Mont d’an endalc’had

Meuleudi Breiz ha Breiziz

Eus Wikimammenn



Meuleudi Breiz ha Breiziz


————


Barzonek diembann, savet gant GAB MILIN (1855)[1]


Kristen araok peb tra, goude-ze oun Breizad.
Setu en daou c’her krenn va feiz displeget mad.
Ne zianzavan ket evid va Bro, Bro C’hall,
Hag he c’haret a ran keid ha m’he c’har eun all.
Daoust da ze, gwell eo Breiz. Breiz eo va bro genta,
Da Vreiz eo va c’halon, Breiz a garan gwella.

Ha perak n’he c’harfen, ama her goulennan
Ouz-hoc’h-hu, kenvroiz, ha ne dal ket ar boan
E ve ganeomp-ni holl a greiz kalon meulet ?
Hi zo bet ken aliez freuzet ha difframmet
Ha n’eo red he c’haret dre ma ’z eo torgennek
Leun a vruk hag a lann, a vein hag a gerrek.

Dre vez skoet bepred gant ar c’houmou garo
A zav, a gouez, a darz evel leaz tro war dro ?
Ma vez beuzet, skubet gant ar glao, an avel
Ma ’zeo bro dizasun d’an dud a vroiou pell ?
Ar rebechou zo great gant an divroïdi
A enep Breiz-Izel a zo he meuleudi !

Na petra ’zo kaëroc’h e nep leac’h da welet
Eget hor meneziou ? Gant Doue int bet krouet
Da zistaol diwar Breiz avel ar gwall giziou
A ziroll warnezhi, a gouez euz an nec’hiou
Henvel oc’h taoliou mor gant hegar e lammont
Oc’h kein an torgennou gant tregern e vroustont,

E kouezont hed a hed, tiruillont d’an douar
Hep kaout pek en nep leac’h, d’ezho gwasa kounar !
O c’hrosmol a glevomp gant ekleo o tremen
Skubet gant an avel a voud a zioc’h hon penn
O vont en eur iudal en tu all d’an Arvor
Da greski bouderez ha soroc’h an drouz-vor.


Oc’h hor meneziou-ni klasket neb a garo
Abek da rebechi ! Kaset pell dioc’h hon bro.
Toc’hor abarz mervel mar tigor hon lagad
Mar gwelomp hor menez, e tomm, a verv hon gwad,
E savomp a zao sonn, ec’h hijomp an ankou
A rank krenn diwarnomp tenna e grabanou.

Piou c’houfe lavaret pegen braz levenez
A danva eur Breizad pa zistro d’e venez ?
Pa wel a gleiz, a zeou, er gwaremmou ledan
A-hont bruk, ama lann, pelloc’h reier, balan
Pa anavez an hent a gas en dro d’e di,
О tonet en e raok e vignoun braz, e gi ?

He gi karantezus en deuz great eul leo bost
Evit dond da genta da fistoulat e lost
D’e vestr iaouank karet. О chilpat, oc’h harzal
E pok d’e dreid, ho lip, vel ki Tobiaz gwechall
E lamm, e trid, e ouel, e tro hag e tistro
E lavar en e iez : D’eomp, d’eomp, hastomp affo.

Er gear pell a zo emer oc’h hor gedal.
Ar Breizad keaz a gerz, goût a garfe nijal.
E galon, en e greiz rannet gant ar c’hlac’har
En deiz ma tilezaz e dad, e vam, e gear
A lamm dre ma tosta, a drid pa wel a bell
Euz siminal e di ar moged о sevel.

A-hont, e tal an tan, e vam geaz hag e dad
Gant keuz ha doan d’ezan, dour en о daoulagad,
Ho daou en eur gichen, ho daou leun a gozni
О deuz liez a weach en eur huanadi
Sellet oc’h ar skabel e kornik an oaled
War behini trezo e veze azezet…

Pell a zo eo goullo, aoun o deuz da vervel.
Hep briata o mab, o mab eat d’ar brezel.
Hag hen a zo beo c’hoaz ? n’ho pezet nec’h ebet
M’hen gwel o tont d’ar gear ; m’hoc’h euz hen gortozet
N’her gedot ket pell mui, ma e traon ar grec’hen
Dioc’h pehini, bihan, a lammou choug a benn,

Evel eur voloden en deveuz diruillet.
Sevel a ra outhi daoust ma z’eo gwall zammet
En eur redaden hir hep tenna e alan
E nerz a ia war gresk dre ma verra e boan.
E dal gleb a ziver. Da zec’hi e c’houezen
Gant e askellik flour e tinij an ezen.

E ma war an dorgen ; brema e c’hell gwelet
A zirazan eün-tenn e di soul mogedet
Ti e vam, ti e dad, oc’h hen gortoz pell zo.
Mont a ra d’an daoulin da bedi evito.
Hi o deuz hen ganet, hi o deuz hen maget
Evitan deiz ha noz hi o deveuz pedet.


Hi gant o fedennou evel gant eur vantel
O deuz hen goloet dioc’ti an taoliou marved.
E zaou zorn zo a groaz, e lagad zo dourek
E benn zo dizolo, pedi ra kalonek,
Meuli Doue a ra, p’hen deuz ar vadelez
D’hen distrei a bell bro divac’hagn de venez.

N’he c’huitaio ket mui, deuet eo evit mad
Da chom da Vreiz, e vro, gant e vam hag e dad.
E galoun zo ken bar a laouenedigez
Ma rank pedi Doue pe kaout semplidigez.
Ar beden d’ar Breizad a zo boued pemdeziek
Hi eo a ra e nerz, dre-z-hi eo galloudek,
 
Sempl oc’h al levenez, dihegar oc’h ar boan
Mar ped stard eur Breizad araok mont d’an emgan
E ped ivez ken stard evit gallout trec’hi
Al laouenedigez a laka da deuzi
An nerz en e galoun ; pa vez great e beden
E sav sonn en e za, soudard nerzuz ha den.

Neuze hep treuz kammed nag hep sempladurez
Dirak neb enebour, Breizad n’en deuz enkrez,
Kerzet, redek a ra, kennerzet e galoun,
Da gaout e vam, e dad. Brema ez eo dizaoun
Da goueza hed an hent, da zempla, da vervel
Araok o briata. Setu tud Breiz Izel.

Enn eur vond, e tremen dreist eur wazik dour red
E pehini kant gwech e torraz e zec’hed.
An dour c’hleb e lagad, a bok stard d’e c’heuniou
A zilez gant anken en eur skuilla daëlou :
Divera ra goustad, gant keuz d’e eienen,
Da behini, siouaz ! na zistroio biken.

Ar Breizad zo distro, a-hont ma e dreuzou
Ama a-z-ioc’h e benn ec’h horjell o delliou
An diou vezen bodek oc’h pere, bihanik,
En deuz a-zistribill, c’hoariet bransellik.
Dindano gourvezet, e vam vad war e lerc’h,
Ped gweach war al letoun ne c’hounezaz e gerc’h ?
 
E preder, e kerz prim. — Evit kas ar c’helou
D’e dad ha d’e vam geaz beuzet en o daëlou
He gi mad hen dilez, a red d’an ti arok
A lamm oc’h ar re goz goude d’ezo a bok
A chach war o dillad euz an oaled d’an nor.
— Petra zo a nevez ! emezo gant Kastor.

