Eur wech a oa eur merer, eun intanv hanvet Job Kervran, ha n′hen doa ket paeet he aotro, seiz vloaz a oa. Seiz bugel hen doa ive, hac ho seiz re iaouanc evit galloud labourad douar na gonid eun dra bennac.
He aotro, o tremen a-biou berred he barrès, en noz, a wele aliès processionou hoc′h ober ann dro d′ann ilis, hac a grede a oant tud varo, hoc′h ober pinijenn ; met aouennic a oa, ha na grede ket tostad da welet.
Hac hen o vont da gaout he verer hac o lâret d′ehan penaoz mar carrie mont da dremen eun nozvès penn-da-benn en ilis, e roje d′ehan quittanz euz ar seiz bloazvès a dlee d′ehan.
Ar merer a oa paour ha nec′het, hac a lâras mont.
Mont a reas eta d′ann ilis, pa ′c′h a ar sacrist da zôn ann Angelus noz. Pa oa hec′h unan en ilis, alc′hueet ann dorojo warn-han, e taoulinas dirac ann aoter, da bedi ; hac hec′h eas neuze da gambr ann horolach, en tour, a belec′h a wele mad, dre eur prennestr, kement a oa en ilis, rac sclezr a oa al loar. En bolenté Doue ! emehan ; hac e c′hortoas.
Pa zonas ann hanter-noz, hac hen o clewet eun drouz vraz er verret, evel eur c′harronz o tont d′ann daou-lam, war ar meinn-bez. — Daoust, emehan, petra a ra ann drouz-ze, er verret ?
Hac hen o welet neuze unan ha na anavee ket o tont euz ar sacristiri, hac eun alc′houez gant-han en he zorn ; hac ann den-ze a zigoras ann nor-dal, hac eur c′harronz a antreas kerkent en ilis, ha tri a gezec diout-han. Pa oant deut en creiz ann ilis, a chomjont eno. Ha neuze ar postillon hac ann hini a oa deut euz ar sacristiri a digoras ar c′harronz, hac a tenjont eun arched e-maës. Job Kervran, o welet kement-ze, a rez sinn ar groaz, hac a save ar bleo war he benn, gant ann aoun.
Lacad a eurejont ann arched war bave ann ilis, ha a tigorjont anehan ; hac a oa ebars, eur c′horf maro, corf eur plac′h. Tennan a eurejont anehan e-maës ann arched hac hen derc′hel en he sâ. Ar plac′h a lem neuze al lincel lienn gwenn a oa en-dro d′ezhi, hac hi zol war bave ann ilis. Kerkent daou vean braz a sav gant trouz euz ar pave, hac a dizolo eun toul dû ha doon. Ar plac′h a diskenn en toul, en noaz, hac he lincel a chom war bave ann ilis. Ann daou vean a gouez neuze war ann toul, hac a c′hôlô anehan. Ar postillon hec′h a-cuit, gant he garronz, gant ann hevelep trouz evel ma oa deut, hac egile a serr ann nor, hac a distro d′ar sacristiri. Mès ann arched hac al lincel a oa chomet en creiz ann ilis.
Job Kervran a oa prest da vervel gant ar spont ; derc′hel a ra da bedi Doue da reï d′ehan ar c′hraz da vont betec ann de, heb drouc a-bed.
Kerkent ha ma oe sonet ter heur, a clewas arre ar c′harronz o tont, d′ann daou-lam ruz, a-dreist beziou ar verred, ken a sonje gant-han a oa fraillet ha bruzunet ann holl meinn-bez. — Jésus ! emez-han, n′eo ket finn eta ? Daoust petra a zo c′hoaz, ma Doue !
Hac a welas arre unan, ann hevelep hini, o tont gant eun alc′houez deuz ar sacristiri, da digori ann nor-dal ; hac ar c′harronz a deuas arre, gant ann tri a gezec, da greiz ann ilis. Eno a chom, en kichenn ann arched. Hac ann daou vean a sao a-darre, gant trouz, euz a bave ann ilis, ar plac′h maro a deu, en noaz, e-maës ann toul hac a gomer he lincel hac a laca anezhi en-dro d′he c′horf. Ann daou den a astenn anezhi neuze en arched, a laca ann arched er c′harronz, hac ar charronz hec′h a-cuit adarre, gant eun drouz spontus. Ann den a oa deut d′euz ar sacristiri a alc′huez ann nor, ha a distro arre d′ar sacristiri. Job a bede Doue bepred, hac a gave ann amzer hir, hac hen defoa mall da welet ann dez o tont.
