Mont d’an endalc’had

Ma biniou !

Eus Wikimammenn
Arvorig, 1914  (p. 47-48)



MA BINIOU !
————

\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative g' {
        \clef treble
        \key g \major
        \time 2/4
        %\partial 8*1
        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        %\tempo \markup {Allegro}
        \stemUp r4 r8 g | c b a b | c4 r8 g | c b a b | \break
        c4. r16 d | d8. c16 d8. e16 | d4. e8 | d c b a | \break
        g r g4 | a8 c b d | c4 \bar "||" g8 c \break
        c4 d8 [c16 b] | a8 d16 d d8 e | d4 g,8 c | c4 d8 [c16 b] | \break
        a8 c16 d c8 a | g2^\fermata  \bar "||"  a8 b c a | g2^\fermata \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
      \override LyricText #'font-shape = #'italic
      Me eo Yann an e -- bad
      A -- na -- vet dre ar vro
      Ouz trouz e vo -- tou koat
      Hag e zac’h bi -- ni -- o.
      Hag e zac’h bi -- ni -- o.
      O youp, youp, ge ma -- lu -- ret,
      Di gue dig lan lei,
      O youp, youp, ge ma -- lu -- ret,
      Di gue dig lan la,
      Di gue dig lan la.
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
    line-width = #140
    % ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}


1.

Me eo Yann an ebad
Anavet dre ar vro
Ouz trouz e votou koat
Hag e zac’h binio. (bis.)

Diskan

O youp, youp, ge maluret,
Di gue dig lan lei !
O youp, youp, ge maluret,
Di gue dig lan la !

2.

Ma c’harg a zo uhel,
Daoust ma seblant dister ;
War douar Breiz Izel,
N’eus ket gwelloc’h micher !

3.

Evel ar gwall-amzer,
Me ’n em gav e pep lec’h,
Ha pa wel ma zac’h lêr,
Ar velkoni a dec’h…

4.

Enebour an anken,
Bourev an nec’hamant,
Karet on el lochen
Vel er palez arc’hant.

5.

« Setu Yann an ebad,
« Digoromp ha raktal ;
« Vit eur banac’h jistr mad,
« Hen a rei d’imp tridal. »


6.

En ebad, en dansou,
Me ve er penn kentan ;
Heb-on e ve kanvou
En eurejou kaeran !

7.

O son eur jabadao
Ma zad a oa maro,
Me renk bean war zao,
Pa dosto an Ankou.

8.

Ha pa vo ’us d’am fenn
Gwintret e falc’h digar,
Primoc’h evit eun tenn,
Me lampo en e garr…

9.

Ma baz war ar marc’h koz,
Ha dao gant an henchou,
Trezek ar Baradoz,
Ouz sôn ma biniou.

10.

« Dek eur eo ’me zant Per,
« Setu trên Breiz-Izel ;
« Anavout a ran skler
« Mouez sklintin e c’houitel.

11.

Neuze krogo ar varn,
Hep mar, kri ha garo,
Me stouvo ma diouskouarn
Hag em zac’h a c’houeo.

12.

O klevet ton breizad
Er bed all o tistôn,
Sent ma bro, leun a Stad,
A bedo evidon.

13.

— Deut neuze ’me Jezus,
Kemeret eur gador,
Start e kavan reüs
Sonerien an Arvor… !

O youp, youp, ge maluret,
Di gue dig tran lei !
O youp, youp, ge maluret,
Di gue dig tran la !

Koulmig Arvor