Abaoue ma ’z-eo eat hon mab gant ar roue
Ken laouen hag hirio Kastor n’eo bet morse
Ne ro peoc’h nag ehan, red eo mond da welet.
Setu an tad, ar vam, dindan o oad kroumet
Skoaz oc’h skoaz, ha harpet an eil oc’h egile
O sevel goustadik, o vont hag o vale…


O c’halonou a drid ha perak ne c’houzont
N’o deuz great dek kammed burzud braz na gwezont
Etre divreac’h o mab, o mab eat euz e vro
D’ar brezel, d’an emgan, d’ar gear brema distro !
Hen briata a reont gant kemend a zudi
N’hellont nemed gouela, meuli Doue, pedi

Daëlou ha levenez er beden kemmesket
A ra d’ezo o zri tanvât eun eurusded
N’en deuz dibaot e bar nemet er baradoz.
Tremenet eo an deiz, skoet taol hanter-noz
Hag an tad, hag ar vam n’int ket evit skuiza
O selaou o mab ker o prezek, o komza.

Euz an holl broiou pell e pere ez eo bet
Abaoue keid amzer ma redaz dre ar bed !
Anavezet ec’h euz eur vro kerkoulz ha Breiz
Eme an tad d’ar mab ? — Gwelet am euz aliez,
Red eo d’in hen anzao a oa kaër da welet
Hogen da dalvout Breiz ne deuz hini ebed.

Da Vreiziz ne deuz bro a dalfe o hini
Ha daoust ma zeo garo e karont anezhi.
Evel euz ar reier e strink an dour eien
E teu nerz da Vreiziz, p’ho ruiller oc’h torgen
O iec’hed eo e darz a douez o bruk, o lan
Stapit-ho oc’h douar Breiz, eleac’h kaout berr-alan

E kennerzont, raktal, evel an Ditaned
O zadou a bere lavaront int ganet.
Et goude da dammall hon bro-ni torgennek !
Oc’h hon bruk, oc’h hon lann klasket ivez abek !
Ha ne c’houzoc’h-hu ket ar re-man zo bet great
Da hevelidigez da vagadur Breizad.
 
Evel bruk e vevomp oc’h ar roc’h distera
Dioc’h eun neubeud douar hon deveuz hon bara
Ha daoust ma-z’omp-ni paour, ma zeo hon buez c’houero
E vevomp dibreder ha laouen en hon bro
Ne c’houlennomp dioc’h den, nemed peoc’h habaskder
Beva sioul ha mervel e kreiz hon lanneier


Hogen arabad ve hon tenna euz a Vreiz ;
Ne deu bruk e pep douar, evoldo eo Breiziz.
Nan, e peb bro Breiziz ne c’hellont grizienna
Hoc’h unan ho gweler pell dioc’h Breiz o veva
E weler ouspen kant o wenvi, o vervel
Gant ar c’heuz o deveuz, d’o bro vad Breiz-Izel.

Breiziz ’zo dreist an holl douget braz d’ar c’hlenved
D’an drouk kriz ha doaniuz zo drouk ar vro hanvet,
N’euz poan ebet gwasoc’h eget ar c’hlac’har doun
An anken hag an nec’h, eget ar ran-galoun
A c’houzanv eur Breizad enep d’ezan tennet
Dioc’h e gear, dioc’h e vro, ha dioc’h e vignoned.
 
Koulskoude ne deuz den hag a c’houfe herzel
Oc’h naoun, nag oc’h skuizder, oc’h labour, oc’h brezel,
Gwell eged eur Breizad, pa c’hell dond a-benn
Da drec’hi droug ar vro — pa vez krog en e zen
E unan ne zispek nemed dond a rafed
D’ar gear buan hag affo ; — anez, mervel zo red.

Evelse a c’hoarvez gant darn euz hon c’henvroiz
A gar, m’hen lavar c’hoaz, dreist peb tra o Bro Breiz
Ne c’houfe den hen nac’h. Piou ne anavez ket
Son ar zoudard iaouank e Kastel-Paol ganet
Evel kalz a re all mantret gant ar glac’har
Da rankout dilezel e dad, e vam, e gear

E vignoned karet, ha Kastel-Paol e vro
E dour dantelezet, ar c’haëra tro-war-dro
E gleuziou alaouret, e gerrek, e vor don
E kollaz e holl nerz, e rannaz e galon.
Dre ma tec’he dioc’h Breiz, e zaoulagad dourek
War peb torgen uhel, peb menez, peb karrek,

Evel eur wennili a nij a denn askel,
A dro e spered heb ehan war-zu Kastel.
Ne rea nemed gouela bemdez, huanadi,
Ha vel eun den skoet war e dreid dizec’hi
Ne gave e nep leac’h nep laouenidigez
Dond a reaz ken treut, ken seac’h hag eur spez

Disken a re er bez, dare oa da vervel,
Poe lavaret d’ezan distrei da Vreiz-Izel :
Pa glevaz ar c’helou e tridaz e ene.
E lammaz da boket d’an eil ha d’egile
Goude hen gwelljot prim etrezek Breiz-Izel
O redek, o kerzet, o vonet en dra c’hell.

Ken buan e tiredaz, ma kouezaz sempl d’an douar
Diwar Menez-Are pa welaz tour Kreiz-Kear,
Tour kaër ha binniget, karantez Kastelliz
Tour hag a zao ken uhel evel ma sao o feiz !


Pegoulz e c’hellin-me euz ar vac’h-ma tec’het
Ha distrei evel d’an d’am bro muia karet ?
Euz a Gastel ivez me a zo ginnidik
Evel ar zoudard-ze a c’halvet Yvonik
Pa hen deuz bet korf, pa n’oa nemed eur spez
Aman etouez kant all skouer Breiziz e tiskouez.

Pegement ni Breiziz e karomp Breiz-Izel !
Gwell eo ganeomp mervel eget hi dilezel
Ne d’eo ket heb abek, ne c’houfe den kredi
Pegen braz levenez, pegement a zudi
A zo o chom e Breiz, nemed Breizad e ve
Ha d’hon tamall ’euz leac’h pa-z’omp great evelte ? ?

An holl na anavez, m’hen goar, hon levenez
Hag evit hon gweled na daou na tri dervez
An den speredusa a daol e droad er bed
Hon c’hredo reuzeudik, a vezo faziet.
Hon laouenedigez a guzomp en hon c’hreiz
Evit he zanvâ mad eo red genel e Breiz.

Ha dirak peb unan ne drid hon c’halonou
Na den ebed n’hon gwel о skuilla hon daëlou
Pep tra deu d’e amzer : mаг deuz er bed-man poan
Ez euz dudi en nenv. — Bleun a deu er balan
Pa vez gant an ezen stlapet dreist ar mor braz
An erc’h, ar ienien, ar glao, ar reo, ar sklaz ;

Ha ni c’hell beza paour, beza leun a anken
En eur vro goloet a vleuniou aour melen !
E pe leac’h, e pe vro, e sao el liorzou
Bokedou a rafe d’hon re ni koll о liou ?
Bokedou a rafe kemend hag hi c’houez vad ?
An aour hag an arc’hant a veler a vlokad

Oc’h hija war al leur hed a hed ar c’hleuniou
En dro da Vreiz-Izel hag en he gwaremmou ;
En о zouez e klever о richannat о c’han
Ar voualc’h, an eostik, ar pabaour, ar sidan
О sevel о mouez iê gant kan an alc’houeder
A gasont d’an nevou, da veuli о c’hrouer.