Da c′huec′h heur, a teu ar sacrist da zôn ann Angélus beure, ha Job a red buhan e-maës ann ilis, evurus da c′halloud em denn′ ac′hane, heb drouc, ha da vea quit euz ar seiz vloaz a dlee d′he aotro. Mont a ra da welet ar meinn-bez, er verred, o sonjal cavout anhê draillet ha bruzunet hol. Mes evel aroc a oant, ha na welas na roudou rod, na roudou treid kezec, ar pez a souezas anehan. « Bolente Doue eo ! » a lâras, hep-ken, hac a tistroas d′ar gêr. He aotro a oa eno, o c′hortoz anehan, hac a c′houlennas digant-han, kerkent ha m′hen gwelas :
— Ac′hanta ! Job, arri out ?
— Arri on, aotro.
— Ha hep drouc e-bed ?
— la, dre c′hracz Doue, aotro.
— Lâr d′in petra a t′eus gwelet, en noz-man, en ilis.
— N′em eus gwelet netra, aotro.
— Ha gwir ?
— Ia, gwir a-walc′h. (Na ioulle ket lâret.)
— Ma ! Neuze a t′eus grêt eun nozvès vad, ha goneet ezet ar pez a dlees d′in.
— Ia sur, aotro, ha coulz-goude na ioulfenn ket tremen eno eun nozvès all.
— Ha perac eta ? Aoun a t′eus bet ?
— Eun tammic ; na ioulfenn ket ober ar mêmes tra dre guriosité ; mes pa oa evit gonid bara d′am bugale, Doue n′hen eus ket cavet fall ar pez am eus grêt.
— Ma ! sell aze da guittanz evit ar seiz bloaz a dlees d′in.
— Trugaze, aotro.
Hac ann aotro hec′h es-cuit.
Epad ann dez, Kervran na eure nemet sonjan er pez hen defoa gwelet, en ilis. Ann dewarlerc′h ar beure, hec′h eas da goves gant unan ar c′hureed (tri bêlec a oa en he barrouz,) e-keit ha ma oa ar person o lâret he offerenn, hac a cont hol d′ehan. Ar c′hure, d′he dro, a lâr d′he berson. Ar person hec′h a da gavout Kervran, d′he di, hac a c′houlenn digant-han ha gwir eo ar pez a zo bet lâret dehan gant ar c′hure.
— la, aotro ar person, gwir eo. Ar person a lâr neuze d′ar c′hure :
— En bezr-da-noz, c′hui a rinco mont ive da dremen ann noz en ilis, da welet ha gwir eo ar pez a lâr Kervran, pehini, marteze, n′hen eus grêt met hunvreal ; ha mar d′ê gwir, ha mar gwelet ive ar plac′h varo a lâr bea gwelet, goulennet digant-hi petra a fell d′êhi.
— Ma ! Mont a rinn, aotro ar person, hac e comzinn out-hi, mar hi gwelan.
Mont a ra eta ar c′hure gant ar sacrist, pa ′c′h a heman da zôn ann Angelus noz ; alc′hueet ê ann dorozo war-n-han, hac a em laca en pedenn dirac ann aoter vraz. Azean a ra neuze en eur gador, he geinn troët d′ann aoter, hac he visach etrezec traon ann ilis. Pa zonas ann hanter-noz, hac hen o clewet ive, er verred, ann drouz hen defoa clewet Kervran. Ha kerkent a wel ive unan o tont euz ar sacristiri da digori ann nor-dal. Ha pa′z eo digoret, eur c′harronz, ha stag out-han tri a gezec du, a deu en ilis betec ar c′hreiz, lec′h ma chom. Ar postillon hac egile, ann hini a oa deut euz ar sacristiri, a denn eun arched e-maës ar c′harronz, hac a laca anehan war bave ann ilis. Digori a reont ann archet ha tennan e-maës anehan eur c′horf-maro, gant eul lincel wenn en-dro d′ehan. Daou vean deuz ar pave a sao, gant trouz, hac a dizolo eun toul dû ha don. Ar c′horf maro a dol he lincel war bave ann ilis hac a diskenn en toul, en noaz, ha kerkent ann daou vean a gouez adarre, gant trouz, hac a c′holo ann toul. Ar c′harronz hec′h a-cuit neuze, d′ann daou-lamm ruz, ken a deue ann tan euz treid ar c′hezec, hac ann hini a oa deut euz ar sacristiri a serr ann nor hac a retorn arre d′ar sacristiri ; ha sioul mic, goude.
