Mont d’an endalc’had

Labour ar beleg

Eus Wikimammenn
Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 43-52)



LABOUR AR BELEG


————


Ar veleien n’int ket gwelloc’h eget ar re-all… Ar veleien a zo tud evel ar re-all…

Lennit ar pez ’zo ama war-lerc’h ; lennit an darvoud-ma c’hoarvezet eun nebeut bloaveziou a zo ; hag e root d’in kelou eus labour ar beleg, hag e lavarot d’in ha henvel eo ar beleg ouz an dud-all…

Dek heur a yoa nevez sonet e kloc’hdi koz an iliz ; an avel penfollet a skoe kalet oc’h prenestrou diskloz ar presbital oc’h ober eun trouz gouest da vouzara an diaoul, Yen e oa ken na droc’he, peo gwir e oa skornet ar pri war an henchou evel ar vein. Skedi a rea al loar en eun oabl digoummoul, hadet kompez a stered lugernus a lintre evel goulou benniget ar baradoz.

N’oa ket mui eur c’houlaouen war elum e ti ebet eus ar vourc’h ; hag an dud, kredabl, a yoa eat holl da glask an domder en eur gwele klozet mat.

Pa lavaran « e ti ebet » e fazian koulskoude ; eo, an aotrou person a yoa c’hoaz azezet e-tal e dan, oc’h echui da lenn e vreviel. Skuiz e oa, rak eur bale hir en doa great er penn pella eus ar barrez evit kas e zakramanchou d’eur paour keaz klanvour.

— « Asa, aotrou person, eme Fant, ar garabasen. n’hoc’h eus ket a zonj da vont d’ho kwele eta fenoz ? Sed aze e rankot sevel abredik warc’hoaz vintin evit lavaret an oferen ! Ha neuze, n’hoc’h eus debret tamm, santez Anna ! »

— « Nag a dud reuzudik, Fant, a zo d’ar poent-ma o c’haloupat an henchou, sklaset o izili gant ar riou, ha goullo o c’hof. Gant pebez karantez o digemerfen em zi, daoust d’am nebeut a beadra !… » Boum !… Boum !… Boum !…

Skoet e oe neuze eur maread taoliou pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c’hoant d’he divarc’ha. Boum !… Boum !… Boum !… Tri daol seac’h adarre.

— «Petra ?… N’eus den ’ta ? Ma n’eo ket eun druez lezel an dud keit-all dindan eur seurt amzer !… »

— « Kea. da zigeri, Fant ! prez ’zo evit doare ; eun darvoud bennak, kredabl… »

— « Mat e rafe evelato ober nebeutoc’h a drouz… »

— « Kea buan, plac’h baour ! »

Mont a eure en eur lavaret : « Itron santez Barba venniget, mirit ac’hanomp diouz pep droug ! »

An diaveziad, koulskoude, a gendalc’he da skei kalet, o touet hag o vallozi Doue endra c’helle.

N’oe ket ezom d’e bedi da zont en ti.

Eur pez foultren den e oa, baro du hag hir d’ezan, en e ben daoulagad ruz evel an tân, gouest da lakaat ar paotr muia dispont da grena war e dreid.

Sec’ha a rea ar c’houezen eus e benn ; n’oa ket a vall gantan avat disken e vouchouar ; ne c’houlle ket, kredabl eo, e vije gwelet e zoare.

Goude beza sellet outan eur pennad, o veza n’hen anaveze ket, ar person a c’houlennas :

— « Piou oc’h-hu, va den mat ? »

— « Me eo mevel hostaleri ar Mene-Bras ; dont a ran evit eun tremener deuet da loja du-ma hag a zo kouezet klanv bras en eun taol. Hastit avad, aotrou person, pe e vezo maro abarz ma tigouezimp. »

— « Mont a ran d’hoc’h heul, eme ar person koz, a gave eun nerz nevez o sonjal edo o vont da zigeri dor ar baradoz d’eun ene. Azezit, eta, eur pennad, keit ha ma vezin o pourchas kement a zo red. Fant, ro d’an aotrou an dilerc’h eus ar gwin a zo chommet aze er voutailh, evit tomma d’ezan e izili, rak yen eo, hag ar Mene-Bras a zo pell ac’halen. »

Senti a reas Fant, en despet d’ezi avad, hag oc’h ober sellou korn oc’h an aotrou person. Eviti, an aotrou du n’en doa doare vat ebet. En eur c’horn tro e kavas an tu da lavaret d’he mestr :

— « ’Velkent, n’efet ket en hent gant eur seurt den, hep m’ho pefe an distera anaoudegez anezan… N’eus ket warnan drem eun den eün !… »

— « Ro peoc’h, Fant ; evit ober al labour-ze eo ez oun bet beleget. Eun ene da zavetei ! Red eo d’in mont… »

An diaveziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec’h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoue eiz dez.

