Nann, n’eus ket e Breiz

Eus Wikimammenn
A. Prud’homme, 1934  (p. 98-100)



N° LXXXI. — Kantig sant Erwan.
Ton : LXXX


Diskan.
    Nann, n’eus ket e Breiz, nann, n’eus ket unan,
    Nann, n’eus ket eur sant evel sant Erwan. (2W)

  1. N’eus ket en Argoad, na mui en Arvor,
    Koulz ha sant Erwan ’vit an dud a vor.

  2. N’eus ket, nann, er vro ’vel ma lavarer,
    A vefe ken mat ’vit al labourer.

  3. N’eus ket kaeroc’h skouer d’an dud a lezen,
    Evit sant Erwan, skouer ar veleien.

  4. Ha d’ar beorien gaez, ha d’an dud a boan,
    Nann, n’eus ket gwelloc’h eget sant Erwan.

  5. N’eus ket eur chapel, e beder enni
    Gant mui a galon ’vit er Vinihi.

  6. Ma fell d’eoc’h an tu da gaout ho mennad,
    Pedit sant Erwan, ha pedit ervat.

  7. Pegen mat pedi, pa vez poan-spered,
    E-lec’h ma pedas ar sant binniget !

  8. Pegen brao pleustri an douar santel,
    Bet pleustret gwechall gant Sant Breiz-Izel !

  9. Eus a Gervarzin, stok d’ar Vinihi,
    Ez oa genidik Erwan Helouri.


  1. Eno e c’hanas eun devez hon Sant,
    Er bloaz daouzek kant tri hag hanter-kant.

  2. E-pad e vuhez eur skouer ’vit an holl,
    Bevomp eveltan, n’aimp ket da goll.

  3. D’e hanter-kant vloaz e varvas neuze,
    Hag a-denn-askell, d’an Nenv, e ene.

  4. N’en deus ket e Breiz, eun iliz ken kaèr
    Hag e Iliz-Veur e kêr Landreger.

  5. Evit sant Tual, hon tad binniget,
    Dre urz sant Erwan ez eo bet savet.

  6. Goude e varo e gorf archedet,
    En e Iliz-Veur a voe douaret.

  7. Eur bobl-tud, bemdez, adalek neuze,
    ’Zeuas war e vez da bedi Doue.

  8. N’eus bez, evit gwir, en defe gwelet
    Burzud war vurzud ken kaer c’hoarvezet.

  9. Yann V, dug a Vreiz, ’vit e enori
    ’gaeraas e vez d’Erwan Helouri.

  10. Ar bez dismantret ’kerz an Dispac’h Vras,
    ’Zo bet adsavet kaeroc’h ’get biskoaz.

  11. Sant Erwan e Breiz dre-holl zo brudet
    E Treger, Leon, Kerne ha Gwened.

  12. Ha gant pep rannvro, ’barz ar bez nevez,
    Lakaet he maen, gant joa, levenez.

  13. Ma n’eus ket eur sant evel sant Erwan,
    Kaeroc’h ’get e vez, nann, n’eus ket unan.

  14. E miz Mae bep bloaz ’vez eur pardon Kaer,
    Pardon sant Erwan e kêr Landreger.

  15. Neb a ya da Rom ar Ger-Veur gristen,
    War bez Per ha Paol lavar eur bedenn.

  16. Plijout d’hon Sant bras neb a fell d’ezan,
    A dle war e vez mont da zaoulina(n).

  17. Eomp, kristenien, betek Landreger,
    Ha ne gollimp ket, sur mat, hon amzer.

  18. Hag eur wech m’hon bo gant kalon pedet,
    A-berz sant Erwan e vimp selaouet.


  1. Bepred, da c’hortoz, pedomp sant Erwan,
    E pep lec’h, dalc’hmat ha kuit a ehan.

  2. Evel hon Tadou, int, tud a gredenn,
    Lavaromp d’ezan ’n eur gaer a bedenn :

  3. Aotrou sant Erwan patron Breiz-Izel,
    Beza treitour d’eoc’h !… nann, kentoc’h mervel !