Me so sur, azennet, ne gomprenit netra,
Em latin forc’hellec : oguen, cetu bremâ
An explication demeus a guement-se :
Allas ! marv eo Margot, siouas corf hac ene !
QEGUIN Dom Non Garre so marv hac enterret
En qichen Pont ar Gloër, ha non pas er verret !
Marv eo c’hoas ur veach, en qichen Pont ar Gloër,
Maro subitamant, hep na croas na bannier,
Hac hep dour benniguet, na goulou na letern,
Hep presanç e c’herent, na memes an estern ;
Hac ar pes so goassa, hep cloarec na bêleg
E deus serret e rëor, hac an tam en he beg !…
Trist eo Dom Non Garre, trist e vignonet qer,
Trist an amezeyen, trist int oll er c’hartier ;
En eur guir, en general oll e voar affliget
Er c’hanton, tro var dro, pot ha plac’h ha loënet,
Coz, yaoüanc, a hed stad, digentil ha bourc’his
A draouïen Meriadec, e trêo Sant-Yan-ar-Bis.
Gant a so glac’haret, e trêo Louisaïc ;
Ne gleo mui e C’heguin o c’houlen bouëd, bouëdic,
Ne voa qet, evit guir, mam da Vargodic qès ;
Mes guelloc’h evit mam, pa voa dei maguerez.
He zad voa hanvet Richardic, lemm a veg,
He mam ur Gueguin dû, deomp oll dishanaoudec.
Ne voa qet bastardes, p’e defoa mam ha tad,
Na nobl, na roturier, an oll er goar erfât ;
Decedet eo bepret, daouest de c’halite :
Leveromp oll brema, Requiescat in pace.
Goud a rê pemp langach, merc’h henâ Richardic,
C’houitellat, richanat, ha cana var vuzic.
An Homo, eme Garan, cure deus a Voüimæc,
Carre-vras, Maltoutier a gommun Locqirec,
A zisqas dei gant soign bemol ha becare,
Ar plein-chant figuret, ar muzic heb dale ;
He mestr hac he mestres a ziscas dei gallec,
Hac Ar Baill, a Lanmeur, rimal en brezonec ;
Cure bihan Garlan, p’otramaut Ar Martin,
Ha Cure Plougânou parlant res al latin.
Ar sosnec a ziscas pa voa c’hoas er c’havel,
Ar gregach voa, me gred, he langach naturel.
Abaoüe bihanic e clêve proferi
Jargon graguez couefet ha re da zigouefi.
Pa ve fachet Margot, ve savet he blëo penn,
P’evit parlant justoc’h, herisset he c’hriben ;
Pa gomze deus ur pot, e lare : sac’h ar guin,
Piller hostaliri, corfadic pe goqin ;
Stal fall ha polisson a lavare da zarn,
Reder an toullou fall, pe furcher an davarn ;
Haillon hac affronter a lare da zarn all,
Laër, fripon ha mevier, p’otramant aneval.
D’ar femel e lare : strouillon hac anduillen,
Penn scanf, penn avelet, jacqesen, libouden,
Toull stat ha beg sucret, everez ar c’hafe,
Couillouren effrontet, catel-glanv didalve,
Pilerez he guenou, conterez mil fablen,
Goast-langach, ampoeson ha planqen millaoüen,
Babilleres hep fin, lost-rambre, pil-cojou,
Mastrouill, ragacheres, cac’herez var an treujou,
Evit touet Doue ne vouie qet Margot,
Eva guin, na laëres, na crignat an darbot,
Mes harzal, gourignal, mianvoal ba blejal ;
En eur guir, gout a rê difrès pe direval
An dud hac al loënet, ha c’hoas divertissa
Qement seurt nation a gaffet er bed-mâ.
O ! na pebes talant ! Ha c’hoas cleucq ha loayec,
Pipi-goër ha pagan, lourdot ha mic’hiec,
Glaoürec, guenou-dibren, fri-toign ha mal peigne,
Fardel ha lorennec, scantec, tignous ive,
Tout oc’h eus c'hoant c’hoarzin eus va c’hlêvet, me gred ;
Mes c’hoarset gement-all, me souteno bepred
N’oc’h eus qet a rêson, stoterien er ribot,
O c’hoarzin, pa glêvet eo decedet Margot.
C’hoarzit eta bepret ac’han da deiz ar varn,
Hastennit o qinou betec ho tiou-scouarn ;
Mar gred en o praguez mel a fors da c’hoarzin,
Me rai var bal va dorn da frotta deus ho min :
Mes mar qerit guela, me droi deus ar merc’het
A velàn dre’r blassen partout pladoussennet,
Ridet o c’hos croc’hen ha crizet o minou
Evel toul rëor eur marc’h pa gac’h biliennou.
Cetu-int o vramet, mar deut da vastarat :
Sevet, sevet, merc’het ; sevet var ho taou droad,
A nez e refet stal var blad ho lingeri,
Ne vo n’hac agreabl, na savourabl d’ho fri.
Grêt emeus va fossibl, auditoret sauvach,
Da douch ho calonou, hep goasta qen langach ;
Discuelet ameus dêc’h, en neubeut a gomzou,
Qaliteou Margot ha darn e zalanchou ;
Mes c’hoas a ziscuelin, o conta penn-da-benn
An domach en deus grêt he maro d’e ferc’hen.
|