Pa oe dare pep tra, an aotrou person a ginnigas ar zac’h du d’an den o lavaret :

— « Mar befe ho madelez dougen ar zac’h-ma ; ar c’hiz a zo d’her rei d’an nep a deu da c’houlen ar beleg. »

E zigemeret a reas hep lavaret nemet ken :

— « Trein a zo ganeoc’h, aotrou person ! »

— « Emaon o vont. Fant, mont a ri da gousket ma ne vezan ket dizro a-benn hanter-noz… »

Hag ar beachour a gendalc’has :

— « Me a deuio endro pe gant an Aotrou Person, pe va-unan, mar bez red d’ezan chom war-dro ar c’hlanvour. »

Easaet dre ar c’homzou-ze, ar plac’h keaz a heuilhas he mestr hag e vleiner, ken n’ejont diwar wel. Serri a reas neuze an nor, he morailha a reas zoken, hag o veza lakaet sin ar groaz en he c’herc’hen, e teuas da azeza war an oaled, e-kichen an tan, pe kentoc’h e-kichen al ludu, rak maro e oa an tan pell a yoa.

Lakeat mat he doa en he fenn n’ez aje ket d’he gwele abarz beza bet eur c’helou bennak eus ar veachourien. Daoust d’ar boan a gemere evit kas kuit ar velkoni, n’ehane da huanadi diwar greiz he feden. Drem hudur an dianavezet n’ea ket dioc’h he spered ; mont ha dont a rea dirazi evel eur spontailh. Serri a reas he daoulagad evit chom hep e welet ; neuze, skuiz evel ma ’z edo, ken a gorf ken a spered, Fant na zaleas ket d’en em rei da gousket.

An daou veachour koulskoude a gerze atao, prez bras warnezo. An hent a yoa dies meurbet. Rankout a reant tremen dre wenojennou risklus an tosennou ; e lec’hiou-all, dreist ster drouzus an draonien, war drojennou gwez taolet eus eun tu d’an tu-all gant micherourien ha n’oant ket bet, kredabl eo, e skoliou an ijinerez.

An heur-ze ken divezad, an denvalijen edont enni, gouezeri al lec’hiou a dremenent dreizo, an hencher dianav a gerze a raok ar person hep lavaret grik, pep tra a yoa e tu da rei leac’h d’ezan da gaout aon. Hag ouspen-ze, koz e oa ar person kez, ha kroummet eun tammig dindan e bemp bloaz ha tri-ugent. E gen-henter avad a yoa yaouank, bras hag ezelet kaer ; n’hallje biken stourm ouz eun den ker krenv, ma oa kouezet en eun toull fall, evel ez oa douget da gredi.

Ma erbedas e ene ouz Doue, ha da vale difreoc’h goude.

Digouezet oant tostik d’ar Ster-Zu, a ruilh he doureier oc’h ober eun trouz spontus, evel hini ar gurun a glever a-bell bras. Deuet betek eno, ar ster a ra eul lamm a zeitek pe driwac’h troatad. A-zioc’h ez eus eur pont savet eur maread bloaveziou a zo, den ne oar gant piou. Abarz lakaat e dreid warnan, pep kristen eus ar vro a ra sin ar groaz gant doujanz, o pedi Doue d’hen miret a bep droug.

E c’helle beza d’an ampoent war dro hanter-noz nemet kart.