Eveldo eo Breiziz war lein о meneziou !
О c’halonou a lamm, a sao eëun en nenvou
A zo ganto karget a eneou santel
Nijet di a vanden euz hon bro Breiz-Izel.
A bell zo Breiz-Izel zo galvet bro ar Sent.
Er Baradoz hon beuz mignoned ha kerent

A bed Doue bemdez da zigas d’hon skoazia
E elez binniget, ha evit hon maga
E holl vadeleziou ; — ganto holl kennerzet
Breiziz en о foniou zo laouen a spered.
Gwell evit eur Breizad piou a c’houfe tanva
Dudiusoc’h levenez о klevet о kana


An avel dre ’r gwez braz ? O klevet o fringal
En draonien, er menez, ar bandennou chatal ?
O klevet an drouz-vor o tregerni a bell
Oc’h unani e vouez gant krosmol an avel ?
Nan, gwell eget e Breiz e nep bro ne welfet
Ar gwagou o lammet evel mêot kounaret

O koenvi, o ruillal, o tisken, o sevel,
o vond, o tond pa fell, bevel oc’h eur vransel,
O tiroll en eun taol grac’hellet bern war bern
Da skei oc’h ar c’herrek a vroustont gant tregern
Gant o stronz hed an aod an teven a horjel
Gant o zrouz hag o freuz, ar skouarn a voudinel.

Ne oufet ket gwelet tra spontusoc’h, kaëroc’h,
Klevet heuzusoc’h kan, dudiosoc’h soroc’h,
Sellet outo o tont vel eur vanden chatal
Ar pennou gwen en ear savet dreist ar re all
A red, a gas araok ; gant hast e tiredont
Kreski a ra o nerz, oc’h an aod e lammont

Evel tirvi pennfoll e tourtont ar c’herrek.
E kemeront penn-herr da zigerna o bek
Ar re-man ne flachont, vel mammou oanigou
E c’houzanvont heb van taoliou pen ar c’houmou
A darz, a strink o ëon evel leaz ridellet
Tro-war-dro d’ar c’herrek gwalc’het ha disgwalc’het

Ar gounar ëonennet a gouez er c’hougoniou ;
Eno e tro ’r gournad oc’h ar biliennou ;
Ho ruill hag ho diruill ha gant trouz ha storlok
Ho c’has du-man, du-hont ho stok hag ho distok
Ho stlap e toullou kuz dindan an oad kollet
Ho bruzun e mil dam evel pa vent malet.

An trouz a glever don, pell dindan an douar,
El leac’h ma tro ar mor evelse gant safar
Zo henvel oc’h kurun, diouz strollad tud diboell
Zo deut d’en em vuntra a fetepaz a bell.
O klevet pell goude en aod huanadou
Kalz a dud en Arvor a gred int hirvoudou

An anaon dilezet bet lonket gant ar mor
Da c’houlen pedennou deut euz ar purgator.
Arabad ober goap e Breiz, an holl a oar,
Hag Doue ’ren ar bed : an nenv, ar mor, an douar
A c’hell dre-ze pa gar evit hon c’helenna
Dre drouz ar mor spontus hon lakat da grena.

Ar mor en e gaouad e den d’en em skuiza
Terri a ra varnan, e goumou a reiza
O weled eo trec’het gand an aod, ar c’herrek,
En deuz mez, en emgan, hag e gein torgennek
Pleget ha displeget, a zoubl hag a zisken.
En em laka a hed, plean, eeün ha diroufen.

Brema setu hen reiz o floura goustadik
Ar c’herrek, oc’h pere e tirelle bremaïk.
Evel war eur oarem, pe war eur mellezour
E vransel skeud an aod en eur dec’het en dour

E tro hag e tistro, e kren hag e rodel
Ez a gant ar rouden war an treaz da vervel.

O mor kaër binniget, mor braz ha gallouduz,
Perak, brema laouen, n’euz pell oaz ken spontuz ?
Lavar d’in-me dorn piou a zav vel eur bluen,
Mor, da wagou pouner ha goude ho disken
Ho laka reiz ha donv evel denved tener
A anavez pell-zo mouez karet o mesaër ?
 
Dorn an hini a zalc’h ar bed war he aëliou
Hag evel eur votez hen tro, war he c’hinou
Dorn an hini en deuz difaillet pep guden
Reizet pep tra er bed ; an noz, ar sklerijen.
Dorn an hini en deuz laret en deiz kenta,
D’ar mor ha d’ar gwagou : mervel a reot ama.

Abaoue, gweach ebed, laouen pe diboëllet
Dreist ar veven merket n’hon euz ket tremenet :
Komz Doue ’zo nerzuz. An nenv, hag an douar
A gas hag a zigas ’vel eur bleiner hegar.
Reizet en deuz peb tra gant skiant ha gant furnez
An heol hag ar stered, an doullen, ar menez.

E Breiz-lzel en deuz, vid bevenna ar mor,
Berniet ha grac’hellet hed-a-hed an Arvor
Kerrek stank, ha reier dantelezet, fraillet,
Roget, ha roufenned, ha vel an dir kaled.
En traou kaër ha spontus, ha Breiz-Izel ne dal
Me hen goulen brema, kement hag eur vro all ?

Petra ve kavet c’hoaz da damall en hon bro
Gant kerrek ha mor don hi kelc’het tro-war-dro ?
Evel labousigou kloz ha tom en o neiz
Ni zo diwallet mad dioc’h peb seurt drouk e Breiz
Avel ar gwall giziou ama ne c’hell netra.
An teodou fall hepken a glaskind hon ranna

O holl komzou ouzomp na ra kemend a c’haou
Hag ar oc’h eur roc’h eun taol penbaz pe zaou.
Euz o holl zeodadou ne reomp ket muioc’h a van
Eget na ra ar mor euz daou pe dri gef-tan.
Soubit-ho enna hag e vezint mouget,
E welot o zan ruz troet holl e moged.

Soubit en hon c’halon evel ar mor ledan
Soubit heb aoun ebed, soubit ’ta prim buan
Ar gontam diveret a enep Breiz-Izel
Hag o gwelot raktal o vouga, o vervel
O trei nann e moged, a skub an avel dro
Mez en karantez ouzomp, hag ouz bon bro !

Euz ar pez a laran a ve kalz a skoueriou
Koulz gwechall ha brema, ma heuillet o roudou.
Kaër a ve lavaret, Breiziz a zo tud vad
Tud o oar disteurel eun daou pe dri deodad
Hag ouspen ma ve red. Arabat evit-se
Mar d’eo lem hon zouchen, hor flippata ni re.


Rak daoust d’hon trugarez e sao ar gwad d’hon pen
Pa vezomp divudet eo diez hon diarben.
Nan arabad da zen donet re d’hon gwaska
Na dre ma-z’omp kalet klask gwasoc’h hon gwaska
M’omp mezek d’hen anzao, kalet eo hon pennou
Hag evel ar reier stard eo hon c’halonou.

Pa vezomp en emgan, n’omp ket ken diodet
N’anavezomp ervad piou zo hon mignouned
D’ioc’h hon enebourien. D’ar re-ma gwaz a ze,
Damanti rei d’o ler mar tennont o c’hleze
Piou int ? N’euz fors ebet ha pa vent diaoulou
D’eut euz fonz an ifern da c’hoari o zaoliou.

P’hon gwelimp kil ha drem e sounno o baro,
Pa stokimp-ni enno e falc’ho ar maro.
Ni a zo paotred stard, hag a oar kregi du
O skei gant hon pen-baz a droiou a bep tu !
Gwaz a ze d’an hini a vo ganeomp kazet
Ha pa ve dir e gorf e vo aze brevet,

Draillet ha bruzunet ha malet e mil dam !
Eleac’h ma kouez hon taol an houarn a c’hargam,
Al luc’hed a zistrink, an dud a ruill, a stok…
Lennit hag e wellot. Goulennit oc’h Bembrok
Hag oc’h e dregont Saoz war dachen Ploërmel
Hag edont o c’hoari gant paotred Breiz-Izel ?


En deiz ma oe d’ezo bruzunet o eskern,
Daoust ma oan tud garo, o zregont bern war vern
E oan stlapet eno. — Etouez eur bodad gwez
D’an holl dremenidi gant lorc’h ni c’hell diskuez
A-dost da Josselin e kever Ploërmel
Hanoiou hon c’henvroiz. Neb a oar lenn, a wel.

