Laouig ar Penker

Eus Wikimammenn
Ti-moulerezh ar C'hastell, 1929  (p. 3-73)



LAOUIG AR PENKER


EUN DANVEZ BELEG



ISTOR


GRAET GANT LAN AR BUNEL



BREST
Moulerez straed ar C’hastell, 4
————
1929

KINNIG A RAN
AL LEORIG-MAN


D’AN AOTROU CHALONI P. MESSAGER
RENER BRAS KLOERDI KEMPER


D’AN AOTROU CHALONI A. DUJARDIN
RENER SKOLAJ BRAS LESNEVEN


HA DA VA BREUR YAOUANK
HAG A VEZO BELEGET
E MIZ GOUERE A ZEU


LAN AR BUNEL
SKOLAJ LESNEVEN
DEIZ GOUEL AR GALON ZAKR 1929


Aotre da voula
Kemper, 22 c’houevrer 1929
P. MESSAGER, vikel-vras.

DIGOR-LABOUR
Kenvroiz ker,

Beleien a vank ! N’eo ket ar Misionou hepken a c’houlenn tud yaouank kalonek da skigna ar Feiz e-touez ar baïaned, met hor bro Frans a-bez, hag hon eskopti zoken, a zo diank d’ezo beleien. Prezegennou, skridou a bep doare, unvanieziou, breurieziou a gas dre-holl ar c’helou fall-man hag a glask digeri daoulagad ar gristenien war ezommou hag enkrez Hor Mamm Zantel an Iliz. Ha mall bras eo e vijent selaouet. Nag a « zanvez beleien » a zo bet distrujet gand ar Brezel ! Nag a veleien a zo bet lazet pe vac’hagnet !

Marvat, an istor grenn-man, a zo falvezet ganen moulla, ne wellaio ket kalz ar stal. Ha goulskoude, piou oar ? Doue, gant binviachou dister ha bresk, a ra burzudou kaer.

Pa lennoc’h an istor, gwelit, va mignoned, ha c’houi ne c’helljec’h ket kemerout skouer war Mari Gerlagen, tud Lanc’hallez pe re Benn-al-Lann. Sellit en-dro d’eoc’h, ha marteze c’houi a gavo eul Laouig bennak da gas d’ar skolaj pe da rei d’ezan eun aluzenn vat epad amzer e studi.

Digollet mat e vezoc’h eus ho madelez. Pedennou ar beleg a denno warnoc’h bennoz an aotrou Doue epad ho puhez ; ha, goude ho maro, Jezus Hor Barner ne ankounac’haïo ket ar vad ho pezo graet d’an eneou kristen, d’an Iliz, ha d’ar Vro.

L.A.B.


EUN DANVEZ BELEG


I. — PAOL AR BARADOZ

Laouig oa mab kosa Yvon hag Anna ar Penker, eus a barrez Landunvez. D’e bemp bloaz, n’oa ket bras an tamm anezan, a c’hellit kredi. Met e deod a oa distagellet mat ; kana a rae ivez koulz ha kurusted Treglonou ha sutal ken kaer hag ar voualc’h pe an drask. Dreist peb tra ha dreist peb den e kare Intron Varia Gerzent.

Eun dintin goz, eus a Lanc’hallez, en tu-all da Benfoul, he doa kemeret ar paotr en he zi, evit sikour an tad hag ar vamm : ar re-man a oa en dienez, hag o doa poan o c’hounit bara d’ar vugale a jome c’hoaz ganto. Hag an dintin-ze ne c’helle ket en em zistaga diouz ar paotrig karantezus a rae « e vamm » anezi. Bepred e vezent gwelet an eil gand egile. Pa ’z ae an dintin da ziwall ar zaout pe an denved, Laouig a yae d’he heul. Epad an amzer-ze an dintin a rae stamm ; hag e teske d’he « mab bihan » e bater pe istoriou santel. Awechou e veze kudennou gloan da zibuna : neuze Laouig a astenne e ziou vrec’h ; ar gloan a veze lakaet warno, hag an dintin, en eur ober ar bellenn, a lavare eur « Bater » pe eun « Ave Maria » bennak. En em blijout a raent evelse an eil gand egile, ha tud an ti a hanve Laouig « mign e dintin ».

E Lanc’hallez e oa daou pe dri eontr yaouank hag a gare o niz ivez. Ganto e teskas Laouig ober toullou da baka « borzigou » ha stignou zoken evid ar filiped a deue wardro penn ar bern kolo. Pa ’z ae unan pe unan anezo da drouc’ha boued d’ar chatal, Laouig a veze taolet er c’harr hag a veze fouge ennan pa zistroe war eur c’harrad melchen pe yeot. Hag er goanv ’ta ? Nag a blijadur pa goueze erc’h ! Laouig a veze graet d’ezan bodreou kolo stardet mat en-dro d’e zivesker, hag a c’helle redek dre al leur, warlerc’h ar botred yaouank. Eur jiletenn stamm deo, digaset d’ezan gant Mari Gerlagen, e noun, [1] eul lerou tomm, eur boutou koat kolo fresk enno a vire ouz Laouig da baka riou. E vreudeur n’oant ket gwisket evelse er Penker ; met an oad hag ar skiant a oa c’hoaz re verr da Laouig evid anaout stad reuzeudik e gerent.

Eur mignon all en doa Laouig. Koz-koz oa ar mignon-ze, da zonj ar paotr. Ar wirionez eo en doa an den tremen hanter-kant vloaz. Bale a rae war flac’hou. Hanvet oa Paol ar Baradoz. Eun denig bihan, pikotet a zremm, bras ha lemm e zaoulagad, atao louen. Paol, hag a veve en eun ti bihan e Kerc’houeriok, a deue alies da glask e voued da Lanc’hallez. Ha, pa deue, e veze lakaet da gignat patatez, pe da gempenn bouteïer, boutegi, balaenou ha traou-all war-dro an ti. Ar paotr a jome gantan peurvuia war zigarez rei skoazell d’ezan. An holl avat a c’houïe en ti ne zalc’he Laouig ken tost da Baol nemet evit klevet istoriou. Ar gwella oa goulskoude gant Laouig mont war an tevenn gant Paol da glask gwriziou gwenod evid ober balaenou nevez. N’oa den par da Baol da ober eur valaen vat ha marc’had mat. War an tevenn eo ec’h en em blije ar paotr. Youc’hal a rae pa groze ar mor; sutal pa gleve ar c’hefeleg o tremen a-zioc’h e benn. Daou dra hepken a rae aon d’ezan pa veze ken tost d’an aod: ar morvaout hag ar moroc’h. Ya, pa veze e-unan ! Met gant Paol aon ebet.

