Kontaden evit Gouel an Holl-Zent
Konan, ar c’hloc’her, a yoa kousket mat en e wele en noz-se pa voe dihunet gant e wreg.
— « N’ec’h eus ket klevet, Youen ? »
Ha Konan a c’hrougnas eun dra bennak etre e zent hag a droas en tu all hep ober muioc’h a van. Hag hen da roc’hat a-nevez gwasoc’h eget biskoaz.
Traou grevus a ranke koulskoude beza war spered ar plac’h, rak opal a reas a-nevez a-bouez he fenn :
— « Youen ! Klaoustre n’ec’h eus ket serret dor an tour war ar c’hleier ! »
Ar c’hloc'her en dro-man a zigoras eul lagad.
— « Petra ? Petra ? N'em eus ket serret an nor ? Daoust hag oc’h huvreal emaout, Janned kez ? »
— « Ar c’hleier eo a zo war vole… Ne glevez ket ? »
— « Ar c’hleier e bole, end-eün ? Allo ! Allo !… Mar d’eo gwir ! » Ha Konan a zavas en gwaze da zelaou.
— « Ne glevez ket ? »
An avel er meaz a rea eun trouz da vouzara, ar gwez a strake, an déliou mélen a nije. Evelato Konan ne zaleas ket da glevet.
« Ar wirionez a zo ganez, Janned. Klevet a ran kleier Kergrist… Unan bennak a zo savet d’ar gambr ! »
Youen Konan a deuas eus e wele da zellet pe boent eus an noz e c’helle beza. Horolaj an arbel vras a verke hanter-noz.
— « A ! a lavaras Konan outan e-unan… Unan bennak eus pôtred an Arvor, an A. Person e-unan marteze, en deus sonjet c’hoari d’in eun dreuflezen… Bep bloaz e kaver abeg ennon abalamour ma paouezan abret da zon glazou an Anaon da genver an noz-man.
Hag evit gwir, Konan ne felle ket d’ezan chom da zon pa veze tremenet dek heur. Parreziou-all a yea betek hanter-noz, darn zoken a zone penn da benn an noz santel.
Betek dek heur, c’hoaz ! c’hoaz ! da lavaret eo keit ha ma kave gwin-ardant en eun hostaleri bennak !
Goude prosesion an anaon er vered an A. Person en doa goulennet ouz Youen :
— « Ha neuze, Youen, betek pegouls e chomot on noz-man da zon glazou ? »
— « Betek dek heur, A. Person !… N’in ket pelloc'h. »
— « Evel a gerot. En holl barreziou tro-war-dro e talc'her da zon betek tremenet an hanter-noz. Arabat eo marc’hata evel-se gant an Anaon kez, Konan ! N’ho pezo ket a chans !… »
Konan koulskoude a yoa eur penn kalet a zen. Da zek heur e sunas ar veraden ziveza eus e vuredad gwin-ardant, hag hen er meaz eus an iliz distres war e ziwesker hag e benn badaouet kaer.
Serret mat en doa an doriou war e lerc’h ; kredi a rea da vihana. Daoust da gement-se, eur farser bennak marteze a yoa deuet a-benn da c’hellout digeri.
Hag ar c’hloc’her ha sevel ha mont etrezek an iliz. Aman hag a-hont, dre ma’z ea e kave eun tamm sklerijen en tiez. Gouzout a reer edo gwechall ar c’hiz e meur a garter eus Breiz da viret eun tantadig tan en oaled da genver noz an Anaon a-benn ma teuy an eneou da ober o zro el lec’hiou edont o chom a-rôk o maro… An dôl a vez warni eun dousier wenn ha war an dousier, krampoez, kig, bara, amann, ha chistr. evit ma c’hello an Anaon kez terri e naon hag e zec'hed.
Tremen a eure dirak eun ti dister, disparti dioc’h ar re-all. Hep ober van, kouls lavaret, setu hen o sellet en diabars. Ha petra welas Youen Konan ? Gwelet a reas Yannig Penn Moal, ar faouter koad, beziet gantan c’hoec’h sizun a yoa, azezet, o tomma e dreid e-tal an tan !
