Lamarr, pe kabiten al laeron
Sioul bras oa an traou en deiz-se war-dro Kervenar. D’eul lein-eured e oa eat ar c’hreg hag an ozac’h ha na deujent ket d’ar gear evit au noz. Ne jome nemet Anjela er gear evit boeta ar chatal.
Hep amezeg ebet a-dost, houma n’oa ket dienkrez. Ar c’hi bras a yoa bet red e laza dre m’oa kouezet klanv. Epad an deiz evelato n’he doe ket nemeur a aon ; hogen, a-raok an noz ez eas da glask eur vignonez d’ezi er geriaden dosta. Houma ne varc’hatas ket hag a deuas raktal.
Goude beza roet o c’hoan d’al loened, Anjela hag he mignonez a deuas d’an ti da aoza koan evito o unan. Netra a gement a dalvesche ar boan koms anezan na deuas d’o dieza epad an amzer-ze.
Goude koan ez ejont da domma ha da gonta rimadellou.
— « Kemer eur skabel eus a zindan ar gwele, » eme Anjela d’eben.
O senti raktal, houma a astennas he dourn. Tizout a reas eun dra bennak hag a lakeas anezi da jench liou ha da grena.
— « Petra c’hoarvez ganes ? » eme Anjela.
— « O netra ebet !… Ne gavan ket ar skabel... A ! sell ’ta, eo, ema ganen em dourn… »
Mignonez Anjela a yoa deuet da veza kouls lavaret mut. Drouklivet e oa, hag e krene evel eur bern deliou. Anjela avad ne daole ket nemeur a evez outi, gant ar prez a yoa warni da gas he stam en dro.
— « Me zo klanv, eme eben… C’hoant em eus da vont d’ar gear ! »
— « Klanv ?… Ha gwir e ve ?… »
— « Eo. Gwelet a rez e krenan, daoust d’in da veza e-tal an tan. Me gred em eus tapet eun dersien bennak… Ouspenn-ze, aon am eus… »
— « Aon rak petra ? »
— « M’em eus c’hoant mont d’ar gear ! »
— « Mad, mad… ! Kea ’ta d’ar gear, pa fell d’it !… Me a jommo va-unan er memez tra… »
Eben, dizammet neuze, a gemeras hend an nor kerkent, hep ma vije ezom d’he fedi.
Goude beza lavaret eun tammig peden, Anjela na zaleas ket da vonet d’he gwele.
Ar c’housket a zeblante tec’het he daoulagad ; he c’halon a yoa gwasket gant ar velkoni, hep m’he divije gallet gouzout perak ; bep seurt sonjezonou poanius a dremenas dre he fenn ; n’oa ket evit ankounac’haat ar gwel eus he mignonez o krena hag o lavaret mont d’ar gear… Pe seurt klenved iskiz eta a yoa kroget enni, mar doa gwir ez oa klanvet ?… Ha mar n’oa ket klanv, petra eta a rea d’ezi beza ken drouklivet ?… Dispenn a rea he spered, ar plac’h kez, o klask gouzout, ha kaer he doa, netra na wele gouest da zigas d’ezi sklerijen.
Erfin e klevas trous dindan he gwele, hag hi da grena d’he zro ; ker spontet e oe ma savas he bleo soun evel spilliou war he fenn ; kerkent an ti-holl a oe sklerijennet gant eur c’houlaouen rousin savet uhel a-zioc’h an daol.
Neuze, tra skrijus, e welas eur pez den o tispaka war an daol eun niver bras a venviou da laza ; kontili ha pistolennou, re vras ha re vihan.
Great al labour-ze gantan, al laer a dostaas oc’h ar gwele hag a zigoras ar stalaf. Anjela a rea neuz da veza kousket kalet. Evit gouzout gwelloc’h a ze ha hi a yea kousket evel ma seblante beza, setu hen o vouta anezi goustadig. Van ebet ; Anjela ne finve na penn na troad.
