Labousik Doue

Eus Wikimammenn


Labousik Doue


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1872




Erc’h a goueze euz ann envou :
Ar parkeier hag ar mesiou
A voa gwen-kann ha ien ar bed ;
Krena rea ’r paour, al laboused.

Gant truez out-ho me ouele
Hag enn-dro d’in va bugale
Me lavare : « Aotrou Doue mad
Na zilezit ann emzivad !


Digasit buan d’ezhan eur vamm
Da domma he galounik c’hlan ;
Roit d’ar paour keaz tomder ha boed
Ha neisiou kloz d’al laboused.

Va diou verc’hik war va barlenn
Oc’h va c’haloun harpet ho fenn,
Ouz-in me neuze a c’hoarzaz,
Hag unan d’in a lavaraz :

« Perak ar paour, lavar, tadik,
« Ef-hen atao ker reuzeudik ?
« Daoust ha n’en deus na mamm na tad
« Da rei d’ezhan boed ha dillad ? »
 
« Nann, va merc’hik, aliez, aliez
« Ar bugelik keaz a welez
« Ne dafe enn hent diarc’henn
« Ha dillad toull enn he gerc’henn,

« M’en deufe eur vamm d’he garet,
« Eunn tad d’ezhan da c’hounid boed,
« E-biou d’ezhan ma ne iafe
« Hep rei netra tud, bugale. »

« D’ar paour, tad, me roi va bara
« Ha c’hoaz va skabell da domma,
« Me a roio d’ann evnigou
« Ar mata tamm euz va genou. »

Va merc’h ne doa peur-lavaret,
Oc’h ar prenestr ma voe gwelet
Eul labousik o c’hour-nijal
Koant ha gwenn-kann, met glaz he dal.


— « Eul labouz, tad, digor ’ta buan
« Riou en deuz hag ama euz tan,
« Ha m’en deuz naoun epad tomma
« Em dourn, ma kar, tebro barn. »

Ar prenest a voe digoret
Al labouz keaz a voe tommet,
Hag enn eur domma e tebraz
Ha goude seder e kanaz.

Dre he gan hen a lavare :
« Bennoz d’ann tad, d’ar vugale
« A domm ann askelligou keiz,
« Tomm d’ho c’haloun ra vo noz-deiz !

« Eur galoun zo hag ho c’harfe
« Kaloun gwir vamm m‘ho anavfe ;
« Me ia d’ezhi da lavaret
« Bugaleigou, dont d’ho karet.

« Karet e deuz he mamm, he zad
«  Karet a rai ann emzivad ;
« Anez karet, rankfe mervel,
« Hevel eo oc’h ann durzunel. »

Ha me gant ar c’han a glevenn
N’oann evit miret na dridenn
A lavaret : « Pe vro ema
Ann durzunell ze, ar wella ? »

Al labousik ouz-omp neuze
A reaz eur zell, vel eunn eal-Doue,
Hag o nijal war hor pennou
E kane o vont d’ann envou :


« Ar re a gar a vez karet,
« Ha gant Doue vez dic’hlac’haret.
« Da vugale al laouenan
« Dioc’h ho c’haloun e teui eur vamm. »