Kontaden an ermit dizoursi
En eun ti, war vord eun hent bras, oa gwechall eun ermit hag a gave skanv ar vue. War e zor ’n evoa skrivet :
Aman zo eun ermit dizoursi, |
Ar roue a digoueas d’ean tremen. Mantret e chom da lenn ar pez a wel skrivet.
Hag hen en ti.
— Penôs, emean, c’houi n’oc’h nemet eun tammik ermit ha ne ve kammed diês ho spered gant netra ? Ha me ’zo roue ha n’am eus nemet reuz ha melkoni bemde ! Oh ! gwelet e vo ! Me dremeno c’hoaz dre aman e-berr. Ha c’houi lavaro d’in ped lur ’zo el loar, pelec’h eman kreiz ar bed, ha petra zonjin pa vin o kôzeal ganec’h.
Ma ne lavaret ket d’in kement-se, sur ho lêr a baeo.
An ermit en em lakas da grenan. Evit ar wech kentan e teuas anken, nec’hamant war e spered.
— Oh ! e sonje, biken n’hallin lavaret d’ar roue ped lur zo el loar. Daoust ha ze zo treo hag e c’haller da c’houzout ?
E oa o tibri e spered evelse, pa deuas en ti eur c’hlasker-bara.
An ermit a gontas d’ean e nec’hamant. Ar paour a selaou hag a ra e zonj.
— Tad, a lavar d’ean, roet d’in ho tilhad ermit. Me c’hortozo ar roue aman, Me responto d’ean evidoc’h. Rak se, bezet dinec’h.
D’abarde, ar roue a deuas en ti.
— Ac’hanta, emean, pesort pouez a zo el loar ?
— Otro roue, eme ar paour, on o paouez dont eus he fouezan ; n’eus enni nemet eul lur hag eur c’hartouren. Pouezet-hi d’ho tro hag e welfet ma n’eo ket gwir.
— Ha kreiz ar bed, pelec’h eman ?
— Aman, set’, ’barz ar c’hogn. N’ho peus nemet muzulan hoc’h-unan, ma ne gredet ket.
— N’on ket evit nac’h, eme ar roue. Mes petra zonjan d’ar mare-man ?
— Oh ! ma Doue, êz awalc’h eo goût. C’houi zonj ganac’h oc’h o kôzeal ouz eun ermit.
— Hag ec’h on, emichans, eme ar roue.
— N’oc’h ket, otrou. Me n’on nemet eur paour
kez klasker-bara.
Hag en eur lavaret ze, e tôlas diwar e dro dilhad an ermit.
— Saperbie ! ’me ar roue, paket on, ’vat !
Goude eur pennad, e lavaras, droug ennan :
— Me da dapo ive ! Varc’hoaz e renki digas d’in eul lizer ha n’hallo den e lenn nemedout. Arabad dont war droad, na kennebeut war varc’h ; arabad dont dre an hent nag a-dreuz parkou. Ha dont varc’hoaz, pe da lêr a baeo !
— Mad, eme ar paour kez ; kenavo varc’hoaz. otrou roue.
An de warlerc’h, ec’h eas d’ar palez kerkent hag an de.
— Saperbie ! eme ar roue, penôs out deut ? War droad pe war varc’h ?
— Nan, emean, war eun azen.
— Ah ! Dre an hent out deut pe dre ar parkou ?
— Nan, dre doufle an hent bras.
— Ah ! kaeroc’h, avat ! Ha da lizer, pelec’h
eman ?
Hag hen o tiskoue eur c’hrouer.
— Setu hen aman, roue, emean ; lennet mar gallet.
— Lenn petra ? eme ar roue ; hennez zo eur c’hrouer !
— Ma, eme ar paour, me zo ’vont da lenn d’ec’h.
Hag hen da ziskoue ar wiaden d’ar roue, en eul lavaret : « Aman eo toull ; aman n’eo ket toull ; aman eo toull ; aman n’eo ket toull ! »
— Tanfoueltr ! eme ar roue ; me oar ze pell zo !
— Oh ! eme ar paour, breman ec’h ouzoc’h, mes bremaïk ne ouiec’h ket.
— Mad, eme ar roue, chom ’n em falez. Te vo mad da ziluian ar c’hudennou luiet.
Hag ar paour a deuas evelse da vean pinvidik. Eürus e oe betek fin e vue. Lod a lavar, zoken, e timezas da verc’h ar roue.
An neb a zo poellet e spered, |
- (Diwar Kontadennou an O. Jézégou).