— « Kousket mat eo, emezan ; gwelomp c’hoaz koulskoude ! » Tana ’reas eur c’houlaouen zoa ; hag hen d’he lakaat da vera war fri ar plac’h. Kas a reas he dourn d’he fri, hogen ne ziskouezas ket beza dihun.
— « Mad eo, emezan ; barrek on gant va zaol ! » Hag ez eas er-meaz da sutal d’e vevelien.
Anjela na oe ket diegus evit sevel eus he gwele da vont da vorailha an nor. Setu tapet al laer er-meaz. Ma ’z eas eur zac’had drouk ennan. Hag hen da hopal :
— « Keuz ez pezo, emezan, ha keuz bras zoken, ma na deuez ket da zigeri d’in da gerc’hat va armou ! »
— « A ! n’eo ket bet darbet d’in ! » eme ar plac’h.
— « Da vihana, korn-digor an nor evit o rei d’in ! »
— « Ne rin ket ! Ne rin ket ! » emezi adarre. Astennit ho tourn, mar kirit, dre doull ar c’haz, ha me o roio d’eoc’h ! »
Al laer a oe mall gantan senti, hag Anjela a yeas da gerc’hat ar gontel giger. Digouezet e-tal an nor, houma na varc’hatas ket ; kregi a reas e dourn al laer hag hen troc’has krak ha berr.
O yudal gant ar boan, al laer a lavaras :
— « Talvezout a ray d’it ar pez az peus great ! »
E keit-se, al laeron-all a zigouezas endro d’an ti. Gwelet a rejont dioc’htu n’hellchent biken lakaat o dourn war ar plac’h.
Petra da ober neuze ? Pa n’hellent ket mont en ti, ez ejont er c’hreier da zistaga an holl loened a-raok tec’het kwit. Peadra a yoa da vouzara eur vro a-bez, kement a drouz, a vlejadeg a rea al loened keiz taolet er-meaz e kreiz an noz tenval.
Tad Kervenar a zigouezas mintin mat antronoz. Anjela a zigoras d’ezo an nor, hag a gontas ar pez emaon o nevez displega dirazoc’h.
Prestik goude an nosvez trubuilhus tremenet gant Anjela e Kervenar e teuas eur c’hemwerzer bras da jom da vourc’h Ploumareg. Liviten ha tok kern-uhel a zouge kouls da bemdez ha d’ar zul, ha manegou ler du da c’holo e zaouarn. Lamarr a read anezan, hep ma c’houfe den eus a beleac’h e teue.
Kavet e veze bep seurt marc’hadourez en e di : podou-pri, podou-houarn, gloan, mezer, lien, sukr, holen… War an ton bras ez ea an aotrou, ar pez a rea m’oa gwelet gant an holl evel eur « Julod ».
A-benn eur pennad e teuas d’ezan c’hoant dimezi. Ma taolas e zellou war Anjela, plac’h yaouank Kervenar. Abalamour m’oa pennherez, he zud a c’hoantea gwelet anezi o chom er gear. Hogen, Lamarr o fedas, o aspedas ker brao ha ker mad, o lavaret d’ezo mil gwech n’helle ket o merc’h ober kaeroc’h fortun, na kaout kaeroc’h pried, ma teujont da asanti.
Skrivet e oe an embannou prestik goude, ha deveziet an eured.
Lamarr na bedas den d’ar friko, « e gerent, emezan, a yoa re bell o chom. » Lavaret a rea ive :
— « Da c’houde an eured, Anjela ha me a yelo hon-daou d’o gwelet. Eur blijadur vras e vezo evidomp mont d’ober eun dro du-ze… »
Goude ar friko ar plac’h nevez a deuas da jom gant he fried da vourc’h Ploumareg, hag eur pennad goude ez ejont en hend da vont da welet kerent Lamarr.
