Mont d’an endalc’had

Marc’had an amourousted

Eus Wikimammenn



MARC’HAD ANN AMOUROUSTED
____


Comz aliès oc’h eus clewet
   Dimeuz an amourousted !
Eramtira, dariraineu !

Me garje cât deuz anezhan
   Daou liarded da brenan.

Me ’m oa bet daou liardet dec’h,
   N’oa ket hirroc’h wit ma brec’h !

Ha me ’vont gant-han war-ar-mès,
   O c’hober peder vestrès.

Na diou anez-he a oa coant,
   Ha diou all defoa arc’hant ;

Ann diou oa coant a blije d’in,
   Ann diou all oa dizoursi.


Lamoute. — Paimpol.

______________