Mont d’an endalc’had

Lizer an hini maro

Eus Wikimammenn
Emgleo Sant Iltud, 1925



Emgleo Sant Iltud


Lizer

an
hini maro


Gant J. RIOU


1925

Moullerez, 4, ru ar C’hastell — BREST




D’am mignon Youenn an Drezenn






LIZER AN HINI MARO


Me hel lavar d’eoc'h : Ar Vosenn zo eur
gwall dra ; kas a ra eur rummad tud
da netra, ker buan ha ma skub an avel
skarnil ar pell diwar al leur…
Ar vezventi n’eo ket eur rumm dud, na
daou, na tri, met eur ouenn a-bez a
ya ganti.
(Furnez ar bed)



I


Deuet e oa an noz.

Eun nozvez yen, eun nozvez goanv.

Al loar a bare…

Eun avel-put a c’houitelle war al lanneier touz hag a droc’he evel eun aotenn.

« Skornet e vezimp, a c’hrosmolas Beuzeg, en eur zaougromma e gorf gurudet.

— Skornet ? eme ar Gwillou, devet gand ar yenijenn a vefe gwiroc’h. Tarza a raimp evel chas. Eman an ankou o c’hoari en-dro d’eomp ; mont a raimp gantan ma pad an traou. Eur c’hard-eur zo emaoun dindan an avel-benn ; kaout a ra din n’eus tamm kig beo stag ouzin. Ar re all, da c’hortoz…

— Ya ! ar re all. Piou ? » Beuzeg ha Gwillou, sonerien vrudet ar c’hanton, a oa o tont d’ar gêr diouz eured eun intanvez goz, aet da gemer en he c’halonig eur goazig, munudik, dister, koant evel eur plac’hig, met berr-speredet eun tamm :

« Paour-kaez maouez ! a lavare an dud, c’hoant dimezi a oa enni, panevet-se… met petra a raio breman gand ar marmouz ? »

Gra evel ma kari, paotr pe verc’h ; kement-se ne zell ket ouzin ; me zo o vond da c’haloupat war-lerc’h va zonerien prest da darza gand an anoued e-kreiz al lanneier.

Kerzed a raent bepred, ar Beuzeg hag ar Gwillou. An avel a lakae anezo da bec’hi.

« M’hen tou, eme Veuzig, biskoaz em buhez soner, n’eus bet digouezet ganin gweled eun eured ken dister. Dister-tre !… Ne oa ket zoken traou da eva pa gared. N’eo ket gwir ?

— Eo, gwir. Eur vez !… eur vez !… Pet den a zo aet mezo d’ar gaer ? Den ebet. Badaouet gand ar c’hoant kaout. Sell !… me a yafe eün gant va hent ma ne deufe ket an avel da zalla ac’hanoun ha da droc’ha din va divesker. N’eus nerz banne ebet em penn.

« Treut ! treut an traou »,
A lavarent o-daou.

– Biskoaz seurt noz ! » a gendalc’he ar Beuzeg. Paneved eman stard va c’halon em c’hreiz e vijen aet e sac’h an anoued.

— Ha me, a lavaras ar Gwillou, paneved ez eus eur penn poellek war va choug em bije pedet evit donedigez an dispac’h.

— Te, dispac’her, n’emout ket mat ?

— Ya ! n’eus ket danvez eun dispac’her ennoun ? Evit piou am c’hemerez ?

— N’eo ket aze eman an dalc’h. Danvez zo ennout, evit ober eul lorgnez eus ar re vrasa, hep lavaret gaou. Met n’ouzon ket perak e klaskfes donedigez an dispac’h.

— Evid ober evel ar pennou braz, laerez tud ; evit lakât danvez Yann ebarz va godel. Dont a raio an Dispac’h ; fall ez a an traou e Pariz, hervez kaoz ar mear er mintin-man.

— Pegwir e klaskez ar binvidigez, arboell da zanvez gwenneg evit gwenneg ; padal real dre real ez a e traou da lonka.

— Brao emaoun ganti, ma virer ouzin glebia, eur wech dre vare, va c’hourlanchen !

— Eur wech dre vare ?

— Ya ! bemdez, feiz !… Ar re all a glasko o flijadur elec’h a garint, met me garfe gwelet danvez ar bed rannet e ken alies a lodenn hag a zen. Neuze me a raje kof teo kerkoulz ha meur a hini… Ar vicher-ze ne vez ket desket. Met ar re baour a ya war baourât raz. Gant ma ne vezo ket red d’in gwerza va c’hroc’hen d’an diprer evit prena eun tammig dilhad bennak da lakât en-dro d’in !… »

Ar Gwillou ne oa ket souezet-holl gant prezegenn e geneil. Bloaveziou ’zo, e kaozeer eus dispac’h. Met ma teufe an Dispac’h euzus e vefe c’hoaz, war e lerc’h, tud oc’h astenn o dorn, hag eürus o kaout eur c’hraou evit krafina o laou.

An hini a skriv kement-man n’eo ket brasoc’h e zanvez eget palv e zorn. Benniga a ra Doue evid ar pez en-deus graet evitan. Faë a vefe gantan beza nec’het gant e zilhad hag e voued, evid eur rac’houenn en deus da leunia.

War wasât ez ae an arne.

Al loar a ziskenne :

— « Boulc’hast ! a yud ar Beuzeg, kouezet oun en eur poull !

— M’her gouie. Diouz klevet da spered o sorc’henna e oa aes gouzout ne oas ket mui re blomm war da zivesker.

— Goab a rez c’hoaz !… Va boutou a zo leun a zour… Malloz ! malloz ! »

Ne echuas ket.

Eul lamm a rejont o daou, unan a bep tu d’an hent.

Daoulamm eur jao adrenv o c’hein. Tostât a reas ; evel eul luc’hedenn ez eas ebiou. Ha kaer o doa int sellet gand o daoulagad digor frank, ar marc’heg hag e inkane a dremenas disgwel.

Harpet e pep tu d’an hent, selaou a rejont, spontet, hern ar jao o steki ouz ar vein hag o vervel er pellder. An oabl a oa dizolo. Koumoulenn ebed ne dremene war al loar.

Selled a rejont endro d’ezo, nec’het meurbet. Nemet al lann o klemm, o yudal dindan bec’h an avel c’hoañv, trouz ebet ne zave diwar ar maeziou. Kristen ebet n’en em gave tro-war-dro.

Nec’het e oant, ha dilavar e choment.

Eun anaon bennak a oa tremenet. Piou oar ? Ma ne oa ket o anaon d’ezo o-unan ? Sinadou !…

Eur gridienn a gerzas diouz o chouk, betek penn pella o izili.

Troc’het e oa ar malloz hag ar c’hoarz.

Kerzed a raent daougrommet, o fenn araok, n’eo ket evit troc’ha an avel (ne gavent ket mui e oa yen), med gand ar spont, evid en em zifenn a-eneb ar Spered a grede d’ezo klevout o nijal azioc’h o diouskoaz, evit kas gantan o eneou.

Daougrommet e oant, met gant pouez o malloz. Ar Beuzeg a zigoras e c’henou evit kaozeal, met daoulamm ar jao a dregerne bepred en e spered, hag a zounnas d’ezan e deod. Hini euz an daou zen n’hellas prezek. Ar c’homzou a dec’he diouto.

Ar Beuzeg a zec’has e dal gant palv e zorn, ar Gwillou a zante ar glebor o tiskenn diouz e ziouskoaz d’e zargreiz.

O daou e kerzent kruket, sammet, ha mut.

E ostaleri ar C’hroaz-Hent ne oa ket lazet ar goulou.

Al loar a oa diskennet adrenv ar saprennou du ; horolach an ti a verke diou eur diouz ar mintin.

Franseza ar vestrez, hag he merc’h Soazig, hag an tad koz, a vorede etal an tan. Skuiz e oant hag ar c’housked a lakae ar pikouz en o daoulagad. An tad-koz, Kaou dre e ano, a oa pignet war an oaled ha klujet war ar pilgoz dero pennglaouet :

« Diwezat eo, eme Franseza, ne deuio ket d’ar mare-man euz an noz ».

Soazig ne respontas ket.

An hini koz a lavaras :

— « Ne vezo ket gwelloc’h evit dont. An hini a zo maro a zo maro mat. »

Savet e oant evit mont da gousket pa dregernas pevar houarn war an hent bras :

« Eman aze », a youc’has Soazig, en eur zic’haloupad da doull an nor.

— Ne dalvezo mann ebet d’ezan, a lavaras an hini koz, evid an eil gwech.

Mordiern e oa :

« N’em oa ket lavaret d’eoc’h e vije deuet, hep sellet ouz an eur ? Panevet me, e vijemp aet pell 'zo da gousket, eme Soazig.

— Chom er gear en dije talvezet dont d’ar mare-man euz an noz », a lavaras Kaou.

« Azez aze, Mordiern », eme Franseza.

Mordiern a yeas da azeza e-kichen Soazig. Franseza a gendalc’has :

« Aze e oan », emezi, « e toull ar prenestr, o voredi evel breman, pa welis eur paour o tont gant lez an hent. Stleja a rae, gwella ma c’helle, e gorf aet da fall. E c’har gleiz a oa reut. Ne blege tamm pa valee. En eur c’hargamma, stouet e benn, hep sellout ouz ar prenestr, evel eun aneval o vont da vervel, e teuas beteg an ti. En eur stleja e gorf, e teuas da skei war an nor. O sellet outan dre ar prenestr e oan. Klujet e oa war bizier loaiek ; e zaouarn, treut evel treid eun houad, e starde anezo en eur grena.

« E zilhad — ar pez a chome anezo — a ziskoueze, dre an toullou, kig ar paour-kaez. Eur baro kramennek. E vleo, ne oant na du na gwenn. Eur c’hlenved brein bennak en doa moalet d’ezan e benn, touz ha rac’h.

— Marteze gant an oad, a lavaras Mordiern.

— Marteze a-walc’h.

— Hep mez koulskoude, en doa tennet ar paour e dammig tog. Heugi a raen o welet e benn disto, ar gwad o tivera dioutan, hag ar vreinadurez o toulla e gig beteg an askorn. Dourn ar paour en eur grena a dalfasas eur sin ar groaz. Ne oa nemedoun ebarz an ti. Soazig a oa aet d’ar marc’had. « Kerz d’ar c’hraou, aze en tu kleiz, a laris d’ar paour. » Souezet e chomis pa glevis anezan oc’h eilgeria d’in :

— Bennoz Doue ! emezan.

« Pouez traon a zo evit mont d’ar c’hraou. Kerzet a rae founnus, evel eun den prez warnan gand aon da chom hed an hent. Chom a reas hed an hent, ar paour-kaez. En eur zigeri dor ar c’hraou ez eas war e benn en diabarz. E visac’h hanter-c’houllo a yeas dreist-penn. Eur c’hlemm mouget a zavas diouz peultrin ar paour. »

Mordiern a zellas ouz Soazig. O daou e oa daëlou dindan o malvennou :

« Dic’haloupet oan d’e zevel gand ar mevel. Ar paour a glemme. Ruz oa e benn evel eun eteo tan.

— « Sevel a rejomp anezan war e dreid evid e c’hourvez goustadik, goudeze. Krena a rae e gorf etre on diouvrec’h. En em lezel a rae da goueza dinerz. Klevet a ris etre diou huanadenn :

— Mordiern ! Mordiern !

Peseurt Mordiern ? a lavaris d’ezan ?

— Mordiern a Goatmokun, a lavaras ar paour, goustadik. Pelec’h eman ? Ezomm am-eus da gomz gantan. It da glask anezan.

« Dioustu em eus kaset ar mevel d’ho kerc’het, peogwir e oa an tad koz aze.

— Ne oan ket er gear. Ha ma vijen bet er gear, abred a-walc’h e vijen digouezet ?

— Nann ! Nebeut amzer goude ma oa aet ar mevel kuit, ec’h en em eünas ar paour war ar gouzer, goude beza dislonket eur c’hofad gwin ruz. Stenna a reas e izili ; e zaoulagad a droas en e benn. Maro e oa.

— Ha n’ouzoc’h ket petra en doa da lavaret d’in ?

— Nann. Klemm a rae abarz mervel. Gouzanv a rae spontus ha ne oa ket aes entent ar c’homzou a deue diouz e c’henou.

— N’ouzer ket piou eo ? diouz pelec’h eo ?

— Nann ! marteze ec’h anavezi anezan.

— Deomp d’e welet. Marteze 'anavezin anezan.

— Er c’hraou eman. Eur gwele gwenn am eus graet d’ezan gand eul linser. Rak an anaon a zalc’h sonj. Klevet ec’h eus komz a C’haid Koatmeur eus ar Stankou, marvet d’an devez kenta ar bloaz. Eur wrac’h, bet digemeret fall ganti, he doa lavaret d’ezi en eur bellaat diouz he zi :

« Pa varvin, ar c’hentan taol morzol a vo d’it. » Gwir a lavare. Gaïd, deiz a-raog he maro, a oa yac’h-pesk.

— E lod da bep hini evel ma’z eo dleet, a youc’has an hini koz, gand e vouez raouliet.

Franseza a oa drougliv, ha Mordiern nec’het :

« Deomp d’ar c’hraou », emezan.

Soazig a oa he daoulagad o para war dremm Mordiern. He ene glan, hec’h ene gwerc’h, a skede ennan heol ar peoc’h, heol al lealded, heol ar garantez… He zonj er re varo ne zigase tristidigez ebet war he zal, truez hepken. Ar maro, eviti a oa eun dra seder, rouantelez ar peoc’h, rouantelez an diskuiz. N’he doa graet netra evit kaout anken pe nec’h. Ne ouie ket petra oa an droug. Met henoz koulskoude, oc’h en em gaout e-kichen Mordiern, en eur welet en eun tu d’ezi he c’harantez, he buhez, hag en tu all ar maro, ar maro kriz, e kollas he daoulagad eun tammig euz o lufr.