Digouezet e-tal eur c’hoad bras, hanvet ar C’hoad-Du, Lamarr a zispakas e zourn deo hag hen diskouezas da Anjela o lavaret d’ezi gant eur vouez rust :
— « Piou an deus troc’het d’in va dourn ? »
Anjela a vennas koll he zammig nerz evit koueza d’an douar a stok-korf. Kaout a reas kalon awalc’h koulskoude evit chom en he zav. Lamarr a lavaras c’hoaz :
— « Ha sonj ac’h eus-te eus an nosvez-se m’az poa serret an nor warnout, ha troc’het d’in va dourn p’am boa hen astennet dre riboul ar c’haz ? »
— « Ya da ! » eme Anjela o krena gant ar spont.
— « Mad, kred ac’hanon, emaout o vont da baea d’in da dro zivalo. Plijadur em bezo ember gant va mignoned o koania diwar da goust ! »
— « Truez ouzin ! » eme Anjela. « Truez ouzin ! » Me ho ped, lezit ganen va zammig buez ! »
— « Siouaz ! amzer an drugarez a zo tremenet evidout ; setu deuet hini ar venjans ! »
Lamarr a stagas e vaouez oc’h eun derven deo, tost d’an hend bras, hag a yeas goude da glask e vignoned.
Eur C’hernevad a deuas da dremen dre eno gant eun azen, daou vaninkin c’houllo war e gein.
— « O va Doue ! eme Anjela, bezit ar vadelez da zont d’am distaga, ha lakait ac’hanon goude en unan eus ho maninkinou. Laeron a zo en em glevet evit va merzeria ! »
Ar C’hernevad na jommas ket da varc’hata. Kemeret a reas e gontel da drec’hi (trouc’ha) al liammou, hag e taolas Anjela e unan eus ar maninkinou.
Hag hen da genderc’hel gant e hend.
N’en doa ket great eur c’hart leo ma klevas eun den oc’h hopal war e lerc’h :
— « Hê ! selaou ’ta, paotr. N’ac’h eus ket gwelet eur vaouez aze bremaik e-tal ar c’hoat ? »
— « Eo, avad », eme ar C’hernevad.
— « Lavar ’ta d’in war-zu pe leac’h ez eo eat ? »
— « Du-ze, ez ea », eme ar pillaouer o tiskouez eun hend doun ha tenval.
Al laer a yeas gant an hend merket d’ezan, hag ar pilhaouer, evel just, a gendalc’has gant e hini.
Edo o tizout tiez kenta eur vourc’haden, pa welas mestr al laeron o tont war e lerc’h prez bras warnezan.
— « Eat oun dre an hend az peus diskouezet d’in, ha maouez ebet n’em eus gwelet ! »
— « Tramek du-hont eo eat ! Tramek du-hont ! » eme ar C’hernevad adarre.
Mez ’benn ar poent-se ar pillaouer a yoa er vourc’h, hag an aotrou Lamarr a renkas tec’het gant e zac’had kounnar.
An amzer a ya atao endro. Anjela a zimezas d’eur c’hemwerzer-all eus eur bourk a-dost. Beva reas meur a vloavez eürus ha didrouz, ha zoken Doue a zigasas d’ezi eun toullad brao a vugale.
Eun dervez e oe gwelet eun den o tont er vourc’h tri-ugent azen gantan, gant daou vaninkin war gein pep-hini anezo. Dont a reas war eün da di Anjela da c’houlen lojeiz evitan hag evit e loened.
— « Ar chatal-ma, emezan, a vezo mat aze er c’hardi. Ne vo ket red zoken disken ar maninkinou diwar o c’hein. Frouez ha marc’hadourez a bep seurt eo a zo enno. Re a labour a ve o disken, hag ouspen-ze, warc’hoaz abredik mat e rankin loc’ha ac’halen ; dies e ve o zamma, re evit eun den. »
— « Gallet e vezo rei dourn d’eoc’h ! » eme an hostiz, gwaz Anjela.
— « Tra ! tra ! eme an diaveziad ; ne fell ket d’in dieza den ebet. »
Lavaret e oe d’ezan e rache e faltazi. Hag hen da loja e azened.
Anjela he doa anavezet he aotrou Lamarr. Setu ma c’halvas he gwaz d’an ti evit en em glevet gantan war an doare d’en em zizober eus ar fallakr.
