Lan, embanner al ludu

Eus Wikimammenn


Lan, embanner al ludu


skrivet gant Jakez Riou


1938


LAN, EMBANNER AL LUDU


Evit dezhañ kaout danvez ha leve, perc’henn ma oa e dad war an douaroù strujusañ er barrez, Lan Ofret, mab pennhêr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, dizamm e ziskoaz ha goullo e zaou zorn, pa oa dleet dezhañ dont, evel e dad, gant daou pe dri bec’h war beg ur forc’h houarn. Ma oa dre bizhoni e oa un dra vezhus ; ma oa evit ober goap ouzh ar sant, e oa gwashoc’h c’hoazh.

Uhel e oa savet gwrac’hell an tantad, pa dostae Lan Ofret ; rak Kerunkun a zo ur gêr vras, gant dek familh gaer o vevañ enni diwar ar mengleuzioù mein-glas ; ha kement hini eus kement familh a oa deut gantañ e lodig : ar baotred, an duilhad spern-du kalet ar c’hoad anezhañ, ha dispar d’ober tan padus ; ar merc’hed, ur gazeliad bleñchoù ; ar grennarded, ur geuneudenn, ur vriad wrizioù ; hag ar vugaligoù, krog c’hoazh, evit bale, e tavañjer o mamm, ur skolpenn pe ur ruskennig bennak ; rak, hervez ar c’hiz, e tle pep hini degas, hervez e oad hag e vadoù, e lodenn d’an tantad. Pe ma ne ra ket, e tevo er bed all, keit ha m’en devo padet an tantad. Souezhet eta e oa bet an dud bodet en-dro d’ar wrac’hell, o welout Lan Ofret o tont d’ar bedenn, e zaouarn a-dreñv e gein, hag o c’hwitellat en noz, evel ur foeter-hent. Mantret e oant bet ouzhpenn, rak ur seurt gwall-zismegañs e-keñver ar sant a c’hellfe, en amzer da zont, degas gwall-blanedenn war o ziegezhioù.

— Daoust hag eo deut an holl d’an tantad ? a c’houlennas Yann Arc’hant, a-raok enaouiñ an tan er bleñchoù gwrac’hellet.

Bep bloaz e veze enaouet an tantad gant Yann Arc’hant, ar mengleuzier kozh, doujet e Kerunkun, abalamour d’e oad ; ha, bep bloaz, e rae ar c’hozhiad, en ur deurel ur sell en-dro dezhañ, an hevelep goulenn.

— Ya! o doa respontet an holl.

Neuze Yann Arc’hant a reas, evel ma rae bep bloaz, un eil goulenn :

— Daoust hag en deus pep hini ac’hanomp degaset e lodenn d’an tantad ?

Darbet e oa bet d’ar re o doa degaset keuneud pe bleñchoù respont : « Ya ! » Hogen ar ger a vije bet gaou war o zeod, rak deut e oa soñj dezho e oa unan anezho hag a oa deut d’an tantad, divec’h e ziskoaz, e zaouarn a-dreñv e gein, hag en ur c’hwitellat en noz, evel ur foeter-hent. An holl eta a chomas mudet, ur prenn war o genou.

An Ofret kozh a sellas gant kas ouzh e vab. Yann Arc’hant ne c’houlennas ket div wech ha deut e oa e samm gant pep hini, gant aon en dije respontet unan bennak : « Nann ! Unan ac’hanomp n’en deus degaset tra ! » Hag ar c’homzoù-se en noz, dirak al loar hag ar stered, gwall-ziougan e vijent bet.


Penndaoulinañ ’reas Yann Arc’hant, en ur c’hrozmolat ; c’hwezhañ ’reas an herrañ ma c’hellas war ar glaou bev degaset gantañ en ur votez kozh. Flammoùigoù a savas, hag ar mengleuzier a vountas ar votez en un toullig, e-touez ur forc’had brug sec’h, lakaet dindan ar bern ; ha dizale e save ar flammoù en noz, ken uhel, ma rostent skourroù ur wezenn evlec’h.

Laboused a nije, spontet, diwar o c’hlud, hag an eskell-kroc’hen a gammigelle, dallet.