Ar paour a oa astennet war eul linser wenn, ledet war gouzer sec’h. E ziou vrec’h a oa gantan e kroaz war e vruched. E benn, aet adrenv, gand ar glac’har, pe an dizesper, a oa eun druez da welet. Kigennou e zioujod a oa kammet en daou du d’e c’henou evel pa vije bet o c’hoarzin. Ne oa ket gellet serri d’ezan e zaoulagad. Digor frank e oant. Met ne veze gwelet mab ebed enno ; mab e zaoulagad a oa eet adrenv, en e benn. E c’henou a oa kammet, marteze gand an diweza klemm a c’hlac’har pe a zroug, pe gand eur malloz diweza evid ar bed.

Ar paour, ruz poaz e zremm, pa oa astennet e izili, a oa eun tamm brao a zen. Gouzanv en doa graet ar paour-kaez, abarz mervel, o klask difenn e groc’hen ouz ar maro kriz, eur maro spontus, en eul lec’h dianav, hep mignon, na beleg da deurel en e galon ar frealzidigez gant he balsam diweza :

« N’eo ket gant droug ar c’horf eo e c’houzanvas ar muia ; kemend-all en doa gouzanvet pa gouske hed an henchou, e glebor ar foziou, dindan an aveliou, ha glao ar goanvou rust ; nann, met gand ar spont ; o santout ar yenijenn oc’h en em lakaat e beg e dreid hag e zaouarn, gand ar spont da vervel evel eur c’hi, hep gouzout ha lavaret e vefe eur bedenn evid e anaon, ha gand an nec’h kriz da zerc’hel war e galon eun dra guz — gwasa gouzanv ma ’z eus — dre ma sante o pignat beteg e galon yenijenn an noz diweza :

« Me hel lavar d’it, ar paour-ze a oa eun dra war e galon ; eun dra da lavaret d’it, Mordiern.

— O klask gouzout petra en doa da lavaret d’in emaoun. Kaër em-eus klask !… Euz pelec’h eo ar paour-ze ? Piou eo ? N’eo ket bet gwelet dre aman ?

— N’hen anavezan e feson ebet !

— Ha n’hoc’h eus ket gouezet mann eus ar pez en doa da lavaret d’in ?

— N’em eus komprenet mann en e gomzou.

— N’ouzoc’h ket gant petra eo maro ?

— Feiz ! nann avat. N’on ket medisin.

— Met gand ar c’hofad oa gantan », eme Gaou, o tont er c’hraou. « Ma krene, n’eo ket gand ar c’hlenved, m’hen tou ruz ! Sellit ouz e zremm brondu. Ar paotr zo poazet gand ar boeson ; hag en nozvez-man — pe en abardaez-man — e oa mezo-dall… Diwar re gofad eo tremenet : Aze eman e glenved.

— Tavit, pa vefe gand an druez hepken, a lavaras Soazig, ha peoc’h d’an anaon !

— N’ez eus tamm paper ebed warnan ? a c’houlennas Mordiern.

— Feiz ! N’em eus ket sonjet zoken.

— Dlefe beza.

— Gwelomp, da welet. »

Furchal a rejont… Tamm paper ebet !…

« Daoust hag ar glaskerien bara a oar lenn ? eme an hini koz. Kavet e vez warno, e-giz paper, ar pez a vez kavet en eur bisac’h goullo.

— Paper ar mear a vez warnan evelato ; e baper a glasker bara. »

An hini koz a davas.

Dont a rejont er meaz, ha Mordiern a glaske en e spered piou oa ar paour dianav a jome war o lerc’h, ebarz ar c’hraou ?

« Ha c’houi a lavar, Franseza, e c’halve ac’hanoun araok mervel ?

— Ya ! « Mordiern » a lavare, « Mordiern » !Youennig Mordiern, ma vijes bet aman !…

— Netra ken ?

— Netra.

— Youennig ?… a zonje Mordiern. Gouzout a rae va ano ? Va anaout a rae ervat ! Ne zeu ket en va envor beza gwelet an den-ze dirazoun. Tenval eo an traou em spered… Perak am galve ?… Piou ’oar ?… »

Ar paour a oa maro, ha maro mat. E javedou a oa serret evel eun durkez dir. E gorf a oa aet sounn hag e deod mut… da viken.

Er-meaz, an avel a yude e beg ar gwez. Roc’hal a rae ar siminal gantan evel korzennou eun ograou.

— « Ah ! Mordiern, a lavaras an tad-koz, n’ec’h eus ket graet taol re vat. Me grede d’in e oa evit beza lakaet en e baperou, war e destamant ?…

— Kaou, eme Vordiern, sec’h, biskoaz n’em eus c’hoarzet ouz eun den maro, dreist holl keit ma oa e gorf, tomm, war ar varskanv dirazoun ». An tad-koz ne lavaras grik. Sevel a reas e ziouskoaz gand eun neuz a druez evit ar paotrig yaouank, savet c’hoant dezañ roi kelenn d’ar re goz.

Soazig a zavas war he zad ha war Vordiern he sellou glac’haret. Daërou oa leun he daoulagad, ha ne c’hortozent nemed eur finv eus he malvennou digor frank, evid koueza war voulouz he bruched. Sellet a rae gant truez ha souez ouz Mordiern, n’eo ket evit gourdrouz anezan, met evit goulenn pardon evit he zad koz. Morse ne oa bet koantoc’h. Dislivik peurliesa, he dioujod a zeuas da veza ruz evel daou voked war he dremm. Franseza a droas ar gaoz. Met kaër he doa chench kaoz, ha chench kaoz, Mordiern a jome dilavar. A vare da vare e koueze eus e c’henou eur ya pe eur marteze ha netra ken. Hag ar gaoz a goueze krenn.

« Kollet eo da deod ganit, Mordiern ?… Na chom ket mut eta, e kichen eur plac’h yaouank ».

Eur mousc’hoarz a darzas en daou du d’e c’henou. Med ne lavaras ger. Dizrei a reas e benn ouz Soazig. E zaoulagad digor braz a bare, difinv, war eur bed disgwel d’ar re all.

Mordiern a oa e zonj en hini maro.

Ar gwez a yude bepred, hejet ha dihejet, gwaret, diwaret, o steki hag o kemmesk o leinou.

Eur boutad avel, gwasoc’h eged ar re all…

Ar siminal a voudiennas, ha war an oaled, flammou a zavas a zindan an dero pennglaouet. Ar vein glas a lamme war an doën ; an nor a yude war he mudurun.

— « Mont a raio an ti gand an diaoulou », a lavaras Kaou. « Sell ! eur maen glas a zo kouezet war an hent :

— N’eo ket an trouz-ze am eus klevet, a lavaras Mordiern. Tud war an hent bras, ne lavaran ket :

— Sioul, sioul ! eme Franseza. Arabad digeri an nor d’ar mare-man eus an noz. Ma ’z int tud kristen, eman o gwreg o c’hortoz anezo er gear ; ma ’z int lankidi, eman an hent, frank, dirazo. Serret mat eo ar stalafou, ha ne zil berad sklerijenn ebet eus an diabarz d’ar maez. »

Selaou mat a rejont. »

An horolach a skoas eun taol, goustadik.

Diou eur hanter a zone.

Daou zen a gaozee er-maez.

Hag e kreiz klemm ha yud an arne, e klevjont moueziou daou zen o kana eur c’han melkonius, kan ar c’hanv, kan ar c’hlac’har ha kan ar binijenn :

Kristenien mar emaoc’h en ho kwele kousket,
Eurus ha dianken, klouar d’eoc’h e pep korn,
Sonjit ’man an anaon e toull doun ar wered,
O ouela gand an naon, o yudal gand ar skorn.

Sonjit ’ma an anaon, ho tadou, ho mammou,
O c’houlenn diganeoc’h bara eun aluzenn ;
Torrit dezo o naon gand kalz a bedennou,
Daskornit anezo dre dan ar binijenn.

Lakit ho taoulin noaz war bri yen al leurzi ;
Yen ’vel an diwanag eo donder gleb o bez.
Ho pedenn a vezo a-walc’h ’vid o gwalc’hi.
Int glouaraïo d’eoc’h ho pez war ho tiwez.

Mont a reomp, kristenien, diwar treuzou o tor,
Da zihuni re-all, kousket ’n o gwele tomm.
Da glemmou ar paour-kaez, toull ho tor a zigor,
’Vit digeri an Nenv eur bedenn zo ezomm.

Ar c’han a davas.

War an hent boutou koad daou zen a zasonas ; met kerkent voe mouget trouz o bale gand yud an avel foll.

An dud ebarz an ti a jomas dilavar. Mouez an anaon a dregerne en o spered ; klemm eur mignon pe unan kar o c’hortoz eur bedenn, eun aluzenn.

Mordiern a zavas ; gant poan e tistardas e vuzellou evit lavaret kenavo abarz kemer hent ar gear.

An arne a greske.

War wasât e roc’he ar ziminal hag e tislonke ar moged.

Franseza hag he merc’h Soazig a zelle an eil ouz eben, souezet gand tristidigez. Trouz a deue beteg o diouskouarn, trouz eul loen kezeg o vont gand e hent.

An tad koz, klujet war an tan, a vorede. A vare da vare e tihune, pa zigoueze d’an tan tomma re e zouarn d’ezan. Neuze an tan flamm o sklerijenna anezan a gave war e zremm, gwisket warnan liou an houarn merglet, eur mousc’hoarz a levenez a bep tu d’e c’henou, evel diou ganevedenn zu.

Hag an den maro a jomas e-unan ! e-unan ebarz ar c’hraou, gand an denvalijenn, gand ar skorn.

A-us d’ezan an arne a c’harme. An avel a voudienne en eur zont en diabarz, dre an treuzou, dor ebet da stanka an hent d’ezan. Ar mogeriou a grene, an treustou a draske, an doenn a c’houitelle evel kant aër a-gevred, kemend a doullou a oa enni evid an avel. Awechou e kinnige mont kuit.

Ha setu aze ar c’hanv a zouge ar bed d’ezan… Klemmou, kan, garm ha yud ; met klemmou, kan, garm ha yud an avel an hini oa ; garmou ar grouadelez, rag ar paour a oa e-unan !… e-unan !…

Da varo ar paour ne zourennas lagad den ; eo ! hini eun den koz a reas, ma ne oa ket c’hoaz dizec’het gand an oad : lagad Kaou !… Gand al levenez avat, e tourennas !…

O ! pebez noz arkus[1] kaër !…

Ma sonjas ennan eun ene souezet bennak, pedenn ebet ne zavas etrezeg an nenv evid ar paour-kaez truilhek, tremenet evel eur c’hi. Goulaouenn ebet ne oa war elum, na goulou an nenv zoken. E lec’h an den, an arne a ouele, evid ar pedennou noz. Maouez ebet, disec’h he gourlanchenn n’en em ginnigas da veilha epad an noz, dre ma ne oa netra da lonka…

Dinec’h e oa an holl. Na petra ’ta ?… Eun truilheg, eur c’hlasker bara, maro gand eur c’horfad, daoust hag eo dleet kaout truez ouz ar seurt tud-se ?…

Ne oa ket diwisket ar c’horf.

War dro teir eur hanter diouz an noz, ar paour a vije aet eur skrijadenn penn da benn e gein, ma vije bet beo ha dihun…

Eur razedenn lor a bignas war e dal ; bale a rae war an dremm maro. Sellet a reas en dro d’ezi. Sioulet e oa an traou. Genou an den maro a oa digor. Ar razedenn a lakeas he fenn etre ar javedou distardet… Da gement boutad avel a c’houeze, e save he fenn, ha kendalc’h a rae gant he labour pa baoueze ar reuz.

Ha d’ar mintin pa zavas an deiz !…

Euzus e oa ar paour da welet… evel ma vije bet o vreina d’ar c’halloup !… An heol a baras e toull e c’houzoug, dre e jod kleiz debret.

Antronoz vintin, an aveliou a davas hag an heol a bare er c’hraou, war gouzoug ar paour ; an heol a bigne, a bigne en eur argas ar c’houmoul pell dioutan, warzu ar c’hornog.

Ar re a oa digouezet kelou ar maro beteg enno — n’ouzoun ket penaos — a oa deuet d’an douara — kalz anezo gant digarez ranellat kentoc’h eged evit pedi. Doue hepken, evel ma lavar ar Skrituriou Sakr, a lenn e kalon an den, hag an den a zo douget d’an droug eneb e nesa. Kredi a ran e oa aet marteze eun nebeut pedennou, euz eun nebeut kalonou, beteg an Aotrou Doue. Merc’hed, avat, e oant holl, gwrac’hed, digarez mat d’ezo da zont da deodata, en dro d’an oaled, goude koan.

Dek eur a zonas er C’hroaz-Hent.

Bannou an heol lintrus a bare war dal gwenn Soazig. Azezet e oa war eur skaon, tost d’ar prenestr ; he sellou a bare difinv war ar voger dirazi. Daërou a lintre dindan he malvennou :

« O ! mamm ! petra a lavaro an dud ?… N’ez eus bet pedenn ebet ; n’eo bet fichet gwele gwenn ebet d’ezan. N’eo ket kempennet e gorf. Ar vez a vezo warnomp. Aon am-eus…

— Peoc’h !… peoc’h, va merc’h. — N’oun ket pinvidik mor, gouzout a rez. Ar geraouez a zo war an dilhad ; ha lakât anezo da vreina ebarz toull ar vered ne dalv ket ar boan. N’ez eus ket bet amzer da gempenn ar c’horf ha ne oa den d’hen ober. Bremaïk ma tremen aze Job an troc’her baro… »

Gwaz ebet ne zeuas. Met aes oa gouzout e oa eno eun nebeudig a wrac’hed dre ma komzent krenv, ar pez ne vez ket graet dirag eun den maro.

Job ne zeuas ket, na gwaz ebet.