O zregont int merket war eur mean marmor kaër
Hag evel en emgan ar marc’hek Beaumaner
A zo er penn kenta. Kanomp o meuleudi
Ha re kement Breizad o deuz, en hon Bro-ni,
E Bro C’hall, e pep leac’h, hirio, e peb amzer
Diskouezet skler d’an holl eo hon taliou pounner.

Ouzomp piou a harzfe ? — Ha n’oant ket euz a Vreiz
Klisson ha Duguesclin ? O daou evel daou vleiz
Skigne spont hag enkrez en eur vanden denved
O lekent da dec’het en o raok p’o gwelet,
O klevet o hano, ar c’heriou a grene
Evel gedon lijer ar Saozon a rede.

Ne veze en ebad nep a stoke outo.
Ha lavaret c’helle : Deomp, tec’homp affo !
Gant drem o c’hlezeier evel gant morzoliou
E traillent ar pennou, o faoutent hed a hed
Evel gant eur falz lemm e vez kaol dibennet.

Sellit ha c’houi a wel a-hont daou daro gouez
O terri krenn o nask, o tilammet er mez
Kounaret o vresa, o ranna dirazo
Gant o c’herniel spontus kement a zo en dro.
Eveldo hi ho daou pa dizont ar Saozon
A sko a gleiz a zeou, a nerz o c’horf ha sonn,

A ruill an dud war vern ; tro war dro na weler
Nemed tan ruz ha gwad ; a bep tu ne glever
Nemed trouz an taoliou, kri-forz, huanadou
A voug krenn er gouzouk. Ganto falc’h an ankou,
Kemend ’zo e flastront a sklapont a c’hrac’hel
Evel skourrou torret gant eur barrad avel.


Setu war peb tachen penaoz Breiziz gwechall
А bile ’vel ar glao enebourien Bro-C’hall,
О falc’he а dro hir evel strêva gouzer
A c’hardenner a-hed da vreina gant ar c’houer,
Piou az afe a-benn da zonet d’o zamall
Estr eget-ho e Breiz euz bet kant ha kant all.

En о raok, var о lerc’h, paotred stard ha kaled
А c’hoad iac’h ha nerzuz, а staon du ket dantet,
Killeien heb о far hag a oa lemm о bek
Chas hag a groge iud pa c’hellent tapout реk,
Meot euz ar re wella а gafed en dachen
Da gemeret о lans da deurka peb taol-penn.

Prest а ve о c’herniel pa ziskrogont о dent
Neuze ve mall skrabat ha skei mibin en hent.
Anez e welet prim, kik kroc’hen ha pastell,
Ar gwad о tistrinka hag an dud о vervel !
Gant Breiziz eo gwelloc’h kant gweach beza lazet
Eget ruzia war zouar, о veza bet trec’het.

Biskoaz n’euz bet gwelet eur Breizad о kila
Gwelet int-bet maro о chom sonn en о za,
О lakat da grena c’hoaz о enebourien
Dirag an holl heb aoun, Breiziz savit ho penn.

Gwelet euz bet eur gear (tra dibaot c’hoarvezet
Gant hon breur Duguesklin epad e vuez trec’het)
E tigerri he dor d’ezan pa oa maro !
En e raok, evel d’an Breizad stard ha garo,
Arzur а Richemond, koulz marc’hek ha hini
А zo red da henvel hag ive da veuli.

Livirit d’eomp, Saozon, n’hen anavezit ket ?
Oc’h heul ar verc’h Janned n’hoc’h euz hen ket gwelet ?
О tiwall anezhi, henvel oc’h eun eal mad
Oc’h hi skoazia bepred, о terc’hel, о pilat,
O tistrei divarnhi dremmou ho klezeier
А dorre, p’o zize, evel bruzuna gwer.

E peb leac’h e veze bepred er penn kenta,
Evel eun orz о skei, ha peb taol о toulla
Renkou stank ar Saozon а goueze en e raok
Evel delliou melen dre an avel а stok.
Ma vije bet eno p’oa kemeret Janned,
Saozon, c’houi ho pije anezhi diskroget.

E pep kear e Bro G’hall hag en holl galonou
Estr eget en he bro sever d’ei skeudennou.
Pell goude Dugesklin, Corret ar grenader
Ganet en Keraez, marvet en hon amzer
A oa Breizad ivez, den a skiant kalonek,
Ken gwest en emgannou, hag eur iez brezonnek

Koulz oa da doulla don bete grisiou eur iez
Evel m’oa da bignat war gern uhel eur menez !
Dreist ar vein, ar reier, e save e vaniel
A-benn d’an holl stourmou a enep an avel
E chache war e lerc’h, tud, kezek, kanolliou,
Eleac’h ia an éred da ober o neiziou.


Evel eun taol kurun goude prim hen klevet
En tu all d’ar menez en eur strinka luc’hed
O krozal, o strakal, o tisken d’an daou-lamm
O flastra en e raok, o terri e mil dam
Kemend a stourm outan evel eur roc’h a bez
Diskolpet a disharp goude koll e c’hompez,

A loc’h an, em zibrad, a horjel war he c’hern
En em laosk da goueza gant strons ha gant tregern
A stok, a lamm, a ruill, a red dre an dorgen
A ia vel ar gurun da goueza en doullen
O lezel war e lerc’h tan ruz, gwad ha ludu
Evelse eo Auvergn, pa zisken war e du.

E pigos hag e pil war an enebourien
A gouez en dro d’ezan vel grizil en dachen
An hini c’hell tec’het a skrab en eur iudal,
E gleze hirr a diz hag a flem kevatal
An tan foultr ne fraill ket buannoc’h er wabren
Eget na doull a benn eskern, kik ha kroc’hen.

Dirazan e kizer stard ha c’houek a galon.
O tistrei d’an emgan eo bet gwelet heb aoun
O sevel, o samma, o tougen war e gein
E vignon diskaret dre ar gwad hag ar vein
O tiredek gantan heb beza bet tizet
Gant eun den gallouduz oe d’ezan kinniget

Eun devez eur garg vraz, madou ; pe tra ober ?
Auvergn ne c’houlennaz nemed eur boutou ler.
Kement tra en devoa a oa d’e vignoned
D’e gerent, d’an estren, dreist-holl d’ar zoudarded
Kalz e kave gwelloc’h kaout diouer e-unan
Eget gwelet eun dorn o vont goullo dioutan.

Pa n’helle roi netra da neb a c’houlenne
Nag ober vad ebed e galon a ranne.
Eun dervez a oe bet eur mignon glac’haret
O rankout dilezel e vab muia karet
Da vont d’ar vuntrerez ’vel e vugale all,
He oa bet lazet holl en eur skoazia Bro-C’hall.

Auvergn a lavaraz : Mignon, sec’h da zaëlou
N’oun ket re goz, me gred, evit dougen armou
Me ielo en e leac’h. Hag evelse reaz
D’an oad a seiz blavez ouspenn hanter kant vloaz.
Raok kuitaat e vro, vel eur zoudard dister
E oe great euz Bro-C’hall ar C’henta Grenader.

Eur c’hleze a enor oe d’ezan digaset
Ganthi ez eaz raktal, neuze a lavared,
Brema eo red d’in mont vit ar veach diveza
Da c’hout ha me c’hello he lakat da drouc’ha.
Da c’hout ha ne devoa da ziskar enebourien
Brema evel gwechall ho zeurel oc’h torgen.

