Ma Zi Bihan

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 45-50)



Ma zi bihan
————
D’am zud karet.


WAR DON : Ar Bempoulezen.


’N eun draouiennig dispar, dudius,
En disheol eun derven uhel,
’Touez ar glazur, ar bleuniou melus,
’Lec’h ma richan an durzunel,

Distro ha sioulik,
War lez eur wazig,

Ma zi hihan a zav dereat,
Hanter-guzet ’touez ar c’hoad gwer ;
Bemde d’ezan, gant pok an de mat,
An heol ’ro e gentan sklerder.

Tridal ’ra ma c’halon o welet
E vogeriou skler ha laouen,
E brenestou ken brao kurunet
Gant deliou glas eur winien ;

’Us d’e zor, skeuden
Ar Werc’hez ’n eur jijen ;

E borz kloz, d’an hanv leun a c’houeziou,
Kelc’hiet gant eur c’hleuniad spern-gwen,
’Lec’h ma ra an evned o neiziou,
’N eur richanan mil ganaouen.


Ouz toul e zor, bemdeiz, en draouien
Klevan ar waz oc’h hirvoudi ;
Hec’h hiboud a luskell ma anken
Ha ma hunvreou a zudi ;

Gant pebez douster
D’an neve-amzer.

E welan en-dro d’e chiminal,
’Lec’h ma rejont o neiz kentan,
Ar wennili skanv o tarnijal,
’N e c’houdor evruz o vevan.

En tiig koant-se ez on ganet,
’C’h eo bet luskellet ma c’havel ;
E zioulder en deus degemeret
Ma c’hentan mousc’hoarz a vugel ;

Amzer evurus,
Envor dudius…

Ennan gant eur breur, eur c’hoar garet,
Bugaligou glan ha dinam,
Drant ha seder hon deus c’hoariet
Dindan sellou tener eur vam.

’N hon ti bihan e teue buhe,
Bemdeiz, gand mouez kloc’h ar Werc’hez,
Hon moueziou skiltr ennan, ’hed an de,
A dregerne gant levenez ;

Hag en-dro d’e dan,
Bemnoz goude koan,

Holl evuruz en em dastumemp
’Kichenn kador goad hon mam-goz,
Hag, en eur grenan, e selaouemp
Komz euz troiou lutun ar roz.


Ennan, er gouanv, ped nosvez dudi
Gant mignoned vat tremenet !
Kontadennou, c’hoarz ha kaniri,
Gant grouez ar jistr tomm difluket ;

Seblanti a re
Tridal, pa vije

En korn e oaled vraz o tomman
Eur paourik koz war ar skabel,
O lakat da dregerni ennan
Kanaouennou koz Breiz-lzel !

Ar beden laret a vouez uhel,
Goude-ze, ’n hon gweleou kloz,
Sonig tener skrilh ar fornigel
Hon luskelle epad an noz ;

’Tre e vogeriou,
Skanv hon speredou,

Daoust d’an arne ha d’ar gorventen,
Daoust da gounnar an aveliou,
Dinec’h meurbed dindan e doen,
’Nijemp da vro an hunvreou…

Ennan, dre ma kreskemp en furnez,
Kenteliou eur vamm hag eun tad
A hade ’n hon c’halon gant evez
Mennoziou kristen ha breizad ;

Evruz e vevemp,
Dinec’h e kreskemp ;

Dudius e ve ar vuhegez,
Pa ren e-barz ar c’halonou
Ar garante, an unvaniez,
Hag ar memez c’hoantegeziou.


Breman ’n he skeud, dindan an derven,
Ma spered skanv ha dishual,
Ezen flour war ma drem o tremen,
Me blich d’in chom da hunvreal ;

Em sonjou kollet,
Ma c’halon leuniet

Dirak kaerder dispar ma neizig,
Laouen oll e trid ma ine,
Hag evurus war ma zelennig
Kanan d’ezan ma c’harante !

O lec’h dispar, ken lïez pleustret
Ha ken karet gant ma zud-koz !
O ti bihan en deus gwaskedet
O buhe bemde ha bemnoz !

Te ’garg ma c’halon
A zouster gwirion…

Ennout, e kreiz ma bro Breiz-Izel,
Pell diouz trouz ha nec’hamant,
’Karfen ive chom beteg mervel,
Tostik d’iliz ma Badeiant !!!

Ker-Sioul, d’ar 7 a viz C’houevrer 1911.