Mont d’an endalc’had

Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/I

Eus Wikimammenn






MESTR PIERRÈS,

PE

DEN GUIZIEC AR BOURG.


————
ANTRETIENOU VAR AR SYSTEM METRIC.




CHABISTR QENTA.
Demeus an necessite eus a eur Poez hac eus a eur Muzur ingal.


Mestr Pierrès, qenderv da Simon a Vontroulez, a garrie meurbet ar bourmenadennou var ar meaz. Un deiz, o veza tremenet dre Blouganou, Sant-Yan, hac en em gavet e Lanneur, deiz audianç ar Barner a Beoc’h, e yas d’an audianç, rac un nebeut e voa curius evel Simon. Daou ozac’h a voa eno o chicana var gontenanç leal ar muzur en devoa servichet da vuzuri o hed. Unan a lavare e voa re vian, eguile a soutene e voa re vras.

Digassit din ar muzur, eme ar Barner, evit ma anavezin e reizidiguez, ha ma rin constati e gonformite en oll.

Hac an daou chicaner o tigas qerqent ur muzur ancien.

— N’en deo qet se ur muzur, eme ar Barner.

— Mes, na anavezomp hini all ebet : ho tecalitrou, ho kilogrammou, piou a voar se ? qementse hon ambrouill.

— Ha pepini, trompler pe dromplet, en em expos, eveldoc’h, da brocejou ; dre ne zeus nemet ur justiç, ne ell beza nemet ur poez hac ur muzur ; an urz vad hac ar peoc’h a zepant ouz se.

— Neuze eta, petra a zecidit-u var se ? eme ar prener.

— Eleal, va mignon, evit nonpas beza goulennet implich ar muzur leal, e zoc’h privet a recours enep ar güerzer, pehini, euz e gostez, a vezo condaonet evit beza en em servichet demeus ar muzuriou ancien, faus ha difennet. [1]

— Evit neuze, eme an daou gliant, e zeo collet ar c’hommerç.

— Petra a ententit-u dre guementse, a replicas ar Barner ?

— Eleal, ne vezo mui possubl demp combina an differanç deus an eil muzur d’eben, ar pez a rê hor profit.

— Profit difennet, sourcen a flauderez, eme ar Barner. Ar muzuriou ancien a zo difennet, abalamour ma zint faus, a lavaràn dêc’h ; ar modelou a zo distrujet, tost da anter-cant vloas so ; e maint ermès ar güir, hac an dra a represantont, a zo ur gaou ; ho combinesonou hac ho comparêsonou ne dint mad nemet da drompla pe da fripona.

En eur sortial, an daou ozac’h a lavare etrezo : Penos ec’h ellimp-ni biqen, d’hon oad, compren un dra benac er pez a c’halvont deca, hecto, kilo, litr, ar, metr, stèr ? An draze a dorro hor penn.

— Ha gouscoude calz ezetoc’h eguet ho combinesonou a vuzuriou, pere a chench demeus an eil andret d’eguile, eme mestr Pierrès dezo, pehini o heuille a dost.

— Hac e foeltrfemp hor pennou diouz ar voguer, emezo, ne voezimp qet muioc’h.

— Concev a ràn, va mignonet, ne garer qet desqi ar pez a gontroli ac’hanomp.

— Hac ar pez hon ampech da ober hor c’hommerç, emezo.

— Eur c’hommerç caer, eleal ! gruji an eil hac eguile ; mes caer ho pezo ober, ul lezen nevez zo bet rentet er 4 eus a vis Gouere 1837, [2] hac ho forço da zesqi ar system metric nevez.

— System metric ! Petra ar jibet eo an dra-ze ?

— M’en em garg d’en ezplica dêc’h en ur c’hart-heur, mar qerit antren en hostaleri dosta, e pelec’h e paein dêc’h ul litr.

E lec’h ul litr, an hostis a zervichas ur voutaillad ; mes mestr Pierrès a refusas : An droajou a baeer en litr, hac e zeo en litr e fell din e ve muzuret va güin ; ho poutaillou a drompl an daoulagad a zigorit qer bras evit receo va arc’hant, emezàn d’an hostis.

— N’eus netra a justoc’h, eme an daou Vreiziad ; pa zeo leal ar muzur, ne zeus mui nemet d’en em entent var ar pris.

— Mad, a replicas mestr Pierrès dezo ; mes evit ma vezo evelse, arabat eo caout nemet ar re goarantisset gant al lezen ; ret eo, er pez a gavit just ha commod evidoc’h, a vez ivez evit an oll.

Qementse lavaret, e tiscargjot ar güin, ha pa o devoe evet ar banne qenta, e pedjont mestr Pierrès d’o laqat da gompren ar pez a ententet dre system metric, ingaldet, lealdet a vuzuriou hac a boeziou, hac eus an oll nevezentiou-ze eus a Baris, e pere na ententer netra.

— Ne gredit qet, va mignonet, penos ingaldet ar poeziou hac ar muzuriou a vez un dra nevez en Franç ; ha penos, pell da vrouilla ar c’harculiou, en em gargàn, me va-unan, da zisqeul dêc’h goude e rentont anezo semploc’h.

— Expliqit se demp, ni ho ped.

Amâ mestr Pierrès a gontas dê penos d’ar c’houlz ma commande ar Romanet ar bed oll, muioc’h dre nerz o rêson eguet dre hini an armou, ne voa nemet ur muzur hac ur poez. Se a badas pell-amzer e Franç ; mes pa na anavezas mui an autrone vras autorite ar roue, ar bobl a voe hep protection ; ar pennou bras a eure ar muzuriou d’o c’his, brassoc’h evit receo, biannoc’h evit güerza : beza voe eus a qenlies seurt evel a voa a guestel hac a guæriou. An dizurz-se a rente an echench goal dies, ha danjerus memes evit ar re ne anavezent qet ervad ar rapportchou o devoa etreze : contribui a rejont pell-amzer da zispartia ar brovinçou, ha da ampech commerç madou an douar hac an oll varc’hadourezou all.

— Gouzout a reomp se ervad, eme unan eus an daou varc’hadour.

— Hac e profitec’h eus a se ?

— Ar c’hommerç e voa.

— Credi a rit-u henvel commerç, an traficou mezus-se, ganet eus an dizurzou bras a zizunvan ar Franç ! Ar c’hommerç, va mignonet, a zo un dra gaer ha nopl, pehini a antretien ar garantez hac a dost hac a bell, hac a dlefe beza grêt gant an oll lealdet dign demeus a ur güir Breiziad. An honestis eo ene ar c’hommerç, hac ar güella tout evit ober fortun direbech etre tud afêçon.

— Rêson oc’h eus sur ; mes, gouscoude, pa vet fin.....

— Penos, va mignon ?

— Eleal, e clasqer trapout ar re n’int qet fin avoalc’h.

— Qementse zo fall ; trompler pe tromplet, en em disfier an eil ouz eguile, en em gassaer, pa dlefet beva e peoc’h ; rac al lealdet eo ar peoc’h, beza eo ar gontantamant ; ar profit leal eo a ra ma cousqer êzet var bep scouarn. Beza e voe eta ur sonjeson gaer eus a bers an assamble constituant, da laqat fin d’an dizurzou-ze a rene en instrumanchou ar c’hommerç, pere a c’houlen ar justa ingalder, ar brassa sempldet hac ar brassa lealdet.



  1. Articl 424 eus ar C’hod Pénal.
  2. Al lezen-se en em gav e fin al levr.