En eur zerc’hel a gil, a zrem, a gleiz, a ziou
Ha mervel mar gellan. Perag leun a zaëlou
Ho kwelan, soudarded, petra zo c’hoarvezet

M’emoc’h evel spesou mantret ha glac’haret ?
Petra cho[sic] a veler bemdez o c’hourinad
O rei lam d’an ankou, a c’hell kaout kalonad ?

Ia, kalonad hon euz, hon breur mad, hon mignon
Auvergn ar grenader, treuzet poull e galon
A zo maro, siouaz. N’her gwellimp birviken.
Brema me vel er vad ez eo braz hoc’h anken.
Ne d’eo ket heb abek, koulskoude eo kouezet
P’eo marvet vid e vro, laouen braz eo marvet.

Auvergn a oa ouspen eun den skouer an dud vad
Enor ar soudarded hag a galon Breizad
Tud a Geraez, Breiziz, kanit holl meuleudi
Kanomp e veuleudi, dreist han ne deuz hini.
Kristen e oa ganet ha marvet eo kristen
Kanomp e veuleudi, kanomp holl da viken.
Karet a rea e feiz, dreist-holl ive e iez
Da dalvezout d’an holl Breiziz c’hell hen diskouez.

E Breiz hag e peb bro eo dibaot an dachen
Ne welaz n’oun ped Saoz astennet o liven,
O poulladi o gwad distrinket euz o c’hreiz
Gant an taoliou pounner a roaz d’e tud Breiz.


Gwechall ar varc’heien goude en em ganna
A veze ’n o buez ar vignoned vrasa
Evelse eo breman Saozon ha Gallaoued,
Gwechall enebourien, ha hirio unanet
Brema holl barz ar peoc’h n’em garimp da viken,
Eveld’o, ni Breiziz a daolo ’uz d’hor penn

Hon droug, hon c’hasoni, mar roont d’eomp o ger
Ar Saozon, da grenna an holl bennaskou berr
A wask stard war gouzouk hon breudeur euz a C’hall [2]
A-nez, draill ha brezel d’ezo evel gwechall.
Ar Galliz a zo d’eomp kerent tost mignoned,
O gouen zo hon hini, o gwad ennomp a red.

Ni zo skourrou skignet a-bell dioc’h ar Wezen,
Mez ar Galliz a zo ar c’hef, ar penn-grizien.
Ar skourrou, ar griziou, gant ar c’horf zo unan,
P’eo bihan ar wezen pe hi a zo ledan,
Pa zeu eur barr-avel da heja ar brankou
Ha da derri eur skour, e kren kof ha griziou,

Ha pa sko ar vouc’hal da droc’ha ar c’hrizien
E weler oc’h heja korf ha bek ar wezen
Evelse, hed eur wech, eo bet Breiziz Galled,
A viskoaz da vrema o deuz en em garet
Daoust m’edont e Bro Saoz peotramant e Breiz
Ez euz bet etrezomp bepred karantez, feiz.

Ar feiz, ar garantez, a lam dreist ar mor doun
Treuzi reont arbed evit kaout o mignoun.
Da heul eur gwir vignoun ’ia eur galon dener
Buanoc’h ’ged an deiz e red skanv ha lijer ;
Heb ehana, noz deiz, ez a dreist ar c’hoummou.
Heb skuiza, sao uhel dreist an holl veneziou,

Dre an tan hag an dour, e-eneb peb avel
E nij d’e gaout atao dre nerz he diouaskel.
Evid treuzi ar mor, an douar, an nenvou,
Ar sperejou hepken a heuil ar galonou.
Dreizo, Breiziz-Galliz a en em wel bemdez.
En em skoazia reont beb eil dre o enkrez,

Pa n’ellont a-hend-all dond d’en em gennerzi
Na lakat etrezo ar mor da zizec’hi.
Kentoc’h e tizec’ho, daoust m’eo ledan ha doun
Eged euz ar Galliz e kollfe Breiziz koun.
Pa welemp hualet hor breudeur vel chatal,
Taolet ha distaolet evel m’oamp bet gwechall

E taolemp dreist ar mor mil malloz d’ar Saozon
Dic’halloud d’o harpa e ranne hor c’halon.
Brema hon euz fizianz pa ’zint hor mignouned.
Ha d’ezo trugarez evidoc’h holl Galled

Brema Breiziz, Galliz, Saozon ha Gallaoued
A lakei da gila kement pobl zo er bed.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dre ar pez zo laret, c’heller gwelet er vad
Breiziz zo kalonek e peb oad, e peb stad,
Kalonou dirennet oc’h o enebourien,
N’euz ket gwell eget-o d’o madoberourien.
Ne ankounac’hont ket nag an droug nag ar vad,
E peb lec’h, e peb bro hag ivez e peb stad,
A dost evel a bell, kerent ha mignoned
Evel bara gwiniz a zo ganto karet.

Ne d’eo laret nebeut, dibaot Breizad mar gell
Diwar eur gachen wenn diskolpa eur bastel
Ne vo lent d’he boulc’ha. Koulskoude euz aleiz
A c’helfe kaout bemdez bara gwiniz e Breiz
Ober fest ha larjez evel meur a hini
Hag a zo gwell ganto (ne d’eo dre bizoni).

Beva e c’hiz ho stad gant bara torz zo c’houek.
Ne gredan e ve leac’h da gaout abek
Ho meuli a dlefed hag ouspen e kav d’in
An holl lipouzerez, ar bara gwen, ar gwin
Eleac’h starda ’r galon a zeu d’he dinerza
Da lakaat bout tener hag aliez da zempla.

Mad int evit maga gragez hag aotrouien
A zo skanv o labour hogen an dieien
O ruilla mein ha douar, o palat oc’h arat
O falc’hat, o vedi, o tourna, o varrat
Oc’h o labour pouner ne oufent ket herzel
Eleac’h beza fetiz ma ve bling o zinel.

Kalz a dud a lavar bara Breiz a zo
Brennek hir, koloek ha d’ar gouzouk garo.
Brennek eo ha dinaoun mad ouspenn da garga
Gouzougou int stambouc’h neuz ezom da skarza.
Mar d’eo stard d’ar genou ez eo c’houek d’ar galoun
Neuz bara fall ebet d’eun den iac’h en deuz naoun.

Er c’heriou gant avel m’eo mad da dieien
Ar bara stoufaillek a ra ar fournerien
Re skanv eo evito, ne stag ket oc’h o staon
Ne ket founnuz awalc’h abred e za d’an traon
An dieien e Breiz estr eget o bara
Gant pehini heb kelen hellont en em vaga.

O devez en o douar, en arvor, er menez,
Gwiniz, segal, heiz, kerc’h, gwiniz-du, patatez
Gant pere e reont holl krampoez, farz, iod, souben,
Gwella traou a gafed da gennerzi an den
Pa gar oc’h al labour e tigor ar galoun
E vez red kaout boued stard da zerc’hel an den soun

Aliez e meuz klevet nosped tiek o laret
N’euz par da voued fetiz pa labourer kalet
C’houezek aleiz he gor en eur zac’h ler avel
Pe ma hen c’havet reud kargit hen bar abel.
Ha pa vezo leun kouch stardit ar c’hourizen
Ken ma vo bouroumoc’h eget eur wadegen


Маг waskit warnezan e teui d’en em zestum
E wano, e plado e vezo bouk laosk stum
Eleac’h eur zac’had ed mar bez warnezan
Kentoc’h eget plada a tougo anezan
Tieien bevet c’houek pa vezont re zammet
A varv dindan о beac’h kent get beza trec’het

Arabat ta da zen tamall magadurez,
Labourerien douar Breiz. Teir gwech pep eiz devez
O devez kik moc’h sall, anduill, kik mogedet
Koulz pe well a kik rost da zevel ar vruched
Diwar nosped tra hag e lippont o mouriou
Evel tattez, kwign iod, farz d’arbot, leaz ha viou

Amann euz ar gwella a oufed da danva
Gantan Breiziz a frit pesked ha n’ouz ped tra
Da rei d’o mignouned, d’o c’herent, d’an estren,
A zeu vit ho gwelet, Tieien, Beleien
Bourc’hizien, neuz forz piou, daoust a c’heller laret
A vez holl gant Breiziz ervad digemeret.