Ar medisin a zeuas hag a gemennas kas ar c’horf d’an toull ar c’henta ’r gwella, goude aotreadur an Aotrou Mear. An Aotrou Mear — rak ne c’houzanve ket e vije lavaret mear hepken d’ezan — a zeuas d’e dro. Gwisket en doa evit dont e chupenn sul. Daoust ma ne oa ket nevez-flamm, e oa koulskoude e hini wella. Goude beza komzet gand ar medisin eur pennadig, e kemennas kas ar paour d’an toull :

« Met !… met !… met !… eme ar mear, evel kollet e benn gantan, n’oc’h ket evit kas anezan d’ar vered. N’em eus galloud ebed da roï urz d’eoc’h. Dizonjet em eus lakât va « écharpe tricolore ! »

Ha ne vije ket bet savet ar paour a ziwar e deil ma ne vije ket bet ar medisin aze evit lavaret d’ezan :

« Aotrou mear, evid eur zeizenn muioc’h pe nebeutoc’h, ne vez ket direizet ar paour en e vez. »

Ar medisin a vousc’hoarze…

An Aotrou Mear ne rae nemed en em jala. Ar gwrac’hed, a gav din, o doa c’hoant da vond a-du gand an Aotrou Mear, daoust d’ar medisin beza desket bras.

Dre ma komze ar medisin hag an Aotrou Mear, ar c’hloc’her a zeuas gand ar groaz ha daou vachikod. — Er penn-all, gand an hent, e teue daou zen brell.

Ar Beuzeg hag ar Gwillou an hini oa :

« N’ec’h eus ket a zec’hed, Gwillou ?…

— Nann ! evid lared eur gaou muioc’h.

— Eur bannac’hig a gavfe aes a-walc’h an hent da vont d’an traon !

— A gav d’in… met gwelet e vo. Gwelet a rez, Gwillou ?… Va daoulagad a wel trompl… Gwelet a rez ar pez a welan ?…

— Tud zo aze.

— Ya ! Eun dra bennak ’zo.

— Eun den maro ?

— N’eo ket emichans. Doue ra bardono !

— Deomp tre ’ta.

An tad koz oa ’kostez an daol. (Franseza a oa aet er-maez, war dro ar c’horf) :

« Ne vanke mui nemed ar zonerien », emezan. Darbet oe d’ezan beza mouget gand eur c’hoarzadenn griz.

« Tad koz, eme Soazig, eun dra bennak a laki da goueza war an ti. »

Kaou a reas skouarn vouzar.

Met ehana a reas da c’hoarzin pa lavaras Beuzeg d’ezan :

« Dalc’h sonj, Kaou,

An neb a ra goab,
Ouz e r… e stag ».

Evit troï ar gaoz :

« Petra a vo laket d’eoc’h, emezañ ?…

— Lak deomp eur banne dour.

— N’eus ket, eme Soazig, krenn ha kras.

— Feiz ! ma n’eus ket, distaol deomp eur banne traou all. Forz petra gant ma vezo eur banne bras. — Na bras na bihan, a lavaras Soazig ; ne vezo ket diskarget traou da lonka, keit ma vo eun den maro aze.

— A ! eun den maro a zo !… N’em-boa ket sonjet goulenn ouzoc’h perak oa bodet aze gwrac’hed ar barrez. Nann, n’eo ket dleet eva. »

Kila dirag eur vaouez, senti ouz eur plac’hig vihan ? — Biskoaz kemend-all ! Kaou, nerz ha skanvder e ugent vloaz en e zivesker, a bignas d’ar c’hrignol hep tenna war e alan. Buan oa pignet ; goustadig e tiskennas gand aon da derri eur voutailhad hini krenv kuzet dindan e gazel :

« Tostaït, emezan. Eun deiz evel hirio a zo eur goual evidomp-ni. O tont euz eureud an intanvez emaoc’h ? — Eur bannac’hig ne raio ket a zroug. War-lerc’h ar c’han e vez dalc’hmat diskan. »

Diskarga a reas. Hag eur banne — ha daou — ha tri.

Ehana a reas Kaou da ziskarga, met pa oa diframmet gand Soazig ar voutailh eus a-dre e zaouarn ; ha dre ma oa kaset kuit ar voutailh, ec’h ehanjont da eva, pa oe skarzet o gwerenn.

A-walc’h a oa ganto.

Er-maez ar c’hloc’her a gane gand e vouez raouliet…

Henvel a-walc’h oa e vouez ouz trouz memprou ar c’hirri pa strakont, e skoasellou an hent.

« Selaou ar c’hlemmgan, Gwillou, a lavaras ar Beuzeg. Chenchet eo tu d’an traou abaoe dec’h — kanv war-lerc’h levenez, setu aze lezenn ar bed.

— Ba ! deomp da lakât ar c’hloc’her da ober peoc’h ; deomp da roi d’ar paour kaez eun taol biniou evit netra.

Hag int er-maez.

Aet an arc’h a-ziwar wel, Franseza a zistroas d’an ti.

An hini koz, e ilin kleiz war an daol, e benn war palv e zorn, a vousc’hoarze, en eur zellet dre ar prenestr.

Kaou a oa bet unan eus pennou ruz ar barrez. Ne oa ket deuet da zifenn dor an iliz ouz an archerien (evel ar re all), pa fellas d’eur gouarnamant fallakr lakât e graban war an traou santel. Meur a hini a lavare ne grede nag e Doue nag en diaoul. Leuc’haji a rae evel eun amprevan. Souezus e oa gwelet ebarz ar memez ti eun droukspered, evel Kaou, hag eur plac’hig flamm, gwerc’hez fur, koant evel eur boked, eur mousc’hoarz atao war he muzellou ruz tener — mousc’hoarz fur ar muzellou, mousc’hoarz eur galon dinamm :

— « Soazig a zo aet ive ? a c’houlennas an tad koz.

— Ya ! eme Franseza.

— Neuze n’eo ket prest da zont c’hoaz en dro », a lavaras hen, nec’het eun tamm.

Ne oa ket tremenet ouspenn eun hanter-eur abaoe ma oa aet ar c’horf warzu ar vered :

— « Sell ! eman Mordiern o tont, eme Gaou en eur farsellat. Re ziwezat eman. »

Mordiern a zeuas d’an ti :

« War-lerc’h emout, Mordiern.

— Gouzout a ran, Kaou.

— O vont d’an…

— O tont emaoun. »

Franseza a zelle outan.

« Ya, eme Vordiern, goude eur pennadig, o tont eus an interamant emaoun. Souezet oc'h ? — Kaër a zo bet ganin hasta hag hasta buan, n’em eus ket gellet dont abred a-walc’h. O tiskenn gand ar c’hoad edon, etal Pont-Ruz, pa glevis sonerien war an hent bras. Digouezout a ra awechou eur vadeziant ebarz an iliz epad ma kaner ar c’hanv en eun aoter all, ha den ne chencho reolenn ar bed. Met ar pez n’em boa ket gwelet c’hoaz, e oa kanv eun douaredigez edoug m’edod o kana al levenez hag ar garantez en eun oferenn eured. Kement-se a c’hellfe digouezout er c’heariou bras, lec’h ez eus aoteriou eleiz en iliz ; met en hon ilizou-ni, war ar maez, morse. O ! ne garfen ket e teuje eur c’horf maro adrenv va c’hein keid ma vefen penndaoulinet ouz ar pled evid an oferenn eured. Glebiet e vefe va zal gand ar c’houezenn yen ; met kement-se ne vo ket. »

Paour-kêz Mordiern… Kement-se ne vezo ket !… Gwir a lavare !… Re wir, siouaz !…

Mordiern a gendalc’he :

« Souezet e oan o klevet ar biniou hag ar vombard o seni. Erruet war an hent bras, petra am eus gwelet ? — Arched ar paour, maro, aman war deil ar c’hraou. Adrenv an arched daou zoner o seni evel daou ziaoul, evel evid ar brasa hag ar c’haëra eured. Pa ehanent eun tammig evit tenna o alan, e kleved mouez raouliet ar c’hloc’her, ha teir pe beder blac’h koz o teodata war-lerc’h. Hag e lezis ar paour da vont gand e hent.

Pa ’z eas an daou zoner ebiou d’in :

— « Petra ’fell d’it, emezo ? Dao eo ober eun tamm reuz d’ar re baour evel d’ar re binvidik. »

Ar reuz evid al lidou, na petra ’ta ? Kaër o doa int sevel o fenn, ne c’hellent ket sellet eün ouzin. Goulou an deiz oa trompl en o daoulagad. Kerzet a raent gand o hent en eur zeni hag en eur vralla.

Eur pennadig e chomis war lez an hent da zellet outo o pellât, hep bennoz, hep malloz e va ene souezet.

— Eur vez ! a lavaras Franseza.

— Eur vez ! a lavaras Mordiern.

Kaou a zirollas da c’hoarzin…

Ar paour oa bet douaret.

An Aotrou Person a skrivas war e gaierou : « Beziet aman d’an 29 a viz genver, eur c’hlasker bara, dianav d’an holl, marvet e kear ar C’hroaz-Hent. »

Ma ne oa ket bet lidou dispar en e enor, pallennou du arc’hantet, eun aoter sklerijennet eus ar c’haëra, ar c’hlemmganou sakr, an « Dies iræ » hag all, war an toniou bras, na roc’h na yud, daëlou, kren ha glac’har an ograou skiltr, an deiz a zispakas evitan e gaërder dispar. An oabl a oa splann. Eun aezenn domm a deue euz an draonienn, hag a nije d’ar maeziou, flour evel alan Doue.

Ma vije bet aet eur plac’h yaouank gand an Ankou, o dije lavaret an holl :

« Ma n’eo ket truez mervel epad m’eman ar bed o pedi anezi da vanvez ha da garanteziou ar vuhez. »

Dre ma oa eur paour, eun truilheg, an holl a dave. Ne zonjent ket zoken edo ar maro hag ar vuhez o para an eil gand eben.

Na vern ! Gouzout a raent e teuio o zro. War-lerc’h o laour (arched) e vezo, marteze, kalonou ar peurvuia ker yen ha ken didruez hag hirio. Gouzout a reont e vezint kaset d’an douar e-giz-se, gand an hevelep tud marteze, ha marteze ebarz an hevelep toull.

Mordiern a oa chomet da leina er C’hroaz-Hent. O klask tenna eun dra bennak diouz an hini koz e oant, Franseza, Soazig hag hen.

O zri o doa gwelet fraez ec’h ouie mat tre, an tad-koz, eun dra diwar ar maro-ze. E c’hoarz, e c’hoarz kriz, e c’hoarz diaoulek a rae da c’houzout muioc’h eget na grede d’ezan.

Lavaret en doa :

« Ar paour-ze n’eo ket dianav d’an holl er barrez-man.

— Komz neuze, tad-koz ! a lavaras Soazig.

— Tao, plac’hig diskiant, te ar genta a sklankefe marteze. »

Keuz en devoa da veza lavaret kement-se ha dre-ze, evit gouzout eun tammig muioc’h, e oa stardik a-walc’h.

Mordiern a oa pennek en e venoz.

— « Marteze, emezan, ec’h anavezfen anezan mar vefe lavaret piou eo. An amzer, an oad a chench eun den. Hen am anaveze hep mar… »

Met da gement goulenn a vije graet d’ezan, Kaou a eilgerie gand an hevelep mousc’hoarz, en eur heja e benn, hag en eur zevel e ziouskoaz.

An hini koz a jome e javedou prennet ha stardet evel eun durkez, hag e spered morailhet.

Mordiern, antronoz vintin, a zihunas gand eur boan benn spontus :

— « Petra c’hoarvez ganin, emezan, evit beza klanv evelse ? »

E spered a oa pell dioutan.

Ar gwad a lamme en e ividigou.

Morlivet oa e zremm.

Eun derzienn varc’h a oa warnan. N’en-doa ket nerz a-walc’h da zevel.

Hag an tiegez ?… hag al loened ?… piou a daolo evez outo ? Rak n’en doa na tad na mamm. E dad oa aet ermaez eus ar vro, pell, pell a oa. Ha mat en doa graet mont en henchou, pegwir e tebre e diegez en ostaleriou. Poazet e oa gand ar boeson ha ne laboure mui. Mevelien dispar oa bet dibabet gand e vamm evit lakât an tiegez da dalvezout. Ha setu e vamm muia karet, aet kuit d’he zro. Hen oa deuet en oad da labourat. Ampart oa ha gouzout a rae troï deoc’h eur bomm, ha chench tu d’eun alar. Med e vevelien dispar a oa aet kuit ive, an eil war-lerc’h egile, unan d’e diegez e-unan, unan all galvet gand an ankou. Ne jome nemed Laou ar Roue aketus gwechall, ha diwallet d’an devez hirio en abeg d’e oad.

— « N’eus ket re a labour ; a-benn an hanv e vezo re nebeud a dud. »

An dud a ya kuit a strolladou… Ma kendalc’h an traou, ne jomo devezour ebed e Breiz. Pariz, ar gear fallakr, ar gear hudur, a astenn he diouvrec’h dezo. Enni e kavont plijadureziou ar c’hig hag eur maro euzus war gwele eur c’hlanvdi. Ha ! ma karfe ar pennou tiegez paëa eun tamm muioc’h an devezourien, e chomfe ar re-man er gear, ha da vare an eost, e vefe kavet tud a-walc’h. Gwelloc’h e kavont nac’h eur gwenneg ouz ar paour, hag ober o labour etrezo. D’an devez hirio ez eo evel eur pec’hed marvel astenn an dorn evit roï an aluzenn. Ar garantez, karet kement gand ar Zalver, n’eo mui nemed eur gomz varo, sebeliet en uloc’h (poultrenn) al leoriou. Met pa ’z eo deuet an den re fall, re lous e galon, pa ’z eo leun tenn kalir e bec’hejou, pa zeu Doue da skuilha e gounnar war ar bed, pegen spontus ne vez ket !…

Mordiern a oa war e goanze er gwele, e zaoulagad skeulfet, o para eün dirazo war eur skeudenn guz, o klask gweled eun dra diwel da zaoulagad ar c’horf. E spered o virvi, eo a lake e zaoulagad da veza alvaonet.

« Ah ! ar paour ! ar paour ! emezan.