Eun dervez edont o daou o turiat an traez da denna gwriziou. Pa stagas Laouig da gana evel ma rae alies, Paol a lavaras d’ezan :

— « Ma vijes bet tostoc’h d'ar vourc’h, va faotr, e vijes bet kurust. »

— « Mat, eme Laouig kerkent, ma ne vezan ket kurust, me a yelo da eskob ! »

— « Da eskob ? N’ouzout ket petra eo ! »

— « N’eus forz ! Da eskob ez in, ya, ha da eskob mat ! »

Paol a zirollas da c’hoarzin o klevet ar c’homzou-ze, lavaret gant kement a nerz. Ar paotr ne voe ket divarc’het. Kaeroc’h zo. Bep wech ma veze goulennet goudeze : « Ha te, Laouig, petra vezi, te, diwezatoc’h ? » ar paotr a responte heb marc’hata : « Eskob ! eskob mat ! » Holl dud an ti, an amezeien, ha kement hini a zaremprede Lanc’hallez a gare ober an henvelep goulenn evit kaout an henvelep respont. Gwall uhel e klaske tizout, mab Anna ar Penker ! N’eo ket goulskoude gant berniel-mor na gant brennig eo e vez graet eur beleg hag eun eskob.

Anna ar Penker a deue aliesa ma c’helle da welout he mab kosa. Karet he dije kaout ar paotr ganti er gêr, met gouzout a rae edo gwelloc’h e Lanc’hallez. Evelkent gwelout a rae ivez ne zaleje ket an traou da veza dishenvel e ti an dintin goz. A-benn nebeut, marvat, e vije dimeziou, ha neuze lodenn an dintin a vije bihanaet ; ne c’hellje ket lezel he mab pelloc’h e Lanc’hallez.

A drugare Doue, Mari Gerlagen n’he doa ken c’hoant nemet da gemerout ganti he filhor bihan, an « danvez eskob », evel a lavare. Mont a reas da gaout an dintin goz hag he lavaras : « Tintin, c’houi dizale ho pezo awalc’h da ober hoc’h unan. Roit Laouig d’in breman ; d’in-me eo goude e dad hag e vamm. » Hag an dintin goz, rannet he c’halon, a voe red d’ezi en em zistaga diouz he faotrig karet. Pemp bloaz en doa ar bugel pa guiteas Lanc’hallez.

II. — " AMZER A ZO C’HOAZ ! "

E ti e noun, e Kerlagen, Laouig a oa tostoc’h d’ar gêr. N’edo ket pell pell kennebeut diouz Lanc’hallez, ha Paol ar Baradoz a veze digaset bep an amzer gand ar c’harr eus a Gerc’houeriok da Gerlagen. E vreudeur hag e c’hoarezed a welas aliesoc’h ; hag anaoudegez a reas ivez gant bugale an amezeien, brasoc’h egetan, hag a deue bep sul goude ar gousperou da gaout Mari evid ar skol gatekiz.

Mari, noun Laouig, a oa eur plac’h yaouank n’oa hano ebet ganti eus an dimezi. An aotrou Doue en doa he graet kamm diouz eun tu ; met he c’halon hag he spered a oa eün meurbet. Mari n’he doa ken youl war an douar nemet da ober vad. Plijout a rae d’ezi, dreist pep tra, ober katekiz d’ar vugale. E-pad an hanv e rae skol goude ar Gousperou. Pa veze deuet ar goanv ez ae, goude koan, da di unan pe unan eus an amezeien, hag eno ec’h en em vode an holl vugale diwar-dro hag a dlie ober o faskou. Bras ha bihan en ti a gleve ar gentel. Goudeze e lenned Buhez ar Zent, e lavared grasou ha pep hini a yae d’ar gêr da glask e glud. Laouig, adalek e zeiz vloaz, a rankas heuilh katekiz ar zul, ha zoken, epad ar goanv, hini ar veilhadeg. Mari a lakae he filhor war benn an daol, el lec’h ma vez kestenn ar bara. D’e dro e tlie respont ; hag ar wialenn, tost d’ezan war an daol, a zigase da zonj ez oa red beza war evez.

D’e zeiz vloaz ivez e voe kaset Laouig d’ar skol. Ar mestr-skol a jomas mantret o welout peger buan ez ae e « dabloiou » gand ar paotr, ha peger buan e teskas lenn ha skriva. Ne c’houie ket e veze graet skol d’ar paotr er gêr gand e noun, hag e lavare d’an holl e vije Laouig eun doktor anezan. Ar veleien d’o zro a gredas en doa Laouig kalz a spered p’her c’hlevjont o tisplega dirazo ar c’hatekiz penn-da-benn ha difazi, d’e eiz vloaz. Bugale ar skol a gasas brud eus a Laouig da bep korn eus ar barrez.

Kement den hag a anaveze mab ar Penker a c’houlenne digantan :

— « Ac’hanta, Laouig, petra vezi ’ta, diwezatoc’h ? »

— « N’ouzon ket », a lavare breman ar paotr.

— « Petra ? » emezo, « daoust ha ne lavares ket, araok, e vijes eskob ? »

— « Ya, gwir eo. »

— « Ne garfes ket mont da veleg ? »

— « Eo vat », emezan.

— « War an hent emaout, paotr. Dalc’h mat ; pa vezi deuet mat d’an aotrou person e vezi barrek. »

Mari a gleve kement all diwar-benn he filhor.

— « Eur pec’hed e vo evidoc’h, Mari, ma ne rit ket eur beleg eus a Laouig. »

— « Ne c’houlennan ket gwell », eme Vari. « Met eus a belec’h en defe ar bugel traou da vont d’ar skolaj ? N’eo ket e dad hag e vamm a c’hell ober eun dra bennak ; va danvez-me n’eo ket bras ; hag ar gerent all tosta n’eo ket re hir ar peuri ganto ivez. Ha neuze, gouzout a rit eo Laouig ar c’hosa eus eur vandenn hag a gresk bep bloaz. Kredi a ran e vo mall gand an tad kaout ar mab hena da zikour gounit bara d’an holl. »

— « Gwir eo, Mari… Ha goulskoude, eun dra bennak a zo da ober… »

— « Amzer a zo c’hoaz », eme Vari.

