Mont d’an endalc’had

Lagad ar mestr

Eus Wikimammenn


LAGAD AR MESTR
————
LAGAD A DALV DEN

    Lagad ar mestr a lard ar marc’h
    Hag a laka ed barr ann arc’h
. (Prov. br.)


        Eur c’haro gwall-gaset er c’hoad,
        Evit tec’het ’raok ar maro
        Enn eur vereuri a voa eat,
    Dall gant he spount. — Paour keaz karo !
    Ann ankou a zo oc’h da gas
    D’al leac’h m’eo d’id mervel, siouaz ! —
En em guzet a ra enn eur c’hraou ejenned.
    Gant ar re-man voe kelennet
    Da vont da glask eul leac’h gwelloc’h.
— « Va breudeur, eme z-han, list ac’hanoun gan-hoc’h
    » Ha na lavarit ket da zen ;
    » Me ziskouezo d’hoc’h eur braden

     » Zo enn-hi peuri ar gwella ;
     » Ne deuz he far war dro ama,
« N’ho pezo ket a geuz.» — Neuze ann ejenned
A lavaraz : — « Choumit, ne viot ket diskuillet. »
Mont a ra enn eur c’horn, tenna ra he alan.
Digas a rear d’ar c’hraou glasder da bep-unan,
     Evel a reat bemdez.
     Ar mevel, ar vatez
     A deu, a ia, a ra kant tro
     Hep gwelet biskoaz ar c’haro ;
     Ha war ho lerc’h, ar mevel braz
Mui eget ar re all korn skalfek ne welaz.
Neuze d’ann ejenned ar c’haro anaoudek
     Lavar bennoz-Doue kalounek.
— « Nemed-hoc’h, eme z-han, ne deuz mad em c’hever.
» Epad m’ounn gwall-gaset, m’eo d’in fall ann amzer
» E-verr, pa vezo eat ann dud d’ar parkeier,
» Me a denno ac’han gan-en va disvesker. »
E touez ann ejenned a c’haoge sioul ho zamm,
     Neuze, eunn ejenn-kamm
     Lavaraz evel-hen :
     — « Mad ar stal betek-hen,
     » Siouaz ! ar gwasa zo
» Eo al lagadek braz : n’en deuz ket great he dro ;
     » ’Vid oud em beuz aoun na deufe.

     » Va mignoun paour, bete neuze
     » Arabad eo e vez dinec’h ! »
War gement-man ar mestr a voe gwelet er c’hraou.
— « Ha petra, eme z-han, ama ne deuz kalz traou !
» Ar rastel zo goullo, ar gouzer ne d-eo sec’h,
      » It d’ar zanaill hag e dillo,
      » Roit d’al loened foenn ha kolo.
» N’euz aked anezho, kaer a zo lavaret :
» Setu gwiad kinid ! ha diez ve ho lamet ?
        » Gorroit ar gwakoliou,
        » Ar stern hag ar sparlou. »
0 sellet oc’h pep tra, e wel penn ar c’haro
E touez ar pennou all. Paour keaz ! great eo da dro.
Anavezet brema, pep hini gant he forc’h :
Ar mestr, ar mevellou a sko a nerz ho c’horf
        War al loen reuzeudik
        A rankaz mervel mik,
        Kaer voe d’ezhan ouela.

             E kever ann dra-ma,
Ve kalz da lavaret d’ar pennou tiegez :
             Sellet piz ha teurel evez
             A dalv kement ha labourat ;
Ha muioc’h a-wechou, evit lavaret mad.