Ar mengleuzier kozh a gilas, laouen an tamm anezhañ ; kroaziet e zivrec’h war e beultrin, sachañ ’rae war e vogedenn, o welout an tan o traskal en drammoù spern-du hag el lann kras, hag o welout ar flamm o pignat d’al laez, gant elfennoù aour.

Hogen, dilavar e chome an dud en o sav en-dro d’an tantad. Den ne grede komz, gwasket ma oa kalon pep hini gant estrenvan nevez-c’hanet. Goude un abadenn, evelato, e kleved maouezed, o selloù chomet paret war an tan, o rannañ etrezo, goustad, war o fouez, komzoùigoù berr ha sioulik, evel ma vije bet pec’hed komz a vouezh uhel, en noz-se, e-tal an tantad. Mont a reas ar gaoz en-dro, keit ha ma traskas ar spern en tan, ha ma savas ar flammoù uhel d’al laez, a gaouadoù, evel gant an avel o c’hwezhañ dindano. Pa vihanaas ar flammoù, hag ar wrac’hell o tisac’hañ en ur bern glaou bev, Seza a benndaoulinas evit lenn buhez ar sant ha lavarout ar grasoù : « En em lakaomp war hon daoulin dirak an Aotrou Doue, pehini hor c’hlev hag hor gwel… »

Yann Arc’hant a skarzhas ludu diouzh e gorn, en ur stekiñ anezhañ ouzh palm e zorn. Edo o plegañ ur glin evit ar bedenn, pa welas e oa penndaoulinet Lan Ofret en e gichen. Sevel a reas hep lavarout ger hag e reas ur c’hammed pelloc’h, evit mont da benndaoulinañ. Ne oa den e-kichen Lan Ofret, e-pad ma lavared ar grasoù.

Goude ar grasoù, e savas an dud, ha, goude teir dro d’an tantad, evel ar c’hiz, Yann Arc’hant a gemeras peg er forc’h houarn, m’en doa douget ganti, daoust d’e oad, daou vell duilhad bleñchoù, hag a grogas da verniañ ar glaou bev ledet e-kreiz al leur, evel ur bladenn ruz.

An tan a drouzas adarre, hag elfennoù, evel balafenned aour, a nijas en ur gornigellat, betek skourroù uhelañ ar gwez.


E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù. Gwazed ha krennarded a glask lammat uhel ha pell, hag an hini kentañ a lamm dreist pe a-dreuz ar flammoù a vez meulet gant ar merc’hed nerzh e zivesker, hag ivez e nerzh kalon. Ar merc’hed a vez aotreet da chom da sellout ; ne c’hellent ket lammat avat, rak, en o lamm kentañ, e lakafe an diaoul an tan en o brozh, ha neuze, n’eo ket bet graet o c’horf evit se. Ar re gozh kennebeut, ha ne c’hellent mui lammat evel ar baotred yaouank, a chome da sellout ivez, hag e lavarent dalc’hmat e lamment reutoc’h en amzer o yaouankiz.

Yann Arc’hant, hep selaou na rannañ komz, a droe en-dro d’an tantad, en ur verniañ gant e forc’h ar glaou bev, dre ma peurzeve ar c’heuneud diwezhañ. Ne reas ket un dro leun, rak chom a reas a-sav en tu enep da Lan Ofret ; hag e selle ar mengleuzier ouzh ar mab pennhêr, deut d’an tantad hep un dramm, hep un dornad koad, e zaouarn a-dreñv e gein, hag en ur c’hwitellat, evel ur foeter-hent.

— Pa ne lamm mui den dreist an tan, a lavaras Yann Arc’hant, piv a bigno er wezenn da embann al ludu ?

— N’am eus ket lammet c’hoazh, a lavaras Lan Ofret gant fae. Gortozit ma rin ul lamm dañvad evel ar re all.