Lemel a reas.

Hunvreet en doa hed an noz ha sonj a deue d’ezan.

Dre e gousk en doa gwelet an den maro o tont davetan. E vuzellou a finve ; trouz ebet ne deue diouz e c’henou.

Klevet a reas an horolach o seni goustadik kement eur a zo etre dek eur beteg ar beure. Dihuni a rae gand an distera trouz ; pa vorede adarre gand ar c’housk hag ar skuizder, skeudenn ar paour a veze bepred dirazan. Prezek a rae an hini maro, met ne rae trouz ebet e vuzellou.

Krena a rae Mordiern. Eur c’hwezenn yen a ruilhe a-hed livenn e gein. Ar c’horf maro a oa savet plomm. Tostât a reas ous ar gwele, goustadik, goustadik, goustadik, evel eun tasmant. Bale a rae hep plega e zivesker. Digor frank oa e zaoulagad ; tamm buhez ebet enno. Sevel a reas e vrec’h zehou a-us da benn Mordiern. Lakât a reas palv e zorn war dal an den yaouank :

« Piou out ? eme Vordiern.

— Va anaout a ri, eme an den maro.

— Petra fell d’it ?

— Pok d’in !

Ha Mordiern a zantas eun nerz heb e bar o sacha e benn war-du ar penn maro. Pa oe o jodou tost d’en em starda, Mordiern a zihunas gand eul lamm :

« Ah !… » emezan, dizammet.

War-lerc’h an tasmant e oa lammet an derzienn warnan, — hennez war e spered, houman war e gorf. En em eüna a reas en e wele, brevet gand ar skuizder. Ar paour a jome bepred war e spered hag e gomzou : Pok d’in ; va anaout a ri !

Miziou a dremenas.

Ar beure a oa lirzin ; geot fonnus a oa er parkeier, bleun er gwez, ha kan al labousedigou, leiz ar girzier.

An heol a zave lugernus a-us d’an dremwel. An oabl a oa splann, digoumoul. Mouk er c’hornog, bolz an nenv a zislive d’ar glas dre ma selled d’an uhel, hag e tu ar reter e oa skedus evel eun tangwall. Eur vorenn er pellder a lakae bardegennou (koumoul) war an heol ; bannou ar sklerijenn a dreuze anezo e pep lec’h… ar zav-heol a lugerne evel ar mor pa ruilh warnan gwagennou aour.

Mordiern a bigne d’al laeou a dreuz ar parkeier, gleb gant gliz ar beure. Sonjal a rae :

Bloavez gliz,
Bloavez gwiniz,

hag e galon laouen a vouskane gand ar c’hrennlavar.

Pignat a rae d’ar menez goustadik, dre ar wenojenn karvet e tor an dosenn. Dre ma pigne e sklerijenne an deiz ; ar vorenn c’hlas a jome eharz an douar, hag an dilerc’h anezi a jome war al leinou, a lugerne evel neud arc’hant e beg al lann, evet buan gant gwrez an heol tomm.

O vale edo etouez ar gwaremmou, pa welas eur vaouez o tont du-hont.

Eur plac’h yaouank oa hervez he bale.

He c’houef a oa laket e giz ar barrez.

Soazig !…

— O vont da belec’h emaout ? emezan, pa oa deuet-hi tost.

— O vont da glask tud da zont d’an difontadeg da Gerloagen, da di va eontr. Dont a ri ive ? »

Mordiern ne respontas ket, ken eürus all e oa oc’h en em gaout gant Soazig evit kaozeal ganti penn-oc’h-penn, kalon-ouz-kalon :

« Ha da dad koz, tennet ec’h eus eun dra bennak dioutan ? »

Soazig a zeuas da veza morlivet :

« Aon ac’h eus o respont ac’hanoun.
  Petra en deus lavaret d’it ?

— O !

— Lavar d'in. — N’em-eus ket komprenet anezan gwall vat, pa lavaras d’in e vefe keuz ganeomp hon daou gouzout hiroc’h war ar poent-se.

— Gouzout a ra eun dra bennak ?

— Gouzout a ra.

Mordiern, aet skuiz e spered o klask, a ziskroazas e ziouvrec’h a ziwar e beultrin hag a lezas anezo da goueza a-hed e gorf, evel eun den skuiz-maro :

« Nec’het out, Mordiern ? N’eo ket ar pez am eus lavaret d’it az laka da veza ken nec’het. Eur boan all a zo en da galon ; krignet out gant poaniou kriz ha kuz. »

Mordiern a stouas e benn war e vruched :

— « Ya ! emezan, eur blanedenn c’haro a zo warnomp ; planeden griz, planedenn galet, eo red heulia anezi penn-da-benn.

— Na te a gemer spont gant lavar va zad koz ?

— Disfiziañs am eus anezan, Soazig.

— Mat a rez. N’her c’haran ket kalz dre m’en-deus kas ouz ar veleien, ouz an dud a iliz hag ouz kement tra vat a zo. Va zad koz, avat, a zo eus ar c’hantved diweza. Lezomp anezan a gostez, ha kerzomp gant on hent, ebarz ar bed. »

Setu ar pez oa ar gwella da ober.

Mordiern, avat, a felle d’ezan gouzout ar wirionez penn-da-benn. Piou a oa ar paour ? Perak e c’halve anezan abarz mervel ? An tad koz, hen, a ouie perak ; ha lavaret a raio perak, dre gaer pe dre heg :

— « Dre garantez evidoun, eme Soazig, na zonj ket en traou-ze. »

Tostaet e oa ouz Mordiern. Mordiern a gemeras he daouarn en e re, hag o stardas kalonek. Hag hi, evid ar wech kenta er-maez eus he zi, a ginnigas he diou jod d’e vuzellou. Mordiern a bokas d’ezi goustadik. Eur berlezenn a ruilhas war jod ruz Soazig ; eun daerenn kouezet diouz lagad Mordiern.

Hag an heol, en oabl splann divent, a bare war o yaouankiz hag o c’harantez dinamm, hag uheloc’h c’hoaz, Doue, rener ar blanedenn, a zelle outo diouz barr an Nenv.

Da zeiz an difontadeg e Kerloagenn, e ti Job ar Rest, e teuas kement den a oa pedet. Beza oa eno Yann Tarkiz, an Even, Youenn Mordiern, Laou an Torc’h, Noan an Nedeleg, Reun Mazeas, Per ar C’haro ha Kaou, tad koz Soazig, gwechall maout ar maradeg, ha gouest hirio da doulla eun tenn falc’h kerkoulz hag ar reuta.

Kaou ha Mordiern, ouz taol, en em gavas kichen ha kichen, pa oant o staga o gwerenn ouz o fenn.

Kaou a zellas ouz Mordiern gant kas. Daoulagad Mordiern a baras eün ebarz daoulagad Kaou. E valvennou a oa difinv ; difinv ha didruez e zellou. Eur gridienn a hejas d’ezan e izili, ne ouie ket perak. Karet en dije beza pell, pell. — Eur c’has spontus e oa deuet da gemerout ouz Kaou, ha breman e krene gand aon da ober eur gwall daol :

« N’eus forz, emezan, hirio, kousto pe gousto e vezo skleraet an traou ! »

« Pegwir eo evet e vanne gant pep hini, d’ar c’hoad brema », eme Job…

Eur vorenn c’hlaz a leunie ar stankenn, ha ne weled netra ken teo e oa.

« Da droc’ha gand eur gontell » a lavare ar Rest.

Er zav-heol koulskoude e sklerae an oabl. Ar vorenn a danoae hag ar sklerijenn a dreuze anezi.

An devezourien, o zranchou hag o bouc’hilli war o skoaz, a bigne d’al labour, en eur c’houitellad etre o dent pe en eur vouskana, eürus.

Ar vorenn a deuze, sec’het gand an heol.

Gwez pin a darzas eus ar vorenn :

« Ar c’hoad.

— Ar souchou a zo dre renkennadou, eme Job. Grit an tu-man da gentan. En em lakit daou ha daou, pe tri ha tri, evel ma vezo ar gwella. Ma sav sec’hed gand unan bennak, arabad d’ezan kaout mez o tont betek ar c’hav. »

Eur veltad chistr oa laket en disheol :

« Peseurt mestr ! » eme ar vicherourien. Ne vez ket graet eus ar re-ze unan dre gant vloaz. »

An dud en em lakeas daou ha daou pe tri ha tri ; Kaou a oa e-unan. An dud a gar beza pep hini gant tud eus o oad. An hini yaouanka a yeas gand an hini kosa.

Mordiern a dosteas ouz Kaou :

— « Ma karez, emezan, e stagimp gand an hevelep penngoz :

— « Evel ma kari », eme Gaou.

Dek eur.

Ar vorenn a oa savet : ar souchou a zave ive eus an toullou. Mordiern ha Kaou a oa chomet eun tamm war-lerc’h ar re all. Koulskoude ne oa ket brasoc’h na niverusoc’h ar souchou digouezet ganto, ha ne oa ket skornet an douar evito o daou. Dre ma choment da gonta, emichans… Mordiern a lavare :

« Kaou, eun dra bennak a zo da eüna etrezomp.

— Feiz, marteze a-walc’h, a lavare Kaou.

— N’eo ket marteze.

— Gant ma n’eo ket eun dra hag a dorr. An traou-ze ne eünont ket. Her gouzout a rez kouls ha me.

— Ha pa dorrfe… Tremenet eo ar mare da c’hoapaat.

— O ! n’out ket fuloret, a gredan.

— An henchou kamm a zo henchou laër ; an hent eün a yafe gwelloc’h d’it. Lavar dioustu, hep tro, ar pez emaoun o klask gouzout.
  Te a anaveze ar paour marvet en da graou ?

— A raen.

— Hag hen ? anavezout a rae ac’hanoun ?

— Hag a rae.

— Ha me hen anaveze ive ?

— Ya !

— Neuze aman e lari e berr gomzou.

— Ma fell din…

— E ri !…

— Dalc’h sonj, Mordiern, an taoliou teod a droc’h gwasoc’h eget taoliou kontell.

— Ha pa droc’hfes d’in va buhez, e fell d’in gouzout… Netra ne blij muioc’h eged ar wirionez sklear.

— Komz a rin.

— Perak n’ec’h eus ket graet abretoc’h ? Lavar ’ta ! Lavar. Perak ? »

Kaou a dave.

— Laret a ri ? eme Vordiern. Met pe vare ? Lavar dioustu aman !

— Nann ! ’benn arc’hoaz d’an eur-man, aman, e vezo displeget ar wirionez dirazout, ar wirionez penn-da-benn.

— ’Benn arc’hoaz vintin e vezin aman.

— Selaou ! eme an hini koz…

Mousc’hoarzin a reas.

Gouzout a rae an droug edo o vont da ober.

— Selaou !… Bez’ ez eus tud hag a werz o ene d’an diaoul ; (hini Kaou a oa gwerzet pell oa, hervez an dud) gwerza a reont o ene d’an diaoul, evel ma werz ar merc’hed o ene hag o brud evid aour. Ar re-ze, an droug a zigouez gand ar re all a zo o brasa plijadur… »

An heol, daoust ma ne oa ket tomm ruz, oa gwrez gantan.

— Eh ! Kaou, n’ec’h eus ket a zec’hed ? a hopas d’ezan Laou an Torc’h, en eur heja e veltad chistr azioc’h e benn.

— Eo ! emaoun ganeoc’h.

— Ha te, Mordiern ?

Mordiern a blantas e vouc’hal en eur wrizienn hag a stouas e gein, heb eilgeria anezan.

Nec’het, ankeniet, sonjal a rae er pez a lavare Kaou d’ezan. Met breman e ouezo, kousto pe gousto.

Kaou oa o tont en-dro, en eur lipat e vuzellou etre diou c’houitelladenn.

Awechou, chom hep gouzout eun dra hag a vrev dit da nerz-kalon a zo eur boan galet, gwasoc’h eget gwelet anezan dirazout splann, digar ha marvel.

An hini koz her gouie… Uhel e benn, edo o tont en-dro, en eur c’houitellat.

Me hel lavar deoc’h, bez ez eus tud hag o deus gwerzet o ene d’an diaoul. Brasoc’h eo o niver eget na gav d’eoc’h. Anaout a reomp anezo diwar o oberou.

An devez oa bet tomm, start al labour hag ar zec’hed bras.

Pa zeuas an noz, an hini ne horjelle ket war e dreid, a oa krenv war e zargreiz :

« Allo ! paotred, eme Job, eur banne hini krenv abarz tanva tamm ebet… Gwelloc’h e tiskenno ar pred.

— Heman ’zo eun Doue, a zonje an holl. Hag ar chistr war-lerc’h an hini krenv ! »

Ar pred a oa graet war an ton bras. Gaïd a oa fae ganti ober an traou dre hanter. Lorc’h ’oa enni o tiskouez d’an holl e oa keginerez dispar ; hag evel pep maouez karet a rae beza meulet eun tammig :

« Hor gwella gourc’hemennou d’ar geginerez, a lavaras an Even, abarz tanva tamm, netra nemet gant c’houez ar c’hig.

— O ! Gaïd a zo bet e kear, a lavaras Job. Eno he-deus desket ober eur gegin dispar ; met alies e tigouez e vez treutik an traou dre ma’z int re vat. Ha me oar e vije maro hi, mar ne vijen ket aet da gerc’het anezi. Morlivet e oa. Ober a ris d’an ankou diskregi diouz va Gaïd koant. »

Gaïd, sonn he fri en nec’h, he feultrin c’houezet gand al lorc’h hag an eurusted, he diouvrec’h kaset adrenv, a yae hag a zeue ebarz an ti evit gwelet ha ne vanke netra.

Karet a rae beza fougeet, ha pep hini a veule anezi.

Roet he doa an absolven d’he fried.

Eun den koulskoude ne zebre na ne eve. Epad ma lonke Kaou ar pez a c’helle, Mordiern, tavedek en e gorn, a zelle, a zelaoue, a zonje.

Sonjal a rae e kement tra a lavaras Kaou d’ezan :

« Gouzout a ri ».