III. — " HA PETRA RIN-ME ? "

« Eun dra bennak a zo da ober… » Mari a gleve ar gomz-se o voudinellat en he diou skouarn.

— « Ha petra rin-me ?… Pedi ? — Her graet hon eus, va filhor ha me, evit gouzout bolontez an aotrou Doue ». An holl, evit gwir, a c’helle o gwelout o daou o vont alies da japel Sant Gonvel, en tu all da aod Penfoul ha tost da Lanc’hallez, hag aliesoc’h c’hoaz da japel Intron Varia Kerzent, wardro kastell bras Tremazan.

Eun dervez, an Introun Varia a zigasas da Vari eur menoz mat. « Eur beleg », a zonje Mari, « a vez galvet bemdez da welout tud klanv ha tud toc’hor… Hep gouzout bolontez Doue war Laouig, azalek hirio e voazin va filhor da welout tud mac’hagnet ha tud varo… » Aes oa d’ezi hen ober. An holl, e parrez Landunvez, a deue da glask Mari Gerlagen pa veze unan maro en ti. Hi eo a rae chapel ar maro ; hi a rae ar c’hurunennou da lakat war an arched ; hi eo a zibabe al leoriou santel a veze lennet e-pad an arc’houest ; hi a lavare peurvuia pedennou ar re varo. Hiviziken e kasas d’he heul ar paotr, yaouank c’hoaz goulskoude, p’e gwir n’en doa ket graet c’hoaz e Bask kenta. Labour Laouig a veze dastum bleuniou ha glasvez, ha goudeze, lenn beb an amzer eur pennad kentel war ar maro, ar varn, ar baradoz, ar purgator… Ne gredan, ket e c’hellje beza, evid eun « danvez beleg », kaeroc’h ha talvoudusoc’h kenteliou.

Mari a veze galvet ivez pa c’hoarveze gand unan bennak trouc’ha eur biz, pe eun troad… Traou evelse en em gave alies awalc’h gand ar wazed pa vezent o trouc’ha lann pe goad, hag e-pad an eost da boent ar medi. Laouig a zeskas en doare-ze penaos gwalc’hi eur gouli, penaos ha gant petra gelei eur biz trouc’het (…N’oa ket hano eus a wiad kefnid nag eus a loustoniou all…) Deski a reas dreist-holl ober vad d’an dud ezommek.

Savet en doare-ze gand e noun, dalc’het pell diouz ar vugale all nemet da boent ar skol ha pa vezed war evez anezo, Laouig ne c’helle, diouz meno an holl, ne c’helle beza nemet beleg pe relijius.

— « Evelkent », a lavare unan bennak da Vari, « n’hoc’h eus ket a zonj e chomfe Laouig da labourat douar ? »

— « Jezus ! ha perak ’ta ? Da belec’h ez aio ken ? Re baour eo e dud, ha me ivez, evid e lakât war ar studi ! »

Graet e Bask kenta, bet d’ezan e « zertificat », Laouig a jome atao e Kerlagen.

IV. — DOUE A GLEV
MOUEZ AR BOBL

« Asa mat », a lavaras eun dervez Paol ar Baradoz, « daoust ha ne vo kavet den da gomz d’an aotrou Person ? Eur pec’hed e vije chom hep kas da veleg eur paotr evel Laouig. Yvon ar Penker a c’hedo bloaz pe zaou muioc’h evit kaout skoazell digand e vugale, na petra ’ta. Ne vanko ket a dud d’ezan abenn-nebeut aman ? Ha da c’hedal, daoust hag an amezeien ne gendalc’hint ket, a galon vat, da ober o aluzennou ha da rei d’ezan karr ha loan pa vezo red ? »

Mamm Laouig a gleve, en dro d’ezi, komzou evelse bemdez. Ne lavare netra, ar baourez keaz ; met a greiz he c’halon hi a bede ivez Introun Varia Gerzent da c’houlenn digand an Aotrou Doue ar c’hras d’ezi da gaout eur mab beleg.

Doue a glevas erfin mouez ar vamm ha mouez ar bobl.

Eun dervez, — ar merc’her oa, — an aotrou Kure a c’halvas Laouig, da vont d’e gaout d’ar presbital, goude ar skol.

Trumm goude peder eur edo ar paotr dirak dor-vras ar presbital. Krena a rae. Biskoaz n’oa bet en ti-ze ; biskoaz n’en doa komzet ouz eur beleg nemet er gador govez hag er skol gatekiz. An aotrou Kure oa tad kovesour Laouig, hag hep komz da Laouig eus ar velegiaj, en doa lakaet e kalon ar paotr eur garantez virvidik evit Jezus hag e Vamm Zantel ; hep lavarout netra d’ar gerent, an aotrou Kure en doa klasket an tu da gas Laouig d’ar skolaj.

— « Tosta aman », eme an aotrou Kure da Laouig ha ne grede ket mont beteg ar gegin. « N’eo ket Mari-Jan a raio aon d’it, michans ! ! »

— « O nann, c’hat ! » a lavaras Mari-Jan en eur c’hoarzadenn. « N’eo ket da d’it kaout aon ! Aman ez eus eur berenn evidout, sell ! N’eo ket lavaret e pefe tanvaet biskoaz per evel hounnez ? »

— « Nann ’vat », a respontas Laouig hardisoc’h. « Du-man n’eus ket a draou evelse, nag e ti va noun kennebeut. »

— « Ha da vamm, Laouig ? » a c’houlennas Jani, ar plac’h all, « pare eo ? »

— N’eo ket c’hoaz. Deac’h e oan bet ouz he gwelout gant va noun, hag e lavare ’oa gwelloc’h. »

— « Gwell a-ze! Ma ’z out eur paotr mat, Laouig, te a deuio aman diou wech ar zizun, da gerc'het soubenn evit da vamm, keit ha ma vezo klanv. »

— « Bennoz Doue d’eoc’h ! » eme Laouig.

Ar plac’hed o dije kendalc’het da varvailhat, met an aotrou Kure a lavaras :

— « Deus d’an nec’h ganen-me, Laouig. Me ivez am eus da gomz d’it. »

Ha Laouig da heul an aotrou Kure.