Ar c′hure na finvas ket eus he gador, lec′h a oa evel eur statu mean, ha na gredas lâret gir. Ann dewarlerc′h ar beure, a contas d′he berson ar pez hen defoa gwelet ha clewet.
— Gwir a lâre eta Job Kervran, eme a person; mes me a sonje d′in penaoz eur bêlec a dlee bean hardioc′h en he ilis eget eur merer diskiant, pehini a dlee seiz vloaz d′he aotro. Ha n′och eus lâret gir ? N′oc′h eus ket goulennet digant ar plac′h-ze petra a felle d′ezhi, evel em boa làret d′ac′h ober ?
— N′em eus ket credet, ha c′hui, aotro ar person, mar vizeac′h bet eno, n′ho pije ket grêt ive.
— Eo, grêt em bije ; me n′on ket ken aounic-se.
Mont a ra ar person neuze da gavout he eil cure, conta a ra hol d′ehan, hac a c′houlenn digant-han a contant eo da vont ive da dremen eun noz en ilis.
— la, ia, emehan, me a ielo, en graz Doue, ha na vinn ket ken aounic-se. Me a gomzo ouz ar plac′h-se, hac a c’houlenno digant-hi petra a faot d′ezhi.
Mont a ra eta ann eil cure [1] da dremen ann noz ive d′ann ilis, hac a clew hac a wel ar pez ho doa clewet ha gwelet ann daou all. Mès, evell ann daou all, na gredas na flach deus ar gador lec′h a oa azeet na c′hueza gir.
Ann dewarlerc′h ar heure, pa deu er-maës ann îlis, da heur ann Angelus, a oa he berson o c′hortos anehan, er verred.
— Ac′hanta ! a lâras ar person d′ehan, penaoz eo bet em dremenet ann treo ? Gwelet hoc′h eus eun dra bennac ?
— Ia, aotro ar person, clewet ha gwelet em eus evel ann daou all.
— Piou ê eta ar plac′h-se, neuze, ha petra a faot d′ezhi ? Rac goulennet hoc′h eus digant-hi, me voar-vad ?
— N′em eus ket credet goulenn digant-hi.
— Ma ! na oc′h nemet poltroned, ken aouennic ha bugale. Me a ielo fenoz d′ann ilis, hac a ouvezo petra eo kement-se hol ; marteze eun ine en poan, ha na c′houlenn nemet eun offerenn pe eur bedenn benac evit bea delivret.
Mès ar person, evit-han da lâret na oa ket aouennic, na grede ket mont he-unan da dremenn ann noz en ilis, hac a c′houlennas digant he daou gure mont gant-han ive.
Mont a reont ho zri, hac hec′h int saouezet o welet ar varvscaon en creiz ann ilis, kempennet evel evit eun interramant pinvic, pe eun dez-ar-bloaz.
— Petra, a lâr ar person, piou a zo marv, er barrouz, ma zo eun interramant vraz, warc′hoas, pe eun dez-ar-bloaz ?
— Na ouzomb ket, eme ar gureed, n′hon eus clewet netra. — Na me ive ; it da c′houlenn digant ar sacrist.
Hac hec′h a unan ar gureed da c′houlenn digant ar sacrist. Met ar sacrist ive n′hen defoa kezlo a-bed a vize a-newez marwet unan-bennac er barrous, nac ive a vize eun dez-ar-bloaz, ann dewarlerch. Souezet a oa ive o clewet a oa ar varvscaon en creiz ann ilis, rac n′hen defoa ket hi lakêt eno.
Setu eta ann tri bêlec en ilis, o pedi Doue, da c′hortoz ann hanter-noz da zôn.