A dreist-ho holl ar re a oar ar brezonek,
Iez ar gwir Vretoned, tud leal, kalonek.
Nep a oar brezonek a gav digemer mad
E pep korn euz a Vreiz hep c’houezi dour na gwad.
A veac’h e vez taolet an treid dreist an treujou
Ma laker war an daol an doubler wen, kik, viou,
Krampoez ha gwin ardant : pez wella zo en ti
A roer a galon vad e Breiz, d’an tremenidi.


Breiziz euz an traou dous ne danvaont ket aliez
Nemed da c’houel, da fest evel da volarjez,
Da fest ar wadegen eur weac’h pe ziou er bloaz
Neuze e stagont c’houek rak dre n’int ket boaz.

Breiziz vel a veler o deuz d’en em veva
Kemend o deuz ezom ; eleac’h gwin da eva
Nep n’en deuz ket a jistr, c’hell terri e zec’hed
Er waz hag er fenten gant eur banne dour-red.

Euz ar reier e Breiz e tidarz dour eïen
Zo gwelloc’h, iac’husoc’h, eget dour ar vinien.
Heman a zao d’ar penn, egile ne ra ket ;
Ar bara zoug an naoun, dour a dorr ar zec’hed.

Evidon, me lavar ne gavan netra gwell
Eget eur banne dour o tont euz ar stivell
En e gichen pep gwin evach an doueou
Ne dalont ar gwellan a vez roet d’al leuëou.

Ker mad her c’havan holl m’hon euz poan o kredi
E ve e bro ebet dour koulz hag hon hini.
Na petra ro Doue d’ar zent ha d’an elez
Da eva en nenvou p’ en deuz ar vadelez

Da skuilla war an douar dour hag a zo ken mad ?
Meulomp hen holl, Breiziz, na vezomp divezad.
Koulskoude ez euz darn a lavar hag a gred
Breiziz evel tud gouez gant boued chatal bevet

En em vag, emezo, gant pep seurt teoachou
Gant kolo, foën, trichen, mesket etouez louzou,
Ar re gomz evelse n’o deuz ket hon gwelet
Dioc’h skridou diskiant omp ket ganto barnet

Ma vent bet en hon touez, ma oufent hon doare
O c’hreden, o lavar ken prim all a drofe
E Avelfent eo Breiziz kerkoulz tud hag ar re all
Bemdez bevet kerkoulz hag ez int en Broc’hall.

Dezho e ve anat o deuz lennet geier
O deuz kredet da dud ne dlefet kredi ger
Da dud douget d’an droug ha diskennet e Breiz
Evel en eur c’hraou denved e tiskennfe eur bleiz.

Evit klask hor mouga gant o c’homzou hedro,
Da dud ne anavent nag hon Breiz nag o bro
O deuz en eur dremen dre greiz an hentchou braz
C’houesseat teil hag hanvoez evel ma ra ar c’had

Hag a zo eat goude da iudal a bouez penn
Dre bevar c’horn Broc’hall eo Breiziz diempenn,

Tud lov ha divadez tud hag a zreb o boued
Boued a zebront heb forc’h, ha gant o bizied

Abarz mont d’an ebat eo red mad evesaat
Goude diskuill an droug eo red diskouez ar mad
Ho daou int er bed-ma vel Breiziz, Gallaoued
Harp oc’h harp e pep tra evel o deuz touet,

Goude lounka hon dien, hor c’hrampoez, hon amann
A bell bro ez euz tud n’ouzont e teuont ac’hann
Hag a gred omp tud gwez. Ma vent epad an deiz
O tiskolpa letoun, o vizina e Breiz,

N’ho defe ket a heug o welet eur Breizad
O tibri kig ha farz heb forc’h a grabanad
Gwir eo gant loaiou arc’hant pe gant ferc’hier aour
Ne zreb Breiziz o boued na pinvidik na paour,

Kalz e kavont skanvoc’h, didannoc’h d’o genou
Dibri gant loaiou koat. E pep bro euz giziou.
Hon re za evelse perak hon zamalfed ?
Daoust m’eo hon daouarn, daoust ma z’int spinac’het

Fraillet gant al labour, skalfet gant ienien
Ez int ken dilastez ha daouarn aotrounien !
Hag ouspenn n’ her goulen, hag an dourn ne c’hell ket
Da gas boued gounezet d’ar genou heb benvek ?

Ne oufe den kredi nemed Breizad e ve.
Ar zaour a zo gant farz vez debret evelse,
Aleiz ar grabanou. Anaout eun den a ran
A gar eun tam boued mad kement ha peb unan


Ne gav netra ker c’houek hag eun tam kig ha farz
Debret gant ar pemp biz. Arabad d’eoc’h c’hoarz.
An den ze en e vro a zo skouer an dud vad
Den a feiz, a furnez, hag ouspen eur Breizad.

Euz ar re dibabet ne deuz kalz evel d’an
Dibaot e tiwanont, siouaz deomp, en oad man.
Distag eo e galon dioc’h holl madou ar bed
Euz a bere ne zalc’h nemed ar pez zo red

Evit en em wiska, evit kaout e vara,
An nemorant a zo eat en eun tam diveza
D’ar beorien ezommek, d’an holl dremenidi
A gav bepred noz-deiz dor digor en e di.

Daoust arabad kredi eo henvel oc’h an dero
A veve gwechall goz etre daou vor c’haro.
En e amzer oa par. Brema e ve diskiant.
Faë rea war peb vad, dreist peb tra war arc’hant.

Eun dervez o welet hed eur waz eur bugel
Oc’h eva gant ezom, e torraz e skudel
O laret a bouez penn : a vreman da viken
N’em euz ezomm mui seurt nemet va dafaden.

Petra a lavaror ; ha n’oa ket reuzeudik ?
Netra ! E feiz va zud. Mondian pinvidik
kreiz e holl danvez ne hello ket karga
E galon zo paourroc’h evit na n’eo hema.

Evit hen diskouez sklear n’eo ket red beza gwiziek
Gant sklerijen an deiz gant eur mean da bluek
Ez eo drant e galon ha laouen e spered.
Gwelet en e gichen Alexandr mest ar bed

O c’houlen digantan petra en deuz ezomm
— Va lezet emezan da zerc’hall va c’horf tomm
Oc’h an heol a virez warnon-me da bara.

Etre an daou zen hont ez euz eur veven greiz
A c’heller da heuilla hag a heuiller e Breiz,
Breiziz a zo eüruz heb kaout arc’hant nag aour.
Nep a zo spered eün, na ve gwech abed paour.

Ne zeuz neblec’h netra na gavont en o bro :
Doue a garont mad, Doue d’ezo a ro
O gwalc’h euz a bep tra ; o gwisk hag o bevans
Evit gwir ne zougont kement a zismegans

Da vadou ar bed-man ha Diogen gwechall,
Hogen ne glevan ket e ve leac’h d’ho zamall
Ma ne fell ket d’ezo kaout diwar goust nep den
Na madou, na danvez, na gwennek, na spillen,


Ma ne fell ket d’ezho nemed dre lealded
Dibri o zamm bara pa vez c’houek gounezet
Arabat ken nebeut klask kemeret o zra
Pe ho gweler raktal oc’h en em zifreta

Savet soun o c’hriben, o skrabat, o redek
Eur gwennek gonezet a dal meur a wennek
Talout a ra ar boan ve klasket e pep leac’h
E ve troet a enep an ti deuz traou d’an neac’h,

Evit kaout eun dra pe gollet, pe laëret
Eur Breizad a iafe d’ar penn all euz ar bed.
Pa vez distro d’ar gear heb gellout kaout e dra
E lavar eur beden, e teu den em westla

D’eur zant anavezet evit digas da goun
Euz an oll draou kollet ’vit diskuill al laëroun
Pe evit dizolei an traou a zo goloet
Gant an diaoulou lostek warnezan azezet.