Hag en doa kilet ha kemeret tizh, hag e oa o vont da lammat dreist an tan, pa welas en tu all bizied forc’h Yann Arc’hant, troet ouzh e du ha prest d’e doullgofañ. Ne c’hellas ket gant e dizh chom krenn a-sav, hag e lammas eta e-kreiz an tan en ur bec’hiñ evel mil diaoul. Devet mat e oa bet e dreid, daoust ma oa lammet er-maez ker buan ha ma oa kouezhet e-barzh. Ha ma n’en dije ket gwasket war e imor, en dije graet ul lamm all war Yann Arc’hant hag e vije marteze c’hoarvezet ur gwall-daol. Lan Ofret, avat, a lavaras en ur hejañ e ziskoaz ne sante droug ebet… Kavet e vije Yann Arc’hant diwezhatoc’h…

Daoust hag a-ratozh-kaer en doa lakaet Yann Arc’hant e forc’h houarn dirak Lan Ofret, p’edo o vont da lammat dreist an tantad ? Kredapl eo ; rak pa bec’he en e gichen Lan Ofret, en ur dennañ ar glaou bev diouzh e voutoù, ne oa ket bet evit mirout da lavarout etre e zent : « Gwell a se… » Hag, hervez meur a hini a selle outañ, e oa bet darbet dezhañ dirollañ da c’hoarzhin.


Yann Arc’hant, e-unan bremañ diouzh e du, a selle ouzh an tantad o vervel, e zaouarn kroaziet war beg fust e forc’h.

— Ur brav a vern ludu evit an hini a daolo war an embann, emezañ a-greiz-holl outañ e-unan.

— Evidon-me e vo, a lavaras, gant ur vouezh rok, Lan Ofret, gwall-danav e skouarn.

Hep distreiñ e benn na respont tra, Yann Arc’hant a skopas en tan o vervel. Hag ar skopadenn a dalveze ne vije ket dezhañ al ludu.

Ur paotrig, an hardisañ dineizher brini tro-war-dro, daoulagad targazh dezhañ, a oa pignet ker buan hag ur c’hazh betek lein an ivinenn. Un ali en doa bet digant e vamm : pignat en noz, er gwez, dreist-holl er gwez ivin, gant o delioù stank ha teñval, a zo gwall-zañjerus :

— Taolit evezh gant aon da gouezhañ.

Ul lamm a reas kalon ar vaouez, pa glevas he faotrig, a-boan aet diouzh he c’hichen, o hopal diouzh lein ar wezenn, hag o c’houlenn :

— Pet gwenneg e vo ?

Un enor eo evit an neb a embann da gentañ e briz el ludu. Ar peurliesañ an enor-se a vez hervez an danvez. Perc’henn, ozhac’h pinvidik, e Kerunkun, an enor a veze dalc’hmat d’an Ofret kozh. Souezhet eta e chomas an dud, pa lavaras Yann Arc’hant :

— Lakaomp anezhañ pemp gwenneg.

— Pemp gwenneg ludu tantad sant Yann, a hopas, a bouez penn, ar paotrig diwar lein e wezenn ; pemp gwenneg emañ.

Da biv da deurel bremañ war ar priz ? An Ofret kozh a chome prennet e c’henou, evel mouzhet, hag ar pennoù-tiegezh a gave gwall-ger kas en tu all d’ur real. Boaz e veze da lakaat al ludu ur gwenneg, ha, goude, daou, tri… Petra ’ c’hoarveze gant Yann Arc’hant, ken paour hag ar re all, mont da stourm outo gant ur real kentañ ?

Er c’hêriadennoù tostañ, Penn-’n-Aod, Penn-ar-Wern, war an dorgenn, hag er stankenn, en tu all d’ar stêr, e save hopadennoù en noz, oc’h embann ivez o ludu. Hini Penn-an-Aod n’oa ket uhel briz : eizh gwenneg. Ludu Penn-ar-Wern a savas e briz gwenneg ha gwenneg, betek pevar real ha daou. Evit ar Genkiz, ne voe ket gallet gouzout, rak an embanner a echue eeun-hag-eeun pa hope paotrig Kerunkun : — Dek gwenneg ludu tantad sant Yann ; ur wech, div wech…

— Ur gwenneg ouzhpenn.

— Daou real hag ur gwenneg ludu tantad sant Yann.