Kerkent ha ma ′z eo scoët ann toi diveza, setu arre eun drouz vraz er verred, gant a c′harronz hac ar c′hezec o tont a-dreuz ar meinn-bez, hac eun den a deu deus ar sacristiri, a dremen a-biou d′ann tri bêlec, heb ober vân da welet an-hê, hac hec′h a da digori ann nor-dal. Kerkent ar c′harronz a deu en ilis, gant ann tri a gezec du, hac a chom e-kichen ar varvscaon. Ar postillon hac egile a denn neuze eun arched e-maës ar c′harronz, a digor anezhan, hac e tennont e-maës corf eur plac′h varo, gant eul lincel endro d′ezhi. Ann daou vean a sao, gant trouz, hac a dizolo eun toul du ha don, en pehini ar plac′h a diskenn, en noaz, goude bea tolet he lincel war bave ann ilis. Ha neuze ann daou vean a gouez arre, gant trouz, war ann toul, ar c′harronz hec′h a-cuit, ann den a deue euz ar sacristiri a serr ann nor hac a distro d′ar sacristiri,
— ha trouz a-bed goude.
Ar person, hardioc′h eun tammic eget he gureed, a deu neuze da gichenn ar varvscaon, a dap-crog el lincel, hac a distro gant-hi da droad ann aoter vraz.
— E tlezac′h bea grêt eveldon, — a lâr d′he gureed, — brema me na roïnn ket he lincel d′êhi, ken a defo lâret petra a faot d′êhi.
Dont a ra neuze unan deus ar sacritiri, evel eur bêlec, nemet hec′h ê gwisket hol en guenn, hac eur c′houlaouenn coar gant-han, en peb dorn. Lacad a ra anhê unan a bep tu d′ar varvscaon, hac a tistro arre d′ar sacristiri. Da der heur, ar c′harronz a deu arre d′ann ilis, da gerc′had ar plac′h maro. Homan a deu e-maës ann douar, hac a em laça da c′hoarzinn, o welet ann diou c′houlaouenn, en daou du d′ar varvscaon. Clasq a ra he lincel, ha pa na gav ket anêhi, a lâr, gant eul vouez huël : — « Pelec′h ema ma lincel ? Ma lincel d′in ! » Ann tri bêlec, o clewet ar vouez-ze, a zo spouronet hol, hac a garrie bea pell ac′hane. — « Pelec′h ema ma lincel ! Ma lincel d′inn ! » a gri arre ar plac′h, gant eur vouez crenvoc′h, hac a red en-dro d′ar varvscaon, evel eur c′hi counnaret. — « Pelec′h ema ma lincel ? Ma lincel d′inn ! » a gri, evit ann derved gwech. Ar person, gant ann aoun na deuze da welet anehan ha d′hen lacad a bezio, kement ha ma oa counnaret, a deu neuze da greiz ann ilis, hac a dol d′êhi he lincel; mes na gred lâret comz a-bed. Ar plac′h a dap-crog en he lincel hac a laca anêhi endro d′he c′horf. Tapout a ra neuze eun dornad douar euz ann toul a behini a oa deut, hac a tol anehan en bisach ar person ; neuze a c′houez ann diou c′houlaouenn, en daou du d′ar varvscaon, hac hec′h a-cuit en he c′harronz, gant eun drouz spontus, ken a sonje gant ar vêleienn a oa ann ilis o vont da goueza warnhê. Mes n′ho deus bet drouc a-bet. Ann dewarlerc′h ar beure, hec′h a ar person, he-unan, da gavoud Job Kervran, en he di, hac a c′houlenn digant-han ha gwir a oa hen defoa bet digant he aotro quittanz euz a seiz blawès feurm a dlee d′ehan, evit tremen eun nozvès pen-da-benn en ilis.
— Gwir eo, aotro ar person, — a lâras Job.
— Ma ! me a baeo seiz blawès all en avanz d′es aotro, mar cares tremenn c′hoas eun nozwès all en ilis.
— N′on ket hardiz da vont evel-se, en noz, d′ann ilizo ; coulzgoude hec′h inn c′hoas, en hano Doue, hac evit gonid eun dra bennac d′am bugale.
— Mès rèd a vô did goulenn digant ar plac′h varv petra a faot d′êhi, ha lâret d′inn petra a defo respontet.