Araok lakaat e dreid a zioc’h an islonk an den barvek a zigoras e c’henou, evit an dro genta, da lavaret d’ar beleg :

— « N’eo ket brao, aotrou person, beachi d’ar poent-ma eus an noz, rak hanter-noz eo marvad ! Ha dindan eur seurt amzer !… Ho micher a zo gwall-denn a-wechou ! »

— « Evit Doue hag an eneou eo e labouromp, eme ar beleg. »

— « Her gouzout a ran. N’eus forz, kalet e vez awechou ! »

— « An dlead eo, va mignon. »

— « Lakaat a rit ho puez e riskl, rak ma c’hellit ruilha en doureier, tapa paz, pe koueza etre daouarn al laeron. »

— « Anaout a reomp an holl wenojennou dre ama, hag a hent-all gwazed ar meneziou o deus re a zoujanz ouz Doue hag a garantez evit o ferson evit mac’h esafent tenna e vuez digantan. Ha neuze, ha pa ne vije ket an traou evel-se, hen adlavaret a ran : Va dlead eo ! »

N’hellas ket lavaret muioc’h : edont e-kreiz ar pont pa zavas an diaveziad e benn-baz dero. Hag hen darc’hoï eun taol ker pounner war benn ar paour keaz person ma kouezas a stok korf evel maro.

Goude beza roet c’hoaz meur a daol-all d’ezan, o kredi ne skoe mui war eur c’horf beo, an torfetour a furchas piz e godellou ar beleg. Kemeret a reas e heurier hag e yalc’h, eur gwenneg bennak hepken enni ; goude ze e taolas ar c’horf maro er Ster…

Plac’h ar presbital, koulskoude, a yoa gwall-ankeniet o veza ne deue den war he zro. Lavaret hon deus e oa en em roet da gousket. O, ne badas ket pell ar c’housk, re vras oa he enkrez ; hag o veza eat d’an daoulin dirak skeuden an Itron-Varia, Fant a grogas gant he chapeled.

War-dro hanter-noz hanter e oe klevet eur pez taol skoet war dor ar presbital, ha kerkent e oe klevet eur vouez o lavaret :

— « Fant, hastit digeri d’in ; dont a ran a-berz an aotrou person. »

Gwelet en doa, red eo ma vije, an hini a gomze en doare-ze, eur bann sklerijen en em zilet er-meaz dre wask ar stalafiou koad diskloz a yoa war ar gegin.

Oc’h anaout mouez an den he doa klevet, div heur kent, deuet da c’houlen skoazel he mestr mat, Fant a hastas mont da zigeri evit kaout eur c’helou bennak anezan, rak aoun he doa ne vije c’hoarvezet droug gantan.

Kerkent ha m’en doe lakeat e dreid en ti, an torfetour a zailhas war ar vaouez paour ha n’edo tamm ebet war c’hed a gement-se. Sailha a reas warni evel ma sailh ar bleiz war an oan, hag he zaolas d’an douar. Liamma a reas he daouarn hag he zreid, hag evit miret outi da youc’hal, e stankas he genou gant eur mouchouar. Ne oe ket hir al labour-ze : daou pe dri munut ; rak ar plac’h keaz n’eseas ket enebi an distera, strafuilhet evel ma’z oa ; hag, a-hend-all, an torfetour milliget a ouie mat sur e vicher.

O veza vak da ober ar pez a garie, ar muntrer ne jomas ket da zellet endro d’ezan. Mont a eure eus an nec’h d’an traon, eus ar c’hao d’ar zolier, o kregi e kement a gave mat evitan. Divarc’ha a reas an arbeliou, an tiretennou. Kemeret a reas an toulladig gwenneien a gouezas dindan e graban, o nebeud ! rak an aotrou person a yoa paour ; kement en doa a yea gant ar beorien.

Antronoz, kerkent ha goulou-deiz, an nep a vije bet war-zav en divije gallet gwelet an aotrou person o tont d’ar gear evel ma c’halle. Boudinellet e oa bet hepken gant an taoliou, ha glazet e meur a dachen. E leac’h koueza en dour evel ma tlie ober, hag e leac’h ma vije bet beuzet hep mar ebet, dre c’hraz Doue hag evel pa vije bet douget gant eun eal, e chommas war eur garreg goloet a van teo ; setu penaos ne oe ket ker gloazet. A nebeudou e teuas e skianchou en-dro gant freskadurez an dour. Deuet tre adarre ennan e-unan, gant skoazel e vaz houarnet ne oe ket pell o pignat war an hent, hag ac’hano war-zu ar gear, e leac’h ma tigouezas hep beza gwelet eur c’hristen.