— Pevar real !… a daolas Yann Arc’hant, rok e vouezh. E wreg a sellas outañ, droug enni. N’oa ket dereat d’ur mengleuzier paour mont da deurel dreist e briz, dreist-holl pa oa er gêr un torrad bugale da vagañ. Gant anken, e selaoue ar vouezh oc’h embann war lein an ivinenn :

— Pevar real ludu tantad sant Yann ! Ur wech, div wech, div wech hanter !…

Yann Arc’hant, avat, a soñje :

— Gant ma ne vo ket al ludu da Lan Ofret !

D’an trede gwech e tlee chom al ludu gant ar mengleuzier.

— Pevar real hag ur gwenneg, a lavaras ur vouezh, war he fouez.

Gwreg ar mengleuzier a voe disammet he c’halon.

Channig Vihan an hini he doa taolet ur gwenneg ouzhpenn. Lakaet he doa en he soñj, ar bloavezh-se, kaout ludu an tantad da ledañ war ur park, ne ziwane ennañ, kaer he doa treiñ an douar gant ar bal, ha kempenn, nemet loustoni.

Setu ma taole ur gwenneg war briz unan all, spi enni e vije lezet al ludu ganti, a-benn ar fin. Dre wenneg e save he friz, rak ne oa ket gwall-binvidik, pa ne oa he danvez nemet ar park ne ziwane ennañ nemet alc’houenan, geot mellok ha moc’hajoù all. Da reiñ talvoudegezh d’he douar, he doa c’hoant eta kaout, ar bloaz-mañ, ludu an tantad, rak chañs e tegas d’an neb e bren, hag an douaroù luduet gantañ a zeu, evit dezho bezañ gouez a-raok, da vezañ kempenn ha strujus.

Klevout a reer embann al ludu e Kerevel ; mouezh an hoper avat, a zo re zister, stanket mar deo gant an douaroù, ha ne glever anezhi nemet, a daolioù, hervez tizh ar barradoù avel. Karout a reer gouzout pegement eo bet prenet ludu ar gêr dostañ, evit lakaat uheloc’hik priz. D’ar sul war-lerc’h, ar c’houer a daol gant trouz pren al ludu e plad an Anaon, rak n’eus ket en holl ilizoù plad sant Yann, hag e sil e skouarn paotr ar plad, goustadik, herrik a-walc’h, evelato, evit bezañ klevet gant meur a hini en-dro dezhañ : kement evit pren al ludu.

Seza a c’houlennas, eta :

— Piv ac’hanomp en deus klevet pe briz eo aet al ludu er Genkiz ?

Den n’en doa klevet. Unan a lavaras :

— Sur eo bet prenet mat.

— O, ya ! eme unan all ; un eizh real bennak, d’an nebeutañ.

— Eizh real al ludu, eme an Ofret kozh.

Channig Vihan, o klevout ar priz, a stouas he fenn. Re uhel e oa ar priz evit dezhi mont dreist pa ne vije nemet gant ur gwenneg zoken. Yann Arc’hant, avat, a glevas gant kas ar c’homzoù-se ; ha komzoù taer an hini all : « Din e vo ! » a rae droug dezhañ en e galon. Sevel a reas, rak ne oa mui evit chom penndaoulinet, gant ar broudoù dindan e zaou c’hlin. Kerzhout a reas pelloc’hik diouzh e wreg, gant aon he dije houmañ graet sin dezhañ da zerc’hel e wenneien evit un tantad all.

Yann, avat, a soñje :

— Evit al ludu mont gant an tad pe gant ar mab, ingal eo.

Hag e lavaras :

— Eizh real hag ur gwenneg.

— Nav real, eme an Ofret kozh.

— Nav real hag ur gwenneg, eme Yann Arc’hant.

— Dek real.

— Ur gwenneg ouzhpenn.

Gwreg Yann Arc’hant a hirvoude en he c’halon, hag an holl a oa souezhet o welout emgann etre an daou zen, ha ken buan en em bismigent, pe gentoc’h, en em dagent, ma n’en doa ket amzer paotr an ivinenn da embann ar prizioù kinniget.