— Ma ! Aotro ar person, ober a rinn.
Mont a ra eta adarre Job Kervran d′ann ilis, pa ′c′h a ar sacrist da zôn ann Angelus, hac hec′h ê saouezet o welet ar varvscaon en creiz ann ilis, hac hi kempennet evel evit eun interramant pinvic. Pigna a ra adarre en cambr ann horolac′h, hac a em laca da bedi Doue, da c′hortoz ann hanter-noz. Evit diverra, clewet ha gwelet a ra evel en noz kentan a dremenas en ilis. Met pa oe diskennet ar plac′h, en noaz, en douar, a welas o tont euz ar sacristiri unan gwisket hol en gwenn, evel eun el, hac eur c′houlaouenn goar gant-han en peb dorn. Lacad a eure unan anhê en peb tu dar varvscaon.
Kervran, o welet kement-ze, a sonch d′ehan a zo eun interramant da vean, en noz-ze, hac a diskenn euz cambr ann horolac′h, hac a deu da daoulina e-kichenn ar varvscaon, ha da bedi evit ann anaoun. Saouezet o welet na oa enaouet nemet daou deuz ar goulaou a oa en-dro d′ar varvscaon, a em laca da enaoui ive ar re-all. Mes, ′vel na wel den o tont, na bêlec, na re-all, hec′h ê saouezet, hac a sonch : — Rèd ê a ve eun anaoun hoc′h ober pinizenn a zo en arched-man. Mar be bolente Doue hec′h allfenn hen délivra, ez on contant da verwel, ha pa ve doc′htu a ve.
Gwelet a ra al lincel chomet war bave ann ilis, hac a laca anêhi indan he gazel, hac hec′h a da bedi adarre, dirac ann aoter.
Da der heur, e teu, evel bep-tro, ann hini marw e-maës ann douar, ha pa na wel ket he lincel, a em laca da grial : — « Pelec′h eman ma lincel ? Ma lincel d′in ! » —
— Aman eman, ganen-me, a lâr Kervran, hac hec′h an da reï anêhi d′ac′h, doc′h-tu, ha zoken ma chupenn, mar caret, rac riou a dleet da gaout evel-se, en noaz.
Hac a ro he lincel d′êhi.
— Trugarez, ma den-mad, emehi, ha Doue d′ho paeo, rac c′hui hoc′h eus ma delivret. Seiz ugent vloaz a zo a-baoue ma ′c′h on aman oc′h ober pinijenn, hac a oann barnet da chom evel-se, ken em bije cavet unan da bedi evidon, ha da reï d′in ma lincel, evel m′oc′h eus-hu grêt. Calz a dud ho deus ma gwelet en ilis-man, a-baoue ma ′c′h on hoc′h ober pinijenn, hac hol a spontent hac hec′h eent-cuit, pa c′houlennenn digant-he ma lincel, dre na gredent ket cregi en-hi ewit hi reï d′inn. Darn a groge en-hi, hac hi zole d′inn, evel da eur c′hi. Beb-noz, a-baoue seiz ugent vloaz, a rinkenn tremen ter heur en creiz ann douar, en noaz, a-gichenn hanter-noz bete ter heur. Hec′h an da lâret d′ac′h ar pec′het evit pehinin a reen ken braz pinijenn. Me, pa oann en buhe, war ar bed, a laëre ar-re-varw, en ho bezio. Pa varwe eun den pinvic, er vro, war digare pedin ewit he ine, me ′c′h ee d′he di, da welet liennan anehan ha petra a vije laket gant-han en he arched. Hac en noz goude ann interramant, me ′c′h ee d′ar verred, da didouari ann hini marw, hac e tigassenn ganen ar goalizer, ar c′hroajo aour hac arc′hant, hac al lincelliou, hac e lezenn ar c′horfo en noaz ; hac evit se hec′h on bet condaonet da dremenn ter heur bemnoz indan ann douar, en noaz, abaoue seiz ugent vloas. C′hui hoc′h eus ma delivret, ha bennos Doue d′ec′h. Breman, hec′h eet da gavoud ho person, hac a lârfet d′ehan ober ma interramant, warc′hoaz ar beure, da dec heur. Neuze hec′h inn da baradoz ma Doue, ha c′hui a deuio ive, n′eus fors pegoulz a varwfet. »
Em baca a ra en he lincel, neuze, hac ar postillon hac egile a astenn anezhi en he arched hac a laca ann arched war ar varvscaon. P′ho deus grêt kement-se, e tisparissont, hac ar c′harronz ive, heb trouz a-bed, ha na ouzer penaos.