Ya ! emezan, gouzout a rin !

— Ha te, Mordiern, perak out digomz ? a lavaras ar wreg d’ezan. Da naon a zo aet kuit ? E petra emaout o sonjal ? Me bari eman da spered e kichen da hini yaouank Soazig koant, ar bennherez. »

Kaou a zirollas da c’hoarzin.

Mordiern a baras e zaoulagad warnan. Kaou a oa aet nerz ar banne en e benn. Ruz e oa evel kribenn eur c’hilhok, ha briz e zaoulagad.

« Ah ! Ah ! Ah ! eme Gaou, mar eman e sonj e Soazig, e koll an amzer gaëra euz e vuhez. Biken ne zigouezo kement-se, keid ma vo eur berad gwad em gwazied, pe n’oun ket eun den. Nann ! nann ! kement-se ne vo ket, ha me hepken her miro da veza. »

Mordiern a zelle ouz ar brabanser, kammet e vuzellou, faë gantan teurel kont e komzou diboell eun den mezo :

« Peoc’h em zi, Kaou, a lavaras Job. Lez ar re yaouank da heulia o flanedenn.

— Touet em eus, a lavaras Kaou, touet em eus, breman ez eus tost da ugent vloaz, ne zimezo den euz va zi gant… »

Eur ger hanter lavaret, awechou a zo lavaret mat.

Kenderc’hel a reas :

– Sellit ouz an troc’h a zo aze em jod. Eun troc’h koz, med eun troc’h doun. »

An holl a gomprenas.

Tad Mordiern a lakas an troc’h-ze e jod kleiz ar paour kaez Kaou, eun devez emgann, pa oa eur c’hofad gant pep hini anezo. Met keit all a zo abaoe ! ha n’eo ket d’ezan da ober pinijenn evit torfejou eun tad kollet.

« Nann ! nann ! ne zimezo ket Soazig gant Mordiern. An dra-ze ne vo ket !

– N’eo ket eur vez ar pez emaout o lavaret ? a lavaras Gaïd, en eur vont a-du gant Mordiern.

Job a lavaras d’e wreg :

– Lez anezo, Gaïd. N’eo ket Kaou evit Mordiern. Kaër en devo stourm, koll a ray e boan hag e amzer. N’eo ket torfed e dad eo a viro ouz Mordiern da vont gant Soazig. Ne vezo na torret, na dizroet o c’harantez, buanoc’h eget na vezo miret ouz dour ar ster vras da gerzet warzu ar mor.

– M’hen tou ruz ! a yudas Kaou, torret krenn e vezo, ha warc’hoaz vintin d’an diweza. »

Kaou oa droug ennan o tigouezout er C’hroaz-Hent. An dud a oa aet da gousket. Kleved a rejont eus o gwele an hini koz o c’hrozmolat hag o pec’hi :

« Daonet ! daonet, emezan, brevet e vo, brevet e vo, brevet e vo !

– Eur c’hofad brasoc’h eget kustum a zo gantan, a zonje int, ha Soazig a droas he fenn war an tu all evid ober eur c’housk all, e peoc’h.

Piou bennak zo bet souezet bras en e vuhez n’hell kompren nemed an hanter euz souez Gaïd a Gerloagen pa welas, antronoz vintin, o tont adarre an hevelep tud d’ar difontadeg ! A-walc’h e oa gand eun devez !… Pardonet he doa eun devez d’he fried, dre ma c’hellas-hi diskouez d’an holl e oa eur geginourez zispar. Hirio n’eus mui netra da ziskouez, ha Gaïd oa droug bras enni. An den a vije aet d’he goapat re a vefe bet graet d’ezan digemer fall. Arabad oa c’houeza re verr warni gand aon da veza dallet gant eun tamm kestenn pennglaouet. Beteg an diweza hini e oant deuet da labourat adarre. Sonj oc’h eus : ouspenn tregont e oant.

Mordiern n’ez eas ket d’an ti da eva e vanne.

« Ne ra ket e giz e dad » a lavaras Kaou. Deuet e oa e venviou gantan evel gand ar re-all, met ne oa ket en e zonj peurechui e zevez. Drougliv e oa e zremm, digor e fronellou, stardet e javedou, tronket e zaoulagad gand ar c’housked. Skuiz-maro e oa, met ne vije ket chomet hep dont evid eun tenn.

Selled a reas ouz Kaou hep souez. Evel an devez araok en em lakjont er c’hoad. Kaou gant Mordiern. A vare da vare, heman a zonje :

« Koulskoude, tad koz Soazig eo ; tad koz Soazig !?… Med red d’in gouzout, ha pa… »

Lavaret a reas :

– Ma ! Kaou, mall oa ganin da welet, ha ma ne vijes ket deuet, e vijen aet da glask ac’hanout.

– Mall bras ervat !

– Peoc’h gant komzou goullo ! Abaoe dec’h d’an noz n’em eus ket gallet serri eul lagad…

– Ah ! Ah ! Ah !…

– Ehan da c’hoarzin.

– Prim out er mintin-man, Mordiern ; nerz kalon zo ennout. Ma karje gant da spered chom dalc’hmat ker birvidik !… Mall eo ganit gouzout, gwelet a ran.

– Ar wirionez, penn da benn.

– Penn-da-benn a vezo displeget d’it », eme Gaou.

Kaou a dapas eun tamm paper euz e c’hodel a-zindan. Eun tamm paper tortuilhet. Displega a reas anezan.

– Del, Mordiern !

Mordiern a gemeras an tamm paper. Eul lizer e oa, ha skrivet warnan :

An Naoned, 12 a viz genver 1913.

Va mab Youenn Mordiern,

Pedi a ran ac’hanout da bardoni d’in, ha da ankounac’haat. Da zilezet em eus pa oas yaouankik-tre. Saotret em eus an ano a Vordiern. Gant na viro ket ouzit da ober da hent er bed man… Ar vezventi eo a lakeas ar reuz-se.

Redek bro am eus graet ; reuzeudik e pep lec’h. Breman emaoun war hent ar gear. Heti a ran e vezo an traou eus ar gwella du-hont. Met santout a ran n’hellin ket mont betek va farrez ; va nerz a ya kuit buan, ha n’emaoun ket mui pell diouz ar bez. Mervel a rin abarz digouezout. Brevet eo va izili, ha poazet va gwad. Va mab, te a lako pedi Doue evit va ene. Karet em bije pokat d’it araok mont d’ar bed-all.

Me c’houlenn digand an hini a gavo al lizer-man warnoun, goude va maro, kas anezan d’am mab, Youenn Mordiern, Coadmokun, en Huelgoat. Krena ra va holl izili ; eur beleg eus an Naoned en deus'skrivet al lizer-man.

Ken-a-vezo er bed all !…

Daou zinatur a oa laket war-lerc’h, sinatur ar beleg, anvet Rouzig, ha ginidik eus Berrien, e kichen Skrignag, ha sinatur Youenn Mordiern. Sinatur ar beleg a oa skrivet freaz, hag hini Mordiern kamm-digamm. — Henvel e oa sinatur al lizer, ouz sinatur ar paperou a chome eus Mordiern koz, er gear.

Mordiern a zellas ouz Kaou e gwenn e zaoulagad :

« Ne gredez ket ? eme Gaou. Sell ! hag e stlapas d’ezan eul leorig :

Livret militaire
Yves Mordiern, N° matricule 3736
Quimper.

« Pelec’h ec’h eus laëret an traou-ze ?

– Ah ? Ah ? Kredi a rez ?…

Kavet int bet war ar paour a zo marvet e kraou ar C’hroaz-Hent, war da dad.

Sell ouz ar bajenn genta : Fri treuz, eur gouli er jod kleiz. »

Dremm ar paour !… Ha Kaou, e vuntrer marteze, a c’hoarze dirazan !… gwad Mordiern a reas eul lamm en e benn.

Ha ! Kompren a rae breman !… Kaou, gant kas ouz e dad, abaoe an devez emgann, a viras ouz ar mab da bokat d’ezan war ar varskanv !…

Mordiern a wel sklear.

Troi a ra an traou dirazan.

Kemer a reas e vouc’hal ; nijal a reas us d’e benn ; aet e vije an direnn lemm e kreiz empenn Kaou, ma n’en dije ket troet buan a-gleiz, ha ma n’en dije ket krenet diouvrec’h Mordiern gand ar strafuilh hag ar spont.

An devezourien a heulie gand evez ar reuz savet etre an daou zen. Gwelet a rejont ar vouc’hal o lugerni en aer hag o vont da skoi war eun targoz buan evel eun tenn.

Ha den ne gomprenas.

Kaou a ziredas d’ar gear.

Mordiern a echuas e zevez gand ar re all, tavedek, an derzienn warnan. Den ne eilgerie anezan.

Eur c’heuz a grigne e spered, dre ma n’en doa ket graet gand empenn egile, eur bern sklipou e kreiz ar c’hoad.

Brud an taol bouc’hal a yeas dre ar barrez ker buan hag eun tenn.

Eur plac’h a zo ker koant, eur vaouez, mamm d’eur rummad bugale, a zo evidomp eur skouer ken uhel !… met teod ar wrac’h a zo milliget gant Doue. Gwir eo, an teodou fall a vez kavet e genou ar re n’o deus netra da ober. Pa ne vez netra da ober, e vez dibunet marvailhou war gont ar re-all. Eun taol teod a zo gwasoc’h eged eun taol dant, ha gwasoc’h eged eun taol kontell. N’eo ket korf an nesa eo a vez drailhet ; ne vefe ket kalz a dra. Ar pez a zo gwasoc’h, an enor eo a vez laket e tammou. An teod fall, n’eo ket e genou ar plac’h fur ha santel eo a vezo kavet ; n’eo ket kennebeut e genou ar vamm a boan, eur vandennad bugale en-dro d’ezi. An hini a zo karvet he divougen gant nec’h sevel bugale, ne goll ket he amzer o lavaret droug euz an nesa.

En taol-man, an teodou fall, mar ne oant ket bet ar c’henta o kas ar c’helou dre ar vro, e oa dre n’o doa ket gellet. An tregont micherour a gasas ar c’helou da bevar c’horn ar barrez, hag antronoz vintin ne gomze ar merc’hed nemed euz an taol bouc’hal.

A du gand an hini koz ez aent.

War o meno, Mordiern a oa eur muntrer, eun oan aet da vleiz. — Paour kaez Kaou, koz, hep difenn ; diwar evez, eun tammig muioc’h e oa lazet ! Emichans e vezo kaset Mordiern dirag ar barner, hag eus toull ar prizon, d’ar galeou.

Kredi a rae d’ar merc’hed klevet o stirlinkat, etre daouarn an archerien, chadennou evid an den kondaonet.

Ma vije bet kaset Mordiern dirag ar barner, ha ma vije aet ar merc’hed war e lerc’h en eur yudal : crucifige ! crucifige !… ne vefe bet kavet gwaz ebet evit roi testeni a-enep d’ezan.

Met Mordiern en dije lavaret d’ar barner :

« Savet em eus va bouc’hal. Keuz am eus… keuz da lezel anezan beo. Barnit ac’hanoun breman, m’hoc’h eus c’hoant. »

Franseza ha Soazig n’oa deuet kelou ebet beteg o diouskouarn ; abred oa c’hoaz, ha deveziou, ne vez den war an henchou. Souezet e chomjont gand aër skoelfet an tad koz.

D'ar zerr-noz hepken, e oa deuet d’ar gear daoust d’ezan beza dilezet e labour d’ar beure. Da chistra ez eas hag eur c’hofad a gargas.

— Ken abred-man o tont d’ar gear ! Buan e serr an noz e Kerloagen.

An tad koz a respontas :

— Ya !

— Predet mat hoc’h eus evelato. ’M eus aon e oa da eva evel ma kared.

Soazig a c’hoapae :

— N’ouzon ket, eme Gaou. N’oun ket bet staget gant va labour hed an deiz ».

Ha krenn, e prennas e c’henou.

D’e wele ez eas, hep tamm, en eur c’hrosmolat etre e zent komzou diboell.

Antronoz, ar c’henta den a zeuas gand an hent a voe Mordiern.

Kaou, pa welas anezan, a yudas evel eur c’hi klanv.

Mordiern a oa livet evel eun den maro. Kinnig a rae plega war e zivesker.

A-ziwar an treuzou, Soazig a ziredas d’e gaout :

« Klanv out, Mordiern ? Pegen dislivet out ! Petra ’zo ?

— N’on ket klanv, a lavaras Mordiern.

— Deus tre d’an ti eta. »

An hini koz a c’hortoze anezan. War an treuzou edo, eur mell baz dotu gantan etre e zaouarn.

Frañseza ha Soazig ne gomprenent netra :

« Ezomm am eus da goms ouz Saozig, a lavaras Mordiern. En e bart-e-unan : « Deom diwar wel ebarz al liorz, rak n’ez in ket d’an ti. Diwallet mat eo. »

Ne glevas den ar pez a lavaras Mordiern da Zoazig. Koulskoude, an tad koz, evel an dud all, ranell dre ma ’z eont war an oad, a oa e skouarn gleiz enep prenestr koad al liorz. Selaou a rae. Ne gleve mann pe kouls lavaret. Mordiern a gomze goustadik, mouget e vouez gand ar glac’har — ha gand ar c’heuz.

D’eur mare e savas uhel ton ar gaoz.

Soazig a lavare en eur grena, en eur ouela :

« O ! savet ec’h eus da vouc’hal ?…

— Evit hel laza, a yudas Mordiern.

— O ! n’ez pije ket graet.

— Eo ! ker gwir ha ma par an heol. »

Paour kaez Soazig !…

Mordiern a gomze rok outi. Troët oa e benn ; e nerz-kalon oa aet kuit. Heugi a rae ouz ar bed. Beza miret outan da bokat d’e dad ! Na pegen spontus !…

« Lavaret a ran kenavo d’it, Soazig. Santout a ran va spered o vont kuit ».