An dra gollet kavet, Breiziz a vez laouen
Neuze e leverer raktal eun eil beden
Da drugarekaat ar zant pe ar zantez
Ho deuz ho zelaouet gant eur gwir vadelez.

Araok ober pep tra Breiziz a bed Doue
Er meaz hag en o ziez, en noz hag er beure.
Pa stourm eun dra outo e kreiz o labouriou
Gant eur beden nerzuz e trec’hont o sparlou.

Koulz er goanv hag en hanv e vez en o c’herc’hen
Stoup ballin ha lien, ha nebeud a vezer
Ganto e c’houzanvont tom ha ien peb amzer
En o zreid noaz e vez ganto eur boutou prenn,

Leun a golo pe blouz bourret gant torchou foen.
Da zul en em ginklont gant o dillad mezer
Dioc’h ar c’hiz hag ar vro, ruz, glaz, gwen, du pe wer
Ne anavezont ket ar seiz nag ar voulouz

Ne c’houlennont seurt ken nemet beza didrouz.
E Breiz e lavaren pep bro en deuz e c’hiz
Neuz lavar bet gwirroc’h. E pep korn euz a Vreiz
Ez euz e pep parrez a Gastel da Wened

Kalz a gemm etre gwisk ar wazed, ar merc’hed
Lod zo great evelhen ha lod all evel hont.
Du, briket, marellet, e Breiz en em wiskont.

— o —

Araok peur lavaret hag araok distaga
Dioc’h an traou burzuduz hag an traou liou kaëra
Ha deveuz e pep bro Breiziz war pep tachen
Hadet stank gant o gwad evel geot er braden

Ez an a greiz kalon da heulia eun ali
Roet d’in gant eun den mad n’hellan re da veuli
Anavezet a bell dre e feiz, e furnez
Ha gwir Vreizad ouspen leun a zeskadurez.


Eun taol kaër etouez kant eo pell-zo c’hoarvezet.
An hini a laran e Naoned digouezet
Great gant eur Breizad mad hanvet Mikel Marion
Ginidik a Gemper. Ar skrid a zo gwirion.

Anez eun den a skiant ne hellan da henvel
Pegeit e vije c’hoaz choumet an danevel
A garfen me ama displega pen da ben
Kuzet evit an holl dindan eur bern boultren ?

Hen trugarekaat a reomp evit hor bro
Hag evel d’an ouspen kemend a zizolo
Pe ho deuz dizoloet koulz brema ha gwec’hall
Ar pez a zo bet great e Breiz hag e Broc’hall,

Hag e peb korn er bed gant Breiziz hor C’henvroïz.
Euz ludu hon tadou e strink lugern war Vreiz.
Eur stereden nevez en nenvou dispaket
War Gemper Korintin a daolo kalz a sked

Re bell e oa bet a guz ha brema ra baro
Etouez ar stered all dre Vreiz holl tro war dro !
Er bloaz pevarzek-kant-seiz-ha pevar-ugent
(Breiziz kez a iude kemend o gwasket kent)

E tirollaz a bell war hon Bro Breiz-Izel
Tud sternet a strollad da lakat da vervel
An duk Fransez Eilved, tad an dukez Anna
Ha kemend tra droje outan d’en emganna.

Nep ne zave gantho, koulz gouliet koulz beo
A stlejent, a vougent, a lakent d’ar maro,
Hag o madou stlapet a skrab da beb unan
D’ar c’hrisa oc’h Breiziz e roet ar vrasa rann.

Oc’h Marion hon c’henvroad eo goulennet eun deiz
E pe du e troje, gant Bro-C’hall pe gant Breiz
Kemennet oe d’ezan e komzou grons ha krenn
Ma na zilesche Breiz en divije poan benn.

Ne lavaraz eur grik, heb ober van ebet
Ec’h heuillaz evel kent lezen e vestr karet
E lemmaz e gleze, e c’hortozaz kannad
A berz an duk Fransez, araok skei eur Justad

O velet ne sponte, evel tarz ar gurun
E tistrink al luc’hed. Marion bepred rak eeun
A gerze gant e hent daoust ma vele ervad
Oa gwell tec’het abred eged re zivevad.

War gresk ez ea bemdez nerz an dud villiget.
Ar c’helou skign dre ’r vro eo Naoned gourizet
Mall eo mont d’e skoazia. Mikeal chom war var
Lezel a ra e di hag e verc’h keaz a gar

Goullonderi e sac’h, destum c’houec’h ugent den
O sterna kil ha troad hag eul lestr d’ho dougen
Neuze stard e galon dirag ar C’hallaoued
Ez ant a vandennad, e vanniel displeget.

O tremen dre Gemper dizaoun ha difazi
Trompillou en e raok e za d’en em lestri

Ar mor gant an avel ho c’has da Venodet.
Son skiltr an drompillou dre ma ’zeant a glevet

Gant enkleo o tremen, o tisken, o sevel
O vont dre ’n doullennou, a lammou da vervel.
Pa weljont dira-zo linser glaz ar mor don
Displeget, dirouven e tridas o c’halon !


Hag o lestr eveldo euz a lein e wergnou
Beteg hed e liven a skrij war ar wagou
En em zevel a ra ; dre ma c’houez an avel
E koenv stign e c’hoeliou hevel oc’h diouaskel.

E riskl e zaoulamme euz an eil wag d’eben,
E pleg, e troc’h ar mor hevel oc’h eur pengwen.
An dour en dro d’ezan grougronnet gwen ha glaz
A verv, a iou, a darz hag a strink evel leaz.

War e lerc’h a weler gant an heol marellet
eun aër displek ar mor hir roudennet
О vont, a dro, a rez, о trei hag о tistrei
О vransel, о luskel, goude oc’h en em rei.


Al lestr a gerz, a nij, ma e pen ar ster Loër
Setu hen e Naoned. A dro war dro da ger
Eur bagad C’hallaoued e gelc’he eur c’houriz.
En em gavet Marion gantan e Gerneviz.

Hep chom da ehana ar baotred a Gerne
A lamm war vuriou kear da zigeri arne.
Ar wabren en em draill war benn ar C’hallaoued
A strink a bell, a dost gant kurun ha luc’hed.

Tan ruz ha bouloudou, a gas en eur zutal
War o lerc’h ar maro e renkou tud Bro-C’hall
Evel en eur parkat e weler ar pennou
Gant an avel hedro stoket a rengennou

En dro da gaer Naoned bagad ar C’hallaoued
A veler o plega, o soubla hed a hed.
Falc’het a renkadou, o koueza bern war vern.
Beac’h zo, freuz ha dillad, kik, kroc’hen hag eskern

A zisklop a bastel, ar gwad a red er prad
Evel dour euz eul lenn eno doun a boullad
Ar C’hallaoued a giz, n’int ket evit herzel
Oc’h an taoliou a gouez dioc’h paotred Breiz-Izel.

— Saillomp brema warno eme Vikeal d’e dud
Diskennomp en dachen hag en eur zerc’hel iud
Dizamant, didruez, muntromp-hi, bugale,
Stardomp hon c’halonou, ha redomp hep dale.