— « Mat ec’h eus gouezet adarre da gentel hirio, Laouig. Piou en deus desket d’it kement a ouzout ? »

— « Va noun…, ha me va unan dre al leoriou, »

— « Lenn a rez ’ta ? »

— « O ya, aotrou Kure, kement a gavan er gêr a lennan. »

— « Hag ez eus kalz leoriou e ti da noun ? »

— « Unanik bennak a zo, aotrou Kure : An Aviel, Buhez ar Zent, Leor ar Bris, Feiz ha Breiz, Kelennadurez kristen, an Testamant koz hag an Testamant nevez, hag eun all bennak c’hoaz »

— Hag ec’h eus plijadur o lenn ? »

— « Ya, kenan, aotrou. »

— « Er skol e chomi c’hoaz goude an eost ? »

— « Ne gredan ket, aotrou. Goude an eost ez in d’ar gêr da zikour va zad. »

— « Plijont a ra d’it chom evelse da labourat douar ? »

— « Ya, aotrou. »

— « Ne vije ket gwelloc’h ganez mont c’hoaz d’ar skol ? »

— « N’ouzoun ket ’vat. »

— « Ha ma ’z afes d’ar skolaj ? »

— « Eürus e vijen, aotrou. Met penaos ? »

— Ha ma vijes beleg ? »

— « Va noun, pell zo, a lavar bemdez eur bedenn evit ma vezin beleg. Ha kredi a ran e ra va mamm eun henvelep pedenn. »

— « Gortoz eun tammig », eme an aotrou Kure en eur zevel diwar e gador. « Ne vezin ket pell… Da c’hedal ma vezin distro, n’ec’h eus nemet gwelout an taolennou kaer a zo el leor-man. »

Laouig a droas eun nebeut pajennou eus a Vuhez Jann d’Arc, met e spered a oa pell diouz an taolennou a dremene dirag e zaoulagad ; er gêr eo ez edo; ha mall bras en doa da c’houzout petra vije graet outan.

— « Mat », a lavaras an aotrou Kure distro, « azalek hirio, n’ec’h eus nemet dont aman bemdez da zeski al latin. D’ar skolaj ez i. »

— « Laouen bras e vijen o vont, aotrou Kure. Met petra lavaro va zad ? »

— « Me a yelo warc’hoaz d’ar Penker… Deomp breman da gaout an aotrou Person. »

Laouig a dride e galon. N’en doa aon ebet mui o vont da gambr ar beleg santel, ar beleg madelezus a oa neuze e penn parrez kristen Landunvez.

— « Setu aman va faotr bihan », eme an aotrou Kure.

— « Ac’hanta, Laouig, danvez beleg a gav d’it a zo ennout ? »

— « N ’ouzon ket, aotrou Person. »

— « Eo, eo, va mab. Eürus ha laouenn e vo da vamm pa glevo ac’hanout, d’ar pardaez-man. Trugareka an aotrou Doue da veza galvet ac’hanout, ha ped start Intron Varia Gerzent d’az tiwall mat. »

— « Ya, aotrou person. Ha bennoz Doue d’eoc’h ivez ! »


Hir oa bet an abadenn er presbital. Breudeur Laouig ha paotred all Penfoul, skuiz o c’hedal, a oa aet d’ar gêr. Pephini anezo, evel just, a gontas oa bet galvet Laouig da vont da gaout an aotrou Kure goude ar skol. « Mat eo », a lavare ar re goz en tiegeziou ; « poent eo skolia Laouig, ma ’z aio da veleg. »

Anna ar Penker a dridas he c’halon gand ar fizians.

Yvon ivez a oa en em gavet gand ar vandenn a deue d’ar red eus ar skol, hag e c’houlennas outo :

— « E pelec’h eo chomet Laouig hirio ? »

— « D’ar presbital eo aet, va zad. »

— « Jezus ! Ha da betra ? »

— « Da vont da veleg », a respontas an hini bihanna.

Yvon ne lavaras mui ger. Met buannoc’h e reas e labour evit beza er Penker a-raok Laouig.

V. — " YA, RED BUAN, LAOUIG ! "

En eur ziskenn eus a gambr an aotrou person, Laouig a gavas diou berenn all evel an hini en doa bet araog, hag a voe pedet da gas an diou berenn-ze d’e vamm.

Eur wech er maez eus a borz ar presbital, Laouig a c’haloupas warzu Kerlagen. Ne wele den war e hent, ker buan ez ae.

— « M’eus aon out bet lakaet war ar bigorn, hirio », a lavaras tonton Fransa, a oa el liorz o trouc’ha melchen.

— « N’oun ket », a respontas Laouig, hep kemerout amzer da gomz muioc’h.

Ger kenta Laouig, oc’h en em gaout en ti a voe :

— « Va noun, me zo o vont d’ar gêr dioustu. Da veleg ez in, o deus lavaret an aotrou Person hag an aotrou Kure Me a zo o vont da gas ar c’helou-ze d’am zad ha d’am mamm. »

— « Ya, red buan, Laouig ! Da vamm a vo lorc’h enni. »

Gwir a lavare Mari Gerlagen. Lorc’h a voe e Anna ar Penker pa en em gavas Laouig.

— « Va mamm », eme Laouig, « warc’hoaz, an aotrou Kure a deuio d’ho kaout, pe an aotrou Person ma ne c’hell ket an aotrou Kure. »

— « Ha petra zo a nevez ? »

— « Laouen e vijec’h ma ’z afen da veleg ? »

— « Laouen ? Ne c'houlennfen ket gwelloc’h, va mab. Met n’eo ket d’in-me da goumandi… »

— « Kaout a ra d’eoc’h va zad a virfe ouzin ? »

— « Ne gredan ket, Laouig. Met piou da vevo er skolaj ? Piou da wisko ? Piou a baeo evidout ? »

— « N’ouzoun ket, va mamm », eme Laouig en eur zonjal goulskoude : « Michans an aotrou Kure a oar an traou-ze ! »

Yvon a oa wardro an ti o c’hedal distro e vab eus ar presbital. War zigarez dont da eva eur banne dour, pe da dana e gorn, ec’h en em gavas en ti. Klevet en doa mouez ar paotr.