Soazig ne ouie ket perak e savas Mordiern e vouc’hal evit laza. Lavaret a reas d’ezi en eur astenn e zorn :

« Abarz an noz e ouezi perak, ha neuze e pardoni d’in. Gwalleurus oun a-vreman da viken. N’am gweli mui el liorz-man, adrenv da di ; kenavo !

— O ! Mordiern, n’emaout ket o vont kuit.

— Red eo.

— Ganit ez in. Terri a rez va buhez, met nann va c’harantez. O ! Mordiern, d’it e vezin da viken, ha d’it hepken.

— Soazig, ma c’hellfes gwelet ar glac’har a grign va c’halon.

— N’am c’harez ket !…

— Muioc’h egedoun va-unan.

— Chom neuze !…

— Va enor, va brud a vir ouzin ».

Soazig a gomprenas e oa traou kuzet d’ezi etre an tad koz ha Mordiern, traou a-bouez. Ne c’houlenne ket digant Mordiern o displega d’ezi ; aon he doa da c’houzout. Tevel a reas ; hag evid ar wech kenta en he buhez, ar plac’hig fur ha dinamm a stouas he fenn dindan pouez pounner ar blanedenn. Gouzanv a rae evit torfejou ar re-all. Red eo da wad an oan beza skuilhet evit gwalc’hi pec’hejou hudur ar bed. He daërou oa evit gwalc’hi torfed euzus Kaou, he zad koz.

Mordiern a astennas e zorn da Zoazig. Soazig a stardas dorn Mordiern ; sacha a reas davedi he muia-karet ; lezel a reas he c’horf da goueza etre e ziouvrec’h ; en em starda a rejont an eil ouz egile, en eur gemmeska o daërou.

Kaou a welas an disparti, laouen e galon :

« Ah ! Ah ! emezan, aet eo kuit… kuit da viken. Penaos ?… An neb a zavas e vouc’hal evit va laza, mab d’an hini a blantas eur gontell em jod, a vije deuet em zi, ha da c’houlenn va merc’h vihan evit e bried… Biskoaz kemend all !… Met aet eo kuit… Daërou a zo bet d’an disparti, daërou c’houero… Ar pez a vern eo ez eo echu ar reuz ! »

Dont a reas, en eur lavaret-se, da gostez an daol ; troc’ha reas eun tamm bara penn-da-benn gand an dorz.

Debri a rae evel tri ; biskoaz n’oa bet ken yac’h all. Yac’h-pesk. Piou en dije lavaret ne oa ket, peogwir ez ae da zifonta koajou ?… Ha n’eo ket difonta koajou hepken ; lakaet e oa gantan en e benn mont da falc’hat da vare ar foenn. Gouzout a rit holl pegen tenn eo falc’hat diouz ar beure beteg serr-noz. Piou ac’hanoc’h a gemerfe ar falc’h goude lein, ma ne vefe roet d’ezan, d’e bred, nemed eur skudellad boued laez ? — Hini ebet. Evid ober eur vicher reut, eo red kaout diouvrec’h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec’h reut.

Ma ! Kaou a lavare da gement hini a jome d’e zelaou :

« Abenn ar foenn e vezin da vat. An tenn barreka a yelo ganin. »

Ar c’hofad barreka eo a yeas gantan.

Eur beure, en eur vont d’o labour, devezourien a gavas anezan en eur waz dour merglet, ne oa ket uheloc’h an dour enni eget penn an daoulin. Beuzet e oa.

Eur bloaz a dremenas.

Mordiern ne oa mui an hevelep den. Labourat a rae evel eur marc’h ha ne gaozee ouz den. Pell araog ar zav-heol e veze er park o troc’ha e garrad melchon ruz, ha pell goude ar c’huz-heol, ez ae hag e teue e kreiz an douarou, evel eun tasmant.

O klask mouga e c’hlac’har edo.

Ne zelle ouz plac’h ebet.

Nann ! ne oa mui an hevelep hini. E vuhez oa torret, torret da viken !

Petra dalveze d’ezan ?…

Skeudenn e dad a veze dalc’hmat dirazan, e dad, maro hep den da eur e dremenvan ; e dad kaset d’an iliz gant daou zoner mezo, o seni warlerc’h an arched, evel d’eur c’horoll bennak ; e dad douaret evel eur c’hi !…

Kaou, d’e dro, a oa tarzet evel eur c’hi. (Dorn Doue a oa eno). Met Mordiern ne bardone ket d’ezan.

Eun devez e oa o labourat er menez, beuzet en e c’hlac’har. Kaer en doa hasta buan, hag ober labour warlerc’h labour, ar velkoni a grigne anezan gwasoc’h-gwasa.

Sammet pounner e galon, labour tenn war e gorf, Mordiern a oa deuet da veza kastiz meurbet. Distruj e oa.

Edo an heol uhel en Nenv ; Mordiern a zeuas sonj d’ezan edo el lec’h ma pokent warlene an eil d’egile, Soazig hag hen.

An hevelep heol a bare hag an hevelep bannou a domme an douar.

Sevel a reas e gein evid ober eun diskuiz.

Troi a reas e benn.

Lammet a reas, en eun taol, e gorf a-bez.

Soazig a oa aze, en he zav, dirazan.

Sellet a rejont an eil ouz egile, souezet oc’h en em gaout adarre penn ouz penn.

« Penaos, c’houi aman, Soazig ?

— Oh ! lavar d’in, te, evel gwechall, evid an diweza gwech ! N’eo ket mat d’in dont marteze ; met ne oan ket evit mirout.

— Petra ’zo nevez ?

— Da lavaret kenavo d’it oun deuet.

— Penaos ??… N’em eus klevet netra !
  Petra ’zo ?

— Den ne oar c’hoaz, nemet va mamm. O vont d’ar gouent emaoun da Vontroulez ; eus a Vontroulez e vezin kaset er-maez a Vreiz. »

Mordiern a gave d’ezan e oa maro en e galon karanteziou ar bed. Fallgaloni a reas o selaou komzou Soazig. Soazig d’ar gouent ?… O !

Harpa a reas e gorf ouz ar c’hleuz evit chom en e zav.

« D’ar gouent n’ez i ket, eme Vordiern.

— Eo ! abenn tri devez ema an disparti. E-lec’h roi va c’halon d’an dud, e kavan gwelloc’h roi anezi da Zoue hepken. N’ec’h eus ket a zonj, Mordiern, ez peus bet touet d’in war ar menez-man eur garantez divarvel ?

— Sonj am eus, ha va le a zalc’han. Eur plac’h am eus karet hag a garan, ha ne garin ket diou. Gouzout a ris traou spontus warlene… Pennfollet holl e oan. Va zad !… (Dourenni a reas e zaoulagad). Met peoc’h gand an dra-ze !

— Peoc’h, eme Soazig, na mat oc’h ! N’eo ket d’eoc’h eo da ankounac’haat. Lezel ober eur seurt reuz gand unan maro, laerez anezan, ha kuzat e ano ouz e vab eo ar gwasa torfed a zo. Kaout a rae d'in n’am c’haries mui abaoe an devez-se… Gouzanv a raen !…

— Da garet em eus, ha da garet a rin da viken. Met keit e vije bet beo Kaou, va brud a vire ouzin mont en da di. Breman pegwir eo maro…

— Breman pegwir eo maro ? »

Mordiern ne respontas ket.

— Breman, pegwir eo maro va zad koz, lavar d’in ne vezin ket leanez.

— Nann ! ne vezi ket leanez.

— Hag am c’harez ?

— Ha da garan muioc’h eget biskoaz.

— O ! Mordiern, mat out, pegwir e rez eurusted merc’h vihan an hini a reas d’it ar muia a zroug. Ankounac’haat a rez torfed va zad koz ive ? »

Mordiern a chomas eur pennadig da zonjal. Touet en doa d’ezan kasoni da viken.

— Ya ! emezan, pardoni a ran d’ezan gant karantez evid e verc’h… evit Doue. »

Hag ar garantez dinamm, touet war lein ar menez, ha torret gand ar blanedenn rust, a voe skoulmet adarre dirak lagad Doue.

Mar lakas Soazig en he zonj mont d’ar gouent da veza leanez, n’oa ket dre garantez dreist evit Doue, met gand an dizesper, hag evit derc’hel sonj eus he c’harantez genta, ha gouela e peoc’h, he-unan, dirak Doue, hep beza gwelet gant lagad den er bed.

Da warlerc’h an eost e voe lakaet an eured.


————



II



Eur youc’hadenn a yeas dre ar vro.

Karantez ?… Ah ! Doue !…

Eun avel skarnil, eun avel foll, eun avel leun a gasoni hag a egar a c’houezas war Kornog ar Bed.

Ar gwaz a vede er park, dindan an heol bero.

Ar c’hloc’h a zonas evel evid an tan-gwall. Ar meder, pennfollet, a stlapas e falz emesk an ed hag a gerzas d’ar bourk, d’an iliz, da lakât e brall ar c’hloc’h bras.

A-istribilh edont, eun dousenn, ouz ar c’herdin ; ar c’hleier a yae en dro evel evid eur vadiziant vras, pe eun eured eus ar c’haëra. Ar beleg a zeuas d’o c’haout ha da lakat ehan ; c’hoarzin a rejont dirazan evel tud diot, hag, e gwirionez, kollet oa ganto o spered. Evel evid eur vadiziant binvidik, hag evid eun eured dispar, e sone ar c’hleier. Evid eur vadiziant hag evid eun eured e zonent, siouaz !…

Badiziant an tan.

Dimezi hag eured an den gand ar bez !…

— Ar brezel ! ar brezel ! a youc’has ar poblou.

Ar brezel ;

Ar c’hlenvejou ;

Eun eost ruz ; eun eost gwad ;

Daou c’hant hag hanter mil Breizad lazet !

Falc’hadeg eur ouenn !

Lezel a rejont an eost d’ober gand ar merc’hed.

An tiez a zeuas da veza goullo, met leun a glemmou, a valloziou, a ganv !…

Ar voazed a lezas an eost gand ar merc’hed evit kerzet d’an harzou, da lakat o buhez etre daouarn Doue.

Gwasoc’h eget loened gouez e oa deuet an dud da veza. Ar bleiz ne laz ket ar bleiz. Kounnar Doue eo a zirolle war ar bed.

Kalon an den a oa breinet.

Boued an den a oa hudurnez.

Ne weled mui na gwirionez na lealded, ar varnerien a zouge eur fals-varnedigez evid eur yalc’had aour. Aour ar Juvezien a rene ar bed, aour ar re a lakeaz Jezuz-Krist d’ar maro. Klask a rejont er c’hantved-man, merzeria ar Gredenn, en eur stenna difinv, ha sounnet evid atao, ar yaouankiz ar gaëra war dachenn en emgann.

Mordiern a gerzas evel ar re-all.

Eun nebeut deveziou araog an embann brezel e oant aet da bardona da Zantez-Anna ar Palud. Soazig a enaouas eur c’houlaouenn goar dirag aoter Mamm ar Werc’hez evit dezi skuilha he bennoz warno. Ha Mordiern, gand fizians e galloud ar Zantez, a lavaras en eur vont kuit :

« Bez dinec’h, Soazig, dont a rin en-dro. »

Ar c’hanol a groze ; al lazadeg a oa spontus. Mordiern a voe kaset d’an tan. Eur miz goude, Soazig a dridas he c’halon pa lennas war eul lizer :

« Soazig koant, n’ouzon ket penaos, er mintin-man, en eur zihun, ez eus deuet eur groaz da goueza war va feultrin. — « Soudard kalonek, dispont e kreiz an tan… hag all… Koulskoude n’em eus ket graet muioc’h eget va dever… »

Soazig, lorc’h enni, a ziskouezas al lizer-ze da ouspenn unan eus he mignonezed.

Soazig a skrive d’ezan alies, alies, gant he fluenn, ha gant he c’halon. Aes oa gouzout, en eur lenn he lizerou, pegement e krene hec’h ene paour. Lakât a rae d’ezan keleier eus ar barrez, ha penaos edo stad e diegez chomet etre daouarn daou vevel koz. Ha Mordiern, pa lenne al lizerou-ze, stummet ker koant, a grede beva c’hoaz en e barrez, hag an hir-amzer hag an droug-hirnez a bellaë evid eun abadenn. Rak ar brezel a bade… a bade…

Tremenet oa eur goanv ha tremenet eun eost all :

« Abenn bloaz ec’h echuo an dispac’h », a lavare ar c’hazetennou.

Eun devez, Mordiern, epad ma c’houitelle an tammou dir en aer, ha ma krene an douar gand an tennou kanol, a lenne eul lizer en e lochenn, toullet dek troatad bennak dindan douar an Argonn. Eun tamm goulou pikouz a oa war elum o tiskouez ar pri a c’holoe e zilhad, hag an dour a oa en e zaoulagad.

Franseza, mamm Soazig, oa maro. Berr tre oa al lizer, ha ne oa ket lakeet penaos e oa maro. Dreist holl e lenned kement-man :

Youennig karet,

…Mar vijes bet aman ez pije lakaet urz war an traou. Eur gward zo lakaet warnon. Gwerzet e vo an traou nemed an ti. Da di va eontr da Gerloagen ez in da c’hortoz ac’hanout. Truez ouzin, Youenn, ha deus buan en dro, kemend-all a draou am eus da' lavaret d’it ! Va unan breman, hep tad, na mamm ! Ne chom ganin nemedout hag emout ker pell ! N’ez eus den evid va frealzi, den ebet !… Pegen reuzeudik ez oun ! Ped evid ene va mamm gaez, ha skriv d’in buan. Kredi a ran eman va c’halon o vont da vankout.

Soazig.  


Mordiern a ouelas evel eur bugel en eur lenn lizer an emzivadez. Ah ! mar bije bet aze !… Piou oar pe vare ez ay ? Ar bolodou a dreuz an nenv, a zrask hag a laz ; bremaïk ez ay gand e genseurted d’an arsailh, mar ne vez ket dalc’het, aze, e dounder ar c’hleuz gand an aezenn-voug. Koll a ra fizians.

