Mont d’an endalc’had

Meuleudi da Zoue

Eus Wikimammenn


Meuleudi da Zoue


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1903
(An notenn e galleg a zo diwar dorn Alfred Bourgeois)


MEULEUDI DA ZOUE
————
(Graet e Santez Anna ar Porzic, ar …)

Ac’halen e velann ar mor o rodella
O ruilla oc’h ann aod gant krosmol he wagou
A vern ’vel menesiou,
Aziouzin e klevann eun eostik o kana ;
Euz eur vojen gelvez e sav he vouez dudiuz
Laouen ha truhezuz. [1]
Mor braz, labouz bihan, livirit d’in da biou
E kanit enn ho iez kemend a veuleudiou ?
Da Zoue ann envou,
Hor mestr hag hon Aotrou.

Ha te, geotennik c’hlaz, te, diskaret ama,
Emzivadezik keaz, etre fraill ar garrek,
Eul loumik glizen c’houek
Hag ann nebeudik douar a ra d’id-te beva,
Perak e soubl da benn, perak e sao goude ?
Evit meuli Doue
A zigas d’am floura, alan domm ann ezen.
’Vel ar mor, ann eostik, evel ar ieoten ;
Kanomp, soublomp hor penn,
Meulomp Doue hep ken.

Ni zo he vugale a vag gant largentez ;
Ar penn-ed evid omp a skrij war he gorzen,
Evid omp ar vezen
A astenn he skourrou da rei skeud ha frouez ;

Evid om-ni ann heol a sklerijen ar bed
Ha pa ’z a da guzet,
Ker stank ha treaz enn aod, e bolz ann env laouen
E trid ann oll stered ; evel kant goulaouen
E strinkont sklerijen
Hed ann denvalijen.

Nag a draou, va Doue, hoc’h euz evid omp krouet
Er mor ha war ann douar hag enn ho paradoz
A zo ouz hor gortoz !
Dioc’h ar bed-man c’houero, distagomp hor spered ;
Evel ann alc’houeder, displegomp hon eskel,
Nijomp war ann avel ;
Dreist ann heol, ar stered, savomp hor c’halonou
Pedomp Doue, he vamm hag he eledigou
Da drei hon holl boaniou
Enn eur mor a zudiou !


————
  1. Melkoniuz serait plutôt le sens.