Mont d’an endalc’had

Lun ar Pantekost

Eus Wikimammenn
Ar. de Kerangal, 1898  (p. 213-218)






LUN AR PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. iii.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz da Nikodem : Doue eo deuz kement karet ann dud, m’eo deuz roet he Vab unik evit ne vezo ket kollet, mes, m’o devezo ar vuez eternel, ken aliez hini a gredo ennhan. Rak n'en deuz ket digaset he Vab var ann douar evit barn ar bed, mes, evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. Neb a gred ennhan n’eo ket skoet ; evit neb ne gred ket a zo dija kollet, abalamour ne gred ket e hano mab unik ann Aotrou Doue. Hag ar penn-abeg euz ar varnedigez-ze eo m’e deuet ar sklerijenn er bed, hag ann dud o deuz karet ann devalijenn muioc’h eged ar sklerijenn ; hag ann dra-ze abalamour m’oa fall ho oberou. Rak, kement hini a ra drouk, a gasa ar sklerijenn ha ne dosta ket outhi, gant aoun na ve kavet abeg enn he oberou ; e leac’h neb a labour dioc’h ar virionez, a ia dirag ar sklerijenn, evit ma vezo guelet he oberou, rak ma’z int great hervez Doue.


Burzudou ar Spered-Santel.


Ec’hiz a lennomp enn Aviel hirio, Doue o tigaa he Vab var ann douar, a roaz d’ann dud eunn testeni kaer a garantez. O rei d’ezho ar Spered-Santel, evel ma reaz da c’houel Pantekost, e tiskuez adarre eur vadelez dija ker braz ; rak, petra e vije deuet ann ebestel hag ar gristenien da veza paneved ann nerz hag ar sklerijenn a ro d’ezho trede fersoun ann Dreindet ? Ker ber oant a skiant ha ken douget da gemeret aoun, m’o divije buhan aoualc’h kollet ar feiz, e leac’h trec’hi ann ifern ha skigna lezenn Jezuz-Krist dre ar bed-holl. Guelet or boa deac’h e pe zoare e tiskennaz ar Spered-Santel, hag ar burzudou a reaz ennho.

Mes, n’eo ket d’he ziskibien genta hebken e roi Hor Zalver ar madou-ze. Hervez he bromesa, skuill a rai he c’hrasou var holl vugale Adam : effundam Spiritum meum super omnem carnem (Joel., ii, 28). Dalc’het en deuz d’he c’her, evel ma ra bepred, ha da bep hini ac’hanomp e tigas ar Spered-Santel, meur a vech enn hor buez. Badezet omp bet enn hano tri fersoun ann Dreindet, hag azaleg neuze, dioc’h a lavar sant Paol, oamp templ d’ann Aotrou Doue hag edo ar Spered-Santel o chom enn-omp, beteg ann deiz ma kuezomp enn eur pec’hed marvel bennag. Goude ann droug-ze, pa netaomp hor c’haloun dre eur govesion vad, pried ha mignon ann eneou a zeu adarre davedomp. Mes, dre zakramant ar Gomfirmasion dreist-holl eo ez omp peur-garget euz he c’hrasou. Aze ann Aotrou’nn Eskob oc’h astenn he zaouarn azioc’h hor penn hag o verka hon tal gant ann oleo sakr, a laka ar Spered-Santel da ziskenn ennomp. Ha ma n’en em ziskuez ket e furm eur goulm evel ma reaz deiz badiziant Hor Zalver, nag e furm teodou tân ec’hiz da c’houel Pantekost, dont a ra davedomp e guirionez koulz ha ma teuaz enn ebestel, nemed ar pec’hed a zarfe out’han dor hor c’haloun. Perak eta ne ra ket ennomp-ni ar burzudou a reaz guechall ?

D’ann ebestel ha da hiniennou euz ar gristenien genta e roaz eur c’halloud hag eunn deskadurez souezuz. Heb beza bet er skol ec’h anavezent hag e komzent iez ann holl broiou euz ar bed ; parea a iouent ive ar glanvourien, hag aliez e c’huezent adarre ar vuez enn dud varo. Ezom o devoa euz ar grasou-ze evit kelenn ar baianed hag ho gounid d’ar feiz ; rak-ze e veler c’hoaz avechou kement all o c’hoarvezout gant ar Visionerien er broiou gouez.

D’eomp-ni ann traou-ze ne vent ket talvouduz, hag abalamour da ze ar Spered-Santel n’ho skuill nemeur er beg douar-ma ; rei a ra avad da bep kristen he zeiz donezoun : Ar furnez, ar skiant, ar guzul, ann nerz, ar vouiziegez, ann devosion ha doujans Doue. Gant kement-ze e tlefemp anaout sklear aoualc’h hent ar zilvidigez ha beza aketuz da gerzet dreizhan.

Ia, p’hor c’hemeraz evit he zoudardet, dre zakramant ar Gonfirmasion, Jezuz-Krist a roaz d’eomp ar pez a ioa ret evit en em zifenn ; ha m’en deuz bet hon enebour ann treac’h varnomp ne dleomp tamall nemedomp hon unan. E leac’h beza var evez ha labourat gant ar bennveg a ioa etre hon daouarn, on deuz lezet ann enebour da dostaat ha da rei lamm d’eomp. Eat eo diganeomp grasou ar Spered-Santel ec’hiz ma vez tennet he armou digant eur zoudard great prizounier.

Mes, ma ne c’hell ket hema terri he jadenn ha tec’het, d’eomp-ni eo bepred eaz hen ober. Pa garimp ni hor bezo adarre kement hag on euz kollet ha muioc’h marteze. Poulzomp ann diaoul hag ar pec’hed pell diouz hor c’haloun, ha pedomp ar Spered-Santel da renevezi ennomp he holl c’hrasou. Ia, unanomp hor moueziou gant hini ann Iliz, hor Mamm, evit kana pe lavaret ar c’homsou kaer-ma euz a ofis ar Pantekost : Deuit, Spered-Santel, ni ho ped, da sklerijenna hon ene ha d’hen tomma gant tân ar guir garantez. Heb d’hoc’h n’euz vad ebet ennomp. Goude beza gualc’het louzdoni ar pec’het pareit ive hor gouliou ; henchit hon treid varzu ar baradoz, ha roit d’eomp ann euruzdet a bado da virviken. Evelse-bezet-great.


————