M’hoc’h ador gant doujans, o Doue kuzet,
A chom aman gwir-mad en Hosti zakret ;
Ol, d’anzav ho prezans e pleg ma c’halon,
Hep gortoz kompren eur mister zo ken don.
Lagad, dorn ha genou a fazi aman,
Mes, dal m’ec’h euz komzet, me gred hep krenan :
Penoz na gredfen ket lavar Mab-Doue ?
Gwiroc’h vit e goms n’euz ket eur wirione.
Er Groaz enem guzec’h vel Doue hepken ;
Aman ez oc’h kuzet vel Doue ha den :
C’houi, ma Zalver Jezuz, c’houi eo koulskoude,
Ha gant feiz al Laer-mad ho pedan ive !
Gouliou ho korf zakr Thomas o gwele ;
Heb gwelet me ho kalv ma Mest, ma Doue :
Gret ma kresko en-on ar greden bemde,
Kouls hag an esperans, hag ar garante.
Hosti, a zigas zonj euz maro Jezus,
Bara bev an ine, boed dous ha magus,
Bezet c’houi ma bevans, ha gret d’am speret
Kavet enoc’h blaz vad, blaz Doue bepret !
Pellikan truezus, ma Zad, ma Otrou,
Am goalc’het en ho koad euz ma fec’hejou :
Eur strink hepken a hel goalc’hi an ol bed,
A gement torfet a zo hag a zo bet !
O Jezuz, d’am zellou breman goloet,
Plijet terri ar c’hoant am euz d’ho kwelet
Azeet war ho tron e lein an Envou,
Evel m’ho kwel eno ar zent hon tadou. Amen.