— « Tad », eme Laouig, « daoust hag eürus e vijec’h ouz va gwelout-me war ar studi da vont da veleg ? »

— « Me ? Perak ne vijen ket ? Goulenn digant da vamm. »

Ar paotr a voe lakaet nec’het gand an doare ma respontas e dad. « Marvat », eme Laouig outan e-unan, « va zad ne oar ket muioc’h eget va mamm e pelec’h e kavor arc’hant da baea evidon ! »

— « Warc’hoaz », eme Anna, an aotrou Kure a deuio beteg aman. Michans, Yvon, e kavoc’h labour wardro al liorz pe an ti da c’hedal ma teuio. »

— « Labour awalc’h a zo dre a-ze war-dro an ti. »

— « Va mamm, ar per-man a zo d’eoc’h, eus ar presbital, digant Mari-Jan. Ha lavaret ez eus d’in mont da gerc’het soubenn diou wech ar zizun, keit ha ma vezoc’h klanv. »

— « Bennoz Doue d’ezo ! Distro breman da Gerlagen. Ha deus aman warc’hoaz kerkent hag an aotrou Kure. »

Ar breudeur hag ar c’hoarezed yaouankoc’h a jome sioul e-pad ar marvailh-ze. Sellet a raent hepken ouz o breur Laouig gand eun ear da, lavarout : « Petra deuio heman da veza ?… » Ar vihana, Soazig, daou vloaz hanter d’ezi, a gomzas da genta. Gervel a reas Laouig, hag e tiskouezas d’ezan ar Groaz a oa a-zioc’h an daol :

— « … Aouig !… Aouig !… ezu !… ezu ! »

— « Mignonez out da Jezu ? » a c’houlennas outi Laouig. Hag ar vihanig da eja he fenn da lavarout « ya ! »

— « …Aouig !… aouig !… » a gendalc’he ar verc’h.

— « Laouig a zo ivez mignon da Jezu ha tata, ha mamm, hag an holl en ti » eme ar vamm.

O klevet an elig bihan, Yvon hag Anna n’oant ket evit miret da zonjal :

« Gwir vignoned an aotrou Doue a dle beza prest atao da ginnig d’ezan kement a c’hed diganto : o nerz, o madou, o foan, o buhez, o bugale. Pep tra a zo da Zoue, ha Doue a c’hell goulenn diganeomp pep tra »

E-pad koan, en dervez-se, n’oa ket bet kalz a drouz er Penker. Goude « Buhez ar Zent » ha « Grasou », an holl a yeas da gousket. Unan eus ar merc’hed a gontas, diouz ar mintin warlerc’h, he doa gwelet en he hunvre Laouig ouz an aoter vras, e Landunvez, gand an oferenn-bred.

VI. — " HO MAB C’HOUI EO A FELL D’EOMP ! "

Laouig n’en doa ket serret eul lagad e-pad an noz. N’oa ket diwezat oc’h erruout er Penker. Mall bras en doa da welet an aotrou Kure.

War-dro dek eur ec’h en em gavas ar beleg. Raktal, Yvon, chomet da c’houennat el liorz, a voe galvet da zont d’an ti. Hag an aotrou Kure d’ezan dioustu :

— « Ac’hanta, Yvon, gouzout a rit petra oun deuet da c’houlenn diganeoc’h. Daoust ha ne vije ket eun enor hag eur blijadur evidoc’h kaout eur mab beleg ? »

— « Eo, va Doue, aotrou Kure, eun enor e vije evit hon ti. Met gouzout a rit e pe stad eman an traou ganeomp aman. Penaos, a gav d’eoc’h e c’hellfemp-ni beva Laouig er skol, hag e wiska ? Ha piou a baeo ar skol, aotrou Kure ? Ni a zo nec’het awalc’h aman o kaout hor boued. Mall am eus, aotrou, e vije unan eus ar baotred da rei skoazell d’in… Nao grouadur a zo, hag an aotrou Doue a roio d’eomp marteze unanig bennak all : kompren a rit n’eo ket aes da eun den e-unan gounit bara da gement a dud. »

— « Gwir eo, Yvon. Met an aotrou Person en deus lavaret e paeo ar skol. Komzet em eus da verc’hed Penn-al-Lann, hag ar vamm, Marivon, koulz hag ar verc’h kaer, Paulina, o deus lavaret e roint bep bloaz o aluzenn. Hag e-touez ar gerent ? Daoust ha ne vo ket kavet tud a volontez vat da rei eun tamm kig, pe eun tamm amann beb an amzer, ha zoken eur gwenneg bennak bep bloaz ? Me va unan, daoust ha n’oun ket pinvidik, a zikouro ivez gwella ma c’hellin da veva ha da wiska ar paotr.

— Aotrou, ho trugarekât a reomp eus ho madelez evidomp. Bennoz Doue d’an aotrou Person ha da verc’hed Penn-al-Lann. Goulskoude e rankan lavarout d’eoc'h ne gredjemp biken, ni, mont da c’houlenn digant hor c’herent arc’hant pe draou-all evit skolia hor mab. Hor c’herent, lod anezo, n’int ket paour; met kalz a vugale o deus ivez, hag e c’helljent lavaret d’eomp o deus da skolia ar re-ze da genta, m’o dije c’hoant da gas unan pe unan eus ar familh da veleg. »

— « Ho mab c’houi eo a fell d’eomp, Yvon. Hag an Aotrou Doue, war a glevan, en deus diskouezet a-bell zo en doa dibabet Laouig evitan. Ne c’houlennin ket diganeoc’h mont da glask sikour digant ho kerent. Me a yelo va unan, ha dioustu zoken, ma livirit « ya ».

— « Aotrou Kure, c’houi a oar gwelloc’h egedon-me petra da ober. Gouzout a rit ne vezo den eürusoc’h eged Anna ha me ma kemer an Aotrou Doue unan eus hor bugale. »

— « Mat eo, Yvon… Neuze, Laouig, e teui da gemeret kenteliou latin, bemdez, d’ar presbital. »

— « Ya, aotrou Kure », eme Laouig leun a joa.

— « Ha breman », eme ar beleg, « emaoun o vont da welout ar gerent. »

— « Bennoz Doue d’eoc’h! » a lavaras ar vamm, an daelou en he daoulagad.



SANT FRANSEZ
PATRON SKOLAJ LESNEVEN


en deus diwallet kalz bugale
galvet gant Doue.

