Mari, ma Itron ma c’harantez,
Renit em c’halon ha bemnoz ha bemdez
Renit em c’halon ha bemnoz ha bemdez.
M’ho kar Gwerc’hez hag ho karout ma Itron
’vel ma Salver fell d’in diouz ma gwella
M’ho kar Gwerc’hez ha bepred ’kreiz ma c’halon
Goude Jezuz c’houi a vo ar genta.
M’ho kar, Gwerc’hez, rak me ’glev war ar C’halvar :
Ar Groaz hoc’h eus glebiet gant ho taerou
O lavarout : Ar Werc’hez ivez da gar,
Pa ro he Mab evit da bec’hejou.
M’ho kar, Gwerc’hez, ha ganeoc’h ez oun karet,
Ho karantez, ganti ’vin bepred krenv ;
Nag a c’hrasou dre ho taouarn binniget
D’an neb ho kar a ziskenn eus an Nenv !
M’ho kar, Gwerc’hez, pet gwech dirak hoc’h aoter,
N’em eus ket me kontet d’eoc’h ma foaniou ?
C’houi ’roe d’in nerz ha fizians, Mamm dener !
Mari, ma Mamm, c’houi sec’he ma daerou !
M’ho kar Gwerc’hez, hag evit ma vin karet
En holl amzer, ganeoc’h c’houi muioc’h-mui,
Me a viro ma ene ouz ar pec’hed
Ha ne garin nemet Jezuz ha c’houi.