— Ur skoed, a reas an Ofret kozh, feuket an tamm anezhañ. Aet e oa droug en ozhac’h o welout ur mengleuzier o klask c’hoari e berc’henn, ha setu ma lavare en e askre :

— Gant ma ne vo ket da hennezh !

Kement ma anzavas herr e vall :

— Din e vo al ludu.

Krediñ a rae dezhañ e vije bet ur skoed ur priz n’en dije ket kredet — pe dizereat ha mezhus e vije bet ! — ar mengleuzier paour teurel dreist dezhañ. Hogen, Yann Arc’hant, daoust d’e wreg toc’hellat kement ha ma c’helle evit ober dezhañ da gompren, ne oa ket krennet dezhañ e c’hoant, hag edo o vont da lakaat dreist ar skoed, pa daolas ar mab war an tad. Lan Ofret a lavaras :

— Dek lur !

Dek lur ! biskoazh, abaoe ma oa tantadoù er barrez ha sent er baradoz, ne oa bet lakaet seurt priz e ludu an tantadoù. Dek lur ! Yann Arc’hant oa krennet dezhañ e c’hoant. Dek lur ! Mezhus e oa lakaat kement-se e ludu sant Yann, hag ouzhpenn ur pec’hed a vrasoni.

Ar paotrig, war lein e wezenn, a embanne ken herr, ma oa raouliet e vouezh gant aer an noz.

— Dek lur ludu tantad sant Yann. Ur wech, div wech…

Kaer en devoe, avat, gortoz unan all da deurel, ne bignas priz all ebet betek lein ar wezenn.

— …Teir gwech ! Dek lur emañ.

Hag ar c’homzoù-se a voe garmet ken herr, ma voent klevet eus kostez ar menez, ha pell er stankenn, en tu all d’ar stêr vras. Ha p’o devoe klevet priz burzhudus al ludu, an eil a c’houlennas digant egile petra a oa c’hoarvezet e Kerunkun.

Lan Ofret a dostaas ouzh Yann Arc’hant hag a lavaras dezhañ :

— Din eo bet.

Ar mengleuzier, hep respont, a doc’hellas hag a skopas e-kreiz an tantad peurvarvet. Ur boutad avel a c’hwezhas war al leur hag a straneas ludu berniet, gant elfennoù e-leizh o kildreiñ. Un askell-groc’hen vrell a gammigellas da heul al ludu hag a dec’has pennfollet war-du ar c’hevioù, er mengleuzioù disac’het.


Diouzh ar blaenenn, ma chome warni an tantad o vervel gant pennadoù war enaou pa c’hwezhe an avel, an dud a bignas, familh ha familh, dre ar c’harrhent don ha digompez, betek o zi, el laez. Er penn-adreñv, e kerzhe Lan Ofret. Chomet e oa ur pennadig goude ar re all, evit ober un tamm kempenn d’ar bern ludu, hag evit klozañ anezhañ gant taolennoù mein glas, gant aon e vije strewet a-raok ar beure gant an avel o c’hwezhañ er stankenn a gaouadoù foll.

Hag ivez evit kerzhout war-lerc’h ar re all, rak devet e oa e droad, ha ne felle ket dezhañ diskouez e oa kamm.

Uheloc’hik, er c’harrhent, Yann Arc’hant a gleve e wreg o c’hourdrouz anezhañ. Mezhus e oa klevout ur mengleuzier o vont betek lakaat ur skoed e ludu an tantad ha stourm ouzh un ozhac’h pinvidik.

— Ya ! a respontas Yann.

— Ha ma vije chomet ganeoc’h al ludu, ha kavet ho pije ur skoed da lakaat er plad a-benn disul ?

— Ya ! a respontas Yann adarre.

— Pelec’h neuze ho pije kavet anezhañ ?

