Mab ar bourew

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mab ar bourew (Duhamel).

1890  (Levrenn I, p. 320-324)



MAB AR BOUREW
____


   Eun den iaouanc deuz a Baris,
’Deût da Landréger da vourc’his,

   Hen eus choazet da vestrès ker
Brawa plac’h iaouanc ’zo en kêr,

   A vadou hac a galite,
Brawa plac’h iaouanc ’zo er c’hê.

   Ann den iaouanc a c’houlenne
Deuz he vestrès, p’hi zalude :

   — Ma mestrès kêr, d’in leveret,
Pegoulz e vefomp dimezet ?

   — Ze na glewfet ket, ’wit fete,
Ken ouïn doare ho ligne.

   — Mar peus calz a c’hoant d’hen clewet,
Doare ma ligne a ouifet.

   Et da gaout eun orolacher
Pini a zo aze, en kêr ;

   Pini a zo aze en kêr,
Hennès anve, neï en antier.

   Ar vourc’hizès a vonjoure,
’N ti ’n orolacher p’arrue :

   — Debonjour d’ac’h, orolacher !
Doare ’r parizian, ’zo en kêr.


   — Ar Parizian ’zo en kêr
C’hall beza douget en litier,

   Hennès ’n eus diou a c’hoerezed,
A ve en carrons pourmenet ;

   A ve en carrons pourmenet,
Ha c’hui, bourc’hizès, na vec’h ket.

   — Mar anzavit ar wirione,
Me roïo d’ac’h cant scoed leuve.

   — Mar fell d’ac’h goüd ar wirione,
Mab bourrew ann Naonet hec’h ê.

   Hennès c’hone arc’hant digoïo ?
O voustra war an diouscoaïo ;

   Hac ho vamm ’zo ragacherès,
’N marc’had ar pour hac ar panès ;

   ’N marc’had ar pour hac ar panès,
War ar ruiou o werza lès ;

   Hac ar vantel ’zo war he chouc,
Mantel al laer ’zo deuz ar groug.

   Ar Parizian a c’houlenne
Deuz ho vestrès, p’hi zalude :

   — Ma mestrès ker, d’in leveret
Petra ’zo bet d’ac’h-hu lâret ?

   — Lâret ’n eus d’in ’n orolacher
Glejec’h bea douget en litier ;

   Penos peus diou a c’hoerezed
Pere ve en carrons douget ;

   Pere ve en carrous douget.
Hu me, bourc’hizès, na ven ket,

   C’hoaz hen eus d’in lavaret mad
C’h eo bourrew ann Naonet ho tad ;

   Hac ho mamm ’zo ragacherès
’N marc’had ar pour hac ar panès ;

   ’N marc’had ar pour hac ar panès,
War ar ruiou o werza lès ;

   Hac ar vantel ’zo war he chouc,
Hini al laer ’zo deuz ar groug.

   — Ma mestrès ker, mar am c’haret,
Ruban zei glaz d’in a rofet ;


   Ruban zeï glaz, ru moug ha gwenn,
Mad da derc’hel ma bleo melenn.

   — Eur lass canab gafan ’ve mad,
’Wit bourrew Naonet, eo da dad !

   — Me bromet d’ann orolacher
’M ô he vuhe, kent mont deuz kér !

   — ’N orolacher n’ ô drouc a-bed :
Gant tud ar ru am eus clewet ;

   Gant tud ar ru am eus clewet :
Rac-se kit ’n ho bro, pa garfet.


______________