Arthur n’eo ket maro d’emp ni, va C’herneviz.
Ar C’hallaoued a derc’h ! ra varvont holl e Breiz. »
N’en doa peurlavaret m’ho gweljat er grec’hen
O c’houec’h-ugent hepken, hag e penn e vanden

Mikeal evel eul leon o redek a benn herr
Gant e zaou zorn krog stard en e gleze pouner
O terc’hel a nerz korf e kreiz ar C’hallaoued
O flastra, o vuntra, o toulla hed a hed

Evel eur voger veo e klever en o raok
O strakal dir ha dent, klezeier o terri,
E veler dre ’n hanter pennou o tigeri.

Izili o krena, korvou oc’h horjellat
Hag an dud o koueza vel kazarc’h a buillad.
Ar prad zo goloet a c’hoad a dud varo
En e zouez astennet mar zeuz Breiziz maro

Ar re all en ho zao evel mein-benerez
Diazez vel moger a wel gant levenez
O tec’het dira-zo o holl enebourien.
Ar re o deuz stourmet a zo marv mik ha ien

Setu en deiz kenta, kenta stourmet Breiziz
Digoret hep distak bemdez epad daou viz
Epad daou viz bemdez en draill hag en emgan,
Ar C’hallaoued e Breiz n’ hellent kaout o alan

Nag en deiz nag an noz, pa gredent Marion pell
Evel eul luc’heden pe eur barrad avel

Her c’hlevet en eun taol gant eun dourni ifern
O pilad dirazan Gallaoued bern war vern.

Bepred er renk kenta Mikeal hag e vanden
E peb leac’h a veze o stourm, o terc’hel penn
O rei beac’h, o starda, o waska, da vervel
Hag o klask d’an alar e ero dibeskel.

Tizet en e galoun pa goueze eur Breizad
Kerneviz e kounnar a zaille a vagad
A flastre, a vuntre ouspen kant en e leac’h
War gein ar C’hallaoued e veze neuze beac’h.

Pep krogad e tizent, bemdez o deze lamm
Pa velet Kerneviz nep na veze ket kamm
Ma n’em deveze c’hoant da c’hounit re e gerc’h
A dec’he, a rede, hep sellet war e lerc’h.

Ar C’hallaoued n’hellent en en voaza diouto ;
Al lestr a gasaz di Kerneviz ouz o bro
Ho skoaziaz dioc’h e du, a falc’haz hed-da-hed
Gant e voulou kanol renkajou Gallaoued,

Ken a oe war an dour evel eur zil toullet
E-kreiz sked ha moged bete ’r zol goueledet.
O welet ne harzent, e skuizaz tud Bro-C’hall.
E penn e Gerneviz ’vel e batron gwechall

Arc’hel braz an Nenvou gant e gleze skeduz
Araok an elez vad chomet e ti Jezuz
A strinkaz en Ifern an holl zrouk-sperejou
En em zavet dre rok a-eneb o Aotrou,

Mikeal euz a Gemper a gasaz dioc’h Naoned
Ar strollad tud estren o doa hi gourizet.
Dioc’h Naoned ez ejont bronduet, goloet a vez
Evel gedoun aounik d’ar red, eur mintinvez.


O lezel war ho lerc’h merkou war beb tachen
O doa kavet e Breiz paotred d’ho diarben.
Na piou oant ? Kerneviz marvet gwitibunan
Heb beza gweach ebed argilet en emgan.

Mikeal Marion hepken en doe al levenez
Da welet kear Naoned tennet euz he enkrez
Da welet ziabell ar C’hallaoued direiz
Dre ’r riboulou a gavent o tec’het euz a Vreiz.

Da welet Breiz e vro tennet er meaz a gaon
Pa ’z eaz e ene kaër a nij eeun d’an Neon.
O kredi, (na perag ?) dre e daol burzuduz
Ec’h helje war e lerc’h Breiziz beza eüruz.

Ar greden-ze en doa frealzet e galon,
E varvaz laouennoc’h evit e vro Marion
Koulskoude ouie mad e leze war e lerc’h
Eur verc’h keaz a garie, heb skoazel nag he berc’h.

Eur werc’h ne divije eleac’h e holl zanvez
Kaset gantan d’ar bern nemet poan hag enkrez.
N’en doa ket marc’hateat da rei e c’hoad, e vuez
Evit e vro karet, evit an duk Fransez.

N’oa ket choumet war vor evit boulc’ha, koaza,
Frita e holl vadou bete ’n tam diveza
Da sterna, da veva, da baëa Kerneviz
Eat d’e eul da Naoned da vervel evit Breiz.

Ha ne dle ket beza gant Breiziz holl meulet
Eun taol a zo ker kaër na ve kaëroc’h kavet ?
Eur guchen vihan a dud, hogen braz a galoun
O vont euz a Gemper hep kaout morc’hed nag aoun

Euz o enebourien ; goude gwitibunan
En eur drec’hi bemdez, o vervel en emgan
Kerneviz o stourmi eneb ar C’hallaoued
A dal an tri c’hant Spart ken brudet dre ar bed.


Da veza dalc’het penn beteg an diveza
Oc’h eur mor a wazed dirollet d’ho laza.
Breiziz a ziskennaz bemdez war ar braden,
Ar Sparted a stourmaz diwar gern eun dorgen.

Ar re ma oe tri c’hant ha Breiziz c’houec’h ugent
Ar re ma oe trec’het, hor c’henvroiz ne oent.
Kerkoulz a Leonidaz oa Marion, ma n’oa gwell
Hennez a oa Roue ha ganet a ouen huel.

Heman evel Kunvall, bourc’hiz mad ha dister,
Eleac’h choum en e gear pa c’helle dibreder,
A roaz korf ha madou d’e vro, d’e vestr karet
Hep klask sked na gedal beza gant den meulet !

Abaoue ma zeo maro, ankounac’het siouaz,
N’en deuz bet brud ebed bete brema biskoaz,
Koulskoude ez eo mall lakat da dregerni
An henkleo dre Vreiz holl, dre Gerne, d’e veuli.

Ha dre Gemper ivez, eno eo bet ganet
An den ma kalounek a zigelc’haz Naoned.
Ma vije va mouez kre, (siouaz d’in eo toc’hor),
E pep korn euz a Vreiz, er menez, en arvor,

Ec’h embanfen d’an holl hano Mikeal Marion
En eur lavaret huel : evel hema gwirion
Breiziz karomp hon Bro, marvomp kent he dinac’h
Ne deuz he fav er bed, e Bro-C’hall, e nep leac’h.

Hogen pa ne hellan he veuli ’vel m’eo red
Pa n’oun nemed henkleo eur Breizad a spered
Ra zeuio war va lerc’h eun den a skiant gwiziek
Da zevel bet en oabr hor c’henvroad kalonek.

D’hen rei d’an holl da skouer hen hag e Gerneviz.
Oc’h ober o skeuden da dol eur sked war Breiz,
Heb tenna warnezhi drou-ranz ar C’hallaoued,
Oc’h pere pell amzer hon euz bet enebet.

Brema, an holl her goar, omp amezeien vad
Daoust m’ho deuz hon gwasket. Er bed netra ne bad.
Pep tra deu d’he amzer evel m’em euz laret
An hanv goude ar goanv, goude klenved iec’hed.
Hag ar maro war lerc’h, da grenna, da derri.
Liammou fall ha mad, mignounach, kasouni.

GAB MILIN.

  1. Araok mervel, ar barz Per Pronost, Doue d’e bardono, en doa testamantet al labour-ma d’hor c’helaouen. Bet en doa anezan digant an Aot. Koronal Bourgeois, maro ive siwaz, pehini en doa prenet anezan pell-zo digant intanvez Milin.
  2. pays de Galles