Mont d’an endalc’had

Merc’hed Caudan

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 142-144)



MERC’HED CAUDAN
____


Selaouet hol, hac a clewfet
Eur zôn a newez gomposet ;
Eur zôn a newez gomposet,
Da vetc’hed Caudan ez eo grêt.

A zo grêt da verc’hed Caudan,
’Ia gant leaz dous d’ann Oriant ;
E-mant eno a ru da ru :
— Dimezell, ha leas ho pô-c’hu ?

Goerzet eo al leas a-la-fin,
Et eo ar merc’hed d’efa gwin :
Eun escod gwin ho deus efet, ’
Arc’hant da baëa n’ho deus ket.

Pa ’c’h a ’r verc’h-henan d’he sacodou,
Na gave diner nemed daou :
Ar merc’hed comans da oelo,
Hac ann hostiz d’ho diwisko.

Hac ar manac’h a zeu en ti :
— Merc’hed Caudan, petra faot d’ac’h-c’hui ?
— Eun escod gwin ho deus efet,
Arc’hant da baëa n’ho deus ket.

Hac ar manac’h a ieas d’he zac’h,
Paeo ’n escod, ha paeo iac’h.
Eur guele-noz oa ’n tal ann tan,
Lec’h m’hen eus grêt tri mab bihan.

— Heman vô roue, eun-all pab,
Eun all vô henvel euz he dad.
Ar merc’hed a zo gwillioudet,
D’ann hospital ez int casset.

D’ann ti public eo êt ar merc’hed,
Da lavaret d’ar soudarded :
— Arruët kement ma carfet,
Aman hol vefet servijet !


Mar fell d’ac’h-chui breman clewet
Piou ’n eus ar zon-ma composet,
Eo eur vandenn kemenerrienn,
O wriad indan eun derwenn ;

Faot n’ho doa leaz d’ho merenn,
Rac n’ ho doa bet nemed soubenn.
Merc’hed coant Caudan a fache,
O clewet canan ar zon-me.

Bezet drouc gant neb a garo,
Grêt eo ar zon, canet vezo,
Scrivet,eo d’imb war baper gwenn,
Ni hi c’hano, war bouez hon penn.


Canet gant Perrine Jorgelin.


____________