Marc’h an aotrou n’Eskop

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1913  (p. 37-40)



MARC’H an aotrou ’n Eskop


Abred, abred, diouz ar mintin (e miz ebrel a gav d’in edot) e oa var an hent bras a gase da eur gêrig koant euz an tu all d’ar Frans, eun tam kariolen goz, evel a vez gant pôtred ar gomedi ; dies oa gouzout pe hi a jome en he sav, pe hi a yea var araok ; ar marc’hig kêz, a oa stag outi, a daole a veac’h an eil troad araok egile. Ar loan paour a ioa bet gwenn gwechall, mes evit breman e vleo hag e reun a ioa e liou ar boultren, ha druilhet evel ar stoup a vez gant ar bôtred vihan da lakât en o sifoc’hellou. Mestr ar voetur, pôtr ar gomedi, a oa o vale e kichen e varc’h hag her sikoure gwella ma c’helle ; bunta a rea var ar morzolerou, ha bep an amzer e lavare : « Allo ! Koko, kouraj ; emaomp tost. » Koko a gleve, kredabl, rag ficha a rea e ziskouarn, mes avat ne astenne ket e gammejou ; anat oa ne d’aje mui a bell. Jakob, pôtr ar gomedi a wele an dra-ze re vat, ha tenval oa e benn.

Ar vintinvez a oa kaër dudius ; al laboused a dride hag a gane o fedennou diouz ar mintin ; ar gliz a luie evel mein presius gant an heol a oa o tispaka e lagad du-hont, e bord an oabl alaouret ; Job ne gleve ha ne wele netra nemed e varc’h ; sonjal a rea marteze p’en divije bet enn tam boued e c’hellfe mont adarre beteg ar gear dosta ; bunta a reas var ar rod, da zikour ar marc’h da vont da vord an hent hag e chomas a zav ; n’en devoa ket a ezom da lavaret oh ! Koko a jomas krenn a zav ive, hag e krene var e dreid, evel eur bern delliou. Neuze oue klevet mouez eur vaouez o krial diouz ar voetur : « Petra ’zo, Jakob ? » : « Koko ne c’hell mui bale, chom a rankomp a zav aman. » Kerkent daou bôtr bihan a lammas er meaz ; edont o tont diouz o gwele, kredabl, rag diarc’hen oant ha diskabel ; n’oa en dro d’ezo nemed eun tam bragou berr hag eur jileten barrennet ruz ha du ; doare o devoa da gaout unan daouzek vloaz, egile eiz pe nao ; o daou e sikourent o zad da zisterna ar marc’h ha gant o daouarnigou e flourent anezan en eur lavaret : « Koko baour, Koko geaz, skuiz out, n’eo ket ’ta ; bremaïk ez po boued ha goude ni valeo sell, ha ne vi ket skuiz mui. ».

Anet oa e karent kalz Koko ; henman pa oa distag a reas eur gammed pe ziou hag a c’hourvezas a stog e gorf er fos ; Jakob a gemeras eun tamm falz koz hag a lammas var ar c’hleuz da welet e pe leac’h e kavje melchen ; an holl a oar an dud keiz-ze n’o deus na park na prat, hag evito kement a zo er mêz a zo boutin ; evit doare ne renkas ket mont a bell ; dont a reas en dro dizale, eur gazeliad velchen tener gantan ; mes ar marc’hig paour ne reas van ebed outo pa oent taolet en e gichen ; kaër o devoa ar bôtred frota anezo d’ezan ouz e c’hinou, ne esea ket o dibri ; en eun taol kont e reas eur fringaden ; dibrada a reas e benn diou pe deir gwech ha goudeze ne finvas mui ; maro oa. Jakob pa her gwelas, reud e bevar ibil en ear a lavaras gant eur vouez glac’harus : « Allo, breman avat emaomp kempenn ganti ; maro Koko, ha gwenneg ebed da brena eun all ! » Ar vaouez a zirollas da grial fors, hag an daou bôtrig ne ouient ket c’hoaz petra oa ar maro a zalc’he da frota al loan paour ha da ginnig melchen d’ezan.