Ar maro a zo en-dro d’ezan, e pep lec’h.

Santout a ra an douar o krena endro d’ezan, hag etre diou waskadenn, tud glazet o yudal.

Ar brezel a badas bloaz, daou vloaz, tri bloaz…

Kaer e oa gortoz, ne oa ehan ebet d’al lazadeg.

Red e oa da dorfejou ar bed beza braz evit beza ezomm eus kement a wad d’o gwalc’hi.

Bep taol pa zeue d’ar gear, Mordiern a wele bepred, gant glac’har, beziou nevez flamm, er vered ; gand anoiou all, anoiou mignoned, siouaz ! a astenne o roll, hag a lake pedi evid an anaon. Da beb ano anvet e save eun tad, eur c’hoar, eur vamm, he c’hoef mezer du ganti, hag an iliz a dregerne gand o difonkadeg.

Pegwir e pade keid-all ar brezel kriz, Mordiern ha Soazig a lakaas en o zonj dimezi.

Er bloavez seitek e voe rust meurbet ar goanv. Skorn, lammou, divesker torret. Ar vosenn ive a gerzas dre ar vro gand ar maro war he lerc’h.

An emgannou a yae war wasat.

Soazig a grene hag a bede.

Fizians he doa.

Awechou, koulskoude, e teue hec’h ene da gemer aon :

« O ! emezi, lazet e vo ! N’eo ket bet glazet, met pa vezo tizet… o !… Kreiz an tan, noz deiz, heb ehan, miziou a zo. »

Mall oa ganti gwelet he Mordiern o tont d’ar gear. Ar goanv a oa tremenet hag an deliou kenta a zispake e beg ar skourrou. Mall e oa ganti gwelet he Mordiern o tont en dro : laket e oa an devez evid an dimezi.

Mordiern a lavaras d’ezi, da genta :

« Ne zimezomp ket c’hoaz ! Ker buan e vefen lazet, me ive. »

Soazig, avat, a lavaras d’ezan, en eur ruzia :

« O ! va muia-karet, dimezomp evelato. Ma ’z eo tonket d’it koueza, e kouezi. Met, ma kouezes, me a chomo war da lerc’h : da ouela, da zerc’hel sonj ac’hanout, da lakat pedi Doue evit da ene, ha da zevel evel kristenien ar vugale a blijo gand an nenv rei d’eomp. Met ne gouezi ket, ne gouezi ket. Re a fizians am eus e skoazell hor Zantez. »

Ne gouezas ket maro war an talbenn ; koueza a reas, evelato, gand eur bolod en e vorzed. Ne oa ket a aon evid e vuhez. Kaset e voe da Baris, da glanvdi Val-de-Grâce, Pavillon A. K., sal 22. Lezel a reas e ano a gostez evid eun abadenn : anvet e voe n° 14.

Ar gouli ne oa ket re zoun ; ar bolod a voe tennet kuit aes tre. Ar pez a rae diaes d’ezan e oa ar paour kaez Soazig, glac’haret. Pa glever eman unan bennak er c’hlanvdi, e kav d’an holl eman ar maro o tostât ; padal, ar vuhez eo, ar yec’hed eo an hini a dosta. A-bell, an droug hag ar mad a vez an hanter brasoc’h eget na dint e gwirionez.

An dimezi a voe daleet.

Da ziwez miz mae. Miz ar Werc’hez a zigaso ar yec’hed.

Miz maë a yeas ebiou ; ar gouli n’oa ket pare.

Miz even a dremene d’e dro.

Eun devez, ar medisin, pa oa deuet da dal gwele Mordiern, a lavaras d’ezan :

« Gouzout a rez, mignon, an hini krenv en deus graet droug a viskoaz. Arabad d’it eva anezan hiviziken. Parea a ri, fizians !… »

Hag ar gouli ne baree ket.

Kaer oa gwalc’hi ha lakât lïen warni, ar gorven a vere diouti bepred.

An n° 14 a lammas warnan an droug-hirnez.

Eun abardaevez, al leanez a zelle outan, gourvezet war e wele, e ilin war ar penn wele, hag e benn war e zourn digor.

Sellet a rae Mordiern dre ar prenestr.

War dro c’houec’h eur e oa eus an abardaez.

Gofellou bras Paris a vogede o ziminalou, uhel : us da doennou an tiez, dre greiz d’ar ziminalou, Mordiern, marteze, a glaske gwelet eun tour dantelezet o pignat sounn d’an nenv. Tour ebet ne baras dirag e zaoulagad ; kloc’h ebet ne zonas an Anjelus evel en e barrez. Mont-ha-dont ar gweturiou-dre-dan a groze er baliou. An douar a grene. Pelec’h edo e Vreiz, sioul d’ar zerr-noz ? ar parkeier, na glever enno nemed eur c’hi o harzal war-lerc’h eur penn-chatal, pe safron skiltr eur c’houil o vont e-biou d’an diskouarn ?… Ne gleve netra eus ar pez a gleve e Breiz, ha trouz ar gear vras a vire outan da bedi. Epad m’edo ar re-all o c’hoari c’hartou e kreiz ar gambr, hen a zonje, a zonje…

Eur c’hlanvour en e gichen a oa krignet gand ar paz. Roc’hal a rae evit tenna e alan.

Mordiern a zellas outan. Ar c’hlanvour, treut evel eun tamm koad, ha liou ar c’hoar warnan, a zellas ouz Mordiern :

« N’em eus ket mui pell da vont », emezan.

Bannou melen heol an abardaez a baras dre ar prenestr warnan hag a lakas e zremm da veza euzuz ker melen ma oa.

Da unnek eur diouz an noz e varvas.

Ha Mordiern a zonje :

« Penaos emaoun-me aman, etouez klenvejou skevent ? »

Evel an noz hag an deiz e oa Mordiern hag ar glanvourien. Ar re-man a oa sec’h ha disliv hag hen a oa ruz e benn ; met ne oa ket ruz flour e zioujod ; a dakadou e oa : war e vuzellou hag e kreiz e jodou. Maget mat e oant. Kig kriz a veze roet d’ezo, eul loaiad da bep pred.

O ! Mordiern, ker yac’h en eur vont eus ar gear !…

Petra ne baker ket e toullou doun an talbenn ? Anoued war-lerc’h tommder ; awechou an treid riellet er pri, ar roched fank a zalc’her epad sizunveziou, ar c’horfou maro o vreina war an dachenn, ar vosenn adrenv !…

Ar medisin a lavare d’al leanez :

« Ar Breton-se, an droug-hirnez el lazo. »

Eun droug, ya ! n’eo ket an droug-hirnez, avat.

War dro ar bemzek a viz even e voe chenchet kambr d’ezan. Laket e oe gand ar re yac’h, gand ar re a c’hortoze mont d’ar gear. Mordiern en em gave mat ; pare oa e vorzed. Eur pennad e oa bet ar paz gantan. Sonjal a reas e oa taget e skevent. Ne oant ket. Ar paz a oa aet kuit, hag ar pistig a zante azioc’h poull e galon a oa ehanet. Eur pistig paket, emichans, epad an nozveziou goanv : gedour santel, evit diwall buhez e vreudeur ne daole ket evez awalc’h ouz e yec’hed. Ha goudeze, kaset d’ar c’hlanvdi gand eur bolod en e vorzed gleiz ha laket gant klenvejou ar skevent… N’eo ket souezus ! Kement a dud c’hloazet ; ne vez awechou lec’h ebet d’o lakât.

Mordiern a zonje, a zonje…

Brema e oa yac’h.

Eun nebeut deveziou c’hoaz, ha d’ar vro.

Ar vro evitan, a oa Breiz, bihannoc’h c’hoaz : e barrez, ar gear, e di.

Ar zul diweza a viz even.

Mare ar foenn !… Met poent eo staga gantan.

Bremaïk, abenn eun nebeut deveziou, e vo er gear ; da falc’hat ez ay da di Soazig. — Oh ! n’eo ket siouaz !… da di he eontr a Gerloagen an hini eo ! — da di Fañch an Diskraper, da di an Even, da di kalz re-all c’hoaz, evit diskouez d’ezo ne oa ket fallaet re en holl er c’hlanvdi.

Da greisteiz, pa oant holl ouz taol, ar medisin a dremenas dre o c’hampr. Al leanez a oa gantan :

« Piou ac’hanoc’h, emezan, a zo gwaz awalc’h evit roï eus e wad evit savetei eur zoudard prest da vervel ? Eur c’har zo troc’het d’ezan ; re a wad en deus kollet evit beva pell amzer ma ne zeu ket eur c’hristen a galon da roi ar vuhez d’ezan gant lod euz e wad. »

Den ne zavas.

Ar zoudarded a zellas an eil ouz egile. Ar medisin a gerzas hag a lezas eun tamm paper war an daol.

Sonjal a raent.

Mordiern a zonje ive da genta er c’hlanvour o vond da vervel ma ne ro den lod eus e wad d’ezan, goudeze e Soazig o c’hortoz e Kerloagen.

Mez a gemeras anezan e-unan.

Penaos ? eur c’hristen ne roio ket lod eus e wad evid savetei e vreur, p’en deus ar C’hrist roet e hini war ar groaz beteg ar berad diweza ?

Dont a rae en e spered an hir-amzer eo bet chomet er c’hlanvdi. Chom aze astennet war eur gwele, den en-dro d’eoc’h, hoc’h-unan epad ma teu kerent ar re-all da weled anezo d’ar zul d’abardaez.

Ar zuliou a oa eun hanter hiroc’h eged an deveziou all. Ar re na zeu den d’o gwelet en em vod en eur c’horn bennak, pe en-dro da wele unan anezo, hag aze, evit kaout berroc’h an amzer, en em lakont da gonta doare ar vro. Teod Mordiern ne oa ket ken hir hag hini ar re-all, ha da heul, e vro a chome bepred er-maez eus ar gaoz.

Ma ro e wad e chomo c’hoaz eur pennad mat er c’hlanvdi ; ha goudeze, pa ’z ay d’ar gear, petra a raio, dinerz, e mesk ar gouerien all, yac’h ha krenv ?…

Ar medisin en doa lezet eun tamm paper war e lerc’h, ha sinet gantan. War an tamm paper ’oa skrivet :

« Un volontaire est demandé pour la transfusion du sang, transfusion progressive. Ne sera accepté qu’un soldat complètement guéri, et qui, de plus, n’aura eu qu’une blessure sans gravité pour l’organisme et n’entraînant qu’une infime infusion de sang. — D’ailleurs le volontaire sera examiné préalablement, et son sang analysé. Urgent. »

Mordiern a droe hag a zistroe an tamm paper etre e zaouarn.

Kleved a rae unan o lavaret :

— Ah ! n’eo ket me a rofe va gwad d’eun den dianav. Marteze d’ar c’henta dispac’h e tenno d’in em c’hein ? Marteze e rofen va gwad d’eul lank ? Piou oar ? »

Mordiern a ouie ne grede an den-ze nag e Doue nag e diaoul ; hen avat a grede en eun Doue holl-c’halloudek, Krouer an Nenv hag an douar ha kement tra a zo. Dont a rae ive en e envor e lavaras Jezuz d’an dud :

« Karit hoc’h enebourien zoken. »

Hag an hini a oa o vervel a oa eur mignon, pegwir e oa eur Breizad, ginidik a Lothey, e-kichen Pleyben.

D’ar zul d’abardaez, Mordiern a zavas.

Mont a reas da gaout al leanez :

« Va c’hoar, emezan, da roi va gwad evid ar c’hlanvour oun deuet. »

Dioustu e oe kaset ar c’helou d’ar medisin :

« Ah ! eme heman, me a ouie e vije bet eun den katolik bennak, eur Breton, evit roi lod eus e wad. Ar re-man eo ar galoneka tud a zo. »

D’an abardaez, dioustu, e voe kemeret eur berad eus e wad.

Al lun a dremenas.

Goulennet e voe adarre eun den evid roi e wad evid ar Breizad toc’hor.

Ar meurz a yeas ebiou…

Ne dremenas ket ar c’hlanvour an noz. Da ziou eur diouz ar mintin, ar paour-kaez Breizad, gand eul leanez en e gichen, a zantas ar maro tost.

— Ped evidoun », emezan d’al leanez.

Eur goulou a oa war elum en e gichen, skoachet outan gand eun tamm paper seiz, liou glas en abeg d’e zaoulagad tener.

E benn a oa taolet adrenv, e c’henou digor. Al leanez a c’hlebe d’ezan a vare da vare e vuzellou sec’h, gand eur bluenn, soubet ebarz eul louzou.

Pa oa diou eur o skoi, e tennas krenv e alan en eur lezel eun huanadenn hir. Maro oa.


D’ar merc’her, d’an dihun, Mordiern a lavaras da hini ar gwele 15 :

« N’ec’h eus ket klevet trouz en diri, er mintin-mañ ? Ne ris nemet moredi.

— Ar glanvdiourien o tiskenn ar Breton. »

Mordiern a reas e galon eul lamm en e greiz.

Maro oa ar Breton.

Bremaïk e vezo devet ar c’horf gant raz kriz.

Morse ne vez nac’het ar gwad kinniget. Mordiern a ginnigas e wad ha difennet e voe outan her roï.

Ma oa bet nac’het e wad, e oa gwad fall hep mar.

Mordiern a gomprenas.

D’ar yaou e voe roet e damm paper ruz d’ezan da vont d’ar gear evid eur miz.

Ne oa ket e sonj kaout eur miz ; pemzek devez d’ar muia.

Moarvat e oa klanvoc’h eget na grede. Kemerout a reas hent ar gear, klanvoc’h c’hoaz e spered eged e gorf.

Soazig a oa ouz e c’hortoz.

E sonj dimezi edo d’an taol-ze, hag eureuji m’en dije bet Mordiern pell a-walc’h da jom er gear.

