Mont d’an endalc’had

Komzou distaget mad

Eus Wikimammenn
Disanv
J.-P. Gadreau, 1872 (pp. 59-64).
◄  War-zav, Bretoned ! Komzou distaget mad Ar re a oar lenn   ►



KOMZOU DISTAGET MAD


————


Potr Breiz-Izel na eo ket, peurvia, ar pez a lavarer un den distagellet mad ; ha koulzgoude e kar ive, evel un all, pa gav he du (occasion) diskouez penoz na eo ket skornet he deod, na re-izel he speret. Ar pez a deu warlec’h hen diskouezo d’ehoc’h.


X


Ul labourer-douar, un tiek mad euz a barroz Lan…, hec’h ee un de, gwintret en he gar, da foar Gouesnou, evit gwerza daou borc’hel lard pere a oa en ho gourvez astennet dre he gein. Pa oa o vont gant ann hent, a tigwezaz gant-han ur c’hemener, pehini hec’h ee d’he dewez, sammet euz he venviou (ses outils), he nadoz hag he veskenn.

— Sell ! sell ! — a lavaraz ar c’hemener, pa welaz ann daou borc’hel er c’har, breman pa ’z omp en Republik, mibien Rohan na deurveont ken mont war-droad eta, hag ez eo rèd ho lakaad en karronz, evel gwez-all ?

— Serr da veg, ha tremen, potr he nadoz ! a lavaraz d’ehan al labourer-douar.

Ann daou borc’hel a oe gwerzet mad en foar Gouesnou. Goude bea grêt he bedenn en pep chapell ilioek, — da lavaret eo dre-holl lec’h ma welaz ur boud ilio a uz d’ann nor, — a sonjaz ive, un dro-bennag, mont war-du he gêr. En kreac’h ar Bourg-Gwenn (Bourg-Blanc) e tiskennaz euz he gar evit staota, ha pa oa o teurrel en douvez ar sistr hen defoa evet en Gouesnou, a velaz eno, er fank hag er vouillenn, daou den pere a oa henvel a-walc’h euz daou vab da Rohan, evit komz flour. Pa sellaz out ho a dost, ec’h anaveaz Mear he barrez, hag unan he vignoned brasa.

— Petra, c’hui eo a zo aze, otro ar Mear, ha c’hui, otro Per… Hogoz eo d’in bea lâret ho hanoiou. — Deut em c’har, ha me ho kaso bete toul ho tor.

Ia, met penoz sevel er c’har, pa na c’hallent ket em derc’hel war ho divesker ? Gant kalz a boan, ha diouvreac’h tremenerienn a oe galwet d’ho c’harga er c’har ; hag a-raok, etrezeg Lan… ! Pa oant digwezet tost d’ar bourk, ez oa war ann hent ar c’hemener, o tistrei euz he dewez :

— Tro ! tro, buhan, spazer laou ! a lavaraz d’ehan potr he vooc’h.

— Petra, na t-eûz ket gwerzet eta ? — eme ar c’hemener, pehini en defoa anavezet mad ann daou a oa gourveet er c’har.


X


Un den diwar ar meaz, euz a barrez P…, pa oa o vont da varc’had L…, a digwezaz gant-han unan a gureed he barrez, heuzou en he dreid evel un archer, ha gwintret war ur gazek kaer pehini hen defoa a-nevez brenet : — Oh ! oh ! otro ar c’hure, — a lavaraz d’ezhan, — d’ar brezel eo ez et evel-se, ma ’z hoc’h ken brao war ho loen ? — N’eo ket gwir eta, Iann, am eûz ur gazek kaer ? a lâraz ar c’hure, — o terc’hel da vont a-raok bepred. rag d’ur pred braz ec’h ee da vaner Ker…, hag hen defoa aoun da veza re-divezad. — Ia a-vad, otro ar c’hure, ur gazek kaer oc’h eûz, a dra sur ; met pe hano e d-eûz ive ? — Mizer, Iann. — Mizer !… Ah ! c’hui a-vad a zo evuruz, otro ar c’hure, da c’hallout mont evel-se war geign Mizer, — ha Mizer a zo atao war hon c’heign-ni, tudou geiz !


X


Laouig Kergoat a oa tort, ha kemener euz he vicher. Pipi Kerbrad, he amezek tosta, a oa labourer douar, pe turnier douar, evel ma lâre ann tort anezhan. a-weziou, ha born. Na oant ket mignoned vraz.-

Un de, beure mad, o welet Laouig o vont d’he dewez, Pipi a lâraz d’ezhan : — Gwall abred ez hoc’h, hirie, indann ho samm, amezek. — Kent eget ma oa digor ar prennestrou war ho ti ! — a lâraz ann tort.


————