VII. - POAN A VO

Laouig a voe lakaet e skolaj Lesneven goude an eost. Ne vankas netra d’ezan, er bloavez kenta : bara kement ha ma kare ; eun tamm brao a gig moc’h ; eur volennad vras amann ; awalc’h evid ar zizun. Hag e zilhad a oa dereat.

En em blijout a reas Laouig e Lesneven. Kamaraded vat en doa kavet, hag eur beleg mat ha santel d’e hencha. Deski brao a rae. Ha pa deue e vamm pe ar c’hoar gosa d’e welet, deiz ar marc’had, Laouig a ziskoueze bepred beza laouen. Mari Gerlagen a deue ivez alies da zigas traou d’he filhor karet, hag a roe d’ezan eur gwenneg bennak da ober e zispignou.


En eil bloavez e voe disterroc’h ar zoubenn gand ar paotr. Mari Gerlagen a oa maro, goude eur c’hlenved paket o vont war-dro tud klanv. Meur a hini eus ar gerent a ankounac’hae rei o aluzenn d’an aotrou Kure nevez. A drugare Doue, merc’hed Penn-al-Lann a gendalc’he da zikour, hag eur c’hoar ivez da Anna, hag a oa dimezet da vont da vilin an Traon. Tud Kerlagen hag an aotrou Kure a rae ivez kement a c’hellent. N’oa ket awalc’h goulskoude. Dilhad ha bara a c’hellet da gaout d’ar paotr gand an aluzennou-ze, ha netra ken. Ar vamm neuze, evit gellout kas eun tamm amann d’he mab, a lakeas tud ar gêr da zebri alies bara zec’h. Eur bastell gig zoken — awalc’h da lakât war eun tamm bara — a c’helle da zerc’hel evit Laouig pa deue eur freskad digand ar gerent pe an amezeien vat. Awechou, pa na veze tamm kig ebet da gas d’ezan, Laouig en deveze daou pe bewar gwenneg da brena « saucisson ». Hag ar vamm baour, o sonjal pegen disterik oa stad he mab er skolaj, a ouelas meur a wech en eur zistrei d’ar gêr goude ar marc’had. En despet da-ze, Laouig a gendalc’has war ar studi, ha biskoaz ne voe klevet o klemm.

Doue a skuilhas e c’hrasou war eur familh hag a ziskoueze d’ezan kement a volontez vat. Yec’hed a roas d’ar skolaer. Hag er gêr, dre ma kreske ar jeo, e kreske ivez ar vad. Daouzek krouadur o doa breman Yvon hag Anna ar Penker. Ha mestr Yvon, evit sikour eur familh ken niverus, en doa prenet d’e verour lodennou eus eun atant hag a oa bet gwerzet tamm ha tamm. An daou gosa eus ar vugale a veze er park gant o zad. An trede hag ar peware a veze fiziet enno an diou vioc’h hag al loan. Paour e chomed c’hoaz ; da vihana aet oa kuit an dienez, ha Laouig en deveze bep sizun peadra da lakât war e vara.

VIII. — SKOLAER LESNEVEN

Poania a rea Laouig da zeski an holl skianchou. N'eo ket awalc’h da eur beleg beza santel (ar zantelez eo ar penn-kenta goulskoude) ; red eo d’ezan beza gouiziek. Ha Laouig a boanie. Pa veze deiz ar priziou, Yvon hag Anna ar Penker a gleve henvel o mab nao, dek gwech pe ouspenn ; ar vistri n’o deveze nemet meuleudiou da lavarout eus a Laouig ; ar gamaraded a zirede da ober o gourc’hemennou d’o c’hamarad. Ger aotrou Person pe aotrou Kure Landunvez eo a blije ar muia da Laouig : « Dalc’h mat, paotr. Evid an Aotrou Doue eo ! » Ha Laouig a yae da ginnig d’ar Werc’hez, er japel, ar gurunennou glas hag aour a oa bet lakaet d’ezan war e benn.

A drugare Doue, Laouig a jome izel a galon, ha den n’en doa e glevet o fougeal. N’eo ket tro a vanke d’ezan goulskoude pa en em gave er gêr evid ar vakansou.

— « Petra Laouig ? mistri-skol a zo c’hoaz e Lesneven da c’houzout traou da zeski d’it ? Kement all a spered az peus te, ha keit all zo emaout er skolaj ! »

— « Ya da », eme Laouig. « Ha pa jomfen hanter-kant vloaz all er skol, e kavjen atao traou da zeski ha tud d’am c’hentelia. »

— « Va Doue ! Kement-se a draou a c’heller da lakaat e penn an den ! »

— « O ! » a responte Laouig, « kalz traou a dremen dre benn eur skolaer… met ne jom ebarz nemet eun nebeudig tra. »

— « Te, da vihana war a glevan, a zo eun doktor ac’hanout ! »

— « Doktor e vijen kavet marteze gand eun den dizesk ha diskol ; met va mistri ha va c’hamaraded barrekoc’h egedon a oar n’eo ket gwir. Gwella ma c’hellan ez a an traou. Ne e vije ket brao d’in kennebeut chom da zigeri va genou pa z’ eus kement a dud o kemerout poan ganen ! »

— « Gwir awalc’h eo avat. »

Laouig a gare ar skolaj ; hag an holl, war-dro Laouig, a ouie ez oa eur skol vat e Lesneven. Eun amezeg, e tro da farsal michans, a lavaras d’ezan, eun dervez :

— « Klevet am eus lavaret ez eus, e Lesneven, bugale eus a Landerne hag eus a Vrest. Ar baotred-se marvat a zo lampouned. »

— « Fazia rit, Yann, ma sonjit eo an holl gêriz lampouned. Evidon-me am eus eur mignon eus ar gwella, hag a zo eus a Vrest. »

— « Jezus ’ta ! Ar vourc’hizien a zell ouz ar baïzanted eno ? »

— « Ya! Eno n'eus na bourc’hiz na païzant. Eno n’eus nemet kamaraded vat hag o deus, eur c’halz anezo, ar zonj d’en em ginnig da Zoue eveldon ?

— « Kleo 'ta ! Mantrus eo !… Da gamarad eus a Vrest, petra reio hennez diwezatoc’h ? Medisin ? Ofiser ? Alvokad ?