Abenn eun tachad, ar mestr a lavaras : « Gwella hon deus da ober eo mont d’ar gear dosta da glask eur c’higer ; marteze e preno da vihana ar c’hroc’hen, hag hon devezo eur gwenneg bennak da gaout bara. » An daou vugel a gomprenaz neuze hag a en em lakeas da ouela ha da zifronkal ma oa eun druez o c’hlevet ; o zad ne jomas ket da dorta ; kregi a reas en o daouarn hag e chachas anezo gantan ha iao varzu kear, hag ar vam varlerc’h en eur ouela atao. Abenn eun anter heur vale e weljont eun tachad ac’hano, daou dour ; an daou bôtr a laoskas eur youc’haden hag en eur sklakal o daouarn e leverjont : « Sell, tad, daou dour ! aze ez euz eun eskop, n’eo ket ’ta tad. » Kustum awalc’h e oant da vale bro hag e ouient e vez peurliesa daou dour var an ilizou, el leac’h ma veze eun eskop.

Pa errujont e kear e oa nebeut a dud var zao ; mintin oa c’hoaz ; eur plac’h bennak o vont da ober he marc’had, ha neuze tudigou paour, tud mac’haniet, bugale a welet o tont sioulik gant bord ar ruiou, hag holl ez eant varzu an iliz ! : « Sell ’ta, eme Jacob, da beleac’h ez a ar re-man da vihana ; doare o deus da veza holl ker paour ha ni. » Edont o vont da dremen eur vaouez koz a iea en eur jilgammat harpet var he baz ; en eur vont ebiou d’ezi maouez Jacob a c’houlennas outi da beleac’h ez ea ker mintin-ze. An hini goz a zavas he fenn da zellet outi hag a respontas souezet maro : « Maouez keaz, c’houi n’oc’h ket ac’halen sur aoualc’h pa ne ouezoc’h ket ema peorien kear holl o vont da lavaret kevavô d’an Aotrou ’n Eskop ; sellit hennez eo tad ar beorien ; ar pez a zo d’ezan a zo d’eomp-ni ivez, ha bep bloaz en dervez ma tiblaz evit ober tro e eskopti e teuomp da reketi d’ezan eur veach vat ! »

Erruet oant dirag an iliz-veur ; adalek ar porched beteg anter ar blasen e oa eur renkad peorien, hag a en em zalc’he sioul hag en eun doare dereat. An hini goz a en em lakeas el lost, ha Jakob hag e dud a jomas eun tammik adrenv. En eun taol dor an iliz a zigoras ; eur vanden veleien a deuas er porched, ha var o lerc’h an Aotrou ’n Eskop a ziskennas beteg traon an deleziou, hag en eur ziskenn e lavare en eur vousc’hoarzin : « Asa, va bugale, deut oc’h adarre ’ta, da lavaret kenavo d’ho tad ; kontant bras oun avat d’ho kwelet ! » Ha neuze ez ea penn da benn ar renkad, e lavare eur gomz ouz peb hini, e roe d’ezan e vennoz ; eur mevel hen heulie, eur yalc’h gantan ; an eskop a gemere ebarz eur gwenneg bennak hag a roe da bep hini deuz e ezom, rag o anaout a rea holl ; digouezet e kichen an hini goz a ioa chomet e lost ar renkad e lavaras : « Sell ’ta Perrin, c’houi ho peuz gellet dont ivez ! » « Oh ! Aotrou ’n Eskop, anat eo d’eoc’h avat me a vije deuet ; ha neuze sellit, eur gefridi am boa c’hoant da rei d’eoc’h. » An eskop a vousc’hoarzas en eur c’houlenn : « Petra eo ’ta, Perrin ? »

— : « Va Doue, Aotrou ’n Eskop, c’houi oar, Janned, va c’hoar yaouanka a zo dimezet du-hont er meneziou ; c’houi a zo o vont varzu eno, hag em euz c’hoant e rafec’h va gourc’hemennou d’ezi ha neuze e rofoc’h d’ezi an aluzen ho poa sonj da rei d’in-me, rag klevet am eus eo maro he bioc’h, ha c’houi oar n’eo ket pinvidik nemed e bugaligou ! »

— : « Ya ! Ya ! Perrin, sonj am bezo, bezit dizoursi ! » Epad ar gaozeaden ze, Jakob a zelaoue, ha pa glevas hano euz ar vioc’h e teuas da zonj d’ezan d’eus e varc’h ; en em lakât a reas er renk e kichen Perrin goz hag e tiviske e gasketen. An Aotrou ’n Eskop a reas eur sell outan hag a lavaras « C’houi va den mat, n’oc’h ket d’euz kear, sur awalc’h ! »