Darbet e voe d’ezi koueza war linenn he c’hein pa lavaras Mordiern d’ezi, e oa abredik awalc’h prezek eus ar seurt traou-se… Dizreï a rae ar gaoz diouz an dimezi, bep taol…

Pa c’houlenne Soazig outan perak e pellae e eurusted d’ezo o daou, hen a glaske c’hoarzin, met c’hoarzin glas a rae.

Eur wech muioc’h e torre e vuhez, hag en taol-man, da viken marteze.

Ne lavare mann da zen evit derc’hel kuzet ar glac’har kriz a grigne d’ezan e galon.

Nag e c’houzanve !… Nag e c’houzanve, ar paour kaez Mordiern !… Abaoe ma oa dizroët d’ar gear, e oa aet da Gemper da gaout eur medisisn brudet da lakat sellet piz ouz e wad. Petra en doa ar medisin lavaret d’ezan ? — O ! eur ger, eur ger hepken a zasone en e benn, evel taoliou morzol.

Petra 'ta ?

Alcoolique !!

Breman e wel sklear evel ma parfe eun heol en e ene.

Kompren a ra perak n’eo ket bet kemeret e wad — gwad fall !

Kompren a ra perak ar medisin a lavaras d’ezan ehana gand an hini krenv da viken — gwad fall !

An takadou ruz n’int ket aet kuit a ziwar e vuzellou nag a ziwar e jodou — gwad fall !

Ar pez ne ouie ket, eo e oa deuet e skevent da veza taget gand ar gwad fall.

Gwad fall !!… gwad fall !!…

Ha skeudenn e dad a lammas dirazan euz dounder an amzer dremenet, e dad tarzet gand eur c’hofad e kraou ar C’hroaz-Hent, an tad a roas d’ezan e wad brein, e wad devet.

Echu e vuhez eürus !…

Betekhen, Mordiern oa bet dispont kaer, e kreiz an tan, dre garantez evit Soazig. Eur brezelour dreist e oa… Meulet oa bet alïes gand ar vistri hag ouspenn ar groaz a vrezel, ar vetalenn oa deuet, d’he zro, da ficha e beultrin.

— « Pegen lorc’hus ne vezo ket Soazig ganin, a zonje ar paour kaez ! Ankounac’haat a raio an devez reuzeudik ma vervas ar gwad em penn ha ma savis va bouc’hal. »

Mordiern en doa keuz, keuz bras, glac’har zoken. Soazig, an emzivadez, he doa ankounac’haet dioustu. Karet a rae Mordiern gand he glana hag he brasa karantez.

Kredi a rae d’ezi edo an eurusted o tont.

An eurusted a belleas a-denn-askell, hag ar Blanedenn griz, en eun taol kounnar, a droas tu d’o buhez, ker buan evel da bajenn eul leor.

Mordiern a lavaras da Zoazig :

« Kerkoulz eo d’in lavaret d’it ar wirionez. Va zad a evas epad e vuhez ; e wad a oa devet. Gwad va zad a zo em gwazied, gwad kontammet. Me da garo da viken, met echu eo etrezomp er vuhez-man. Ne vezimp ket an eil d’egile ; kemer da bried eur gwaz yac’h, eur gwaz krenv.

— Biken ! Mordiern, unan a garan, ne garin ket daou ; ma ne vezan ket dit, ne vezin da zen. Met ar c’hlenvejou a bare d’an amzer vreman.

— An dra-mañ n’eo ket eur c’hlenved, pegwir ar gwad eo a zo fall. »

Soazig a zirollas da ouela.

Mordiern en doa gouzanvet re, gouelet re ; e zaoulagad a chomas sec’h, met e galon e oa prest da faouta.

Hervez eur medisin, gellet en dije Mordiern chom er gear. E glenved a oa awalc’h evit mirout outan da veza dalc’het da zoudard. — Neuze e veze kemeret an holl dud hep sellet outo. — Ne fellas ket d’ezan chom. Petra e vije chomet d’ober er gear ?… Labourat evit piou ?… labourad evit petra ?… Kerzet d’an tan, ar c’henta ’r gwella, ha mervel eno gand eun tenn en e benn a oa ar maro a hete abaoe eun nebeut deveziou.

O ! mervel krenn en eur vont d’an arsailh !… Mervel ha beza ankounac’haet gand an holl !… Sonjal er maro a oa e vrasa plijadur. An dra-ze a zigouez gand pep hini, taget gand ar blanedenn griz, ha re wak e ziouskoaz evid herzel.

Pa ’z eo torret ar wern, ha dallet ar stur, an den-a-vor a lak e ziouvrec’h e kroaz war e vruched, hag a zell ouz ar mor.

Ar roenvou a zo aze e-harz e dreid.

Ne grog ket enno ; ne zell ket outo. Petra dalv ?

Sellet a ra ouz ar mor.

An avel a c’houez eus ar reter ?

Mat eo.

Eus ar c’hornog ?

Mat ive.

Eus an hanter-noz ?

Kerkouls.

An avel a gouez ?

Ne vern !

An avel a c’houez pe a gouez ; ar vag a harp pe a gerz, ar blanedenn a gas anezi.

Ar sturier a zo dic’halloud.

Dour, leun an ec’honder.

N’ouzer ket war-du pelec’h ez aer.

Hor c’hendadou a ziskouez d’eomp, en o skeudennou, bagou ar zent o vont hep gouel, bountet gant Doue. Ar sturier zo er penn araok, ha gand e ziou askell digor, e kemer nerz an avel. An aeled o henche.

Digouezout a ra ez eus eur skeudenn askellek war diaraog hor bag-ni. Eun ael… pe an Ankou.

An dour e kement tu.

Lestr ebed ne bar. An noz a ziskenn.

Ar sturier en em led evid kousket, epad ma kerz ar vag war gein skedus ar mor, dindan bolz arc’hantet an Nenvou ha lagad an Aotrou Doue, gand ar fizians e savo d’an dremwel, eul lestr pe eur beg-douar, pa vo dihunet gand ar goulou-deiz.

Evel ar sturier, Mordiern a oa kollet gantan stur e vuhez. Ne ouie ket war be seurt tu e kerze. Pe eun ael pe an ankou a henche bag e vuhez ?

Ne oa ket nec’het.

Gwasoc’h eged ar sturier, heti a ree beza henchet gand an ankou, ha taolet ha brevet war reier gouez eun aod dianav.

Mordiern a c’houlennas mont d’an tan.

Reuz a oa e miz gouere, er bloavez triwec’h. An hanv a oa tomm ruz ; ne vije ket kavet dour evel ma kared. Hag ar medisin a vire outan eva hini krenv ha gwin zoken ! — Daoust ha goab pe betra a rae outan ? — Chom heb eva gwin ? da vervel gand ar zec’hed p’edo nerz ar zoudarded ebarz ar boutailhou ?… Awechou e choment peder eur war’n-ugent hep tamm. — Ha ma ne vije ket bet gwin da eva ?… Penaos chom yac’h e kreiz ar c’houez fall a zave eus breinadurez ar c’horfou maro, ma ne vije ket bet a hini krenv ?…

Mordiern a gendalc’has da eva ; eva reas gwasoc’h eged araok evid ankounac’haat e c’hlac’har eun abadenn.

Awechou e lamme d’an arsailh hanter-vezo. Ar bolodou a c’houitelle en eur vont e-biou hep toulla e lêr d’ezan.

— « Gwir eo, a lavare ar re-all, « bez’ ez eus eun Doue evid ar re vezo. »

Eun Doue ’zo evid an holl, evid ar re vezo evel evid ar re-all, rak an Doue holl-c’halloudek a zo eun Doue a druez.

Mordiern a echuas ar brezel, gand ar re all, hep beza bet krabiset goudeze gand eur bolod zoken. Ma ne lazas ket ar brezel e gorf, e c’hloazas anezan doun, hag e lazas anezan en eur c’hiz. Gant naon an deveziou divoued, gand yenijen nozveziou ar ged, ha gand ar gwad mezvier a oa ennan, ar paour kaez soudard en em lakas da eva… da eva…

Pa zeuas diouz talbenn an emgannou d’ar c’hazarn, abarz beza kaset d’ar gear, ne chomas ket eur zizunvez hep tremen an hanter anezi er prizon.

— Ar mab warlerc’h an tad ! »

Mouez ar gwad !… ar ouenn !…

Eur wech deuet d’ar gear evit mat, hag an tiegez ?…

An tiegez ?…

He ! Labourat a reas eur bloaz hanter ha goude e lakeas anezan e gwerz !

Ne gaver ket an aour a dammou evel ar vein ha red eo kaout evit mezvi heb ehan.

An tiegez oa bet Soazig en he zonj dont da wreg ennan, gwerzet evit lonka !!…

Ne oa ket eun tiegez bras ; paeet e voe an hanter eus e dalvoudegez ha ne oa ket dizle.

An arc’hant a oe strewet duman-duhont, ha Mordiern, ar gwaz ker fur, ker karadek, ker madelezus, a gerzas dre ar vro, en eur c’houlenn chistr, awechou labour, da veva evel eul lank.

Ne oa ket bet galloudek awalc’h evit terri, laza en e galon engalv ar ouenn. Gwad an tad a verve ennan, a vounte anezan hag e vougas.

————


Evit echui


An istor-man a zo bet kontet en eun ostaleri e gar Lokmaria-Berrien. An hini a gonte anezi ne oa ket ouspenn tregont vloaz. Eun dremm eus ar re gaëra, gwechall, d’e ugent vloaz. Brema eo taget gand ar gwasa klenved a zo… gand kontamm ar boeson.

Daoulagad glas a oa en e benn, deuet da veza briz ha dourennek, buhez ebet enno.

Ar re her selaoue a zonje :

« Ma n’eo ket eun druez !… Eur vuhez torret evel hini Mordiern… »

An hostizez a c’houlennas :

« Eur banne gwin breman evit netra n’eo ket re, evit beza diduet ac’hanoc’h. »

Eur voutailhad hini koz a voe laket dirazan.

Ne chomas ket pell leun. Gwerennad warlerc’h gwerennad, e tiskennas ar gwin.

Penn an den a zeuas da veza ruz-tan.

An hostizez a c’houlennas :

« Petra eo deuet Soazig da veza ?…

An den a zavas e ziouskoaz evel ma n’en divije ket gouvezet :

« Ha Mordiern ?

— Mordiern, e dad a dorras e vuhez d’ezan hep gouzout dare. Breman eman o redek bro evid heulia e blanedenn, planedenn e dad. Eun devez e lakas en e benn dont d’ober eun droiad da vro e gavell. Ne chomas ket ’hed an hent evel e dad. Dont a reas d’e barrez evit diskouez d’an holl torfejou spontus ar vezventi milliget. Ne oa ket bet anavezet dioustu gant re ar barrez. Eun devez marteze, evit heulia e blanedenn, penn-da-benn… planedenn e dad, e tarzo evel eur c’hi war lez an hent, pell. Met ne vezo ket laëret, m’hen tou ruz, ha warnan ne vezo kavet lizer ebet. Met perak ‘ta ? Na mamm, na tad, na kar ne vezo ouz e c’hortoz, na mab ebet evit pokat d’ezan abarz mervel. Mat a reas chom hep dimezi. Eur gwaleur eo ar vezventi ; gwasoc’h c’hoaz eo lakaat er bed-man bugale barnet.

« Eur c’heuz a zoug en e greiz :

« Ar c’heuz da veza chomet hep faouta e benn d’an hini koz, an hini a reas ar reuz. Dibennet e vije bet d’e dro, pe kaset d’ar galeou ha peoc’h a vije bet diwar e benn.

« Doue a bardono dizesper kriz ar mezvier, deuet da veza, gant mezventi e dad, gwalleurusoc’h eged eur c’hi klanv.

— Ha pelec’h ema breman Mordiern ? a lavaras adarre an hostizez.

Elec’h respont, an den a gerzas prim er maez, en eur vralla, ouz e heul merc’hed yaouank gar Lokmaria a oa deuet da zelaou.

An den a gemeras hent an Huelgoat.

An abardaez a ziskenne.

Ha merc’hed koant ar marc’hadour koad, merc’hed dibikouz ar marc’hadour-ed hag ar benherezed a drape hag a drape, heb ehan, evel rod ar Veilh Nevez, araok mont d’o zi.

Met toui a rejont ne vije ket bet o fried eur mezvier. Kentoc’h e vijent chomet hep dimezi.

Bennoz da Zoue ! ma ’z eo fur ar merc’hed e Lokmaria, ker fur eo ar gwazed, hag eno evel e lec’h-all, ez a ar vezverien war rouesaat. Ma karfe an holl senti ouz lod anezo, ez afe dioustu d’an traon ostaleriou ar vro. N’eus ezomm ebet da gas an ostaleriou d’an traon. Met eva nebeutoc’h a zo red pe — n’eo ket an ostaleriou – met ar ouenn, met Breiz eo a yelo d’an traon.

A vare da vare
Eur banne ’zo yac’hus,
Va zad a lavare :
Daou a zo katarus.


An den yaouank a gontas an istor-man e gar Lokmaria a harpas c’hoaz e kroaz-hent an Huelgoat ha Montroulez. Eva reas eno ive evit netra gand eun danevell all. Erruet en Huelgoat, e oa mezo dall. Krabanou an archerien a gouezas warnan hep dale. Met kas a reas an archerien da gousket ; dispaka ’reas e gontell, kounnaret.

Antronoz, tud Lokmaria a lennas war an « Ouest-Eclair » al linennou-man :

« En Huelgoat, eun den, anvet Youenn Mordiern, ginidik eus ar barrez, a oa mezo dall. Tenna a reas e gontell war an archerien. Kaset eo bet d’ar prizon. »

Soazig ne lennas ket al linennou-se. He urz a vire outi lenn ar c’hazetennou ha trouz ar bed a varve e toull dor al leandi. An nozvez ma ’z eas Mordiern d’ar prizon, e chomas pelloc’h eget m’oa boazet, da bedi en he c’hambrig, evit digas bennoz an Aotrou Doue war he muia karet.


N’EUS KEN.


D’ar bemzek a viz meurs 1924.


————
  1. Arkus : veillée des morts, e bro Pont-n’abbad.