— « Va c’hamarad a yelo da Gemper eveldon. »

— « Sebezet oun, Laouig, ouz da zelaou. Evidon-me a gave d’in, zur, n’ez ae da veleien nemet ar vugale vat diwar ar maez, ha c’hoaz ar vugale baour. »

— « Doue ne zell ket ouz madou ar gerent. Klask a ra beleien e-touez tud eus a bep stad. »

— « Ya, ya ! Gouzout a ran n’eo ket Doue eo a zizonje eus an dud pinvidik. Met kaout a rae d’in ar gerent hag o doa eun tammig danvez, zoken war ar maez, ne lezent ken o bugale da gemerout an hent-se. »

— « Gwir eo ne dleer ket kounta war ar velegiaj evit dastum peadra. Met ar gerent a roio o bugale da Zoue o devezo muioc’h a veritou. Hag e Lesneven ez eus meur a hini da vont da Gemper er blâ-man. »

— « Gwell a-ze, Laouig. Rouesaat a rae ar veleien ganeomp, ha meur a barrez a zo ranket da lezel hep Kure. Aman n’hon eus ket da glemm. Gwir eo, marteze an aotrou Kure a jom ganeomp dre m’en deus an aotrou Person eun tammig oad dija. Kenavo, Laouig, ha dalc’h mat war an hent-se. Keït all zo n’eus bet beleg ebet eus hor parrez ! »

IX. — SOUDANENNET

Holl barrisioniz Landunvez a welas Laouig gant e zoudanenn da zul vras ar Rozera. En oferenn-vintin pa zavas betek pazenn uhela an aoter da zigemerout an osti zantel, kement hini a oa en iliz a bedas kalonek evid an den yaouank. Goulenn a rejont digant Intron Varia Gerzent beilha war o « danvez beleg ». Evito, Laouig n’oa ket mui mab ar Penker : Laouig a oa breman Kloareg Landunvez.

D’an oferenn bred e voe muioc’h ar sellou warnan. Pa weljont Laouig o tont eus ar sakreteri, goude ar gurusted hag ar sakrist, gantan eur zoupiliz nevez-flamm ha gwenn kann, ar wazed a zavas o fenn. Doare vat a gavent da Laouig gand e wiskamant nevez. Re hir oa e zoudanenn goulskoude, rak aon a zeblante kaout an abad da vale warnezi.

Ar merc’hed ne welent seurt.

— « Ac’hanta », eme Baol ar Baradoz hag a oa deuet da leina d’ar Penker, « kanet en deus Laouig er c’heur hirio ? »

— « Tanoïk oa e vouez d’an Asperges ha d’ar C’hyrie », eme Soazig. « Marvat e piglamme ar galon er penn-kenta eus an ofis. Goude ez ae gantan evel kustum. »

— « Me garje beza bet ouz ar balustr hirio. »

— « Ho tro a deuio, Paol, ma kendalc’h an Aotrou Doue da rei d’eomp holl buhez ha yec’hed. Deiz an oferenn-nevez, ma plij gant Doue, ni a starno ar c’harr d’ho kas beteg ar vourc’h. Ne c’helljemp ket ober brasoc’h plijadur da Laouig en dervez-se. »

— « Nag em eus mall, Yvon, da welout va « eskob mat » graet beleg ! Setu aze hag a vezo eur beleg a zever ! — Ha petra lavarin-me breman da va c’hamarad bihan! Kredi a ran e klevo c’hoaz ganen aliesoc’h Laouig eget aotrou. »

— « Me gav d’in, Paol, e tleoc’h komz outan evel tud an ti. Aesoc’h e kavo. Ha gouzout a ra mat oc’h eus, c’houi, respet evid ar zoudanenn. »

An amezeien a gavas dereat staga dioustu da lavaret aotrou da Laouig.


Pemp bloaz e voe Laouig e Kloerdi Kemper. Bloaz soudard a reas ive war ar marc’had. Pell e vez an abadenn evelato, araok an urziou diweza. N’eo ket re hir goulskoude pa zeller ouz pouez ar garg a zo e kont ar beleg… Ya, met, hag an dispignou? — A drugare Doue, hini eus madoberourien Laouig ne gile.

— « N’omp ket tamm paouroc’h », a lavare Soaz a Gerlagen. « Kredi ran zoken, dre ma roomp e teu Doue da rei d’eomp. »

— « Evelkent », a responte Laouig, « ez eus meur a vloavez abaoue ma tispignit ganen.»

— Ha neuze ? » eme C’hod « pa vezi beleg, te a bedo evidomp, michans ? »

— « O ya, bezit dinec’h. »

— « Mat, en doare-ze e c’helli paea d’eomp da zle. »

— « Ne vankin ket, tintin God. Ne ankounac’haïn biken an dud o deus graet vad d’in. Hag ez eus kalz anezo ! Sad aze merc’hed Penn-al-Lann graet ganto eur gamps evidon da lakat deiz ar velegiaj, e miz gouere kenta breman ! Klevet am eus lavaret ez eus eur mondian bennak eus ar barrez hag en deus sonj kinnig d’in eur c’halir evit va oferenn genta… Marvat e rankin pedi holl dud Landunvez evit lein vras va oferenn-nevez. »

— « Feiz ’vat ! Nec'het awalc’h e vezi lakaet pa ’z i da ober da dro. Met na jom ket re bell da nec’hi. Ped muioc’h eget nebeutoc’h. An taol diweza a vo. Da dad en deus lavaret d’eomp e c’helle paea eul lodenn vras eus an dipignou a vo e Kemper. Ni a raio an traou deiz da oferenn-nevez. »

— « An aotrou Person en deus komzet d’in evel ma komzit. N’eo ket awalc’h d’ezan va digemerout er presbital deiz ha noz, pa garan ; lavaret en deus d’in n’o do ket ar gerent da en em emell eus leïn ar veleien… Hag e lavarer n’eus ket a dud vat war an douar !… Evidon-me, abaoue ma ’z eus ac’hanon, n’em eus gwelet en dro d’in nemet tud vat !

