! Lavarit d’eomp eun hanter-ger bennak, e-lec’h diskorbella ken spontus ho taoulagad, egiz pa vefec’h o klask lonka kement-hini ’zo ac’hanomp, an eil warlerc’h egile !… »

E-barz ar gwele-kloz, hini ebet na zizerras e rann.

— « Bi… bi… biskoaz ke… kemend-all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a zaoznege eun distera. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c'hoarvez ganto ? » — Chê, merc’h an aotrou C'houezfal, a ziskordas da c’hoarzin, ken na dregernas ganti skudilli, loaiou ha jidhouarn war an daol. — « N’eo ket souez, emezi etre daou bennad c’hoarz, poan-gof o deus o veza debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol. »

An holl a c’hoarzas d’he heul, met Paskolig ne reas ezvan ebet evit-se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl : « Ar re-man a zo mud, kollet ar c’homz ganto ; piou oar, marteze ez eus eun dra bennak aze dindan. Daoust ha ne vefe ket Pol gornek, Polig lost-hir, o c’hoari e bôtr war an daou-man ? Eo, sur awalc’h, rak sellit pebeuz tres divalo ’zo gwisket warno !… »

Hag en eur zonjal kement-se, ar wazed a jomme nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet-holl a lakee sin ar groaz en o c’herc’hen buhan ha buhan.

— « Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’hat ar beleg d’eoc’h ? » a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud. Paskolig ha Soazig a zellas an eil ouz egile, met ger ebet ne gavas an hent da zont diwar o muzellou. Hag an aoun hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedou a grene egiz eur bern deliou sec’h ; ha Jakez Tort, kemener laer au Ti all, ar skrifelleg hir e zivesker, a dennas boutou ha lerou evit redek da glask ar beleg…

Ne voe ket pell gant e dro. — « Peoc’h d’an ti-man ! » eme an aotrou person, en eur zigouezout, « bennoz Doue d’ar re veo, ha repoz vat d’ar re varo ! » Hag e tosteas ouz ar gwele.

— « Penôs, va mignoned, ar fall a zo kouezet a-dreuz war ho korre ? » — Er gwele-kloz grik ebet morse ! Met Gaïdou en em gargas da respont : — « Nan ! aotrou person ; ne gomzont mui… an diaoul zo warno !… » An aotrou person a arvestas piz outo. « Ya, emezan. Eun diaoul en deus great en o c’hreiz e labour divalo… an diaoul mud. Mâ ! evit kaout o yec’hed en-dro, mat e vefe kinnig eun draïg bennak d’ar zant ha d’hon iliz : eur lur amann, pe gentoc’h diou, hag eur c’hrez dilhad !… »

Diou verc’h an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar a furchas a-zevri an arbeliou. Paskolig a zelle outo gant poan, egiz eur c’hlanvour toc’hor c’hoant d’ezan da gomz hep gellout lavaret an distera ger ; Soazig, en he c’hoaze, a groane he gwalc'h, hag he zellou du a bare war an diou furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanou furch-difurch en arbel leaz. « Setu aze, aotrou person, ne gavan ket eur begad aman en ti ; met eun dousennig viou am eus dineizet, ha m’ho pefe ar vadelez da ginnig anezo d’ar zant da c’houlen digantan evit au dud keiz-man beza pareet, pe beza da vihana diboaniet abred. » An aotrou person a gemeras viou ar zant !

Chê a oa war he daoulin o turluta en arbel all hag o turia da vad an dilhajou hag ar c’hreziou. — « Setu aman, aotrou person, emezi, eur roched madik a-walc’h, ha, mar karit gwerza anezi e profit ar zant, dalit, ema-hi aze ! » Hag an aotrou person a gemeras roched ar zant. E oa o trei da vont er-meaz gant viou ha roched, pa zilammas Soazig en he fatenn war bank he gwele.

— « Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traou-ze aman, mil gutez ! Restaolit d’eomp roched-eured Paskolig, ha viou va yar velen ! » Paskolig a dennas neuze e benn er-meaz hag, en eur c’hoarzin, a lavaras d’e hini-goz : « Ac’hanta ! Soazig, eur vaouez n’eo ket mestr d’he zeod, gwisk dillo da zilhad ; ar jidhouarn ’zo aze war an daol ouz da c’hortoz, rak komzet ec’h eus da genta, ha te an hini a ranko bemnoz skaota an traou ! »

Hag e tisplegas dirag an holl perak e oant bet mud o-daou, eur pennadig. Kement-hini a oa en ti a zailhas da c’hoarzin e walc’h, hag an aotrou person zoken ne chomas ket war-lerc’h ar re all.

Soazig a wiskas he broz, ha, mezek an tamm anezi, en em lakeas da zic’huba an daol. Da vihana, mar he doa kollet war an tu-ze, war an tu-all he doa gounezet, rak miret he doa ouz viou he yar velen ha roched eured Paskolig da vont gant ar zant.

Evel-se ema va c’honchen, lennerien ; kredit anezi ar pez a garoc’h ; mes, lavarit d’in, daoust ha n’eus ket aze kals a reuz diwar-benn « nebeud a dra ??? »



————