— Kavet petra ?…

Yann a oa er mare-se o vagañ soñjezonoù all. Hogen pa voent degouezhet en ti, e respontas d’e wreg :

— Ur skoed em bije lakaet, emezañ, hag ouzhpenn zoken. Betek m’em bije gallet teurel. Betek ugent real em bije lakaet, hep kaout mezh na magañ brasoni, rak gouzout a rit !… Lan Ofret n’eus ket deut gantañ un disterañ d’an tantad, hag evelato ni hon eus lezet ludu an tantad da vont gantañ. Ul ludu santel aet gant un den fallakr. Me ’ gred hon eus ni graet henozh ur pec’hed bras.

— Marteze a-walc’h, eme e wreg goude ur pennad. Hag e chomjont dilavar.


Gouel sant Yann a oa degouezhet d’ar sadorn. An deiz war-lerc’h, Yann Arc’hant a savas mintin-mat evit mont d’an oferenn gentañ. Abredik zoken e oa savet ; ne oa ket sonet c’hoazh ar son gentañ, hag a-boan ma tarzhe a-dre skourroù ar gwez skleur dister an deiz o tihuniñ.

— Pet eur eo, Yann ? N’eo ket sonet ar son gentañ evit an oferenn vintin ; pa n’eus ket loened da voueta, n’emañ ket c’hoazh mare sevel.

Yann a savas evelato hag a gerzhas er-maez, evit aveliñ e benn, emezañ.

Ezhomm en doa aveliñ e benn, rak ne oa ket bet evit kousket berad e-pad an noz, rak pa serre ul lagad hag e klaske en em rentañ da gousket, e veze dihunet kerkent gant mouezh ur paotrig oc’h embann diwar e wezenn ludu an tantad. Ha goude embann al ludu, e kleve, e noz e gousk, an hevelep mouezh o hopal war-lerc’h al laer.

Yann a ziskennas betek an atredoù. Tennañ ’reas diwar ar bern ludu an taolennoù mein glas, hag e taolas en e douez loustoni ha moc’haj.


D’an oferenn-bred, Lan Ofret a daolas e bezh dek lur e plad an Anaon gant kement a drouz hag a lavaras ken herr : « Evit ludu Sant Yann ! » ma voe kavet an doare difeson gant an holl.

Ur vaouez kozh, en ur zistreiñ d’ar gêr, a c’hrozmolas etre he c’harvedoù dizantet :

— Kement a vrasoni ne zougo ket chañs dezhañ.

Ha ral a wech e vez ar gaou e genou ar re gozh.


Ur mintinvezh, Lan Ofret a demzas gant ludu santel an tantad, liorzhig ar bantenn ken treut an douar anezhi hag hini ur waremm lann. En ur zont d’ar gêr, e sac’h goullo gantañ war e skoaz, en em gavas gant Channig Vihan, hag e lavaras dezhi gant goaperezh :

— Gwelet e vo hag eñ e talvez ludu an tantad muioc’hik eget al luduoù all. Liorzhig ar bantenn am eus luduet gantañ, ha spi em eus e vo ennañ, er bloaz a zeu, louzeier druz da vreinañ.

Channig Vihan a respontas gant fae :

— Ma ne dalvez ket al ludu da unan, da unan all en dije talvezet ; ma vez prenet gant arc’hant ludu un tantad, ar grasoù a vez da heul ne vezont ket, avat.

— An holl luduoù a zo temzoù eus ar re wellañ, hag an hevelep grasoù a vez atav d’o heul, a farsellas Alan.

— A ! N’eo ket gwir, eme Channig, prim ha dillo. Dreist kement ludu emañ hini an tantad. Mirout a ra ouzh ar grizilh, ouzh ar rev gwenn, ouzh ar skorn, pa vez bet prenet gant ur c’hristen mat.

Lan a zirollas da c’hoarzhin.

— Ar wirionez a zo ganin, emezi ; hag ho ludu, ma n’eo ket bet prenet a galon vat, a vo devet gantañ ho park, evel ma eo bet devet ho troad gant tan an tantad.

Ehan a reas ar pennhêr da c’hoarzhin. Droug a c’houzañve en e dreid entanet, hogen ne gare ket soñjal penaos e oa c’hoarvezet. Channig a gendalc’he :

— Bremañ oc’h kamm, devet ho taou droad. C’hwi ’lavar oc’h chomet berr, aet ho treid a-dreuz, pa lammec’h dreist an tantad, ha me ’lavar deoc’h oc’h bet bountet e-kreiz an tan gant nerzh an diaoul a-berzh sant Yann.