Goude beza great e labour, Lamarr a deuas d’an ti da lakaat eur c’hornad butun. Laouen e oa evel an heol, ha marvailhi a rea evel e dad koz, hoc’h eus anavezet marteze gwechall.
Gwaz Anjela n’en doa ken da ober nemet selaou, lavaret ya pe nan, dioc’h ma vije.
Ar mevel, kelennet gant e vestr, a yeas d’ar c’hardi gant ar zonj da laerez eur guchen frouez. O vont er maninkin, e zourn a skrabas penn eun den. Mont a reas, strafuillet holl, da gonta d’e vestr ar pez a yoa c’hoarvezet gantan. Hep koll e benn, evel o divije great marteze meur a hini-all en e leac’h, hema a roas urz d’ezan da sternia buan ar gazeg oc’h ar c’har evit mont da gerc’hat archerien ha soudarded eus kear.
O welet kement a dud war vale, Lamarr a zantas c’hoez fall en e lerou.
— « Hola ! Hola ! emezan, petra zo a-nevez eta ? Da beleac’h it-hu evel-se ? »
— « N’ez eus netra a-nevez, aotrou ; mont a ran e kear, eme ar mevel, da gerc’hat al louzaouer d’ar c’hreg a zo klanv eun tachad ’zo ; hirio e kavomp ez eo gwaseet d’ezi. »
— « Gwir eo, an holl a c’hell klenvet », eme Lamarr oc’h ober eul luchaden.
Endra eta m’edo Lamarr o tomma dienkrez e-kichen an tan, loen ar mevel a yea a diz war-zu kear. Chomm a reas an traou evel-se epad div heur horolaj.
Ha setu en eun taol archerien ha soudarded o tigouezout er vourc’h dre gement hent a gase d’ezi. Holl dud ker a deue war an treuziou da c’houlen an eil gant egile petra yoa a-nevez.
Kerkent ha m’oa digouezet, ar « brigadier » a yeas gant ar mevel war eün d’an hostaliri. Raktal e c’houlennas digant Lamarr :
— « Ho paperou, aotrou ? »
— « Pe seurt paperou ? » eme heman nec’het.
— « Arabad eo d’eoc’h ober an azen ! eme an archer ; diskouezit d’in an aotre hoc’h eus bet da werza marc’hadourez. »
— « Daoust ha pe seurt ezom am eus-me a baperou evit kas eun nebeut frouez dre an henchou ? »
— « Pe viot kountant pe ne viot ket, red e vezo d’eoc’h senti. »
Ha kerkent e roas urz da gerc’hat daou zoudard d’an ti.
Klasket e oe piz en e c’hodellou. E-touez kals a baperou e oe kavet unan, skrivet warnan : Lamarr, mestr bras laeron ar C’hoad-Du. A-walc’h ha re zoken e oa kement-se ; an archerien a c’houias neuze gant piou o doa da ober.
Ar zoudarded a reas ar c’helc’h endro d’ar c’hardi. Digaset e oe hordennadou kolo ha taolet litradou « petrol » warnezo. Prennet mat e oe dorojou ar c’hardi evit na deuje den er-meaz, ha goude e oe lakeat an tan er c’holo.
A ! va zad kez, pebeuz tantad a oe eno ! Al laeron, eur c’houec’h ugent bennak tapet e kreiz an tan, a youc’he da vouzara tud war-hed eul leo tro-war-dro. Klevet a read ganto komzou evel ar re-ma :
— « Te, Lamarr, den fallakr, tad an holl siou fall, te eo a zo kiriek eus hor maro kriz !… »
Pa oe echu gant ar c’houec’h-ugent e teuas tro an aotrou Lamarr, mestr bras laeron ar C’hoad-Du. Hema na vlejas ket evel ar re-all. Staget e oe oc’h uhella gwezen bourc’h Kergalvez da vransellat gant an avel, e benn d’an traon, evel just.
Eno ema atao, nemet debret e ve bet abaoue gant al lapoused.
Klaoda.
(Digaset d’in gant va mignon Job-Per ar Bras, eus a Logig).