Ar c’hloc’her na spontas ket gant ken nebeut a dra ; ker kustum ez oa da gaout da ober gant ar re varo ! ober a reas sin ar groaz, hag hen da vont pelloc’h. Pa zigouezas war dachen an iliz e tôlas evez n’edo mui ar c’hleier war vole, hag en iliz n’oa ken goulou nemet an hini a zo noz deiz er santual dirak ar Zakramant.
— « Janned, hep mar, a yoa oc’h huvreal, emezan, ha me ive, kredabl bras. Gwin-ardant Laouig ar Fri du a rank beza savet da virvi em fenn !… » Mont a reas betek an nor evelato da welet ha serret oa. Ha serret ez oa. N’ez eas ket en iliz…, ha da ober petra e vije êt ? Ha setu hen da zizrei adarre d’ar gêr. Tapet voa gantan tiez kenta e garter pa glevas a-nevez, ha freas, ar glazou o skei en tour.
En dro-man Youen a reas eun dro war e zeuliou, ha d’an iliz, ha da zor an tour. Houman a yoa prennet. Youen he digoras, ha neuze eun tôl avel o tont eus skalier an tour en iliz a lazas d’ezan ar goulou en e letern.
Ha setu Youen nec’hetoc’h eget biskoaz. En tu deou d’an nor, en eur c’hougn, a-drenv eur bern kadoriou, en doa gwelet kerden ar c’hleier a-ispilh ha difinv kaer, endra ma talc’he ar glazou da dregerni en uhel !…
Daoust m’edo er vrasa tenvalijen, Youen en doa savet meur a bazen pa jomas a-zao en eun tôl krenn. Krena rea e ziwesker dindannan, e zent a strake en e benn, eur c’houezen yen a zivere eus e dal ; ha setu hen o klevet eun tammig trouz, evel pa vije eun den o tont sioulik war-zu ennan… Konan a zispourbelle e zaoulagad o klask gwelet a dreuz an denvalijen. An trouz koulskoude a dostae bepret. N’oa ket da fazia, unan bennak a ziskenne eus an tour, hag ar c’hloc’her dizale a ouije petra oa. Asten a reas e zorn da ziarbenn an tremener. Ne ziarbennas netra avat, paour kêz ! netra na stokas outan nemet eun tarz avel grenv ha yen, ha prestik e klevas trouz kammejou o pellât…
Konan a deuas ac’hano d’an iliz evel a ruilhou. Lampat a reas a-dreuz ar c’hadoriou da c’horre an iliz, rak war-zu eno e krede beza gwelet eur skeud o chacha. Breman avat ne wele mui netra adarre.
Pa oe digouezet harp ouz ar c’heur, Youen Konan a jomas a-zao. Ar c’houezen sklaset a yea war gresk, an dersien a yea war wasât d’ezi, hag ar pôtr a grene muioc’h-mui. Ouz sklerijen goulaouen ar santual, Konan a welas ez oa digor dor ar sekreteri. Kredi a reas zoken en doa klevet evel eun huanaden hag evel follennou eul levr o steki an eil ouz eben.
Hag ar c’hloc’her da dostât. C’hoant en doa da c’houzout a raje. Daou levr, pe kentoc’h daou gaier a yoa eno war an dôl. Anaout mat a rea anezo : kaier ar mervent ha kaier ar badiziantou.
Penôs e c’hoarvezas kement-man ? Labour an avel pe labour eun dorn ha ne wele ket ? Ar pez a zo gwir eo n’oa mui Konan tamm ebet badaouet, ha n’edo ket oc’h huvreal pa wele follennou ar badiziantou o trei an eil warlerc’h eben betek ma tigouezas gant an hanoiou kenta. Neuze ar c’haier a jomas digor war hano Konan. Heman a dostaas hag a lennas… War baper gwenn kaier ar mervent e hano, da ziveza, skrivet fresk : « Yves-Marie Conan ». A ! re an oll evelato a goueze war e spered. Ar paour kez kloc’her a skrijas hag a lezas eur glemmaden vantrus, na kerkent e kouezas a stok-korv war vein al leuren.
Antronoz, Otrou Person Kergrist a gavas maro er sekreteri korv e zakrist ha kloc’her gant kaier an Anaon etre e zaouarn.
Glaoda ’r Prat.
Pluenzir