Kroajou zavet el lanneier,
El lez ar mor, er parkeier,
War lein huel ar meneiou
Hag en donder traouiennou,
Pa dremenan en ho kichen,
Deuz ma c’halon ’strink eur beden,
Eur beden ’vid hon zadou koz
’Zo er bed-all ouz hon gortoz.
Hi, en o fe stard evel roc’h,
Ê o-deus zavet ac’hanoc’h,
Da zigas sonj d’an tremener
Dimeuz karante e Zalver.
Me ’oar, dam-dostik d’ar mor braz,
E-kreiz eul lann meinek ha noaz,
Eur groaz krignet gant an amzer,
Hag he hano “Kroaz ar Sturier“.
Martoloded kristen ar vro,
’Rog mont kwit, ha pa vent distro,
D’he zroad deu da bedi gand fe,
Evid goulen skoazell Doue.
E-pad o beaj aliez,
Pa ve trubuilh en tiegez
O kleved ar mor o krozal
Hag an avel foll o yudal.
O gwreg, he bugale gant-i,
A deu eno c’hoaz da bedi,
Da c’houlen zikour ’vid ar re
’Zo en riskl da goll marteze…
Eun abarde e tremeniz
E-tal ar groaz, hag e weliz
Eur plac’hik stouet d’an douar,
Ha hi mantret gant ar glac’har.
Hirvoudi a re truezuz,
Leuskel ’re klemmou ankeniuz,
Ha bep an amzer e lere :
« Ma Doue, bet truez out-e ! »
Eun tammik pelloc’h peder-all
Na sonjent nemed ebatal
Ha tôl en ear, en eur c’hoarzin,
O c’hanaouenn sart ha sklentin.
— « Petra ’zo kiriek, ma vlac’hik,
D’ar boan e rann da galonik ?
Perag da daerou ’red ken puilh ?
Perag ’teuz kement a drubuilh ? »
« Pa ’man da garamadezet
Er joa hag en evurusted,
Perag out-te aman, lar d’in,
O ouelan hag o hirvoudi ?… »
Hag ar plac’hik a respontaz,
’N eur zevel he daoulagad glaz :
— « Ma zad ha ma daou vreur henan
’Zo et d’an Island, ar bla-man.
Sethu bremaïk, daou viz ’zo
Na zo ket bet deuz o c’helo :
Biskoaz ken pell na oant chomet
Heb bean bet d’ar ger skrivet.
« Du-hont, en chapel ar Werc’hez
E pedan ’vit-e aliez,
Daoulinet dirag he skeuden :
’Zeblant ket klevet ma feden.
« Ma mamm baour, klanv en he gwele
Ne ra ’med gouelan entr’an de.
Gwelet a red ’ta, otro mad,
Ec’h e gwall-ankeniuz ma stad !… »
— « Laka da fianz en Doue ;
Ped anean bepred gant fe,
Ha deuz lein an Nenv e skuilho
E vennoz war da drubuilho. »
Hag ar plac’hik, ouz troad ar groaz,
A bedaz eur pennadik c’hoaz,
Ha goude, muioc’h kalonek,
D’ar ger ’tistroaz ’n eur redek.
— o —
Ar beden vad ’zo gallouduz,
Hag, er bed-man ken trubuilhuz
E ra d’imp kât dimeuz an Ne
Nerz da c’houzanv poan ar vuhe.
3 a viz gouelen 1899.
Tremener.
|