Mont d’an endalc’had

Litaniou S. Anton a Badou.

Eus Wikimammenn
Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 64-68)



LITANIOU


SANT ANTON A BADOU


(DA LAVARET PA VEZOMP HON-UNAN)


Aotrou, o pet truez ouzomp.

Jezus-Krist, o pet truez ouzomp.

Aotrou, o pet truez ouzomp.

Jezus-Krist, hor selaouit.

Jezus-Krist, roit deomp hor goulenn.

Doue, an Tad euz an env, o pet truez ouzomp.

Doue, ar Mab, Salver ar bed, o pet truez ouzomp.

Spered-Santel, hag a zo Doue, o pet truez ouzomp.

Dreinded Santel, hag a zo eun Doue hebken, o pet truez ouzomp.

Santez Mari, konsevet heb pec’het, pedit evidomp.

Sant Anton a Badou, pedit evidomp.

Sant Anton, mirer furnez an env,

Sant Anton, mellezour a zentidigez,

Sant Anton, mignoun ar binijenn,

Sant Anton, den al lealded,

Sant Anton, mestr d’ar goall-dechou,

Sant Anton, mignoun bras ar groaz,

Sant Anton, lilien ar zantelez,

Sant Anton, stereden nevez ar Spagn,

Sant Anton, a skign an Aviel,

Sant Anton, prezeger komz Doue,

Sant Anton, a gomz e leac’h ar Spered-Santel,

Sant Anton, morzol an heretiket,

Sant Anton, spount ar re o deuz nac’het ho Feiz,

Sant Anton, spountail an diaoulou,

Sant Anton, skuer ar vuez santel,

Sant Anton, gloar Urs Sant-Frances,

Sant Anton, a laka ebestel da zevel,

Sant Anton, sklerijenn ar bec’herien,

Sant Anton, hent an dud faziet,

Sant Anton, a ra miraklou,

Sant Anton, consolasion an dud glac’haret,

Sant Anton, difennour an dud direbech,

Sant Anton, a laka ar re vud da gomz,

Sant Anton, a chasse an diaoulou,

Sant Anton, a dor chadennou ar brizounerien,

Sant Anton, a ro ar vuez d’ar re varo,

Sant Anton, a ro ar guelet d’ar re zall,

Sant Anton, a ra kaout an traou kollet,

Sant Anton, difennour an dud leal a zo e proses,

Sant Anton, pur evel eun eal,

Sant Anton, perlezen ar baourentez,

Sant Anton, a garie beva evel eun abostol,

Sant Anton, fourniez a garantez,

Sant Anton, a rea fae var an henoriou ha plijadurezou,

Sant Anton, savete an dud kuezet er mor,

Sant Anton, sikour kement hini ho ped,

Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, pardonnit deomp, Aotrou.

Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, roit deomp hor goulenn, Aotrou.

Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, o pet truez ouzomp, Aotrou.

Jezus-Krist, silaouit ac’hanomp.

Jezus-Krist, roit deomp hor goulenn.

℣. Pedit evidomp, Sant Anton benniget.

℟. Evit ma vezimp din euz a bromessaou Jezus-Krist.


PEDOMP


Ra vezo hoc’h Iliz, o va Doue, karget a joa dre bedennou Sant Anton benniget, ho konfessour, evit ma vezo bepret kennerzet dre ho kras, ha ma c’hello kaout ar joaiou hag a bado ato. Dre hor Zalver Jezus Krist. Evelse bezet great.

Ne ouffen ket achui guelloc’h va leorik eget o lakat ennhan lizerik Sant Anton ; ar vertuz e deuz da lakaat an diaoulou da dec’het, da bellaat an tentasionou, da lakaat ha da zerc’hel ar peoc’h enn hon ene. Al lizer-ze a zo hanvet evelse, abalamour m’eo bet skrivet gant ar Zant, ha roet ganthan da eun den hag en doa an diaoul c’hoant da goll he ene evit an eternite, o lakat enn he spered ar sonj d’en em laza.

† Ecce crucem Domini ;
† Fugite, partes adversæ.
† Vicit Leo de tribu Juda,
radix David.
Alleluia, Alleluia !

† Setu ama kroaz hon Aotrou ;
† Tec’hit kuit banden diaoulou.
† Al Lion euz a dribu Juda,
Diskennet al lignez David,
A zo treac’h deoc’h : tec’hit, tec’hit.
Alleluia, Alleluia !


————