Mont d’an endalc’had

Meurlarge (Proux)

Eus Wikimammenn
◄   An dogan Meurlarge Quimiat eur zoudard yaouank   ►



VII


MEURLARGE


————


Var ton : Bea zo tud en ty man ac a voar labourat.



1

Meurlarge a zo goall verr,
Greomp implij vad
Deus a guer brao amzer
En queit a ma pad !
Pocqomb d’ar voeren, pocqomb d’ar merc’het,
Rac var arc’hoas nin vo luduet.

2

Hep dale e paouezo
Siouas ar sonerrien,
Nin vo yen bras or gueno
E c’hober pinigen.
Pocqomb d’ar voeren, etc.

3

Ret e zeo demp quimiadi
Demeus an oll frico,
Brema a helfomp debri
Mert yod a patato !
Pocqomb d’ar voeren, etc.

4

El lec’h ar biniou laouen
E cleofomp ar c’hleyer
El lec’h lipat gigauden
Nin loncqo gouin glesquer !
Pocqomb d’ar voeren, etc.

5

Ar merc’het yaouancq brema
Vit gonid ho fasqo
Ne andurfont ho starda
Nemert a nebeudo.
Pocqomb d’ar voeren. etc.


6

Mallos d’ar c’hos pesquetaër
Pehiny a ordrenas
Hober Meurlarge quen berr
A Coraïs quen bras.
Pocqomb d’ar voeren, etc.

7

Mar ben biquen Pab ive
Me a chancho ar c’his,
Ac astenno Meurlarge
Var goust ar C’horaïs.
Pocqomb d’ar voeren, etc.

8

An hini a neus bet grèt
Ar ganaouennic ma
A zo dister a speret
Mœs reiz eo da foultra
Pocqo d’ar voeren, pocqo d’ar merc’het !
— Goulennit eus an hostizezet.


————