— « Diwezatoc’h, Laouig, pa vezi en eur barrez, e weli a bep seurt. An aotrou Doue eo a zo bet mat evidout. »

X. — AN OFERENN NEVEZ

E Kemper oa bet kalz tud evid ar velegiaj. Tri oant eus ar Penker ; kement all eus a Gerlagen; daou eus a Lanc’hallez ; Paulina Benn-al-Lann, hag eur pewar pe bemp all. Holl o doa kavet kaer meurbet al lidou en Iliz-Veur. Pa weljont an abostolerien, avielerien ha beleien nevez astennet war leurenn ar c’heur epad m’edot o kana Litaniou ar Zent, neuze an dour a deuas en o daoulagad : biskoaz n’o doa komprenet gwelloc’h ar garantez birvidik a dle beza e kalonou ar baotred yaouank-se hag a varv d’ar bed evit beza holl da Zoue… Anna ar Penker n’oa ket bet pell oc’h anaout he mab e-touez ar re-all. Paulina ne zaleas ket kennebeut da anaout ar gamps a zouge Laouig… Pedennou ar gerent a voe kalonek pa glevjont ar pemp warnugent beleg nevez o lavaret a-unan gant an aotrou ’n Eskob oferenn an deiz.

E Kemper edo tro ar gerent dosta. Hirio eman tro ar barrez.

Gouel Hanter-Eost a zo ha pardon bras Intron Varia Gerzent. Biskoaz n’oa bet gwelet e Landunvez kement a « driomf ». Etre an iliz parrez bag ar japel oa bet lakaet, a bep tu d’an hent bras, pilierou uhel daou ba daou, eur c’harlantezenn deliou glaz ha bleuniou a bep liou stag outo ha war o beg drapoiou o ficha gand an avel. N’oun ket gouest da lavaret pegen kaer eo kinklet ar japel : goulaouennou ne vank ket da vihana.

Hag an amzer a zo eus ar re gaera.

— « Bole a zo gand ar c’hleier », a lavar Yann, amezeg tosta Kerlagen ». Poent eo chacha… ma welimp ar brosesion o vont eus an iliz d’ar presbital, da gerc’het ar beleg yaouank. Lavaret a rear e vo graet enor vras d’an aotrou Laouig, ha lec’h a zo. Daoust ha n’eus ket eun ugent vloaz bennak abaoue m’eo maro an aotrou eus a Benn-al-Lann, diweza beleg hor parrez ? »

— « E tle beza keit-all vat, » a respont Per a Lanc’hallez.

— « Ne glevez ket c’hoaz ar c’han ? »

— « Nann, ne glevan netra. Ha neuze, tost emaomp. Ha pa vijer breman o renka an traou da zont er maez eus an iliz, emaomp abred-awalc’h. »

— « Sell, Per ; emaïnt o tiboucha. Da vreur Job eo a zoug ar groaz evitoare ? »

— Ya; egile eo Glaoda ar Penker. Ar gerent eo a zo hirio gand an drein. Ne welit ket Jakez ar Penker gand ar banniel bras ? ba Saïg a Gerlagen, ha Paol a Benn-al-Lann. »

— « Ah ! Paol a zo ivez ?… N’eo ket souez avat ! Gant an de eman tad ar beleg, hag e baeroun… An daou all ne vezont ket gwelet… Daoust hag an de a yelo beteg ar japel ? »

— « N’ouzoun ket… Jezuz, nag a veleien !… »

— « Te ’lavar !… Hennont, ar chaloni a zo da dosta d'an aotrou Person, eo aotrou Person Gwitalmeze, kredabl ? Hag egile, marvat, eo aotrou Superior Lesneven ? »

— « Ya. Hag aman, tostoc’h d’eomp-ni, eman an aotrou Bleunven, a oa Kure en hor parrez p’edo Laouig, er penn-kenta eus e skolaj.

— « Hen eo a brezeg, war a gonter ? »

— « Ya ; hen eo. »

— « Plijadur a reio d’ar barrez e glevet. »

Digor eo dor porz ar presbital. An dud a c’hell gwelout ar beleg yaouank daoulinet war eur gador-vourell, eun avieler hag eun abostoler a bep tu d’ezan, ha ganto o zri dilhad alaouret, lugernus dindan an heol. An aotrou Person a denn ar groaz arc’hant diwar he zroad, hag a ro anezi da boket d’an aotrou Laouig. Mouez ar beleg a greno pa gano geriou kenta ar Veni Creator. Goudeze, dindan an de, hag hed an hent da vont da Gerzent, ne welo mui den ; ne glevo mui netra. Pedi ne reio ken, ha sonjal eman o vont bremaïg, dre eur gomz hebken, da lakat Mestr an Nenv hag an douar da ziskenn war an aoter.

E-pad an oferenn, ez eus kanaouennou dudius. Ouspenn ar Gloria hag ar Gredo kanet gant ar mor tud a zo deuet d’ar gouel kaer, kloareged ar c’hanton o deus desket mat an holl bedennou a zo da gana en eun ofis dereat. Ar barrizioniz a zo lorc’h enno : biskoaz n’o doa klevet na gwelet kement-all. Paol ar Baradoz a zo war ar renk kenta, tost d’ar balustr, azezet war eur gador : ne zilammo ket e zaoulagad diwar ar beleg ; e japeled a zo gantan en e zourn, hag a dro,… hag a dro… Petra lavar Paol da Introun Varia Gerzent ? Den ne oar. Marvat e trugareka ar Werc’hez da veza bet bepred war evez eus he bugel karet, Laouig. Ha bennoz a lavar ive da Zoue da veza roet d’ezan e-unan ar c’hras da welout an dervez bras man.

EVID ECHUI

Diou gomz lavaret gant an aotrou Bleunven er gador :

« Danvez beleien a vez kavet e-touez an dud paour evel e-touez an dud pinvidik, e-touez an dud dister evel e-touez an dud a renk uhel. An aotrou Doue ne c’houlenn ket digant ar vugale a zo galvet gantan pegement a leve o deus o zud. Gwelet a ra dreist-holl feiz birvidik ha karantez kristen ar gerent. Sellet a ra peurvuia ouz an tiegeziou a zo enno kalz a vugale. »

« N’eus ket kaeroc’h aluzenn eged an hini ec’h eus graet evit sikour ober eur beleg nevez. Hirio, va breudeur ker, ez eus levenez er Baradoz, hag esperans er Purgator ; hirio, an Ifern a zo kounnaret. Ha c’houi eo oc’h eus graet al labour vat se. Meuleudi d’eoc’h ! Petra eo eur beleg eta, va breudeur ker ? Ar beleg a zo evel pa lavarfen Jezus-Krist e-unan diskennet a-nevez war an douar evit savetei an dud ha rei da Zoue e Dad an enor dleet d’Ezan gant ar grouadurien. »

  1. Maeronez.