Ha Chann, fuloret, kuit gant he hent.

Lan Ofret a bignas war-du e di, goustad, rak abaoe m’en doa klevet Channig, e votoù a rae muioc’h a zroug dezhañ. Entanet e oa e dreid, ha santout a rae edont war-nes kloc’horenniñ, hag e soñje :

— Bountet en tan gant an diaoul a-berzh ar sant !…

Hag eñ en doa prenet ul ludu ha ne oa ket dezhañ, pa n’en doa ket degaset ur vleñchenn d’an tantad… Prenañ al ludu a oa bet laerezh, ha kaer en doa soñjal en doa taolet dek lur e plad an Anaon, e kleve en e askre rebechoù :

— Al ludu n’eo ket dit ! Ne oa ket dit evit ur gwennegad !…

Ludu laeret ne dalvezo ket dezhañ sur a-walc’h, evel ma lavare Channig Vihan…

Ma ne vije ket bet strewet war e bark, en dije douget anezhañ en-dro e-kreiz al leur, ha d’an neb a garfe da zont d’e gerc’hat. Ha Lan a sante morc’hed en e goustiañs ken gwazh hag ar c’hwitozennoù en e dreid, a lakae anezhañ da vont a-dreuz gant e hent, evel un den mezv.


An deiz war-lerc’h, ne voe ket Lan evit bale ; neuze e kredas ar pezh he doa lavaret dezhañ Channig Vihan p’edo o tont eus ludua e bark :

— Bountet oc’h bet e-barzh an tan gant an diaoul a-berzh sant Yann.

Kloc’horennoù leun a zour .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. ..

Ar pennhêr… a bedas sant Yann, hag a reas ul le. Nebeut goude e oa pare.

Krediñ a rae dezhañ e oa bet pardonet. Hogen, ur wech, en ur ober un droiad en e barkeier, ez eas da welout al louzeier en doa hadet en dachenn luduet. Ne oa diwanet louzaouenn ebet, hag, a dakadoù, e oa devet an douar. Devet evel ma oa bet devet e zaou droad. E takadoù all, e oa diwanet stank alc’houenan hag askol.

Gwall-nec’het e chomas ar pennhêr pinvidik dirak e bark milliget.

Pa oa bet devet e dreid en doa graet ul le, ha nebeut goude e voe pare. Setu ma reas ul le all da Sant Yann, ken dezhañ tennañ e vallozh diwar e bark.


Ar bloaz war-lerc’h, pa zeue Yann Arc’hant d’an tantad gant e zuilhad bleñchoù hag e votez kozh, an tan o vogediñ diouti, e verzas e oa ar bern uheloc’h eget warlene. Kompren a reas, hep goulenn, perak e oa, ar bloaz-se, uheloc’h ar wrac’hell eget kustum, pa welas Lan Ofret, ur glin war an douar, a-raok ma oa zoken enaouet an tan.

Lan Ofret en doa graet div dro evit degas div lodenn : hini ar bloaz hag hini warlene, ha bezañ evel-se leal d’e le.

Leal e voe ivez d’an eil le en doa graet, rak pa voe an tantad o vervel, Lan Ofret, hep mezh, a bignas e-unan er wezenn, hervez m’en doa touet, evit an embann. Ha setu ma ne daolas ket, an noz-se, war brizioù an nesañ ha ma lezas al ludu da vont gant Channig Vihan evit c’hwec’h real ha daou. Hogen ar c’hwec’h real ha daou a oa bet embannet ken herr en noz didrouz, ma oant bet klevet betek chapel Itron Varia a Gerluan, hag an deiz war-lerc’h, o tremen dre ar park bet luduet warlene gant ludu an tantad ha bet milliget, e welas gant levenez e oa kempenn an douar anezhañ hag e tiwane ennañ al louzeier hadet drusoc’h eget a-raok. Neuze pennhêr Kerunkun en em gavas skañv en e gorf, hag en em santas adarre e stad a c’hras.