Job Kervran hec′h a neuze da gavoud ar person.
— A c′hanta ! a lâr d′ehan ar person, petra at eus-te gwelet en ilis ?
— Gwelet em eus, aotro ar person, traou spontus ; eur plac′h marw, hoc′h ober pinijenn, abaoue seiz ugent vloaz, a zo bet digasset en ilis, en eur c′harronz a oa stag out-han tri a gezec dû. Digoret eo bet ann arched en pehini a oa astennet, tennet eo bet e-maës, ha neuze a deus tolet war ar pave al lincel a oa en-dro d′êhi ; ann douar a zo bet em digoret, hac hen eus lonket anêhi, en noaz. Ar varvscaon a oa en creiz ann ilis, kempennet evel evit eun interramant pinvic, hac a zo deut eun êl deus ar sacristiri, gwisket en gwenn, hac eur c′houlaouenn goar gant-han en peb dorn; hac hen deus laket he diou c′houlaouenn unan a bep tu d′ar varvscaon, hac hec′h ê distroët neuze d′ar sacritiri. Me, p′em eus gwelet na oa enaouet nemet ann diou c′houlaouenn-ze, em eus enaouet ive ar re-all a oa endro d′ar varvscaon, ha bepred hec′h int bev eno. Eul lincel em eus gwelet neuze war bave ann ilis, e-kichenn ar varvscaon, hac em eus tapet anêhi ha casset ganen, indan ma c′hazel. Goude-ze, hec′h on bet daoulinet etal ar varvscaon, da bedi evit ann anaoun. Da der heur, a teu ann hini marw e-maës ann douar, ha pa na wel ket he lincel lec′h ma defoa tolet anêhi, a em laca da grial, gant eur vouez spontus : « Pelec′h eman ma lincel ? Ma lincel d′inn ! Ma lincel d′inn ! » Me na em spontan ket, hac a lâr neuze : — « Setu aman ho lincel, comerret anêhi ; ha mar caret, a roïnn d′ac′h îve ma chupenn, mar hoc′h eus riou. » Comer a ra he lincel, hac a lâr d′inn : — « Trugarez, ma den mad, ha Doue d′ho paëo : a-baoue seiz ugent vloaz ez oann aman hoc′h ober pinijenn galet, ha c′hui hoc′h eus ma delivret ! Kenavô en baradoz Doué ! » Hac hec′h es-cuit. Mes lâret a deus d′inn c′hoas pedi anoc′h d′ober he interramant, warc′hoas ar beure, da dec heur. — « Grêt a vô, eme ar person, ha deut ive. — Oh! mont a rinn. — N′oc′h eus ket gwelet goude ann êl a oa bet o tigass ann diou c′houlaouenn ? — Nann, aotro ar person, n′em eus ket gwelet anehan goude. — Henès a oa, me oar-vad, he èl mad.
Grêt ê ann interramant gant solennité ; lakét ê bet en creiz ann ilis, el lec′h ma tiskenne beb-noz en douar. Epad ann offerenn, a oe gwelet adarre ann êl o tont deus ar sacristiri, eur c′houlaouenn goar gant-han en peb dorn, hac a roas anhè da Job Kervran. Job a gomeras anhê, hac ho dalc′has en he daou dorn, epad ann offern hac ann interramant.
Ar plac′h a saoas neuze deus he bez, he lincel gwenn en-dro d′êhi, a gomeras digant Kervran he diou c′houlaouenn, ha dirac ann hol dud a oa eno, a pignas d′ann nef, en eur gana cantic ar Baradoz.
Contet gant Fanch Thépaut, baraër, euz parrouz Botsorhel, ann 22 a viz Guenveur 1890, dastumet ha troët en Gallec gant F.-M. Ann Uc′hel.
- ↑ En breton, le vicaire s′appelle curé, et le recteur ou curé, person.