— « Nan, avat, Aotrou person ! » ha Jakob en eun halanad da gonta e histor hag hini e varc’h. Ar wreg hag ar vugale a dosteas ive ha dre ma komze an tad e teue an daelou puilh en o daoulagad. An Aotrou ’n Eskop p’en devoue selaouet penn da benn ar c’homedian a lavaras : « Deuit ganen, ma komzimp eun tachad ! » hag e lavaras eur ger bennak d’e vevel a yeas kuit dioc’htu. Neuze ez eas en dro varzu an iliz, var e lerc’h Jakob hag e dad. Digouezet er porched ez eas en eur gamprik vihan hag ec’h azezas en eur gador vras e kreiz ar gampr ; ar sakrist a oa chomet e kichen an or a c’hrozmole :

« Allo ! bremaîk oa ar beorien, breman ar gomedianed ; diouall mat a c’hellan avat ! » An Eskop a ziskouezas d’ezan serri an or ha mont kuit hag e c’houlennas ouz Jacob ha gouzout a rea e bater hag he lavaret a rea awechou : « Oh ! ya ! pa oan bihan avat, e ouien va fater ; mes breman, c’houi wel, n’em bevez ket a amzer ! — : « Allo ! gwelomp, grit sin ar groaz ha livirit ho Pater noster ! »

Jakob a skrabas e benn hag a zrulhas eun tam sin ar groaz ; e wreg diouz an adrenv a lavaras d’ezan en e skouarn Pater noster qui es in cælis ; e feac’h avat, Jakob p’en devoa kavet penn an neuden a lavaras e bater braoïk awalc’h ; pa oa echu gantan oa hardiseat hag e lavaras : « Mar kirit e livirin e galleg ive ! »

— « Awalc’h eo, eme an Eskop ». Neuze e c’houlennas katekiz ouz ar vugale ; gouzout a reant ; unan anezo en devoa grêt e bask kenta, hag egile a ioa ken habil hag e vreur. Ar vamm he devoa tennet euz he godel eun tam chapeled koz ha ne c’houlenne ket gwell eget kommans d’hen lavaret evit diskouez e oa ken desket pe zesketoc’h zoken eget ar re all. An Aotrou ’n Eskop eun tachad a oa a zelaoue ha ne glevje ket eun trouz bennag er meaz ; en eun taol e oue klevet trouz eur marc’h o vale ; an Eskop a zavas da vont er meaz, hag an holl d’e heul. Pa errujont er porched, ar veleien à ioa eno c’hoaz. E traon an deleziou mevel an Eskop a zalc’he dre ar westegn eur marc’h yell, faro ha lart. An Aotrou ’n Eskop, oc’h hen diskouez da Jakob a c’houlennas : « Henman ar marc’h-man a vefe diouz ho toare ? » — : « Oh, Aotrou person, eme ar c’homedian, m’am bije unan evel hennez, sur ! »

— « Mat, kemerit anezan, va mab, ha bezit atao honest ha kristen. »

Jakob, kement a lorc’h a ioa ennan ne ouie ket petra rea. Kregi a reas e gwestegn ar marc’h ; hag ac’hano, mar gouie, heb sonjal zoken lavaret bennoz Doue. Ar bôtred vihan a drote e kichen o marc’h nevez en eur zellet outan gant souez ha dudi ; biskoaz n’o devoa gwelet eur marc’h ken brao : Eat eun tachad, o zad a grogas e fons o bragez an eil goude egile hag a daolas anezo var gein ar marc’h ; neuze an daou bôtrik a deuas da zonj d’ezo deus ar pez en devoa ankounac’heat o zad, hag o sevel o daouarn en ear e leverjont a bouez penn « merci Aotrou ’n Eskop !» Ar vamm a deue varlerc’h en eur rodal evel eur rouanez a zizroas neuze ivez hag a reas eur reverans beteg an douar en eur lavaret : « Doue ho paeo ! »

An Aotrou ’n Eskop a c’hoarze hag antronoz ez eas da ober tro e eskopti var e droad ; d’e vevel a en em glemme abalamour : ma ranke bale e lavaras : Allo ! Allo ! Ephrem, gwella louzou a zo ouz ar rem, eo bale ha c’houezi heb klem ! »

M.-A. Abgrall.