Mantret e oe pa zigoras dor ar presbital. Dirazan, astennet war al leur-di, edo Fant, o klemm hep gellout lavaret eur gomz. An tiretennou a yoa digor, an arbeliou torret warno an doriou ; en eur ger, pep tra a yoa war an tu gin. Ar beleg santel a oe mall gantan trugarekaat Doue da veza miret diou vuez hag a yoa bet ken tost d’ar maro.

Eur wech diliammet, epad m’edo ar person en iliz, Fant a oe mall ganti mont a zor da zor dre ar vourc’h da enkanti ar pez a yoa c’hoarvezet er gwall-nosvez-se.

Hep dale, hag hep gortoz ali an archerien kemennet koulskoude gant ar mear, ugent gwaz a gerzas war roudou ar muntrer, a-gleiz, a-zeou, a-dreuz hag a-hed ar meneziou.

Tri dervez e padas an enklask, rak ne oe kavet nemet d’abardaez an trede deiz goude an darvoud kriz.

Kavet e oa ; hogen n’oa ket ebat lakaat an dourn warnan. Gallet e oe ’velkent e jadenna goude eur c’hrogad tenn : daou zen a oe gwall-c’hloazet. Ma oe kaset, liammet, d’an archerien.

Al lez-varn her c’hondaonas didruez da veza dibennet.

Eur zonj a deuas d’ar person pa glevas e oa bet kondaonet e vuntrer d’ar maro : sklerljenna an ene paour a yoa a vonet dirak e varner a benn eun nebeut derveziou. O veza bet aotreet da vont betek an torfetour, ar person a yeas eun abardevez, d’ar prizon.

Al laer bras a yoa astennet war e c’holc’hed, hogen n’oa ket kousket. Sevel a reas da zigemeret an hini a deue d’e welet.

Hep lavaret an distera tra a c’hellje seblantout eur rebech, an aotrou person a gomzas a Zoue, eus e vadelez hep muzul, eus e drugarez e-kenver ar bec’herien.

An torfetour a gavas iskis klevet komzou ker karantezus, rak n’oa ket boaz da gement-se. Gedal a rea, kredabl, e raje ar beleg rebechou c’houero d’ezan. Setu perak e sellas outan gant daoulagad sebezet p’e glevas o koms a bardon, a drugarez. Goude avat e lavaras ennan e-unan : « Petra ? ar beleg koz-ma, an den-ma am eus klasket laza hag am eus laeret, eo a deu brema da asten d’in an dourn evit sevel ac’hanoun dirak va daoulagad va-unan ! Dont a ra d’am frealzi pa ne dlie d’in nemet e valloz. O va Doue ! daoust ha gellout a rafe e vije c’hoaz eun drugarez bennak evidoun ? »

Hag epad ma lavare ar beleg e gomzou madelezus, ene ar pec’her a zeue da deneraat muioc’h-mui, a zigore frankoc’h-franka da zigemeret grasou an aotrou Doue, evel ma teu ar bokedou pep mintin da zispaka o deliennou evit tapout gliz an nenvou.

Ar zonj eus e vamm, kristenez vat, a zeuas da dreuzi e spered evel eun aezennig fresk en hanv a deu da drec’hi gwrez an deiz. Setu e zaoulagad leun a zaerou ; koueza a ra e-harz treid ar beleg, hag e lavar a-dreuz e c’hlac’har :

— « Ya, truez, trugarez evit eul laer hag eur muntrer ! »

— « Ac’hanta, va mignon, grit o kovesion… »

— « Pa gerot, va zad. »

Ober a eure e govesion. Ha pa lavaras ar pec’her ar c’homzou-ma eus an akt a geuzidigez : « Va Doue, eur c’heuz bras am eus d’ho peza dismeget », an hini en doa skoet gantan a zavas e zourn d’e dro, evel evit rei e vennoz hag a lavaras a vouez uhel : « Me a bardoun d’it da holl bec’hejou, en hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. »

Daou zervez goude e benn a goueze war ar chafod, goude m’en doa digemeret eur wech-all c’hoaz bennoz person ar Menez-Bras.


————